Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Varnerien » Pennad 9

Levr ar Varnerien - Pennad 9

Levr : Levr ar Varnerien
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 9



Abimélek, fils de Yeroubbaal, alla trouver à Sichem les frères de sa mère et leur parla, ainsi qu’à tout le clan de la maison paternelle de sa mère. Il leur dit : Jg 9, 1 : Abimelek, mab Jerobaal, a yeas da Sikem da gaout breudeur e vamm ; komz a reas outo hag ivez ouzh holl diegezh tad e vamm.

« Faites entendre ceci à tous les notables de Sichem : Que vaut-il mieux pour vous ? Avoir pour maîtres les soixante-dix fils de Yeroubbaal, ou avoir pour maître un seul homme ? Souvenez-vous que moi, je suis de vos os et de votre chair. » Jg 9, 2 : M’ho ped, emezañ, roit da anaout kement-mañ da holl dud Sikem : Petra eo ar gwellañ deoc’h, ma renfe warnoc’h dek den ha tri-ugent, anezho holl bugale Jerobaal, pe ma renfe warnoc’h un den hepken ? Ho pezet soñj ez on-me hoc’h eskern hag ho kig !

Les frères de sa mère firent entendre ces paroles à tous les notables de Sichem. Leur cœur pencha pour Abimélek, car ils se disaient : « C’est notre frère ! » Jg 9, 3 : Breudeur e vamm a lavaras eus e berzh an holl gomzoù-se ouzh divskouarn holl dud Sikem, ha kalonoù ar re-mañ a droas a-du gant Abimelek : "Hor breur eo", a lavarent.

Ils lui donnèrent soixante-dix pièces d’argent du temple de Baal-Berith, avec lesquelles il recruta des vauriens et des aventuriers qui marchèrent à sa suite. Jg 9, 4 : Reiñ a rejont dezhañ dek sikl arc’hant ha tri-ugent, tennet eus ti Baal-Berit, hag Abimelek a c’hopras ganto tud izel ha didalvez, hag ar re-mañ a yeas d’e heul.

Puis il entra dans la maison de son père, à Ofra, et il tua ses soixante-dix frères, les fils de Yeroubbaal, sur une même pierre. Seul survécut Yotam, le plus jeune, qui s’était caché. Jg 9, 5 : Dont a reas da di e dad e Efra ; hag e lazhas e vreudeur, bugale Jerobaal, anezho dek den ha tri-ugent, war an hevelep roc’h. Met Joatam mab yaouankañ Jerobaal a voe diwallet dre ma oa aet da guzhat.

Tous les notables de Sichem et ceux de la maison du Terre-Plein se réunirent et vinrent proclamer roi Abimélek, près du chêne de la Pierre-Dressée qui est à Sichem. Jg 9, 6 : Hag en em vodas holl dud Sikem, hag holl dud tiegezh Mello, hag ez ejont da envel Abimelek da Roue, e-tal tourmantinenn ar peulvan a zo e kêr Sikem.

On l’annonça à Yotam. Celui-ci vint se poster sur le sommet du mont Garizim et il cria de toutes ses forces : « Écoutez-moi, notables de Sichem, et Dieu vous écoutera ! Jg 9, 7 : Kerkent ha ma klevas an doare, ez eas Joatam war lein menez Garizim ; hag ac’hano e huchas a-bouez e benn : "Va selaouit, Sikemiz, evit m’ho selaouo an Aotrou !

Un jour, les arbres se mirent en campagne pour se donner un roi et le consacrer par l’onction. Ils dirent à l’olivier : “Sois notre roi !” Jg 9, 8 : Ur wech ez eas ar gwez da sakrañ ur roue a renfe warno, hag e lavarjont d’ar wezenn-olivez : "Bez roue warnomp".

L’olivier leur répondit : “Faudra-t-il que je renonce à mon huile, qui sert à honorer Dieu et les hommes, pour aller me balancer au-dessus des autres arbres ?” Jg 9, 9 : Met ar wezenn-olivez a respontas : "Petra ? Daoust hag e tilezfen va eoul hag a servij da rentañ enor da Zoue ha d’an dud, evit mont da vrañskellat a-us d’ar gwez ?"

Alors les arbres dirent au figuier : “Viens, toi, sois notre roi !” Jg 9, 10 : Neuze e lavaras ar gwez d’ar wezenn-fiez : "Deus ’ta, te, bez roue warnomp !"

