Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre des Nombres » Chapitre 1

Livre des Nombres - Chapitre 1

Levr : Levr an Niveroù
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Chapitre 1



AU DESERT DU SINAÏ, le Seigneur parla à Moïse, dans la tente de la Rencontre, le premier jour du deuxième mois de la deuxième année après la sortie du pays d’Égypte. Il dit : Nb 1, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez e gouelec’h Sinai, e Teltenn an Emgav, d’ar c’hentañ eus an eil miz, en eil bloaz eus o ermaeziadeg a vro Egipt, o lavarout :

« Faites le dénombrement de toute la communauté des fils d’Israël par clans, par familles, en comptant nommément tous les hommes, un par un. Nb 1, 2 : Savit ar gont eus holl gumuniezh bugale Israel, dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv, an holl baotred, dre benn.

Tous ceux qui ont vingt ans et plus, ceux qui, en Israël, sont aptes à rejoindre l’armée, toi et Aaron, vous les recenserez par formations de combat. Nb 1, 3 : Adalek an oad a ugent vloaz, hag uheloc’h, an holl re da vont d’al lu, en Israel e vezint kontet dre strollad, ganit hag Aaron ;

Prenez avec vous un homme par tribu, un homme qui soit chef de famille. Nb 1, 4 : ha ganeoc’h e vo un den eus pep meuriad, ur penntieg tadel.

Voici les noms des hommes qui vous assisteront : pour Roubène : Éliçour, fils de Shedéour ; Nb 1, 5 : Ha setu anvioù ar wazed en em zalc’ho ganeoc’h : eus Ruben, Elisour, mab Sedeour ;

pour Siméon : Sheloumiel, fils de Sourishaddaï ; Nb 1, 6 : eus Simeon, Salamiel, mab Sourisadai ;

pour Juda : Nahshone, fils d’Amminadab ; Nb 1, 7 : eus Youda, Naason, mab Aminadab ;

pour Issakar : Netanél, fils de Souar ; Nb 1, 8 : eus Isac’har, Natanael, mab Souar ;

pour Zabulon : Éliab, fils de Hélone ; Nb 1, 9 : eus Zaboulon, Eliab, mab Helon ;

et quant aux fils de Joseph : pour Éphraïm : Élishama, fils d’Ammihoud ; pour Manassé : Gamliel, fils de Pedahçour ; Nb 1, 10 : eus mibien Jozef : eus Efraim, Elisama, mab Amihoud ; eus Manase, Gamaliel, mab Pedasour ;

pour Benjamin : Abidane, fils de Guidéoni ; Nb 1, 11 : eus Benjamin, Abidan, mab Gedeon ;

pour Dane : Ahiézer, fils d’Ammishaddaï ; Nb 1, 12 : eus Dan, Ahiezer, mab Ammisaddai ;

pour Asher : Paguiël, fils d’Okrane ; Nb 1, 13 : eus Aser, Pagiel, mab Oc’hran ;

pour Gad : Élyasaf, fils de Déouël ; Nb 1, 14 : eus Gad, Eliasaf, mab Reouel ;

pour Nephtali : Ahira, fils d’Einane. » Nb 1, 15 : eus Neftali, Ahira, mab Enan".

Tels furent les délégués de la communauté, les responsables des tribus patriarcales, les chefs des clans en Israël. Nb 1, 16 : Sed aze kannaded ar gumuniezh priñsed rummadoù tadel, pennoù miliadoù Israel e oant.

Moïse et Aaron prirent ces hommes désignés par leurs noms, Nb 1, 17 : Hag e kemeras Moizez hag Aaron ar wazed-mañ, bet dilennet dre anv.

ils rassemblèrent toute la communauté, le premier jour du deuxième mois, et les hommes furent enregistrés par clans, par familles, en comptant nommément, un par un, ceux qui avaient vingt ans et plus. Nb 1, 18 : Hag an holl gumuniezh a gevredjont d’ar c’hentañ eus an eil miz, hag e voent enskrivet, dre gerentiezh ha ti tadel ouzh o niveriñ dre anv, adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, dre benn.

Comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse, on les recensa au désert du Sinaï. Nb 1, 19 : Evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez e voent niveret e gouelec’h Sinai.

Voici le résultat. Descendance par clans, par familles, des fils de Roubène, le premier-né d’Israël, en comptant nommément, un par un, tous les hommes âgés de vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 20 : Hag e voe : Mibien Ruben, mab henañ Israel, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv, an holl baotred adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu :

pour la tribu de Roubène, on en recensa 46 500. Nb 1, 21 : o c’hont, evit meuriad Ruben : c’hwec’h mil ha daou-ugent ha pemp kant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Siméon, recensés en comptant nommément, un par un, tous les hommes âgés de vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 22 : Mibien Simeon, o diskennidi, dre gerentiezh ha ti tadel, kontet ouzh o niveriñ dre anv, dre benn, an holl baotred adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu :

pour la tribu de Siméon, on en recensa 59 300. Nb 1, 23 : o c’hont evit meuriad Simeon : nav mil ha hanter-kant ha tri c’hant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Gad, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 24 : Mibien Gad, o diskennidi, dre gerentiezh ha ti tad, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu de Gad, on en recensa 45 650. Nb 1, 25 : o c’hont eus meuriad Gad : pemp mil ha daou-ugent, c’hwec’h kant ha hanter-kant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Juda, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 26 : Mibien Youda, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu de Juda, on en recensa 74 600. Nb 1, 27 : o c’hont, eus meuriad Youda : pevarzek mil ha tri-ugent ha c’hwec’h kant.

Descendance par clans, par familles, des fils d’Issakar, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 28 : Mibien Isac’har, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu d’Issakar, on en recensa 54 400. Nb 1, 29 : o c’hont, eus meuriad Isac’har : pevar mil ha hanter-kant ha pevar c’hant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Zabulon, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 30 : Mibien Zaboulon, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu de Zabulon, on en recensa 57 400. Nb 1, 31 : o c’hont, eus meuriad Zaboulon : seizh mil ha hanter-kant ha pevar c’hant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Joseph, en ce qui concerne les fils d’Éphraïm, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 32 : Mibien Jozef, mibien Efraim, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu d’Éphraïm, on en recensa 40 500. Nb 1, 33 : o c’hont eus meuriad Efraim : daou-ugent mil ha pemp kant.

En ce qui concerne les fils de Manassé, descendance par clans, par familles, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 34 : Mibien Manase, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu de Manassé, on en recensa 32 200. Nb 1, 35 : o c’hont eus meuriad Manase : daou vil ha tregont ha daou c’hant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Benjamin, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 36 : Mibien Benjamin, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu de Benjamin, on en recensa 35 400. Nb 1, 37 : o c’hont, eus meuriad Benjamin : pemp mil ha tregont ha pevar c’hant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Dane, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 38 : Mibien Dan, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu de Dane, on en recensa 62 700. Nb 1, 39 : o c’hont, eus meuriad Dan : daou vil ha tri-ugent ha seizh kant.

Descendance par clans, par familles, des fils d’Asher, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 40 : Mibien Aser, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu d’Asher, on en recensa 41 500. Nb 1, 41 : o c’hont, eus meuriad Aser : unan ha daou-ugent mil ha pemp kant.

Descendance par clans, par familles, des fils de Nephtali, en comptant nommément ceux qui avaient vingt ans et plus, tous ceux qui pourraient aller au combat : Nb 1, 42 : Mibien Neftali, o diskennidi dre gerentiezh ha ti tadel, ouzh o niveriñ dre anv adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu,

pour la tribu de Nephtali, on en recensa 53 400. Nb 1, 43 : o c’hont eus meuriad Neftali : tri mil ha hanter-kant ha pevar c’hant.

Voilà ceux que recensèrent Moïse et Aaron avec les douze chefs d’Israël, soit un homme par tribu. Nb 1, 44 : Sed aze ar re gontet, bet kontet gant Moizez hag Aaron ha gwazed Israel, daouzek den, un den dre di tadel.

