Livre de Josué - Chapitre 2
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24
Chapitre 2
Depuis Shittim, Josué, fils de Noun, envoya discrètement deux espions. Il leur dit : « Allez voir le pays et Jéricho. » Ils y allèrent, entrèrent dans la maison d’une prostituée nommée Rahab et y couchèrent. Jos 2, 1 : Hag e kasas Josoua, mab Noun, eus Settim, daou zen, spierien, dre guzh, o lavarout : "It da welout ar vro, ha Jeriko". Hag ez ejont, hag ec’h errujont e ti ur vaouez, ribodez, hec’h anv Rac’hab, hag e kouskjont eno.
On dit au roi de Jéricho : « Des hommes sont entrés ici cette nuit, des fils d’Israël, pour reconnaître le pays. » Jos 2, 2 : Hag e voe disklêriet se da roue Jeriko, o lavarout : "Setu, gwazed a zo deuet amañ henozh, eus Bugale Israel, evit furchal ar vro".
Alors, le roi de Jéricho envoya dire à Rahab : « Fais sortir les hommes qui sont venus chez toi – qui sont entrés dans ta maison – car c’est pour reconnaître tout le pays qu’ils sont venus. » Jos 2, 3 : Hag e kasas roue Jeriko tud da gaout Rac’hab, da lavarout : "Kas er-maez ar wazed a zo deuet du-se, a zo deuet ez ti, rak evit furchal ar vro a-bezh ez int deuet".
Mais la femme emmena les deux hommes et les cacha. Puis elle dit : « Oui, ces hommes sont entrés chez moi, mais je ne savais pas d’où ils venaient. Jos 2, 4 : Met kemeret he devoa ar vaouez an daou zen hag o c’huzhet, hag e lavaras : "Ya, deuet ’zo amañ gwazed : ne ouien ket a-belec’h e oant.
Ils sont sortis quand, à la nuit tombante, on allait fermer la porte de la ville. Je ne sais pas où ils sont allés. Dépêchez-vous de les poursuivre, et vous les rattraperez. » Jos 2, 5 : Hag e oa an nor da vout serret, en deñvalijenn hag ar baotred a zo aet kuit. N’em eus ket gouezet da belec’h ez ae ar wazed. Galoupit buan war o lerc’h hag o tapout a reot".
Or, elle les avait fait monter sur le toit en terrasse et les avait cachés sous les tiges de lin rangées sur le toit. Jos 2, 6 : Met hi he devoa graet dezho pignat war an doenn, hag o skoachet gant korz lin renket ganti war an doenn.
Les hommes du roi les poursuivirent en direction du Jourdain, vers le passage des gués, et l’on referma la porte dès que les poursuivants furent sortis. Jos 2, 7 : Hag ar soudarded a c’haloupas war o lerc’h war hent ar Jordan, etrezek ar roudourioù. An nor a oa bet prennet goude ma oa aet ar rederien war o lerc’h.
Quant à eux, à peine étaient-ils allongés que Rahab monta près d’eux, sur le toit, Jos 2, 8 : Ar re all ne oant ket c’hoazh kousket, hag hi da bignat daveto war an doenn,
et leur dit : « Je sais que le Seigneur vous a donné ce pays, que la terreur s’est abattue sur nous, et que tous les habitants du pays ont été pris de panique à votre approche. Jos 2, 9 : ha da lavarout d’ar baotred : "Gouzout a ran e ro an Aotrou deoc’h ar vro, hag ez eo kouezhet ar spont razoc’h warnomp, hag e teuz holl annezidi ar vro dirazoc’h,
Nous avons entendu dire que le Seigneur avait asséché devant vous l’eau de la mer des Roseaux, lors de votre sortie d’Égypte, et ce que vous avez fait aux deux rois des Amorites, à Séhone et à Og, de l’autre côté du Jourdain : vous les avez voués à l’anathème. Jos 2, 10 : rak klevet hon eus en devoa disec’het an Aotrou dour Mor ar Broenn dirazoc’h pa zeuec’h eus an Egipt, ha petra ho poa graet da zaou roue an Amoreiz a oa en tu all d’ar Jordan, da Sehon ha da Og, ha penaos ho poa o anaoueet.
Nous l’avons entendu dire et notre courage a fondu ; devant vous, chacun perd le souffle, car le Seigneur votre Dieu est Dieu là-haut dans les cieux, et en bas sur la terre. Jos 2, 11 : Klevet hon eus se ha teuziñ a ra hor c’halon, ha den ne zalc’h e anal dirazoc’h, rak an Aotrou, ho Toue a zo Doue an Neñvoù e-krec’h ha war an douar e-traoñ.