Le figuier leur répondit : “Faudra-t-il que je renonce à la douceur et à la saveur de mes fruits, pour aller me balancer au-dessus des autres arbres ?” Jg 9, 11 : Ar wezenn-fiez avat, a respontas : "Petra ? Daoust hag e tilezfen va douster ha va frouezh mat evit mont da vrañskellat a-us d’ar gwez ?"

Les arbres dirent alors à la vigne : “Viens, toi, sois notre roi !” Jg 9, 12 : Neuze e lavaras ar gwez d’ar winienn : "Deus ’ta, te, bez roue warnomp !"

La vigne leur répondit : “Faudra-t-il que je renonce à mon vin, qui réjouit Dieu et les hommes, pour aller me balancer au-dessus des autres arbres ?” Jg 9, 13 : Ar winienn avat, a respontas dezho : "Petra ? Daoust hag e tilezfen va gwin, a ro levenez d’an doueed ha d’an dud, evit mont da vrañskellat a-us d’ar gwez ?"

Alors tous les arbres dirent au buisson d’épines : “Viens, toi, sois notre roi !” Jg 9, 14 : Neuze e lavaras an holl wez d’ar bod-spern : "Deus ’ta, te, bez roue warnomp !"

Et le buisson d’épines répondit aux arbres : “Si c’est de bonne foi que vous me consacrez par l’onction pour être votre roi, venez vous abriter sous mon ombre ; sinon, qu’un feu sorte du buisson d’épines et dévore jusqu’aux cèdres du Liban !” » Jg 9, 15 : Ar bod-spern avat, a respontas d’ar gwez : "Ma fell deoc’h e gwirionez va sakrañ da roue warnoc’h, deuit da glask goudor dindan va skeud. Anez, e teuio tan eus ar bod-spern hag a zevo gwez-sedrez al Liban".

« Maintenant, avez-vous agi dans la fidélité et l’intégrité en faisant roi Abimélek ? Avez-vous bien agi à l’égard de Yeroubbaal et de sa famille ? Avez-vous agi selon le mérite de ses actes ? Jg 9, 16 : Ac’hanta, mar deo gant lealded ha gwirionded eo hoc’h eus lakaet Abimelek da roue, m’hoc’h eus graet brav da Jerobaal ha d’e diegezh, ha m’hoc’h eus graet outañ hervez ar vad en deus graet deoc’h.

Mon père a combattu pour vous, il a risqué pour vous sa vie, il vous a arrachés aux mains de Madiane. Jg 9, 17 : P’en deus brezelet va zad evidoc’h, lakaet e vuhez en argoll, hag ho tennet eus a-dre daouarn Madian,

Mais vous vous êtes levés aujourd’hui contre sa maison, vous avez tué ses soixante-dix fils sur une même pierre, vous avez proclamé roi, sur les notables de Sichem, Abimélek, le fils de sa servante, parce qu’il est votre frère. Jg 9, 18 : c’hwi avat a zo savet hiziv enep da diegezh va zad, lazhet hoc’h eus e vibien, dek ha tri-ugent anezho war an hevelep karreg, ha lakaet hoc’h eus da roue war dud Sikem, Abimelek, mab e vatezh dre ma-z eo breur deoc’h ;

Si, en ce jour, vous avez agi dans la fidélité et l’intégrité envers Yeroubbaal et sa maison, qu’Abimélek fasse votre joie, et vous la sienne ! Jg 9, 19 : mar deo gant lealded hag eeunded eo hoc’h eus graet kement-se e-keñver Jerobaal hag e dud, ac’hanta ! Ra vo Abimelek ho levenez, ha ra viot c’hwi e levenez dezhañ !

Mais s’il n’en est pas ainsi, qu’un feu sorte d’Abimélek, et qu’il dévore les notables de Sichem, ainsi que la maison du Terre-Plein ! Et que des notables de Sichem et de la maison du Terre-Plein, un feu sorte pour dévorer Abimélek ! » Jg 9, 20 : Anez, ra strinko tan eus Abimelek da zeviñ tud Sikem ha tiegezh Mello, ha ra savo tan diouzh Sikemiz ha tiegezh Mello, ma vo pulluc’het Abimelek !"

Yotam prit la fuite et disparut. Il alla s’établir à Beér, par crainte d’Abimélek, son frère. Jg 9, 21 : Ha Joatam a yeas kuit hag a dec’has ; mont a reas da Vera hag eno e chomas gant aon rak Abimelek e vreur.

