Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Marc » Chapitre 12

Evangile de Jésus-Christ selon saint Marc - Chapitre 12

Levr : An Aviel hervez Sant Mark
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Chapitre 12

🎙 Ecouter la Bible audio en breton

Jésus se mit à leur parler en paraboles : « Un homme planta une vigne, il l’entoura d’une clôture, y creusa un pressoir et y bâtit une tour de garde. Puis il loua cette vigne à des vignerons, et partit en voyage. Mc 12, 1 : Hag e stagas da gomz outo dre barabolennoù : « Un den a oa a blantas ur winieg, a lakaas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias ur waskell, hag a savas un tour. Ha d’he feurmiñ da winierien ha da vont kuit d’an estrenvro.

Le moment venu, il envoya un serviteur auprès des vignerons pour se faire remettre par eux ce qui lui revenait des fruits de la vigne. Mc 12, 2 : Pa voe deuet ar c’houlz, e kasas ur mevel da gaout ar winierien evit resev diganto e lod eus frouezh ar winieg.

Mais les vignerons se saisirent du serviteur, le frappèrent, et le renvoyèrent les mains vides. Mc 12, 3 : Met ar re-mañ, tapet krog ennañ, a skoas gantañ, hag e gasas en-dro goullo e zaouarn.

De nouveau, il leur envoya un autre serviteur ; et celui-là, ils l’assommèrent et l’humilièrent. Mc 12, 4 : Adarre e kasas daveto ur mevel all ; hemañ ivez a skojont gantañ war e benn en ur ober dismegañs dezhañ.

Il en envoya encore un autre, et celui-là, ils le tuèrent ; puis beaucoup d’autres serviteurs : ils frappèrent les uns et tuèrent les autres. Mc 12, 5 : Un all a gasas c’hoazh hag hemañ zoken a lazhjont, ha kalz a re all a gasas goude-se : skeiñ a rejont gant ar re-mañ ha lazhañ ar re-se.

Il lui restait encore quelqu’un : son fils bien-aimé. Il l’envoya vers eux en dernier, en se disant : “Ils respecteront mon fils.” Mc 12, 6 : Unan c’hoazh a chome gantañ : e mab muiañ karet. E gas a reas daveto da gannad diwezhañ en ur lavarout : Doujañs o devo ouzh va mab.

Mais ces vignerons-là se dirent entre eux : “Voici l’héritier : allons-y ! tuons-le, et l’héritage va être à nous !” Mc 12, 7 : Int avat, ar winierien, a lavaras kenetrezo : Hemañ eo ar penn-hêr. Deomp, lazhomp-eñ ha deomp-ni e vo an hêrezh.

Ils se saisirent de lui, le tuèrent, et le jetèrent hors de la vigne. Mc 12, 8 : Hag o kregiñ ennañ, e lazhjont anezhañ hag e daoljont er-maez eus ar winieg.

Que fera le maître de la vigne ? Il viendra, fera périr les vignerons, et donnera la vigne à d’autres. Mc 12, 9 : Petra 'raio mestr ar winieg ? Dont a raio hag e lakaio ar winierien da vervel hag e roio ar winieg da reoù all.

N’avez-vous pas lu ce passage de l’Écriture ? La pierre qu’ont rejetée les bâtisseurs est devenue la pierre d’angle : Mc 12, 10 : Ha n’hoc’h eus ket lennet ar Gomz-mañ eus ar Skritur : Ar maen bet distaolet gant saverien an ti, hennezh a zo aet d’ober penn-uhel ar c’horn ?

c’est là l’œuvre du Seigneur, la merveille devant nos yeux ! » Mc 12, 11 : Gant an Aotrou eo bet graet se, tra estlammus d’hon daoulagad ! »

Les chefs du peuple cherchaient à arrêter Jésus, mais ils eurent peur de la foule. – Ils avaient bien compris en effet qu’il avait dit la parabole à leur intention. Ils le laissèrent donc et s’en allèrent. Mc 12, 12 : Hag e klaskent an tu da gregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl. Komprenet mat o devoa e oa evito en devoa kontet ar barabolenn-se. Neuze ouzh e lezel ez ejont kuit.