Et maintenant, puisque j’ai agi loyalement envers vous, jurez-moi donc par le Seigneur que vous agirez loyalement, vous aussi, envers la maison de mon père. Donnez-moi une preuve que Jos 2, 12 : Ha bremañ, touit, mar plij, din, dre an Aotrou, peogwir em eus graet en ho keñver gant truez, e reot, c’hwi ivez, e-keñver ti va zad gant truez, hag e roiot din un arouez asur ;
vous laisserez en vie mon père et ma mère, mes frères et mes sœurs, avec ce qui leur appartient, et que vous nous préserverez de la mort. » Jos 2, 13 : hag e lezot da vevañ va zad ha va mamm, ha va breudeur ha va c’hoarezed hag an holl re a zo ganto, hag e tennot hon eneoù eus ar marv".
Les hommes lui dirent : « Nos vies contre les vôtres, à moins que vous ne dévoiliez notre entreprise. Quand le Seigneur nous aura donné le pays, nous agirons envers toi avec loyauté et fidélité à notre parole. » Jos 2, 14 : Hag e lavaras dezhi ar baotred : "Hor buhezioù e-lec’h ho re-c’hwi da varvo, ma n’embannit ket an afer-mañ ! Ha setu : pa roio deomp an Aotrou ar vro, e raimp ez-keñver gant truez ha fealded".
Alors, elle les fit descendre avec une corde par la fenêtre, car sa maison était sur le mur du rempart, elle habitait dans le rempart. Jos 2, 15 : Hag hi d’o diskenn gant ur gordenn dre ar prenestr, rak he zi a oa e moger ar ramparzh ; er ramparzh e oa o chom.
Elle leur dit : « Allez dans la montagne, de peur que vos poursuivants ne vous rattrapent. Vous vous y cacherez trois jours, jusqu’au retour de ceux qui vous poursuivent ; après, vous pourrez continuer votre route. » Jos 2, 16 : Hag e lavaras dezho : "Kit d’ar menez, gant aon na gouezhfe warnoc’h ar rederien, hag en em glenkit eno tri deiz, ken na vo distro ar glaskerien ; ha goude ez eot gant hoc’h hent".
Les hommes lui dirent : « Ce serment que tu nous as fait jurer, nous le respecterons ainsi : Jos 2, 17 : Hag e lavaras ar baotred dezhi : "Seveniñ a raimp al le-mañ ez keñver, ar pezh hon eus touet,
quand nous entrerons dans le pays, tu attacheras ce cordon de fil écarlate à la fenêtre par laquelle tu nous as fait descendre ; tu réuniras auprès de toi, dans ta maison, ton père et ta mère, tes frères et toute la famille de ton père. Jos 2, 18 : evel-hen, pa-z erruimp er vro : ar gordennig a neud skarlek-mañ a skoulmi ouzh ar prenestr m’ec’h eus hon diskennet drezañ. Ha da dad, da vamm, da vreudeur, hag holl diegezh da dad, a vodi du-se, en ti.
Si l’un d’entre vous franchit les portes de la maison pour sortir, son sang retombera sur sa tête, nous serons quittes ; si l’on porte la main sur lui alors qu’il est dans ta maison, son sang retombera sur nos têtes. Jos 2, 19 : Ha setu : neb a zeuio eus dorojoù da di er-maez, e wad a vo war e benn, ha ni a vo didamall, met kement hini a vo ganit en ti, e wad da vezo war hor penn mar be un dorn warnañ !
Mais si tu dévoiles notre entreprise, alors nous serons quittes de ce serment que tu nous as fait jurer. » Jos 2, 20 : Ha ma kontez hor c’homzoù-mañ, e vezimp kuites eus al le hon eus touet".
Elle répondit : « Qu’il en soit selon vos paroles ! » Elle les renvoya et ils partirent. Alors, elle attacha le cordon écarlate à la fenêtre. Jos 2, 21 : Hag hi da lavarout : "Evel m’hoc’h eus lavaret, evel-se ra vezo !" Hag o lezel a reas da vont kuit, hag e skoulmas ar gordennig skarlek ouzh ar prenestr.
Ils s’en allèrent, atteignirent la montagne et ils y restèrent trois jours, jusqu’au retour de ceux qui les poursuivaient. Ceux-ci les avaient cherchés tout le long du chemin et ne les avaient pas trouvés. Jos 2, 22 : Hag int neuze da vont, ha d’erruout war ar menez, ha da chom eno tri devezh, ken na voe distro ar glaskerien. Klasket o devoa ar re-mañ dre-holl war an hent hep kavout.
Alors, les deux hommes s’en retournèrent, descendirent de la montagne, passèrent le Jourdain, revinrent auprès de Josué, fils de Noun, et lui racontèrent tout ce qui leur était arrivé. Jos 2, 23 : Ha distroet an daou baotr, diskennet eus ar menez, e treuzjont ar Jordan, ha mont da gaout Josoua, mab Noun, ha kontañ dezhañ kement tra c’hoarvezet ganto.
Ils dirent à Josué : « Le Seigneur a livré tout le pays entre nos mains et, devant nous, tous ses habitants sont pris de panique. » Jos 2, 24 : Hag e lavarjont da Josoua : "Lakaat a ra an Aotrou etre hon daouarn ar vro a-bezh : teuziñ a ra holl annezidi ar vro dirazomp".
