Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Josué » Chapitre 23

Livre de Josué - Chapitre 23

Levr : Levr Josoua
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Chapitre 23



Longtemps après que le Seigneur eut accordé le repos à Israël face à ses ennemis alentour, Josué, étant devenu vieux et avancé en âge, Jos 23, 1 : Ha setu, pell amzer goude m’en devoa roet diskuizh an Aotrou da Israel eus e holl enebourien a ziwar-dro, ha Josoua o vezañ kozh, deuet war an oad,

convoqua tout Israël, ses anciens, ses chefs, ses juges et ses scribes. Il leur dit : « Je suis vieux et avancé en âge. Jos 23, 2 : e c’halvas Josoua Israel a-bezh : Kozhidi, pennoù, barnerien, skribed, hag e lavaras dezho : "Me a zo kozh, erru war an oad ;

Et vous-mêmes, vous avez vu tout ce que le Seigneur votre Dieu a fait contre toutes ces nations à cause de vous : c’est le Seigneur votre Dieu qui combattait pour vous. Jos 23, 3 : gwelet hoc’h eus holl bezh en deus graet an Aotrou, ho Toue, d’an holl bobloù-mañ dirazoc’h, rak an Aotrou, ho Toue, eo a rae brezel evidoc’h.

Voyez ! J’ai fait tomber, en héritage pour vous, pour vos tribus, ces nations qui restent, comme celles que j’ai vaincues depuis le Jourdain jusqu’à la mer Méditerranée, au soleil couchant. Jos 23, 4 : Sellit ! Roet em eus hêrezh, evit ho meuriadoù, adalek ar Jordan, hag an holl bobloù am eus rasket betek ar Mor bras, er c’huzh-heol.

C’est le Seigneur votre Dieu lui-même qui les repousse à cause de vous, les dépossède devant vous. Et vous prendrez possession de leur pays, comme vous l’a dit le Seigneur votre Dieu. Jos 23, 5 : An Aotrou, ho Toue, eo en deus o bountet dirazoc’h, hag o diberc’hennet a zirazoc’h. Hag e perc’hennit o douar evel m’en devoa prometet an Aotrou, ho Toue, deoc’h.

Vous serez donc très forts pour observer et mettre en pratique tout ce qui est écrit dans le livre de la loi de Moïse, sans vous en écarter ni à droite ni à gauche, Jos 23, 6 : Dalc’hit ho krog da vat, o virout hag o seveniñ holl bezh a zo skrivet e levr Lezenn Moizez, hep diankañ a-zehou nag a-gleiz,

sans vous mêler à ces populations qui subsistent près de vous. Vous ne prononcerez pas le nom de leurs dieux ; vous ne prêterez pas de serment par ce nom ; vous ne les servirez pas ; vous ne vous prosternerez pas devant eux. Jos 23, 7 : hep mont gant ar pobloù-se a van amañ ganeoc’h. Eus anv o doueoù na rit ket meneg, na douit ket drezo, n’o servijit ket, na stouit ket dirazo.

Mais c’est au Seigneur votre Dieu que vous vous attacherez, comme vous l’avez fait jusqu’à ce jour. Jos 23, 8 : Met ouzh an Aotrou, ho Toue, en em stagit, evel m’hoc’h eus graet betek hiziv.

Le Seigneur a dépossédé devant vous des nations grandes et puissantes. Personne n’a pu vous résister jusqu’à ce jour. Jos 23, 9 : Diberc’hennet en deus an Aotrou en ho raok pobladoù bras ha kreñv ; n’eus dalc’het hini ebet dirazoc’h betek hiziv.

Un seul d’entre vous en poursuit mille, car le Seigneur votre Dieu combat lui-même pour vous, comme il vous l’a dit. Jos 23, 10 : Un den hepken ac’hanoc’h a argase mil, rak an Aotrou, ho Toue, eo a rae brezel evidoc’h, evel m’en devoa prometet deoc’h.

Vous prendrez bien garde à vous-mêmes en aimant le Seigneur votre Dieu. Jos 23, 11 : Bezit aketus-meurbet, en hoc’h eneoù, da garout an Aotrou, ho Toue.

Car si vous vous détournez, si vous vous attachez au reste des nations qui demeurent auprès de vous, si vous allez vous y marier, si vous vous mêlez à elles et qu’elles se mêlent à vous, Jos 23, 12 : Hogen, mar en em zistroit ha mar en em stagit ouzh ar rest a bobloù-se a zo manet amañ ganeoc’h, mar dimezit ganto, ma-z it ganto hag int ganeoc’h,

sachez-le bien : le Seigneur votre Dieu ne continuera pas de les déposséder devant vous. Elles seront pour vous comme un filet ou un piège, un fouet sur vos côtés, des épines dans vos yeux, jusqu’à ce que vous disparaissiez de cette bonne terre que vous a donnée le Seigneur votre Dieu. Jos 23, 13 : gouzout a ouzoc’h ne gendalc’ho ket an Aotrou, ho Toue da ziberc’hennañ ar pobloù-se dirazoc’h ; bez’ e vezint evidoc’h ur roued hag ur pech, ur skourjez war ho kostezioù, pikoù en ho taoulagad, ken na 'z eot da get diwar an douar-mañ en deus roet deoc’h an Aotrou, ho Toue.

Moi, je m’en vais aujourd’hui par le chemin de tout le monde. Vous, vous reconnaissez, de tout votre cœur et de toute votre âme, qu’aucun des engagements pris par le Seigneur votre Dieu en votre faveur n’est resté sans effet : pour vous, tous ces engagements se sont réalisés, aucun d’eux n’est resté sans effet. Jos 23, 14 : Emaon o vont hiziv hervez planedenn an holl war an douar ; ha gouzout a rit a holl galon, a holl ene, n’eus ket c’hwitet un dra eus an holl draoù vat en devoa prometet an Aotrou, ho Toue, deoc’h : kement tra a zo c’hoarvezet ; n’eus c’hwitet diouto netra !

Eh bien ! De même que tout engagement pris par le Seigneur votre Dieu s’est réalisé, de même le Seigneur réalisera contre vous toutes ses menaces, jusqu’à vous éliminer de cette bonne terre que le Seigneur votre Dieu vous a donnée. Jos 23, 15 : Hag evel ma-z eo c’hoarvezet ganeoc’h kement tra vat en devoa prometet an Aotrou, ho Toue, deoc’h, evel-se e kaso an Aotrou warnoc’h kement tra fall a zo, betek ho tistrujañ diwar an douar mat en deus roet deoc’h an Aotrou, ho Toue.

Si vous transgressez l’alliance du Seigneur votre Dieu, alliance qu’il vous a prescrite, si vous allez servir d’autres dieux et vous prosterner devant eux, alors la colère du Seigneur s’enflammera contre vous et vous disparaîtrez rapidement de cette bonne terre que le Seigneur vous a donnée. » Jos 23, 16 : Mar freuzit Emglev an Aotrou, ho Toue, an hini en deus gourc’hemennet deoc’h, mar heuilhit ha mar servijit doueoù all, ha mar stouit dirazo, e tommo kounnar an Aotrou ouzhoc’h, hag ez eot da get buan, diwar ar vro gaer en deus roet deoc’h.