On envoya à Jésus des pharisiens et des partisans d’Hérode pour lui tendre un piège en le faisant parler, Mc 12, 13 : Kas a rejont d’e gaout hiniennoù eus ar Farizianed hag eus an Herodezidi evit e dapout en ur gomz bennak.

et ceux-ci vinrent lui dire : « Maître, nous le savons : tu es toujours vrai ; tu ne te laisses influencer par personne, car ce n’est pas selon l’apparence que tu considères les gens, mais tu enseignes le chemin de Dieu selon la vérité. Est-il permis, oui ou non, de payer l’impôt à César, l’empereur ? Devons-nous payer, oui ou non ? » Mc 12, 14 : Dont a rejont eta da lavarout dezhañ : « Mestr, gouzout a reomp ez out gwirion ha ne zamantez da zen ebet ; rak ne sellez ket ouzh renk an dud, met kelenn a rez hervez ar wirionez hent Doue... Hag aotre a zo, pe n’eus ket, da baeañ an truaj da Gaesar ? Ha paeañ a zleomp ober pe chom hep ober ? »

Mais lui, sachant leur hypocrisie, leur dit : « Pourquoi voulez-vous me mettre à l’épreuve ? Faites-moi voir une pièce d’argent. » Mc 12, 15 : Eñ avat, oc’h anavezout o zrubarderezh, a lavaras dezho : « Perak e klaskit a-enep din ? Deut amañ din un diner ma welin ».

Ils en apportèrent une, et Jésus leur dit : « Cette effigie et cette inscription, de qui sont-elles ? – De César », répondent-ils. Mc 12, 16 : Hag e tegasjont unan dezhañ. Neuze e lavaras dezho : « Skeudenn piv eo houmañ ? hag enskrivadur piv ? » - « Reoù Gaesar », emezo.

Jésus leur dit : « Ce qui est à César, rendez-le à César, et à Dieu ce qui est à Dieu. » Et ils étaient remplis d’étonnement à son sujet. Mc 12, 17 : Neuze Jezuz da respont dezho : « Traoù Kaesar, rentit da Gaesar ; ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue ! » Ma oant sebezet gantañ.

Des sadducéens – ceux qui affirment qu’il n’y a pas de résurrection – viennent trouver Jésus. Ils l’interrogeaient : Mc 12, 18 : Dont a reas ivez d’e gaout Sadukeidi, ar re-se a lavar n’eus ket a zasorc’hidigezh ; hag ar goulenn-mañ a rejont outañ :

« Maître, Moïse nous a prescrit : Si un homme a un frère qui meurt en laissant une femme, mais aucun enfant, il doit épouser la veuve pour susciter une descendance à son frère. Mc 12, 19 : « Mestr, Moizez en deus skrivet ar gourc’hemenn-mañ deomp : Ma teu breur unan da vervel o lezel e wreg war e lerc’h, hep bugel ebet, ra gemero e vreur an intañvez evit sevel lignez d’e vreur.

Il y avait sept frères ; le premier se maria, et mourut sans laisser de descendance. Mc 12, 20 : Bez’ e oa eta seizh breur. Ar c’hentañ a zimezas hag a varvas divugel.

Le deuxième épousa la veuve, et mourut sans laisser de descendance. Le troisième pareillement. Mc 12, 21 : An eil a gemeras an intañvez hag a varvas ivez divugel. Gant an trede e voe heñvel ;

Et aucun des sept ne laissa de descendance. Et en dernier, après eux tous, la femme mourut aussi. Mc 12, 22 : hag o seizh ne lezjont bugel ebet war o lerc’h. D’an diwezhañ-holl e varvas ar wreg ivez.