Abimélek gouverna Israël pendant trois ans, Jg 9, 22 : Ren a reas Abimelek tri bloaz war Israel.

puis Dieu envoya un esprit de discorde entre Abimélek et les notables de Sichem, qui le trahirent. Jg 9, 23 : Neuze e lakaas Doue dizunvaniezh etre Abimelek ha Sikemiz, hag ar re-mañ a zisentas ouzh Abimelek.

Il fallait que soit vengée la violence faite aux soixante-dix fils de Yeroubbaal, et que leur sang retombe sur Abimélek, leur frère, qui les avait tués, et sur les notables de Sichem qui l’avaient soutenu. Jg 9, 24 : Se a c’hoarvezas da zigoll torfed graet ouzh dek mab ha tri ugent Jerobaal, hag evit ma kouezhfe o gwad war o breur Abimelek, an hini en devoa o lazhet, ha war dud Sikem o devoa e sikouret da lazhañ e vreudeur.

Pour lui faire du tort, les notables de Sichem mirent en embuscade, au sommet des montagnes, des hommes qui dépouillaient tous ceux qui passaient près d’eux sur le chemin. On en informa Abimélek. Jg 9, 25 : Tud Sikem a lakaas tud war lein ar menezioù da laerez ar re a dremene hebiou dezho dre an hent. Hag e voe kontet se da Abimelek.

Gaal, fils d’Ébed, accompagné de ses frères, passa par Sichem et obtint la confiance de ses notables. Jg 9, 26 : Dont a reas Gaal, mab Ebed, gant e vreudeur hag e tremenjont dre gêr Sikem. Sikemiz a lakaas o fiziañs ennañ.

Ils sortirent dans la campagne pour vendanger leurs vignes, ils foulèrent le raisin et organisèrent des réjouissances. Au temple de leurs dieux, ils mangèrent et burent. Puis ils maudirent Abimélek. Jg 9, 27 : Hag ez ejont war ar maez da vendemiñ o gwini ; gwaskañ a rejont ar rezin hag e rejont ur gouel bras. Neuze ez ejont-tre da di o doueoù da zebriñ, da evañ ha da villigañ Abimelek.

Gaal, fils d’Ébed, dit alors : « Qui est Abimélek ? Qu’est-ce que Sichem pour que nous servions Abimélek ? N’est-il pas le fils de Yeroubbaal, et Zeboul, son lieutenant ? Servez les hommes de Hamor, père de Sichem. Pourquoi, nous autres, servirions-nous celui-là ? Jg 9, 28 : Piv eo Abimelek ha petra eo Sikem, pa rankomp servijañ anezhañ ? Hag eñ n’eo ket mab da Jerobaal, hag eñ n’eo ket Zeboul e ofiser ? Enorit tud Hemmor, tad Sikem ; met perak e servijfemp-ni hennezh ?

Si seulement j’avais en main ce peuple, j’écarterais Abimélek ! Je lui dirais : “Renforce ton armée, et viens combattre !” » Jg 9, 29 : A, ma vefen-me mestr ar bobl-mañ, me 'gasfe kuit Abimelek. Hag e lavarfen da Abimelek : "Kresk galloud da armead, ha deus er-maez !"

Zeboul, gouverneur de la ville, apprit ce que disait Gaal, fils d’Ébed. Il se mit en colère. Jg 9, 30 : Gouezet e oa bet gant Zeboul, gouarnour-kêr, ar pezh en devoa lavaret Gaal, mab Ebed, droug bras a yeas ennañ.

Il envoya secrètement des messagers à Abimélek pour lui dire : « Gaal, fils d’Ébed, est arrivé à Sichem avec ses frères, et ils excitent la ville contre toi. Jg 9, 31 : Kas a reas kannaded dre guzh da Abimelek da zegemenn dezhañ kement-mañ : "Deuet eo Gaal, mab Ebed, hag e vreudeur, e Sikem, ha setu e lakaont kêr da sevel a-enep dit.

Maintenant donc, lève-toi de nuit, avec ta troupe, et mets-toi en embuscade dans la campagne. Jg 9, 32 : Sav diouzh an noz, te hag ar bobl a zo ganit, da c’hedal war ar maez.

Puis, le matin, au lever du soleil, tu partiras et tu lanceras un assaut contre la ville. Quand Gaal et la troupe qui le suit sortiront à ta rencontre, tu verras ce que tu pourras leur faire. » Jg 9, 33 : D’ar beure, pa darzho an heol, e savi hag en em daoli war ar gêr ; ha pa-z ay Gaal hag ar bobl a zo gantañ er-maez da stourm ouzhit, e ri dezhañ diouzh ma c’helli".

