Levr ar Varnerien - Pennad 16
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21
Pennad 16
Samson se rendit à Gaza. Il y vit une prostituée et entra chez elle. Jg 16, 1 : Mont a reas Samson da C’haza ; eno e welas ur charlezenn hag ez eas ganti d’he zi.
On dit aux gens de Gaza : « Samson est venu ici. » Ils firent des rondes et guettèrent toute la nuit à la porte de la ville. Ils se tinrent tranquilles toute la nuit, en se disant : « Attendons la lumière du matin, et alors nous le tuerons. » Jg 16, 2 : Degemennet e voe ar c’heloù da dud C’haza : "Deuet eo Samson amañ !" Hag int da droidellat hag e rejont ar ged, a-hed an noz ouzh dor-kêr. Chom a rejont didrouz e-doug an noz : "Da c’houloù-deiz, a lavarent, e lazhimp anezhañ !"
Mais Samson resta couché jusqu’au milieu de la nuit. Il se leva alors, saisit les battants de la porte de la ville et les deux montants, les arracha avec leur verrou, les mit sur ses épaules et les emporta au sommet de la montagne qui est en face d’Hébron. Jg 16, 3 : Samson a chomas da gousket betek hanternoz ; da greiznoz e savas, hag eñ da gregiñ e talbennoù dor kêr hag en daou bost ; o diframmañ a reas barrenn hag all, hag e kasas anezho gantañ war e choug betek war gern ar menez a zo a-dal da Hebron.
Après ces événements, il s’éprit d’une femme de la vallée de Soreq, nommée Dalila. Jg 16, 4 : Ha setu, goude se, e karas ur vaouez e-kichen froud Sorek, hec’h anv Dalila.
Les princes des Philistins vinrent la trouver et lui dirent : « Séduis Samson : vois en quoi réside sa grande force et comment on peut triompher de lui. Alors nous le ligoterons pour le maîtriser, et nous te donnerons chacun onze cents pièces d’argent. » Jg 16, 5 : Priñsed ar Filistiz a bignas d’he c’haout hag a lavaras dezhi : "Gra brav dezhañ ha klask gouzout eus pelec’h e teu e nerzh bras dezhañ, ha penaos e c’hallimp lakaat hon dorn warnañ d’e liammañ ha d’e vestroniañ. Ni 'roio dit pep hini ac’hanomp unnek kant sikl arc’hant".
Dalila dit à Samson : « Explique-moi, je t’en prie, d’où vient ta grande force, et comment tu devrais être ligoté pour qu’on te maîtrise. » Jg 16, 6 : Lavar din ’ta, eme Zalila da Samson eus pelec’h e teu dit da nerzh bras ha gant petra e vije ret da stagañ evit dont a-benn diouzhit ?
Samson lui dit : « Si on me liait avec sept cordes d’arc neuves, qui n’ont pas été séchées, je perdrais ma vigueur, et je serais comme n’importe quel homme. » Jg 16, 7 : Hag e lavaras Samson dezhi : "Ma vijen staget gant seizh kordenn nevez, ha na vijent ket sec’h c’hoazh, e teufen dinerzh hag e vefen evel ar re all".
Les princes des Philistins firent apporter à Dalila sept cordes neuves qui n’avaient pas été séchées, et Dalila le lia avec ces cordes. Jg 16, 8 : Priñsed ar Filistiz a zegasas da Zalila seizh kordenn fresk ha na oant ket sec’h c’hoazh, hag hi d’e eren ganto.
Des hommes étaient embusqués dans sa chambre. Elle lui cria : « Les Philistins sont sur toi, Samson ! » Celui-ci rompit les cordes qui enserraient ses bras, comme se rompt un cordon d’étoupe à l’approche du feu. On ne découvrit donc pas le secret de sa force. Jg 16, 9 : Bez e oa tud war-c’hed er gambr. Lavarout a reas dezhañ : "Emañ ar Filistiz warnout Samson !" Terriñ a reas ar c’herdin evel ma vez torret un neudenn stoub, pa grog an tan enni ; ha ne voe ket gouezet eus pelec’h e teue e nerzh dezhañ.
Dalila dit alors à Samson : « Tu t’es moqué de moi ; tu as menti. Révèle-moi maintenant comment tu devrais être ligoté. » Jg 16, 10 : Dalila a lavaras da Samson : "Setu, graet ec’h eus goap ac’hanon ha lavaret ec’h eus gevier din. Da bediñ a ran, lavar din gant petra e vije ezhomm d’az stagañ".
Il lui répondit : « Si on me liait avec des cordes neuves et non travaillées, je perdrais ma vigueur, et je serais comme n’importe quel homme. » Jg 16, 11 : Ma vefen ereet, emezañ, gant kerdin nevez n’o deus servijet biskoazh, e teufen dic’halloud hag e vefen hañval ouzh n’eus forzh piv.