À la résurrection, quand ils ressusciteront, duquel d’entre eux sera-t-elle l’épouse, puisque les sept l’ont eue pour épouse ? » Mc 12, 23 : D’an dasorc’hidigezh, pa adsavint a varv da vev, da behini anezho e vo gwreg peogwir eo o seizh a zo bet he fried ? »

Jésus leur dit : « N’êtes-vous pas en train de vous égarer, en méconnaissant les Écritures et la puissance de Dieu ? Mc 12, 24 : Jezuz a respontas dezho : « Daoust ha n’eo ket kement-mañ abeg ho fazi ? n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue ?

Lorsqu’on ressuscite d’entre les morts, on ne prend ni femme ni mari, mais on est comme les anges dans les cieux. Mc 12, 25 : Pa adsavo ar re varv da vev ne vo ken dimezi, na gwaz, na gwreg ; hogen bez’ e vint evel Aelez en Neñvoù.

Et sur le fait que les morts ressuscitent, n’avez-vous pas lu dans le livre de Moïse, au récit du buisson ardent, comment Dieu lui a dit : Moi, je suis le Dieu d’Abraham, le Dieu d’Isaac, le Dieu de Jacob ? Mc 12, 26 : Ha diwar-benn dihun ar re varv, daoust ha n’hoc’h eus ket lennet e levr Moizez, e pennad ar Bod, penaos e tiskler Doue dezhañ : « Me eo Doue Abraham, Doue Izaag, Doue Jakob » ?

Il n’est pas le Dieu des morts, mais des vivants. Vous vous égarez complètement. » Mc 12, 27 : N’eo ket un Doue reoù varv, met un Doue reoù vev. Faziañ a rit da vat ! »

Un scribe qui avait entendu la discussion, et remarqué que Jésus avait bien répondu, s’avança pour lui demander : « Quel est le premier de tous les commandements ? » Mc 12, 28 : Tostaat a reas neuze unan eus ar Skribed hag en devoa klevet ar re-mañ o rendaeliñ ha gwelet en devoa respontet brav dezho ; goulenn a reas outañ : « Pehini eo ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù ? » -

Jésus lui fit cette réponse : « Voici le premier : Écoute, Israël : le Seigneur notre Dieu est l’unique Seigneur. Mc 12, 29 : « Ar c’hentañ, a respontas Jezuz, eo hemañ : Klev, Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou nemetañ.

Tu aimeras le Seigneur ton Dieu de tout ton cœur, de toute ton âme, de tout ton esprit et de toute ta force. Mc 12, 30 : Ha karout a ri an Aotrou da Zoue gant da holl galon, gant da holl ene, gant da holl spered ha gant da holl nerzh.

Et voici le second : Tu aimeras ton prochain comme toi-même. Il n’y a pas de commandement plus grand que ceux-là. » Mc 12, 31 : Hag an eil eo hemañ : Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Brasoc’h eget ar re-se, n’eus gourc’hemenn all ebet ».

Le scribe reprit : « Fort bien, Maître, tu as dit vrai : Dieu est l’Unique et il n’y en a pas d’autre que lui. Mc 12, 32 : Hag ar Skrib da genderc’hel : « Mat-kaer, Mestr, emezañ. Gant gwirionez ec’h eus lavaret ez eo eñ an Hini nemetañ ha n’eus hini all ebet estregetañ.

L’aimer de tout son cœur, de toute son intelligence, de toute sa force, et aimer son prochain comme soi-même, vaut mieux que toute offrande d’holocaustes et de sacrifices. » Mc 12, 33 : Hag e garout gant an holl galon, gant an holl spered ha gant an holl nerzh, ha karout an nesañ evel an-unan, a dalvez war an holl loskaberzhoù hag an holl aberzhoù ».