Abimélek partit de nuit avec sa troupe ; ils s’embusquèrent près de Sichem, en se divisant en quatre groupes. Jg 9, 34 : Hag e savas Abimelek hag an holl dud a oa gantañ, da noz, hag ober ged en-dro da Sikem : pevar bagad.

Comme Gaal, fils d’Ébed, sortait et se trouvait à l’entrée de la porte de la ville, Abimélek et la troupe qui l’accompagnait surgirent de l’embuscade. Jg 9, 35 : Hag e teuas er-maez Gaal, mab Ebed, hag en em zalc’has war dreuzoù dor kêr. Raktal e savas Abimelek hag an holl dud a oa gantañ, eus ar ged.

À leur vue, Gaal dit à Zeboul : « Voici une troupe qui descend du sommet des montagnes ! » Zeboul lui dit : « C’est l’ombre des montagnes que tu prends pour des hommes ! » Jg 9, 36 : O welout an engroez-se e lavaras Gaal da Zeboul : "Setu aze tud o tiskenn diwar beg ar menezioù". "Skeud ar menezioù, an hini eo a gemerez evit tud", a respontas Zeboul.

Gaal insista et dit : « Voici une troupe qui descend du côté du lieu-dit « Nombril de la terre », et un autre groupe qui vient par le chemin du Chêne des Devins. » Jg 9, 37 : Gaal a lavaras c’hoazh : "Setu aze tud o tiskenn diouzh kreiz ar vro hag ur bagad all o tegouezhout dre hent Dervenn an Divinourien".

Zeboul lui dit : « Qu’as-tu fait de ta langue, toi qui disais : “Qui est Abimélek pour que nous le servions ?” N’est-ce pas la troupe que tu méprisais ? Sors donc maintenant, et attaque-le ! » Jg 9, 38 : Ha Zeboul ha lavarout dezhañ : "Pelec’h emañ da fougeerezh, pa lavares : Piv eo Abimelek evit ma servijfemp anezhañ ? Hag-eñ n’emañ aze ar bobl ac’h eus disprizet ? Kae war-raok bremañ ha gra brezel dezhañ !"

Gaal sortit à la tête des notables de Sichem, et il combattit contre Abimélek. Jg 9, 39 : Gaal e-penn Sikemiz, a reas un argadeg, hag a grogas d’en em gannañ ouzh Abimelek.

Abimélek poursuivit Gaal, qui s’était enfui. Il y eut de nombreuses victimes à l’entrée de la porte. Jg 9, 40 : Abimelek a redas war e lerc’h ha Gaal a dec’has kuit a zirazañ ha kalz eus e dud a gollas o buhez betek toull-dor kêr.

Abimélek résida alors à Arouma, et Zeboul expulsa Gaal et ses frères, pour les empêcher de résider à Sichem. Jg 9, 41 : Abimelek a chomas a-sav e Arouma. Zeboul a argasas Gaal hag e vreudeur, hag ar re-se n’helljont ket chom ken e Sikem.

Le lendemain, les gens sortirent dans la campagne ; Abimélek en fut informé. Jg 9, 42 : Antronoz, e teuas ar bobl e-maez. Kentizh ha ma klevas,

Il prit sa troupe, la partagea en trois groupes et se mit en embuscade dans la campagne. Quand il vit les gens sortir de la ville, il surgit contre eux et les tailla en pièces. Jg 9, 43 : e kemeras Abimelek e soudarded, hag e reas tri bagad ganto hag en em lakaas e ged e-kreiz ar maezioù. Kerkent ha ma welas ar bobl o tont er-maez eus kêr, ez eas dezho hag o faezhas.

Tandis qu’Abimélek et le groupe qui était avec lui se déployaient et prenaient position à l’entrée de la porte de la ville, les deux autres groupes se déployaient contre tous ceux qui étaient dans la campagne, et les taillaient en pièces. Jg 9, 44 : Abimelek hag ar bagadoù a oa gantañ a redas war-raok hag en em lakaas ouzh toull dor kêr ; daou vagad all en em daolas war ar re a oa war ar maezioù hag o faezhas.

Tout ce jour-là, Abimélek donna l’assaut à la ville, il s’en empara et tua tous ses habitants. Puis il la détruisit et y sema du sel. Jg 9, 45 : E-pad an deiz e talc’has Abimelek da argadiñ kêr ; he c’hemer a reas hag e lazhas ar bobl a oa eno ; neuze e tiskaras kêr ; hag e strewas holen warni.

