Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre du Lévitique » Chapitre 14

Livre du Lévitique - Chapitre 14

Levr : Levr al Leviegezh
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27

Chapitre 14



Le Seigneur parla à Moïse et dit : Lv 14, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Voici la loi relative au lépreux au moment de sa purification. On le conduira au prêtre, Lv 14, 2 : Setu lezenn al lovreg, d’an deiz ma vo glanaet : kaset e vo d’ar beleg.

et le prêtre sortira du camp. Si le prêtre, l’ayant examiné, constate que sa tache de lèpre est guérie, Lv 14, 3 : Hag e yelo ar beleg er-maez eus ar c’hamp, ha ma wel ar beleg ez eo pare an droug-lorgnez diouzh al lovreg,

il ordonnera de prendre, pour l’homme à purifier, deux oiseaux vivants qui soient purs, du bois de cèdre, du cramoisi éclatant et de l’hysope. Lv 14, 4 : e kemenno ar beleg kemerout evit ar c’hlanidigezh daou evn bev, glan, ha koad sedrez, ha skarleg ha sikadez.

Puis il ordonnera d’immoler un des oiseaux sur un pot d’argile au-dessus d’une eau vive. Lv 14, 5 : Hag e kemenno ar beleg lidlazhañ an evn kentañ war ur pod pri, a-us da zour bev.

Il prendra l’oiseau encore vivant, ainsi que le bois de cèdre, le cramoisi éclatant, l’hysope, et il plongera le tout, y compris l’oiseau vivant, dans le sang de l’oiseau qui a été immolé au-dessus de l’eau vive. Lv 14, 6 : An evn bev a gemero, hag ar c’hoad sedrez, hag ar skarleg hag ar sikadez, hag o soubo, gant an evn bev, e gwad an evn lidlazhet a-us d’an dour bev.

Il fera alors sept fois l’aspersion sur l’homme à purifier de la lèpre. Quand il l’aura ainsi purifié, il relâchera l’oiseau vivant dans la campagne. Lv 14, 7 : Hag e sparfo war an hini da c’hlanaat eus al lorgnez, seizh gwech, hag hen disklêrio glan. Hag e kaso kuit an evn bev d’ar maezioù.

Celui qui aura été purifié lavera ses vêtements, se rasera tous les poils et se baignera dans l’eau : alors il sera pur. Après cela, il rentrera au camp, mais il restera sept jours en dehors de sa tente. Lv 14, 8 : Hag an hini glanaet a ganno e zilhad, hag e razho e holl vlev, hag en em walc’ho gant dour hag e vo glan. Ha goude ez aio d’ar c’hamp, hag e chomo er-maez eus e dinell seizh devezh-pad.

Le septième jour, il se rasera tous les poils : cheveux, barbe, sourcils ; il se rasera entièrement. Après avoir lavé ses vêtements et s’être baigné dans l’eau, il sera pur. Lv 14, 9 : Ha d’ar seizhvet deiz e razho e holl vlev, e benn hag e varv hag abrantoù e zaoulagad : e holl vlev a razho, hag e kanno e zilhad hag e walc’ho e gorf gant dour, hag e vo glan.

Le huitième jour, il prendra deux agneaux sans défaut, une agnelle de l’année et sans défaut, trois dixièmes de mesure de fleur de farine pétrie à l’huile en offrande, et une mesure d’huile. Lv 14, 10 : Ha d’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un oanez bloaz, disi, ha teir dekvedenn a flourenn da brofadenn mezet gant eoul, hag ul log eoul.

Le prêtre qui accomplit la purification placera l’homme à purifier, ainsi que ses offrandes, devant le Seigneur, à l’entrée de la tente de la Rencontre. Lv 14, 11 : Hag e lakaio ar beleg-glanaer an den da c’hlanaat hag an traoù-se dirak an Aotrou, war dreuzoù Teltenn an Emgav.

Puis le prêtre prendra l’un des agneaux, il le présentera en sacrifice de réparation, ainsi que la mesure d’huile. Il fera avec eux le geste d’élévation devant le Seigneur. Lv 14, 12 : Hag e kemero ar beleg an oan kentañ, a ginnigo evel pinijadenn gant al log eoul, dre ober ganto ul luskadenn dirak an Aotrou.

