Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Varnerien » Pennad 2

Levr ar Varnerien - Pennad 2

Levr : Levr ar Varnerien
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 2



L’ange du Seigneur monta de Guilgal à Bokim et dit : « Je vous ai fait monter d’Égypte et vous ai fait entrer dans le pays que j’avais juré de donner à vos pères. J’avais dit : “Jamais je ne romprai mon alliance avec vous, Jg 2, 1 : Pignat a reas Ael an Aotrou eus Gilgal da Vokim hag e lavaras : "Ho lakaet em eus da bignat diouzh bro Egipt hag ho tegaset em eus d’ar vro am boa touet d’ho tadoù reiñ deoc’h. Lavaret em boa : Biken ne dorrin va Emglev ganeoc’h,

et vous, vous ne conclurez pas d’alliance avec les habitants de ce pays. Vous renverserez leurs autels.” Mais vous n’avez pas écouté ma voix ! Qu’avez-vous fait là ! Jg 2, 2 : ha c’hwi ne reot emglev ebet gant tud ar vro-se ; diskar a reot o aoterioù. Met n’hoc’h eus ket sentet ouzh va mouezh. Perak hoc’h eus graet kement-se ?

Eh bien, je l’affirme : Je ne chasserai pas ces peuples devant vous, ils seront sur vos flancs, et leurs dieux deviendront pour vous un piège. » Jg 2, 3 : Me n’o c’hasin ket kuit a zirazoc’h met en ho kichen e vint hag o doueoù a vo evidoc’h ur pej".

Or, dès que l’ange du Seigneur eut adressé ces paroles à tous les fils d’Israël, le peuple se mit à crier et pleura. Jg 2, 4 : Hag adal m’en devoa lavaret Ael an Aotrou ar c’homzoù-se da holl vugale Israel, e savas an dud o mouezh hag a darzhas da ouelañ.

Ils appelèrent cet endroit « Bokim » (c’est-à-dire : Pleureurs), et ils y sacrifièrent au Seigneur. Jg 2, 5 : Anv Bokim a rojont d’al lec’h-se, hag eno e kinnigjont aberzhoù d’an Aotrou.

Josué renvoya le peuple, et les fils d’Israël se rendirent chacun dans son héritage pour prendre possession du pays. Jg 2, 6 : Josoua a gasas kuit ar bobl hag ez eas bugale Israel pep hini diouzh e du evit perc’hennañ al lodenn-vro roet dezhañ.

Le peuple servit le Seigneur pendant toute la vie de Josué et toute la vie des anciens qui vécurent encore après Josué et avaient vu toute la grande œuvre du Seigneur pour Israël. Jg 2, 7 : E-doug holl vuhez Josoua e voe enoret Doue gant ar bobl, hag ivez e-doug buhez ar re gozh a vevas war-lerc’h Josoua hag o devoa bet gwelet holl oberoù an Aotrou, ar marzhioù en devoa graet evit Israel.

Josué, fils de Noun, serviteur du Seigneur, mourut à l’âge de cent dix ans. Jg 2, 8 : Neuze Josoua mab Noun, servijer Doue, a dremenas d’an oad a gant dek vloaz.

On l’ensevelit dans le territoire qu’il avait reçu en héritage à Timnath-Hèrès, dans la montagne d’Éphraïm, au nord du mont Gaash. Jg 2, 9 : Sebeliet e voe er vro a oa bet degouezhet gantañ da lodenn, e Timmath-Herez, war menez Efraim, en hanternoz da venez Gaas.

Quand toute cette génération fut à son tour réunie à ses pères, une autre génération lui succéda, qui ne connaissait pas le Seigneur, ni l’œuvre qu’il avait faite pour Israël. Jg 2, 10 : Hag an holl rummad-se a voe a-unan gant o zadoù kozh, ha war o lerc’h e teuas ur rummad nevez ha n’anaveze ket an Aotrou nag an oberoù en devoa graet evit Israel.

Les fils d’Israël firent ce qui est mal aux yeux du Seigneur, et ils servirent les Baals. Jg 2, 11 : Hag e reas bugale Israel an droug ouzh daoulagad an Aotrou, hag e servijjont Baal.

Ils abandonnèrent le Seigneur, le Dieu de leurs pères, qui les avait fait sortir du pays d’Égypte, et ils suivirent d’autres dieux parmi ceux des peuples d’alentour. Ils se prosternèrent devant eux, et ils irritèrent le Seigneur. Jg 2, 12 : Dilezel a rejont an Aotrou, Doue o Zadoù, an hini en devoa o zennet eus bro Egipt hag ez ejont war-lerc’h doueoù all, eus a douez doueoù ar pobloù a oa en-dro dezho. Stouiñ a rejont dirazo ha lakaat an Aotrou da gounnariñ.