Quand les notables de la Tour-de-Sichem l’apprirent, ils se rendirent dans la crypte du temple d’El-Berith. Jg 9, 46 : O klevout an doare, an holl dud a oa e tour Sikem en em dennas e kastell ti Baal-Berit.

On avertit Abimélek de leur rassemblement. Jg 9, 47 : Degemennet e voe da Abimelek e oa en em zastumet ennañ holl dud tour Sikem.

Il monta avec sa troupe sur le mont Salmone. Il prit une hache à double tranchant, coupa une branche d’arbre, la prit et la mit sur son épaule. Il dit à la troupe qui était avec lui : « Ce que vous m’avez vu faire, hâtez-vous de le faire comme moi. » Jg 9, 48 : Abimelek a savas neuze war ar menez Selmon, eñ hag an holl dud a oa gantañ, hag e krogas en ur vouc’hal, e troc’has ur brank hag e sammas war e skoaz. Lavarout a reas d’ar bobl a oa gantañ : "Gwelet hoc’h eus petra ’m eus graet ; hastit buan ober kement-all".

Tous les hommes de la troupe coupèrent, eux aussi, chacun une branche ; ils suivirent Abimélek, jetèrent les branches dans la crypte et la brûlèrent sur ceux qui s’y trouvaient. Ainsi périrent tous les habitants de la Tour-de-Sichem – environ mille hommes et femmes. Jg 9, 49 : Hag an holl a droc’has pep a skourr hag a yeas war-lerc’h Abimelek. Lakaat a rejont ar barroù-gwez e-harz ar c’hastell, hag e c’hwezhjont an tan ennañ. Hag holl dud tour Sikem a varvas diwar an tan hag ar moged, ivez, mil bennak, paotred ha merc’hed.

Abimélek se rendit alors à Tébès ; il assiégea la ville et s’en empara. Jg 9, 50 : Ac’hano ez eas Abimelek war-du Tebes ; lakaat a reas ar seziz warni, hag he c’hemeras.

Il y avait au milieu de la ville une tour fortifiée. Tous les hommes, les femmes et tous les notables de la ville s’y étaient réfugiés. Après avoir fermé la porte derrière eux, ils étaient montés sur la terrasse de la tour. Jg 9, 51 : E-kreiz kêr edo un tour brezel e-lec’h en em dennas holl dud kêr, paotred ha merc’hed ; prennañ a rejont an nor war o lerc’h hag e savjont war doenn an tour.

Abimélek arriva jusqu’à la tour, l’attaqua et s’approcha de l’entrée de la tour pour y mettre le feu. Jg 9, 52 : Dont a reas Abimelek betek an tour, e argadiñ a reas hag e tostaas da zor an tour evit c’hwezhañ an tan enni.

Mais une femme lança une meule sur sa tête et lui fracassa le crâne. Jg 9, 53 : Met ur vaouez a daolas war benn Abimelek un tamm eus ur maen-milin hag a frikas dezhañ e glopenn.

Abimélek appela aussitôt son écuyer et lui dit : « Tire ton épée, donne-moi la mort, de peur que l’on ne dise de moi : “C’est une femme qui l’a tué.” » Alors son écuyer le transperça de son épée, et il mourut. Jg 9, 54 : Gervel a reas diouzhtu ar floc’h yaouank a oa o tougen e armoù, hag e lavaras dezhañ : "Dic’houin da gleze ha va laka d’ar marv, ma na vo ket lavaret diouzhin : ur vaouez he deus e lazhet". Hag e dreuztoullañ d’ar marv a reas e floc’h.

Quand les hommes d’Israël virent qu’Abimélek était mort, ils s’en allèrent chacun chez soi. Jg 9, 55 : Ha tud Israel o welout e oa marv Abimelek, a yeas pep hini d’ar gêr.

Ainsi, Dieu fit retomber sur Abimélek le mal qu’il avait fait à son père en tuant ses soixante-dix frères. Jg 9, 56 : Evel-se en devoa Doue lakaet da gouezhañ war Abimelek an droug en devoa graet d’e dad, o lazhañ e zek breur ha tri-ugent.

Et tout le mal commis par les hommes de Sichem, Dieu le fit retomber sur leur tête. C’est ainsi que s’accomplit la malédiction de Yotam, fils de Yeroubbaal. Jg 9, 57 : Ha Doue a lakaas da gouezhañ war benn Sikemiz o holl fallagriezh. Evel-se e teuas da wir ar vallozh taolet warno gant Joatam, mab Jerobaal.