Il immolera l’agneau à l’endroit où l’on immole la victime du sacrifice pour la faute et la victime de l’holocauste, dans le Lieu saint, car il en va du sacrifice de réparation comme du sacrifice pour la faute ; la victime sera pour le prêtre. C’est une chose très sainte. Lv 14, 13 : Hag e lidlazho an oan el lec’h ma lidlazher an dibec’hadenn hag an holokost, ul lec’h santel, rak an dibec’hadenn, evel ar binijadenn, a zo evit ar beleg : un dra santel-santelañ eo.

Le prêtre prendra du sang du sacrifice de réparation ; il en mettra sur le lobe de l’oreille droite, le pouce de la main droite et le gros orteil du pied droit de celui que l’on purifie. Lv 14, 14 : Hag e kemero ar beleg eus gwad ar binijadenn, a lakaio war flipezenn skouarn an hini da c’hlanaat, an hini dehou, ha war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

Puis le prêtre prendra la mesure d’huile et en versera un peu dans le creux de sa main gauche. Lv 14, 15 : Hag e kemero ar beleg eus al log eoul da skuilhañ war e balv, an hini kleiz.

Il trempera un doigt de sa main droite dans l’huile qui est dans le creux de sa main gauche et, de cette huile il fera avec son doigt sept aspersions devant le Seigneur. Lv 14, 16 : Hag e soubo ar beleg e viz dehou en eoul a zo war e balv kleiz, hag e sparfo eoul gant e viz seizh gwech dirak an Aotrou.

Puis il mettra un peu de l’huile qui reste dans le creux de sa main, sur le lobe de l’oreille droite, le pouce de la main droite et le gros orteil du pied droit de celui que l’on purifie, et cela par-dessus le sang du sacrifice de réparation. Lv 14, 17 : Hag eus restad an eoul, a vo war e balv, e lakaio ar beleg ur berad war flipezenn skouarn an hini da c’hlanaat, an hini dehou, ha war veud e zorn dehou, ha war veud e droad dehou, ouzhpenn da wad ar binijadenn.

Le reste d’huile qu’il a dans le creux de la main, il le mettra sur la tête de celui que l’on purifie. Le prêtre accomplira ainsi sur lui le rite d’expiation devant le Seigneur. Lv 14, 18 : Hag ar restad eoul a vo war balv ar beleg a lakaio war benn an hini da c’hlanaat, hag e tic’haouo evitañ ar beleg dirak an Aotrou.

Le prêtre fera le sacrifice pour la faute et accomplira le rite d’expiation sur celui que l’on purifie de son impureté. Après quoi il immolera l’holocauste. Lv 14, 19 : Hag e raio ar beleg an dibec’hadenn, hag e tic’haouo evit an hini da c’hlanaat eus e zic’hlanded, ha goude e lidlazho an holokost,

Il offrira l’holocauste et l’offrande de céréales sur l’autel. Quand le prêtre aura accompli le rite d’expiation sur cet homme, celui-ci sera pur. Lv 14, 20 : hag e kinnigo ar beleg an holokost hag ar brofadenn war an aoter, hag en devo dic’haouet evitañ ar beleg, hag e vo glan.

Si l’homme est indigent, dépourvu des ressources suffisantes, il prendra un seul agneau pour le sacrifice de réparation et le geste d’élévation, afin que soit accompli sur lui le rite d’expiation ; il ne prendra qu’un dixième de mesure de fleur de farine pétrie à l’huile pour l’offrande de céréales, ainsi que la mesure d’huile Lv 14, 21 : Ha ma-z eo ur paour, ha n’emañ ket e c’halloud kaout daou, e kemero un oan hepken, ur binijadenn da luskañ, da zic’haouiñ evitañ, gant un dekvedenn a flourenn mezet gant eoul, evel profadenn, hag ul log eoul,

et, s’il est en mesure de se les procurer, deux tourterelles ou deux jeunes pigeons, l’un destiné au sacrifice pour la faute, et l’autre à l’holocauste. Lv 14, 22 : ha div durzhunell, pe ziv goulmig en devo en e zorn, hag e vo un dibec’hadenn hag un holokost.

