Evangile de Jésus-Christ selon saint Marc - Chapitre 14
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Chapitre 14
🎙 Ecouter la Bible audio en breton
La fête de la Pâque et des pains sans levain allait avoir lieu deux jours après. Les grands prêtres et les scribes cherchaient comment arrêter Jésus par ruse, pour le faire mourir. Mc 14, 1 : A-benn daou zevezh e oa ar Pask ha gouel ar Bara-hep-Goell da vezañ, hag an Arc’hbeleien hag ar Skribed a oa o klask penaos tapout krog e Jezuz dre widre, evit e lakaat d’ar marv.
Car ils se disaient : « Pas en pleine fête, pour éviter des troubles dans le peuple. » Mc 14, 2 : Met lavarout a raent : « Arabat e vefe e-pad ar gouel gant aon na savfe tousmac’h e-mesk ar bobl ».
Jésus se trouvait à Béthanie, dans la maison de Simon le lépreux. Pendant qu’il était à table, une femme entra, avec un flacon d’albâtre contenant un parfum très pur et de grande valeur. Brisant le flacon, elle lui versa le parfum sur la tête. Mc 14, 3 : Evel m’edo Jezuz e Betania, e ti Simon al Lovr, tra m’edo ouzh taol, e teuas ur vaouez, ganti ul lestrig-alabastr, leun a frond nard pur a briz uhel-meurbet ; terriñ a reas al lestrig-alabastr ha skuilhañ ar c’hwezh-vat war e benn.
Or, de leur côté, quelques-uns s’indignaient : « À quoi bon gaspiller ce parfum ? Mc 14, 4 : Darn avat a gomze taer war se kenetrezo : « Da betra mont da foranañ ar c’hwezh-vat-se ?
On aurait pu, en effet, le vendre pour plus de trois cents pièces d’argent, que l’on aurait données aux pauvres. » Et ils la rudoyaient. Mc 14, 5 : rak gallet e vije bet he gwerzhañ ouzhpenn tri c’hant diner hag o reiñ d’ar beorien ! » Ha mont a raent garv outi.
Mais Jésus leur dit : « Laissez-la ! Pourquoi la tourmenter ? Il est beau, le geste qu’elle a fait envers moi. Mc 14, 6 : Met Jezuz a lavaras : « Lezit-hi ! Perak e rit-hu poan dezhi ? Un oberenn vat he deus graet em c’heñver.
Des pauvres, vous en aurez toujours avec vous, et, quand vous le voulez, vous pouvez leur faire du bien ; mais moi, vous ne m’aurez pas toujours. Mc 14, 7 : Rak bepred ho po peorien ganeoc’h, ha pa garot e c’hellot ober vad dezho. Me avat n’ho po ket atav.
Ce qu’elle pouvait faire, elle l’a fait. D’avance elle a parfumé mon corps pour mon ensevelissement. Mc 14, 8 : Ar pezh a c’helle he deus graet. En a-raok he deus balzamet va c’horf a-benn va sebeliadur.
Amen, je vous le dis : partout où l’Évangile sera proclamé – dans le monde entier –, on racontera, en souvenir d’elle, ce qu’elle vient de faire. » Mc 14, 9 : E gwirionez, me 'lavar deoc’h, e pe lec’h bennak ma vo prezeget an Aviel dre ar bed a-bezh, e vo adlavaret ivez ar pezh he deus graet, evit ober eñvor anezhi ».
Judas Iscariote, l’un des Douze, alla trouver les grands prêtres pour leur livrer Jésus. Mc 14, 10 : Neuze Judaz Iskariot, unan eus an Daouzek, a yeas da gaout an Arc’hbeleien evit e lakaat etre o daouarn.
À cette nouvelle, ils se réjouirent et promirent de lui donner de l’argent. Et Judas cherchait comment le livrer au moment favorable. Mc 14, 11 : Ar re-mañ ouzh e glevout a voe laouen hag a brometas reiñ arc’hant dezhañ. Ha neuze, e klaske penaos kaout un degouezh mat d’e lakaat etre o daouarn.