Dalila le lia avec des cordes neuves, puis elle lui cria : « Les Philistins sont sur toi, Samson ! » Des hommes étaient embusqués dans sa chambre ; mais il rompit les cordes qui lui enserraient les bras comme si c’était du fil. Jg 16, 12 : Ha Dalila da gemer kerdin nevez da stagañ anezhañ. Lavarout a reas dezhañ : "Erru eo ar Filistiz warnout, Samson". bez’ e oa tud kuzhet e-spi, e-barzh ar gambr. Hag eñ a dorras evel un neudenn ar c’herdin a oa en-dro d’e zivrec’h.
Dalila dit encore à Samson : « Jusqu’ici, tu t’es moqué de moi, et tu m’as menti. Révèle-moi comment tu devrais être ligoté ! » Samson lui dit : « Si tu tissais les sept tresses de ma chevelure avec la chaîne d’un tissu, et si tu les resserrais avec un peigne de tisserand, alors je perdrais ma vigueur, et je serais comme n’importe quel homme. » Jg 16, 13 : Lavarout a reas Dalila da Samson : "Betek-hen, ec’h eus va zouellet, ha livet gevier din. Ro din da c’houzout gant petra e vije dav da liammañ". Respont a reas : "N’ec’h eus nemet gweañ seizh plañson va blev gant ar gwiad".
Elle le laissa s’endormir, tissa les tresses de sa chevelure avec la chaîne, les resserra avec le peigne, puis elle lui cria : « Les Philistins sont sur toi, Samson ! » Samson s’éveilla, et il arracha le peigne, la navette et la chaîne. Jg 16, 14 : E lakaat a reas da gousket ha o stagañ a reas gant ar broch, hag e lavaras dezhañ : "Emañ ar Filistiz warnout, Samson". Hemañ a zihunas hag a ziframmas ibil ar stern hag ar gwiad.
Dalila lui dit alors : « Comment peux-tu me dire : “Je t’aime”, alors que tu ne m’ouvres pas ton cœur ! Voici trois fois que tu te joues de moi. Tu ne m’as pas révélé d’où vient ta grande force ! » Jg 16, 15 : Lavarout a reas dezhañ : "Penaos e c’hallez lavarout "Da garout a ran", peogwir n’emañ ket da galon ganin ? Etre teir gwech ec’h eus graet al lu ganin ha n’ec’h eus ket disklêriet din eus pelec’h e teu dit da nerzh bras".
Tous les jours, elle le harcelait, répétant les mêmes paroles. Samson, excédé à en mourir, Jg 16, 16 : Bemdez e veze ouzh e hegasiñ e-giz-se hag e talc’he kement warnañ, ma teuas da vezañ glac’haret betek bezañ war-nes mervel.
lui ouvrit tout son cœur. Il lui dit : « Le rasoir n’a jamais passé sur ma tête, car je suis voué à Dieu depuis le sein de ma mère. Si j’étais rasé, je perdrais toute ma vigueur, et je serais comme n’importe quel homme. » Jg 16, 17 : 'Benn ar fin e tigoras e holl galon dezhi : "Biskoazh, emezañ, n’eo tremenet aotenn ebet war va fenn, dre ma-z on nazir, gouestlad da Zoue, abaoe m’edon e korf va mamm. Ma vefe touzet va blev, e kollfen va nerzh, e teufen sempl hag e vefen evel pep den".
Dalila vit qu’il lui avait ouvert tout son cœur, et elle fit appeler les princes des Philistins en leur disant : « Venez, car cette fois, il m’a ouvert tout son cœur. » Les princes des Philistins se rendirent chez elle, avec l’argent en main. Jg 16, 18 : Gwelout a reas Dalila en devoa Samson digoret e galon dezhi, kuit da guzhat netra ; degemenn a reas da briñsed ar Filistiz dont, hag e lavaras dezho : "Pignit amañ ar wech-mañ, rak diskuliet en deus din holl soñjoù e galon !" Ha priñsed Filistiz a bignas d’he c’haout en ur gas an arc’hant prometet ganto en o daouarn.
Elle le laissa s’endormir sur ses genoux, et elle fit appel à un homme qui rasa les sept tresses de sa chevelure. Alors, il commença à faiblir, et sa vigueur l’abandonna. Jg 16, 19 : E lakaat a reas da gousket war he barlenn hag o vezañ galvet un den, e reas dezhañ troc’hañ da Samson seizh plañson e vlev ; neuze e teuas a-benn dioutañ pa oa aet e nerzh digantañ.
Dalila lui cria : « Les Philistins sont sur toi, Samson ! » Il s’éveilla et dit : « J’en sortirai comme les autres fois et je me dégagerai. » Mais il ne savait pas que le Seigneur s’était éloigné de lui. Jg 16, 20 : Hag hi da lavarout : "Erru ar Filistiz warnout Samson !" Dihuniñ a reas hag e lavaras : "En em zibab a rin ar wech-mañ c’hoazh, evel ar gwechoù all hag en em ziluziañ a rin", rak ne ouie ket e oa aet an Aotrou digantañ.