Le huitième jour, il les apportera au prêtre pour sa purification, à l’entrée de la tente de la Rencontre, devant le Seigneur. Lv 14, 23 : Hag o c’has a raio d’an eizhvet deiz evit e c’hlanidigezh d’ar beleg war dreuzoù Teltenn an Emgav, dirak an Aotrou.

Le prêtre prendra l’agneau du sacrifice de réparation et la mesure d’huile. Il fera avec eux le geste de d’élévation devant le Seigneur. Lv 14, 24 : Hag e kemero ar beleg oan ar binijadenn, hag al log eoul, hag e raio ganto ar beleg ur luskadenn dirak an Aotrou.

Quand l’agneau du sacrifice de réparation aura été immolé, le prêtre prendra du sang du sacrifice de réparation ; il en mettra sur le lobe de l’oreille droite, le pouce de la main droite et le gros orteil du pied droit de celui que l’on purifie. Lv 14, 25 : Hag e lidlazho oan ar binijadenn, hag e kemero ar beleg eus gwad ar binijadenn, a lakaio war flipezenn skouarn an hini da c’hlanaat, an hini dehou, ha war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

Puis le prêtre prendra la mesure d’huile et en versera un peu dans le creux de sa main gauche. Lv 14, 26 : Hag eoul a skuilho ar beleg war e balv, an hini kleiz.

Il trempera un doigt de sa main droite dans l’huile qui est dans le creux de sa main gauche et, de cette huile il fera avec son doigt sept fois l’aspersion devant le Seigneur. Lv 14, 27 : Hag e sparfo ar beleg gant e viz dehou eus an eoul a vo war e balv kleiz, seizh gwech dirak an Aotrou.

Puis il mettra un peu de l’huile, qui reste dans le creux de sa main, sur le lobe de l’oreille droite, le pouce de la main droite et le gros orteil du pied droit de celui que l’on purifie, et cela par-dessus le sang du sacrifice de réparation. Lv 14, 28 : Hag e lakaio ar beleg, eus an eoul a vo war e balv, war flipezenn skouarn an hini da c’hlanaat, an hini dehou, ha war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, e-lec’h m’eo bet gwad ar binijadenn.

Le reste d’huile qu’il a dans le creux de la main, il le mettra sur la tête de celui que l’on purifie. Le prêtre accomplira ainsi sur lui le rite d’expiation devant le Seigneur. Lv 14, 29 : Hag ar restad eus an eoul a vo war balv ar beleg a lakaio war benn an hini da c’hlanaat, da zic’haouiñ evitañ dirak an Aotrou.

De l’une des tourterelles ou de l’un des jeunes pigeons, selon ce qu’il aura pu se procurer, il fera Lv 14, 30 : Hag ec’h aozo unan eus an turzhunelled pe eus ar c’houlmedigoù eus pezh en devo e zorn ;

un sacrifice pour la faute et, de l’autre, un holocauste accompagné de l’offrande de céréales. Le prêtre accomplira ainsi, sur celui que l’on purifie, le rite d’expiation devant le Seigneur. Lv 14, 31 : eus pezh en devo bet e zorn, an hini gentañ a vo un dibec’hadenn, hag an eil un holokost, ouzhpenn ar brofadenn. Hag e tic’haouo ar beleg evit an hini da c’hlanaat, dirak an Aotrou".

Telle est la loi concernant celui qui a une tache de lèpre et qui ne peut se procurer le nécessaire pour sa purification. » Lv 14, 32 : Setu aze al lezenn evit an hini en devo bet un droug-lorgnez, pa ne dizho ket e zorn a-walc’h evit e c’hlanidigezh.