Le premier jour de la fête des pains sans levain, où l’on immolait l’agneau pascal, les disciples de Jésus lui disent : « Où veux-tu que nous allions faire les préparatifs pour que tu manges la Pâque ? » Mc 14, 12 : An deiz kentañ eus ar Bara-hep-Goell, ma veze lazhet an oan-Pask, e lavaras an diskibien da Jezuz : « Pelec’h e fell dit ez afemp da aozañ dit evit debriñ ar Pask ? »
Il envoie deux de ses disciples en leur disant : « Allez à la ville ; un homme portant une cruche d’eau viendra à votre rencontre. Suivez-le, Mc 14, 13 : Hag eñ da gas daou eus e ziskibien en ur lavarout dezho : « It e kêr hag en em gaout a ray en arbenn deoc’h un den o tougen ur podad-dour. It war e lerc’h,
et là où il entrera, dites au propriétaire : “Le Maître te fait dire : Où est la salle où je pourrai manger la Pâque avec mes disciples ?” Mc 14, 14 : hag e pe lec’h bennak ma-z antreo, lavarit da berc’henn an ti : Ar Mestr a c’houlenn diganit : Pelec’h emañ ar sal e c’hellin debriñ ar Pask enni gant va diskibien ?
Il vous indiquera, à l’étage, une grande pièce aménagée et prête pour un repas. Faites-y pour nous les préparatifs. » Mc 14, 15 : Hag eñ a ziskouezo deoc’h ur sal vras war-laez, gant pluegoù enni, ha prest-kloz. Eno eta kempennit pep tra evidomp ».
Les disciples partirent, allèrent à la ville ; ils trouvèrent tout comme Jésus leur avait dit, et ils préparèrent la Pâque. Mc 14, 16 : An diskibien a yeas war-raok etrezek kêr, ha kaout a rejont an traoù evel m’en devoa lavaret dezho, hag e aozjont ar Pask.
Le soir venu, Jésus arrive avec les Douze. Mc 14, 17 : Ha deut an abardaez, ez erru Jezuz gant an Daouzek.
Pendant qu’ils étaient à table et mangeaient, Jésus déclara : « Amen, je vous le dis : l’un de vous, qui mange avec moi, va me livrer. » Mc 14, 18 : Tra m’edont ouzh taol hag o tebriñ, e lavaras Jezuz dezho : « E gwirionez, m’hen lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h a ya d’am gwerzhañ, unan hag a zo o tebriñ ganin ».
Ils devinrent tout tristes et, l’un après l’autre, ils lui demandaient : « Serait-ce moi ? » Mc 14, 19 : Stagañ a rejont neuze da dristaat, hag en em lakjont da c’houlenn outañ an eil goude egile : « Ha me an hini eo ? »
Il leur dit : « C’est l’un des Douze, celui qui est en train de se servir avec moi dans le plat. Mc 14, 20 : Eñ avat a respontas dezho : « Unan eus an Daouzek eo, unan hag a laka e zorn ganin er plad.
Le Fils de l’homme s’en va, comme il est écrit à son sujet ; mais malheureux celui par qui le Fils de l’homme est livré ! Il vaudrait mieux pour lui qu’il ne soit pas né, cet homme-là ! » Mc 14, 21 : Mab an Den evit gwir a ya kuit hervez ma-z eo skrivet diwar e benn. Met gwa d’an den-se m’eo gwerzhet Mab an Den gantañ ! Gwell e vije d’an den-se mar ne vije ket bet ganet ».
Pendant le repas, Jésus, ayant pris du pain et prononcé la bénédiction, le rompit, le leur donna, et dit : « Prenez, ceci est mon corps. » Mc 14, 22 : Hag e-pad ma tebrent, e kemeras bara ha goude bezañ lavaret ur vennigadenn, e rannas anezhañ hag e roas dezho en ur lavarout : « Kemerit, va c’horf eo kement-mañ ».