Les Philistins le saisirent et lui crevèrent les yeux ; ils l’emmenèrent à Gaza et le lièrent avec une double chaîne de bronze. Samson tournait une meule dans sa prison. Jg 16, 21 : Ar Filistiz e bakas hag a freuzas e zaoulagad dezhañ. Ober a rejont dezhañ diskenn da C’haza hag e stagjont anezhañ gant div chadenn arem. Lakaat a rae ar rod-vilin da vont en-dro, en e brizon.
Mais, après qu’il eût été rasé, ses cheveux recommencèrent à pousser. Jg 16, 22 : Padal, e oa krog e vlev da greskiñ a-nevez, abaoe ma oant bet touzet.
Les princes des Philistins se réunirent pour offrir un grand sacrifice à Dagone, leur dieu, et se livrer à des réjouissances. Ils disaient : « Notre dieu a livré entre nos mains Samson, notre ennemi. » Jg 16, 23 : En em vodañ a reas uhelidi ar Filistiz da ginnig ur vras a aberzh da Zagon o doue, hag ivez da ober chervad. Hag e lavarent : "Lakaet en deus hon doue Samson, hon enebour, etre hon daouarn".
Dès que le peuple le vit, il loua son dieu et l’acclama en disant : « Notre dieu a livré entre nos mains notre ennemi, celui qui dévastait notre pays et qui multipliait nos morts. » Jg 16, 24 : Hag ar bobl ouzh e welout a veule o doue, rak lavarout a raent : "Hon doue en deus lakaet Samson, hon enebour, etre hon daouarn, an hini a veze o wastañ hor bro hag o lazhañ deomp kement a dud !"
Et comme leur cœur était joyeux, ils dirent : « Appelez Samson, et qu’il nous divertisse ! » On envoya chercher Samson dans sa prison, et il se livra à des bouffonneries devant eux, puis on le plaça entre les colonnes. Jg 16, 25 : Hag evel ma oa laouen o c’halon, e lavarjont : "Galvit Samson, ma c’hoario evidomp !" Hag e voe galvet Samson eus an ti-bac’h, hag e c’hoarias dirazo. Lakaet e oa bet etre ar pileroù ;
Samson dit au garçon qui le tenait par la main : « Guide-moi et fais-moi toucher les colonnes sur lesquelles repose le temple, pour que je m’y appuie. » Jg 16, 26 : hag e lavaras Samson d’ar paotr yaouank a oa krog en e zorn : "Va lez da dastornat ar pileroù emañ an ti diazezet warno, ma ’n em harpin outo".
Le temple était rempli d’hommes et de femmes. Il y avait là tous les princes des Philistins et, sur la terrasse, environ trois mille hommes et femmes qui s’étaient divertis en regardant Samson. Jg 16, 27 : An ti a oa leun a dud, paotred ha merc’hed, holl uhelidi ar Filistiz a oa eno, ha war an doenn edo tri mil bennak a dud, paotred ha merc’hed, o sellout ouzh Samson o tañsal.
Il invoqua le Seigneur en disant : « Je t’en prie, Seigneur Dieu, souviens-toi de moi, rends-moi ma force encore une fois et que, d’un seul coup, je me venge des Philistins pour mes deux yeux. » Jg 16, 28 : Samson a reas ur bedenn d’an Aotrou hag a lavaras : "Aotrou Doue, ho pet soñj diouzhin, ha roit din nerzh, evit ar wech-mañ hepken. O doue, ma tennin digoll diouzh ar Filistiz, abalamour d’am daoulagad".
Il tâta alors les deux colonnes du milieu, sur lesquelles reposait le temple, prit appui contre l’une avec son bras droit, et contre l’autre avec son bras gauche. Jg 16, 29 : Ha Samson da vriata daou biler ar c’hreiz, ma oa diazezet an ti warno, hag en em harpañ a reas warno, war unan gant e zorn dehou ha war egile gant e zorn kleiz.
Il s’écria : « Que je meure avec les Philistins ! » Puis il pesa de toutes ses forces, et l’édifice s’effondra sur les princes et sur tout le peuple qui se trouvait là. Ceux qu’il fit mourir en mourant furent plus nombreux que ceux qu’il avait fait mourir pendant sa vie. Jg 16, 30 : Hag e lavaras Samson : "Ra varvin gant ar Filistiz ! Soublañ a reas gant e holl nerzh, hag an ti a gouezhas war ar briñsed ha war an holl dud a oa bodet eno. Hag en ur vervel e-unan, e lazhas muioc’h a dud evit m’en devoa lazhet e-kerz e vuhez.
Ses frères et toute la maison de son père descendirent et l’emportèrent. Ils remontèrent et l’ensevelirent entre Coréa et Eshtaol, dans le tombeau de Manoah, son père. Samson avait jugé Israël pendant vingt ans. Jg 16, 31 : Hag e tiskennas e vreudeur hag holl diegezh e dad d’e gerc’hat, hag ez ejont d’e veziañ etre Sorea hag Estaol, e bez Manoa e dad. Bez’ e oa bet ugent vloaz barner Israel.