Le Seigneur parla à Moïse et à Aaron, et leur dit : Lv 14, 33 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag ouzh Aaron, o lavarout :

« Lorsque vous serez entrés dans le pays de Canaan que je vous donne en propriété, si je mets une tache de lèpre dans une maison de ce pays dont vous avez la propriété, Lv 14, 34 : Pa-z eot da vro Ganaan a roin deoc’h da berc’hennañ ha pa lakain un droug-lorgnez war un ti eus ar vro a berc’hennot,

le maître de la maison ira annoncer au prêtre : “Il me semble qu’il y a comme une tache dans ma maison.” Lv 14, 35 : e teuio an hini a vo dezhañ an ti da gemenn se d’ar beleg, o lavarout : evel un droug-lorgnez am eus gwelet en ti.

Avant que le prêtre entre pour examiner la tache, il ordonnera de vider la maison, afin que rien de ce qui s’y trouve ne devienne impur. Après quoi, le prêtre entrera pour examiner la maison, Lv 14, 36 : Hag e c’hourc’hemenno ar beleg skarzhañ an ti, kent d’ar beleg mont da welout an droug-se, ha ne vo netra dic’hlan en ti. Ha goude-se ez ay ar beleg da welout an ti.

et si, après avoir examiné la tache, il constate que cette tache qui est sur les murs de la maison forme des cavités verdâtres ou rougeâtres qui paraissent s’enfoncer dans le mur, Lv 14, 37 : Hag e sello ouzh an droug, ha ma ra an droug, e mogerioù an ti, louedennoù glazart pe ruzart, a seblant donoc’h eget ar voger,

il sortira sur le seuil de la maison, et il la déclarera interdite pendant sept jours. Lv 14, 38 : ez aio ar beleg er-maez eus an ti, war dreuzoù an ti, hag e serro an ti e-pad seizh devezh.

Le septième jour, le prêtre reviendra et si, après examen, il constate que la tache s’est étendue sur les murs de la maison, Lv 14, 39 : Hag ez addeuio ar beleg d’ar seizhvet deiz, hag e sello, ha ma wel ez eo astennet an droug e mogerioù an ti,

il ordonnera que l’on retire les pierres ayant des taches et qu’on les jette hors de la ville dans un lieu impur. Lv 14, 40 : e kemenno ar beleg disac’hañ ar vein emañ enno an droug, hag o stlepel er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

Puis il fera gratter toutes les parois intérieures de la maison et jeter les débris de crépi hors de la ville dans un lieu impur. Lv 14, 41 : Hag an ti a raio skrabañ a-ziabarzh, tro-dro, hag e vo skuilhet ar pri bet skrabet er-maez eus kêr, en ul lec’h dic’hlan.

On prendra d’autres pierres pour remplacer les premières et un autre crépi pour enduire la maison. Lv 14, 42 : Hag e vo kemeret mein all ha degaset e lec’h ar vein disac’het, ha pri all a vo kerc’het hag e vo chiket an ti.

Si la tache prolifère à nouveau dans la maison après l’enlèvement des pierres, le décapage et le recrépissage de cette maison, Lv 14, 43 : Ha mac’h adkrog an droug da vleuniañ en ti goude ma oa bet disac’het ar vein, goude ma oa bet skrabet an ti, ha goude ma oa bet chiket,

le prêtre entrera pour l’examiner et, s’il constate que la tache s’est étendue, c’est une lèpre maligne dans la maison ; celle-ci est impure. Lv 14, 44 : e teuio ar beleg : ma wel ez eo astennet an droug en ti, ez eus lorgnez vosennus en ti : dic’hlan eo.

On démolira la maison, ses pierres, sa charpente et tout le crépi ; on portera le tout hors de la ville dans un lieu impur. Lv 14, 45 : Hag e vo diskaret an ti, e vein hag e goad, hag holl bri an ti, ha kaset er-maez eus kêr en ul lec’h dic’hlan.

Quiconque entrera dans la maison pendant tout le temps où elle aura été déclarée interdite, sera impur jusqu’au soir. Lv 14, 46 : An hini a vo bet en ti, e-keit ha ma oa serret, a vo dic’hlan betek an abardaez.

Quiconque y dormira devra laver ses vêtements ; de même, quiconque y mangera devra laver ses vêtements. Lv 14, 47 : An hini en devo kousket en ti a ganno e zilhad, hag an hini en devo debret en ti a ganno e zilhad.