Puis, ayant pris une coupe et ayant rendu grâce, il la leur donna, et ils en burent tous. Mc 14, 23 : Ha goude-se o vezañ kemeret ur c’halir, e lavaras ur bedenn a drugarez hag e roas dezho, hag holl ez evjont dioutañ.
Et il leur dit : « Ceci est mon sang, le sang de l’Alliance, versé pour la multitude. Mc 14, 24 : Hag e lavaras dezho : « Va gwad eo kement-mañ, gwad an emglev, an hini skuilhet evit engroez an dud.
Amen, je vous le dis : je ne boirai plus du fruit de la vigne, jusqu’au jour où je le boirai, nouveau, dans le royaume de Dieu. » Mc 14, 25 : E gwirionez, me 'lavar deoc’h, ne evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz-se ma-z evin hini nevez e Rouantelezh Doue ».
Après avoir chanté les psaumes, ils partirent pour le mont des Oliviers. Mc 14, 26 : Goude kan ar salmoù ez ejont er-maez da venez an Olived,
Jésus leur dit : « Vous allez tous être exposés à tomber, car il est écrit : Je frapperai le berger, et les brebis seront dispersées. Mc 14, 27 : hag e lavaras Jezuz dezho : « C’hwi holl a gavo droukskoilh, rak skrivet eo : Skeiñ a rin gant ar mesaer hag an deñved a vo stlabezet a bep tu.
Mais, une fois ressuscité, je vous précéderai en Galilée. » Mc 14, 28 : Met pa vo adsavet da vev, ez in en ho raok da C’halilea.
Pierre lui dit alors : « Même si tous viennent à tomber, moi, je ne tomberai pas. » Mc 14, 29 : Pêr avat a lavaras dezhañ : « Ha goude ma teufe an holl da gaout droukskoilh, me avat n’em bo ket ! »
Jésus lui répond : « Amen, je te le dis : toi, aujourd’hui, cette nuit même, avant que le coq chante deux fois, tu m’auras renié trois fois. » Mc 14, 30 : Jezuz a respontas dezhañ : « E gwirionez, me 'lavar dit, te ivez, hiziv, en noz-mañ end-eeun, kent d’ar c’hilhog kanañ div wech, eo a-benn teir gwech az po va dinac’het ! »
Mais lui reprenait de plus belle : « Même si je dois mourir avec toi, je ne te renierai pas. » Et tous en disaient autant. Mc 14, 31 : Met eñ a lavare kaeroc’h a se : « Ha pa rankfen mervel ganit, nann, n’az tinac’hin ket ! » Hag holl e lavarent kement-all.
Ils parviennent à un domaine appelé Gethsémani. Jésus dit à ses disciples : « Asseyez-vous ici, pendant que je vais prier. » Mc 14, 32 : Dont a rejont d’un domani a veze anvet Getsemani. Hag e lavaras (Jezuz) d’e ziskibien : « Azezit amañ, tra ma vin o pediñ ».
Puis il emmène avec lui Pierre, Jacques et Jean, et commence à ressentir frayeur et angoisse. Mc 14, 33 : Neuze e kemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann hag e krogas da gaout spont hag anken.
Il leur dit : « Mon âme est triste à mourir. Restez ici et veillez. » Mc 14, 34 : Hag e lavaras dezho : « Trist eo va ene da vervel ; chomit amañ ha beilhit ! ».
Allant un peu plus loin, il tombait à terre et priait pour que, s’il était possible, cette heure s’éloigne de lui. Mc 14, 35 : Hag aet un tammig pelloc’h, e kouezhe d’an douar, hag e pede ma-z aje an eur-se pell dioutañ, ma c’hallje se bezañ.
Il disait : « Abba… Père, tout est possible pour toi. Éloigne de moi cette coupe. Cependant, non pas ce que moi, je veux, mais ce que toi, tu veux ! » Mc 14, 36 : Ha lavarout a rae : « Abba ! Tad ! pep tra a c’hellez ; tenn ar c’haliriad-se diouzhin. Koulskoude, n’eo ket ar pezh a fell din-me, met ar pezh a fell dit-te ».