Jésus, voyant qu’il avait fait une remarque judicieuse, lui dit : « Tu n’es pas loin du royaume de Dieu. » Et personne n’osait plus l’interroger. Mc 12, 34 : Ha Jezuz o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ : « N’emaout ket pell diouzh Rouantelezh Doue ». Ha den ebet ne grede mui ober outañ goulennoù.

Alors qu’il enseignait dans le Temple, Jésus, prenant la parole, déclarait : « Comment les scribes peuvent-ils dire que le Messie est le fils de David ? Mc 12, 35 : Jezuz o padout da gomz ha da gelenn en Templ a reas ar goulenn-mañ : « Penaos e lavar ar Skribed ez eo ar C’hrist Mab da Zavid ?

David lui-même a dit, inspiré par l’Esprit Saint : Le Seigneur a dit à mon Seigneur : “Siège à ma droite jusqu’à ce que j’aie placé tes ennemis sous tes pieds !” Mc 12, 36 : Rak David e-unan, e sklerijenn ar Spered santel, en deus komzet evel-hen : An Aotrou en deus lavaret d’am Aotrou : Azez en tu dehou din betek ma 'm bo lakaet da enebourien dindan da dreid.

David lui-même le nomme Seigneur. D’où vient alors qu’il est son fils ? » Et la foule nombreuse l’écoutait avec plaisir. Mc 12, 37 : David e-unan eta a ra « Aotrou anezhañ, penaos neuze ez eo mab dezhañ ? » Ur maread a dud e selaoue gant plijadur.

Dans son enseignement, il disait : « Méfiez-vous des scribes, qui tiennent à se promener en vêtements d’apparat et qui aiment les salutations sur les places publiques, Mc 12, 38 : Hag en e gelennadurezh e lavare : « Diwallit diouzh ar Skribed a fell dezho bale gant saeoù hir, bezañ saludet war blasennoù-kêr ;

les sièges d’honneur dans les synagogues, et les places d’honneur dans les dîners. Mc 12, 39 : kaout ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag al lec’hioù kentañ er banvezioù ;

Ils dévorent les biens des veuves et, pour l’apparence, ils font de longues prières : ils seront d’autant plus sévèrement jugés. » Mc 12, 40 : int hag a lonk madoù an intañvezed, int avat, ha goude ma reont van d’ober pedennoù hir, a resevo rustoc’h barnedigezh ».

Jésus s’était assis dans le Temple en face de la salle du trésor, et regardait comment la foule y mettait de l’argent. Beaucoup de riches y mettaient de grosses sommes. Mc 12, 41 : Hag aet en e goazez a-dal d’an Teñzor e selle penaos e taole an dud moneiz e-barzh an Teñzor. Kalz a binvidien a lakae arc’hant bras.

Une pauvre veuve s’avança et mit deux petites pièces de monnaie. Mc 12, 42 : Dont a reas un intañvez paour hag a lakaas daou lepton, pezh a dalvez ur c’hard-asenn.

Jésus appela ses disciples et leur déclara : « Amen, je vous le dis : cette pauvre veuve a mis dans le Trésor plus que tous les autres. Mc 12, 43 : Hag o vezañ galvet e ziskibien e lavaras : « E gwirionez, m’hen lavar deoc’h, an intañvez-se, ar baourez-se, he deus lakaet muioc’h eget an holl re all o deus profet d’an Teñzor.

Car tous, ils ont pris sur leur superflu, mais elle, elle a pris sur son indigence : elle a mis tout ce qu’elle possédait, tout ce qu’elle avait pour vivre. » Mc 12, 44 : Rak holl o deus roet diwar o dreist-ezhomm ; hi avat eo diwar he dienez he deus profet kement he devoa, hec’h holl bourvez ».



💡 Informations supplémentaires


🎙️ À-propos de l'enregistrement audio

Cet enregistrement audio de la Bible en breton a été réalisé par Tepod et publié le 28/11/2025 sur Bibl.bzh.

⇧ Retourner en haut de page