Mais si le prêtre entre pour l’examiner et constate que la tache ne s’est pas étendue dans la maison après le recrépissage, il déclarera la maison pure, car la tache est guérie. Lv 14, 48 : Met pa vo deuet ar beleg hag en devo gwelet n’eo ket astennet an droug en ti goude bezañ bet chiket an ti, e vo disklêriet glan gant ar beleg an ti-se : pareet eo an droug.

En vue du sacrifice pour la faute concernant la maison, il prendra deux oiseaux, du bois de cèdre, du cramoisi éclatant et de l’hysope. Lv 14, 49 : Hag e kemero, evit glanaat an ti, daou evn, ha koad sedrez, ha skarleg ha sikadez.

Il immolera un des oiseaux sur un pot d’argile au-dessus d’une eau vive. Lv 14, 50 : Hag e lidlazho un evn war ur pod pri a-us da zour bev.

Il prendra le bois de cèdre, l’hysope, le cramoisi éclatant et l’oiseau vivant, et les plongera dans le sang de l’oiseau immolé et dans l’eau vive. Puis il fera sept fois l’aspersion sur la maison. Lv 14, 51 : Hag e kemero koad sedrez ha sikadez ha skarleg, hag an evn bev, hag o soubo e gwad an evn lidlazhet hag en dour bev, hag e sparfo ouzh an ti seizh gwech.

Après avoir purifié la maison avec le sang de l’oiseau, l’eau vive, l’oiseau vivant, le bois de cèdre, l’hysope et le cramoisi éclatant, Lv 14, 52 : Hag e raio un dibec’hadenn evit an ti gant gwad an evn, gant an dour bev, gant an evn bev, gant koad sedrez, gant sikadez ha gant skarleg.

il relâchera l’oiseau vivant hors de la ville, dans la campagne. Il accomplira ainsi le rite d’expiation sur la maison, et celle-ci sera pure. Lv 14, 53 : Hag e kaso kuit an evn bev er-maez eus kêr, d’ar maezioù, hag en devo dic’haouet evit an ti, a vo disklêriet glan.

Telle est la loi concernant toutes les taches de lèpre et de teigne, Lv 14, 54 : Setu al lezenn evit kement droug-lorgnez ha tagn a vo,

la lèpre des vêtements et des maisons, Lv 14, 55 : evit lorgnez an dilhad hag an tier,

les tumeurs, dartres et pustules. Lv 14, 56 : evit yoc’hennoù, darouedennoù ha kousioù,

Elle fixe les durées concernant l’impureté et la pureté. Telle est la loi sur la lèpre. Lv 14, 57 : evit kelenn pe da vare e vez dic’hlan ha pe da vare e vez glan : Setu aze lezenn al lorgnez".



💡 Informations supplémentaires

🤝 Page des partenaires

🌐 À-propos de la traduction en breton

La traduction du Livre du Lévitique en breton proposée par Bibl.bzh est basée sur le travail mené par les prêtres Pêr ar Gall et Job Lec'hvien, travail qu'ils ont édité sous la forme de cinq livres aux éditions An tour Tan en 1981. Il s'agit d'une traduction littérale de la source hébraïque appelée la Massorah, qui date de trois siècles après Jésus-Christ. Job Lec’hvien à la fin de sa vie (à partir de 2012 jusqu'en 2014) a revu tous les textes pour réduire la rigidité des traductions littérales depuis l'hébreu et afin de les améliorer pour la liturgie. Une version complète de la Bible a été éditée avec cette traduction par les éditions Penkermin en 2018. Cette traduction d'origine a été révisée et éditée par différents chrétiens bretons pour Bibl.bzh en 2025.

La traduction de la Bible en breton que nous vous présentons sur Bibl.bzh est le fruit d’un travail de plusieurs décennies par différents prêtres brittophones (voir la liste sur notre Foire aux questions), relue et corrigée par le comité « Bodad Santel » et encore améliorée pour Bibl.bzh par différents chrétiens bretons.

⇧ Retourner en haut de page