Ils abandonnèrent le Seigneur pour servir Baal et Astarté. Jg 2, 13 : Dilezel a rejont an Aotrou evit kehelañ Baal hag idolennoù Astarot.

Alors la colère du Seigneur s’enflamma contre Israël. Il les livra aux mains des pillards, les abandonna aux ennemis qui les entouraient, et ils furent incapables de leur résister. Jg 2, 14 : Hag e tommas kounnar an Aotrou ouzh Israel, hag o lakaas etre daouarn preizhataerien o dibourc’has ; o gwerzhañ a reas d’o enebourien a ziwar-dro, ha ne c’helljont mui harpañ ouzh o enebourien.

Dans toutes leurs expéditions, la main du Seigneur était contre eux, pour leur malheur, comme il le leur avait dit, comme il en avait fait serment. Ils furent dans une très grande détresse. Jg 2, 15 : E kement lec’h bennak ma-z aent, e veze, siwazh dezho, dorn an Aotrou ouzh o gwaskañ, evel ma oa bet lavaret ha touet dezho gant an Aotrou, hag evel-se en em gavjont er vrasañ anken.

Alors le Seigneur suscita des juges pour les sauver de la main des pillards. Jg 2, 16 : Hag e tegasas an Aotrou barnerien dezho d’o diframmañ eus a-dre daouarn o gwaskerien.

Mais ils n’obéissaient pas non plus à leurs juges. Ils se prostituèrent en suivant d’autres dieux, ils se prosternèrent devant eux. Ils ne tardèrent pas à se détourner du chemin où leurs pères avaient marché en obéissant aux commandements du Seigneur ; ils n’agirent pas comme eux. Jg 2, 17 : Met zoken ouzh o Barnerien ne selaouent ket, met gastaouiñ a raent war-lerc’h doueoù all, hag e stouent dirazo, ha distreiñ a rejont prim diwar an hent a heulie o zadoù, sentus ouzh gourc’hemennoù an Aotrou. Int-i avat, ne rejont ket evelto.

Lorsque le Seigneur suscitait pour eux un juge, le Seigneur était avec le juge, et il les sauvait de la main de leurs ennemis aussi longtemps que le juge était en vie ; car le Seigneur se laissait émouvoir quand ils gémissaient sous la violence de leurs oppresseurs. Jg 2, 18 : Pa zegase an Aotrou barnerien dezho, e veze an Aotrou gant ar barner, hag e-pad holl vuhez ar barner e tiframme anezho eus a-dre daouarn o enebourien, rak keuz en deveze an Aotrou pa gleve o c’hlemmoù dirak ar re o gwaske hag o gwallgase.

Mais quand le juge était mort, ils recommençaient et poussaient la corruption plus loin que leurs pères : ils suivaient d’autres dieux, les servaient et se prosternaient devant eux ; ils ne renonçaient en rien à leurs pratiques ni à leur conduite obstinée. Jg 2, 19 : Met kerkent ha ma varve ar Barner e troent kein hag en em daolent d’an droug gwashoc’h eget o Zadoù, o vont war-lerc’h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo. Ne zilezent e stumm ebet o gwalloberoù nag o buhez aheurtet.

La colère du Seigneur s’enflamma contre Israël. Il dit : « Puisque cette nation a transgressé mon alliance, celle que j’avais prescrite à ses pères, et qu’elle n’a pas écouté ma voix, Jg 2, 20 : Neuze ez eas droug bras en Aotrou ouzh Israel, hag e lavaras : "P’he deus ar bobl-mañ torret va Emglev, an hini am boa gourc’hemennet d’o zadoù, ha n’o deus ket sentet ouzh va mouezh,

eh bien moi, je ne déposséderai plus devant Israël aucune des nations que Josué a laissé subsister avant sa mort. » Jg 2, 21 : me, kennebeut, ne argasin ket ken a-zirazo hini ebet eus ar pobloù en devoa lezet Josoua a-raok mervel.

Ainsi, le Seigneur voulait mettre à l’épreuve les fils d’Israël, pour voir si, oui ou non, ils marcheraient dans ses chemins, comme l’avaient fait leurs pères. Jg 2, 22 : Evel-se ec’h amprouin Israel evit gwelout, ha mirout a raint hent an Aotrou o kerzhout gantañ, evel ma reas o hendadoù, pe nann."

Il avait donc laissé subsister ces nations sans leur enlever trop vite leur territoire, et il ne les avait pas livrées à la main de Josué. Jg 2, 23 : Hag en devoa lezet an Aotrou ar pobloù-se hep o diberc’hennañ re vuan, hep o lakaat e dorn Josoua.