Puis il revient et trouve les disciples endormis. Il dit à Pierre : « Simon, tu dors ! Tu n’as pas eu la force de veiller seulement une heure ? Mc 14, 37 : Distreiñ a ra neuze hag e kav anezho kousket, hag e lavar da Bêr : « Simon, kousket a rez ? N’ec’h eus ket gallet beilhañ un eurvezh-pad ?
Veillez et priez, pour ne pas entrer en tentation ; l’esprit est ardent, mais la chair est faible. » Mc 14, 38 : Beilhit ha pedit evit chom hep mont e-barzh an temptadur ; gredus eo ar spered, met gwan eo ar c’horf ».
De nouveau, il s’éloigna et pria, en répétant les mêmes paroles. Mc 14, 39 : A-nevez o vezañ pellaet, e pede o lavarout an hevelep komzoù.
Et de nouveau, il vint près des disciples qu’il trouva endormis, car leurs yeux étaient alourdis de sommeil. Et eux ne savaient que lui répondre. Mc 14, 40 : Pa zistroas adarre, e kavas anezho kousket, rak pounner e oa aet o daoulagad ; ha ne ouient ket petra respont dezhañ.
Une troisième fois, il revient et leur dit : « Désormais, vous pouvez dormir et vous reposer. C’est fait ; l’heure est venue : voici que le Fils de l’homme est livré aux mains des pécheurs. Mc 14, 41 : Distreiñ a reas un trede gwech hag e lavaras dezho : « Emaoc’h c’hoazh o kousket hag o tiskuizhañ ! Deuet eo an eur : setu m’emañ Mab an Den o vont da vezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien.
Levez-vous ! Allons ! Voici qu’il est proche, celui qui me livre. » Mc 14, 42 : Savit. Deomp ! Setu m’emañ tost an hini am gwerzh ».
Jésus parlait encore quand Judas, l’un des Douze, arriva et avec lui une foule armée d’épées et de bâtons, envoyée par les grands prêtres, les scribes et les anciens. Mc 14, 43 : Ha kerkent, p’edo c’hoazh o komz, e tegouezh Judaz, unan eus an Daouzek, ha gantañ ur bobl a dud gant klezeier ha bizhier, kaset gant an Arc’hbeleien, ar Skribed hag an Henaourien.
Or, celui qui le livrait leur avait donné un signe convenu : « Celui que j’embrasserai, c’est lui : arrêtez-le, et emmenez-le sous bonne garde. » Mc 14, 44 : Ar merk-mañ en devoa roet an treitour dezho : « An hini a bokin dezhañ, emezañ, hennezh eo : krogit ennañ ha kasit-eñ gant evezh ».
À peine arrivé, Judas, s’approchant de Jésus, lui dit : « Rabbi ! » Et il l’embrassa. Mc 14, 45 : Kerkent hag en em gavet, e tostaas eta ouzh Jezuz en ur lavarout : « Rabbi ! » hag e pokas dezhañ.
Les autres mirent la main sur lui et l’arrêtèrent. Mc 14, 46 : Hag ar re all da lakaat o daouarn warnañ ha da gregiñ ennañ.
Or un de ceux qui étaient là tira son épée, frappa le serviteur du grand prêtre et lui trancha l’oreille. Mc 14, 47 : Hogen unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas gant mevel ar Beleg-meur hag a droc’has dezhañ e skouarn.
Alors Jésus leur déclara : « Suis-je donc un bandit, pour que vous soyez venus vous saisir de moi, avec des épées et des bâtons ? Mc 14, 48 : Ha Jezuz o sevel e vouezh a lavaras dezho : « Evel etrezek ul laer oc’h aet war-raok gant klezeier ha bizhier, d’am fakañ.
