Evangile de Jésus-Christ selon saint Marc - Chapitre 16
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Chapitre 16
Le sabbat terminé, Marie Madeleine, Marie, mère de Jacques, et Salomé achetèrent des parfums pour aller embaumer le corps de Jésus. Mc 16, 1 : Pa voe tremenet ar Sabad, Mari-Madalen, Mari mamm Jakez, ha Salome a brenas louzeier c’hwezh-vat da vont da balzamañ Jezuz.
De grand matin, le premier jour de la semaine, elles se rendent au tombeau dès le lever du soleil. Mc 16, 2 : Hag a-bred kaer, deiz kentañ ar sizhun, e teuont d’ar bez, gant an heol o sevel.
Elles se disaient entre elles : « Qui nous roulera la pierre pour dégager l’entrée du tombeau ? » Mc 16, 3 : Lavarout a raent an eil d’eben : « Piv a ruilho deomp ar maen a-ziwar genou ar bez ? »
Levant les yeux, elles s’aperçoivent qu’on a roulé la pierre, qui était pourtant très grande. Mc 16, 4 : Met o vezañ sellet e welont e oa ruilhet ar maen a-gostez ; ur maen bras-meurbet evit gwir.
En entrant dans le tombeau, elles virent, assis à droite, un jeune homme vêtu de blanc. Elles furent saisies de frayeur. Mc 16, 5 : Mont a rejont er bez, hag e weljont en e goazez war an tu dehou, un den yaouank gwisket gant ur sae wenn ; ha sabatuet e voent.
Mais il leur dit : « Ne soyez pas effrayées ! Vous cherchez Jésus de Nazareth, le Crucifié ? Il est ressuscité : il n’est pas ici. Voici l’endroit où on l’avait déposé. Mc 16, 6 : Hogen hemañ a lavaras dezho : « Arabat deoc’h bezañ spontet : Jezuz a Nazared a glaskit, an hini bet staget ouzh ar groaz. Dihunet eo a-douez ar re varv ; n’emañ ket amañ. Sed al lec’h m’o devoa e lakaet.
Et maintenant, allez dire à ses disciples et à Pierre : “Il vous précède en Galilée. Là vous le verrez, comme il vous l’a dit.” » Mc 16, 7 : It avat ; lavarit d’e ziskibien ha da Bêr ez a en ho raok da C’halilea ; eno her gwelot, evel m’en deus lavaret deoc’h ».
Elles sortirent et s’enfuirent du tombeau, parce qu’elles étaient toutes tremblantes et hors d’elles-mêmes. Elles ne dirent rien à personne, car elles avaient peur. Mc 16, 8 : Aet er-maez neuze, e tec’hjont diouzh ar bez, rak dalc’het e oant gant ar grenijenn hag ar strafuilh. Ha netra ne lavarjont da zen ebet gant ar spontet ma oant.
Ressuscité le matin, le premier jour de la semaine, Jésus apparut d’abord à Marie Madeleine, de laquelle il avait expulsé sept démons. Mc 16, 9 : Adsavet diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, Jezuz en em ziskouezas da gentañ da Vari-Madalen m’en devoa skarzhet seizh droukspered diouti.
Celle-ci partit annoncer la nouvelle à ceux qui, ayant vécu avec lui, s’affligeaient et pleuraient. Mc 16, 10 : Houmañ a yeas da gemenn ar c’heloù-se d’ar re a oa bet gantañ hag a oa o tougen kañv hag o ouelañ.
Quand ils entendirent que Jésus était vivant et qu’elle l’avait vu, ils refusèrent de croire. Mc 16, 11 : Met ar re-mañ o klevout e oa bev hag e oa bet gwelet ganti, ne gredjont ket.
Après cela, il se manifesta sous un autre aspect à deux d’entre eux qui étaient en chemin pour aller à la campagne. Mc 16, 12 : Goude-se, en em ziskouezas dindan ur stumm all, da zaou anezho a oa gant o hent o vont war ar maez ;
Ceux-ci revinrent l’annoncer aux autres, qui ne les crurent pas non plus. Mc 16, 13 : hag ar re-mañ distroet da gaout ar re all a gontas dezho an dra-se ; hogen n’o c’hredjont ket kennebeut-all.
Enfin, il se manifesta aux Onze eux-mêmes pendant qu’ils étaient à table : il leur reprocha leur manque de foi et la dureté de leurs cœurs parce qu’ils n’avaient pas cru ceux qui l’avaient contemplé ressuscité. Mc 16, 14 : Da ziwezhañ, en em ziskouezas d’an Unnek e-pad m’edont ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleted o c’halon, dre n’o devoa ket kredet ar re o devoa e welet dihunet a-douez ar re varv.
Puis il leur dit : « Allez dans le monde entier. Proclamez l’Évangile à toute la création. Mc 16, 15 : Hag e lavaras dezho : « It dre ar bed-holl, hag embannit ar c’heloù mat d’an holl grouadelezh.
Celui qui croira et sera baptisé sera sauvé ; celui qui refusera de croire sera condamné. Mc 16, 16 : An hini a gredo hag a vo badezet, a vo salvet ; an hini na gredo ket, a vo kondaonet.
Voici les signes qui accompagneront ceux qui deviendront croyants : en mon nom, ils expulseront les démons ; ils parleront en langues nouvelles ; Mc 16, 17 : Setu ar sinoù a heulio ar re a gredo : em anv e kasint an diaouled kuit ; e yezhoù espar e komzint ;
ils prendront des serpents dans leurs mains et, s’ils boivent un poison mortel, il ne leur fera pas de mal ; ils imposeront les mains aux malades, et les malades s’en trouveront bien. » Mc 16, 18 : en naered e krogint, ha ma evont ur c’hontamm marvus bennak, ne raio droug ebet dezho ; war ar re glañv e astennint o daouarn hag e vezint yac’haet ».
Le Seigneur Jésus, après leur avoir parlé, fut enlevé au ciel et s’assit à la droite de Dieu. Mc 16, 19 : An Aotrou Jezuz, goude komz outo, a voe savet d’an Neñv hag a yeas d’azezañ en tu dehou da Zoue.
Quant à eux, ils s’en allèrent proclamer partout l’Évangile. Le Seigneur travaillait avec eux et confirmait la Parole par les signes qui l’accompagnaient. Mc 16, 20 : Evito avat, mont a rejont da brezeg dre-holl, gant an Aotrou o kenlabourat ganto hag o reiñ nerzh d’ar Gomz dre ar sinoù a zeue d’he heul.