On obtint le total des fils d’Israël recensés par familles, âgés de vingt ans et plus, tous ceux qui, en Israël, pourraient aller au combat. Nb 1, 45 : Hag e voe an holl re gontet eus bugale Israel, dre di tadel, adalek an oad a ugent vloaz ha koshoc’h, an holl re da vont d’al lu en Israel,

Total des recensés : 603 550. Nb 1, 46 : bez' e voe an holl re gontet : c’hwec’h kant tri mil ha pemp kant ha hanter-kant.

Les lévites, en tant que tribu patriarcale, ne faisaient pas partie du recensement. Nb 1, 47 : Met al Levited, dre rummad tadel ne voent ket kontet en o zouez.

Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 1, 48 : Komzet en devoa an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :

« Seule la tribu de Lévi, tu ne la recenseras pas, tu n’en feras pas le dénombrement parmi les fils d’Israël. Nb 1, 49 : Meuriad Levi ne gonti ket, o niveradeg ne ri ket e-touez bugale Israel.

Mais toi, confie aux lévites la Demeure du Témoignage, tous ses objets, tout ce qu’elle contient ; ce sont les lévites qui porteront la Demeure et tous ses objets ; ils en assureront le service. Ils camperont autour de la Demeure. Nb 1, 50 : Kargañ a ri al Levited eus Chom-lec’h an Testeni hag eus e holl arrebeuri hag e holl draoù. Int a zougo ar Chom-lec’h hag e holl arrebeuri, hag e vezint en e servij, hag en-dro d’ar Chom-lec’h e kampint.

Quand on déplacera la Demeure, les lévites la démonteront, et quand on installera la Demeure, les lévites la dresseront. Le profane qui approchera sera mis à mort. Nb 1, 51 : Pa loc’ho ar Chom-lec’h, e vo diskennet gant al Levited, ha pa gampo ar Chom-lec’h, e vo savet gant al Levited, hag an hini estregeto a dostaio a vo lakaet d’ar marv.

Les fils d’Israël camperont chacun dans son camp, chacun sous son étendard, par formations de combat. Nb 1, 52 : Hag e kampo bugale Israel pep hini en e gamp, pep hini e-kichen e vanniel, dre lu.

Mais les lévites camperont autour de la Demeure du Témoignage ; ainsi Dieu ne s’irritera pas contre la communauté des fils d’Israël. Les lévites prendront soin de la Demeure du Témoignage. » Nb 1, 53 : Hag al Levited a gampo en-dro da Chom-lec’h an Testeni, ha ne vo ket kounnar war gumuniezh bugale Israel, hag e raio al Levited gward war Chom-lec’h an Testeni".

Les fils d’Israël firent tout ce que le Seigneur avait ordonné à Moïse. Ainsi firent-ils. Nb 1, 54 : Hag e reas bugale Israel a-grenn evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez ; evel-se e rejont.



💡 Informations supplémentaires

🤝 Page des partenaires

🌐 À-propos de la traduction en breton

La traduction du Livre des Nombres en breton proposée par Bibl.bzh est basée sur le travail mené par les prêtres Pêr ar Gall et Job Lec'hvien, travail qu'ils ont édité sous la forme de cinq livres aux éditions An tour Tan en 1981. Il s'agit d'une traduction littérale de la source hébraïque appelée la Massorah, qui date de trois siècles après Jésus-Christ. Job Lec’hvien à la fin de sa vie (à partir de 2012 jusqu'en 2014) a revu tous les textes pour réduire la rigidité des traductions littérales depuis l'hébreu et afin de les améliorer pour la liturgie. Une version complète de la Bible a été éditée avec cette traduction par les éditions Penkermin en 2018. Cette traduction d'origine a été révisée et éditée par différents chrétiens bretons pour Bibl.bzh en 2025.

La traduction de la Bible en breton que nous vous présentons sur Bibl.bzh est le fruit d’un travail de plusieurs décennies par différents prêtres brittophones (voir la liste sur notre Foire aux questions), relue et corrigée par le comité « Bodad Santel » et encore améliorée pour Bibl.bzh par différents chrétiens bretons.

⇧ Retourner en haut de page