Chaque jour, j’étais auprès de vous dans le Temple en train d’enseigner, et vous ne m’avez pas arrêté. Mais c’est pour que les Écritures s’accomplissent. » Mc 14, 49 : Bemdez avat e vezen en ho touez o kelenn en Templ, ha n’hoc’h eus ket kroget ennon. Hogen evit ma teuio da wir ar Skriturioù an hini eo ».
Les disciples l’abandonnèrent et s’enfuirent tous. Mc 14, 50 : Neuze ouzh e zilezel e tec’hjont holl.
Or, un jeune homme suivait Jésus ; il n’avait pour tout vêtement qu’un drap. On essaya de l’arrêter. Mc 14, 51 : Ur paotr yaouank a oa ouzh e heul, gant ul liñsel hepken en-dro d’e gorf. Kregiñ a rejont ivez ennañ,
Mais lui, lâchant le drap, s’enfuit tout nu. Mc 14, 52 : met hemañ o leuskel al liñsel, a dec’has kuit en noazh.
Ils emmenèrent Jésus chez le grand prêtre. Ils se rassemblèrent tous, les grands prêtres, les anciens et les scribes. Mc 14, 53 : Degas a rejont Jezuz ganto da di ar Beleg-meur ma-z en em vodas an holl Arc’hbeleien, an Henaourien hag ar Skribed.
Pierre avait suivi Jésus à distance, jusqu’à l’intérieur du palais du grand prêtre, et là, assis avec les gardes, il se chauffait près du feu. Mc 14, 54 : Pêr, eus a-bell, e heulias anezhañ betek e diabarzh porzh ar Beleg-meur, hag azezet e oa e-mesk ar vevelien, hag e tomme ouzh an tan.
Les grands prêtres et tout le Conseil suprême cherchaient un témoignage contre Jésus pour le faire mettre à mort, et ils n’en trouvaient pas. Mc 14, 55 : Hogen an Arc’hbeleien hag ar C’huzul a-bezh a glaske un testeni bennak a-enep da Jezuz evit e gas d’ar marv ; ha ne gavent ket.
De fait, beaucoup portaient de faux témoignages contre Jésus, et ces témoignages ne concordaient pas. Mc 14, 56 : Kalz evit gwir a zouge fals-testeni a-enep dezhañ, met ne glote ket o zestenioù.
Quelques-uns se levèrent pour porter contre lui ce faux témoignage : Mc 14, 57 : Ur re bennak o vezañ savet, a zouge ar fals-testeni-mañ enep dezhañ :
« Nous l’avons entendu dire : “Je détruirai ce sanctuaire fait de main d’homme, et en trois jours j’en rebâtirai un autre qui ne sera pas fait de main d’homme.” » Mc 14, 58 : « Ni, emezo, hon eus e glevet o lavarout : Me a ziskaro an Templ-mañ graet gant dorn an den, hag en ur ober tri devezh e savin un all ha na vo ket diwar dorn an den ».
Et même sur ce point, leurs témoignages n’étaient pas concordants. Mc 14, 59 : Met war ar poent-se kennebeut-all ne glote ket o zestenioù.
Alors s’étant levé, le grand prêtre, devant tous, interrogea Jésus : « Tu ne réponds rien ? Que dis-tu des témoignages qu’ils portent contre toi ? » Mc 14, 60 : Neuze an Arc’hbeleien a savas, a yeas er c’hreiz hag a reas ar goulenn-mañ ouzh Jezuz : « Ne respontez netra ? Petra emañ ar re-se o testeniañ a-enep dit ?
Mais lui gardait le silence et ne répondait rien. Le grand prêtre l’interrogea de nouveau : « Es-tu le Christ, le Fils du Dieu béni ? » Mc 14, 61 : Jezuz avat a dave ha ne responte mann ebet. A-nevez e c’houlennas an Arc’hbeleg outañ : « Ha te eo ar C’hrist, mab an Hini benniget ? »
Jésus lui dit : « Je le suis. Et vous verrez le Fils de l’homme siéger à la droite du Tout-Puissant, et venir parmi les nuées du ciel. » Mc 14, 62 : Respont a reas Jezuz : « Me eo ! Hag e welot Mab an Den azezet a-zehou d’an Hollc’halloudeg hag o tont war goabrennoù an Neñv ».
Alors, le grand prêtre déchire ses vêtements et dit : « Pourquoi nous faut-il encore des témoins ? Mc 14, 63 : Met an Arc’hbeleg en ur regiñ e zilhad da lavarout : « Da betra hon eus c’hoazh ezhomm a destoù ?
Vous avez entendu le blasphème. Qu’en pensez-vous ? » Tous prononcèrent qu’il méritait la mort. Mc 14, 64 : Klevet hoc’h eus e gomz enep-Doue. Petra 'gav deoc’h ? » Int holl avat a varnas e oa dleet ar marv dezhañ.
Quelques-uns se mirent à cracher sur lui, couvrirent son visage d’un voile, et le giflèrent, en disant : « Fais le prophète ! » Et les gardes lui donnèrent des coups. Mc 14, 65 : Hiniennoù en em lakaas da skopañ outañ, da vouchañ e zremm dezhañ ha da zistagañ fasadoù gantañ en ur lavarout : « Gra da brofed ! ». Hag ar vevelien e zegemeras gant palvadoù.
Comme Pierre était en bas, dans la cour, arrive une des jeunes servantes du grand prêtre. Mc 14, 66 : Endra m’edo Pêr e traoñ ar porzh, e teuas unan eus mitizhien an Arc’hbeleg.
Elle voit Pierre qui se chauffe, le dévisage et lui dit : « Toi aussi, tu étais avec Jésus de Nazareth ! » Mc 14, 67 : O welout Pêr o tommañ, e paras he selloù warnañ, en ur lavarout dezhañ : « Te ivez gant an Nazaredad e oas, gant Jezuz ».
Pierre le nia : « Je ne sais pas, je ne comprends pas de quoi tu parles. » Puis il sortit dans le vestibule, au dehors. Alors un coq chanta. Mc 14, 68 : Eñ avat a nac’has en ur lavarout : « Ne welan ket, ne gomprenan ket petra a lavarez-te ». Neuze ez eas er-maez dindan ar porched, hag ur c’hilhog a ganas.
La servante, ayant vu Pierre, se mit de nouveau à dire à ceux qui se trouvaient là : « Celui-ci est l’un d’entre eux ! » Mc 14, 69 : Ar vatezh avat ouzh e welout en em lakaas adarre da lavarout d’ar re a oa eno : « Hemañ a zo unan anezho ! » Eñ avat a nac’has adarre.
De nouveau, Pierre le niait. Peu après, ceux qui se trouvaient là lui disaient à leur tour : « Sûrement tu es l’un d’entre eux ! D’ailleurs, tu es Galiléen. » Mc 14, 70 : Prestik goude, ar re a oa eno a lavaras d’o zro da Bêr : « Sur mat ez out eus ar re-se, rak Galilead out-te ».
Alors il se mit à protester violemment et à jurer : « Je ne connais pas cet homme dont vous parlez. » Mc 14, 71 : Eñ neuze a grogas da vallozhiñ ha da douiñ : « N’anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ ! »
Et aussitôt, pour la seconde fois, un coq chanta. Alors Pierre se rappela cette parole que Jésus lui avait dite : « Avant que le coq chante deux fois, tu m’auras renié trois fois. » Et il fondit en larmes. Mc 14, 72 : Ha raktal, evit an eil gwech, e kanas ur c’hilhog. Ha Pêr a zeuas soñj dezhañ eus ar c’homzoù en devoa lavaret Jezuz dezhañ : « Kent d’ar c’hilhog kanañ div wech, eo a-benn teir gwech az po va dinac’het ! » Hag o tec’hout kuit e ouele.
💡 Informations supplémentaires
🎙️ À-propos de l'enregistrement audio
Cet enregistrement audio de la Bible en breton a été réalisé par Tepod et publié le 30/11/2025 sur Bibl.bzh.
