Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Varnerien » Pennad 8

Levr ar Varnerien - Pennad 8

Levr : Levr ar Varnerien
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 8



Les gens d’Éphraïm dirent à Gédéon : « Qu’est-ce que tu nous as fait là ? Tu ne nous as pas appelés quand tu es parti combattre Madiane. » Et ils se querellèrent violemment avec lui. Jg 8, 1 : Lavarout a reas tud Efraim da C’hedeon : "Perak ec’h eus graet kement-se ouzhimp, pa n’ac’h eus ket hon galvet, p’edos o vont da vrezeliñ ouzh Madian ?" Hag e talc’hent da glask trouz outañ gwashañ ma c’hellent.

Gédéon leur répondit : « Je n’ai rien fait, en comparaison de ce que vous avez fait. Ce qu’on ramasse après la vendange dans la vigne d’Éphraïm ne vaut-il pas mieux que la récolte d’Abiézer ? Jg 8, 2 : Petra eo ar pezh am eus me graet, emezañ, e skoaz ar pezh hoc’h eus graet-c’hwi ? Daoust hag eñ n’eo ket ampletusoc’h ar raspaerezh gant Efraim eget ar vendem gant Abiezer ?

C’est entre vos mains que Dieu a livré les chefs de Madiane, Oreb et Zéèb. Que pouvais-je faire en comparaison de ce que vous avez fait ? » Cette parole calma leurs esprits. Jg 8, 3 : Etre ho taouarn-c’hwi ez eo bet lakaet penngadourien Madian, Oreb ha Zeb ! Petra a c’hellen ober e-skoaz deoc’h ?" Goude ar c’homzoù-se e tistanas o droukrañs outañ.

Gédéon arriva au Jourdain et le passa avec ses trois cents hommes. Ils étaient épuisés par la poursuite. Jg 8, 4 : Degouezhout a reas Gedeon war ribl ar Jordan ; treizhañ a reas ar stêr, eñ hag an tri c’hant den a oa gantañ, diviet o c’haloupat.

Gédéon dit aux gens de Souccoth : « Donnez donc des couronnes de pain à la troupe qui marche avec moi, car ils sont épuisés. Je poursuis Zéba et Salmounna, les rois de Madiane. » Jg 8, 5 : Lavarout a reas da dud Soukot : "M’ho ped, roit ur bara bennak d’ar bobl a zo war va lerc’h, rak skuizh ez int ha me ’zo o redek war-lerc’h Zebea ha Salmana, rouaned Madian".

Mais les chefs de Souccoth répondirent : « Tiens-tu déjà en ton pouvoir Zéba et Salmounna, pour que nous donnions du pain à ton armée ? » Jg 8, 6 : Eilgeriañ a reas renerien Soukot : "Daoust hag eñ emañ 'benn bremañ arzorn Zebea ha Salmana ez torn, ma rofemp bara d’az soudarded ?"

« Eh bien, répliqua Gédéon, quand le Seigneur m’aura livré Zéba et Salmounna, je vous écraserai avec les épines et les chardons du désert ! » Jg 8, 7 : Ha Gedeon ha lavarout : "Ac’hanta, 'benn m’en devo an Aotrou lakaet etre va daouarn Zebea ha Salmana, e rogin ho kig gant spern ar gouelec’h ha gant askol".

Il monta de là à Penouël, il parla de la même manière, et les gens de Penouël répondirent comme l’avaient fait les gens de Souccoth. Jg 8, 8 : Ac’hano e savas da Benouel hag e tistagas da Benoueliz an hevelep komzoù. An hevelep respont a zeuas gant Penoueliz ha gant Soukotiz.

Gédéon répliqua aux gens de Penouël : « Quand je reviendrai sain et sauf, je détruirai cette tour ! » Jg 8, 9 : Neuze e lavaras da dud Penouel : "Pa zistroin goude ar peoc’h e tiskarin an tour-mañ".

Zéba et Salmounna se trouvaient dans le Qarqor avec leurs armées, qui comptaient environ quinze mille hommes, tout ce qui restait de l’armée des fils de l’Orient : cent vingt mille guerriers étaient tombés. Jg 8, 10 : E Karkar edo Zebea ha Salmana, ha ganto o armead, anezhi ar pemzek mil bennak a dud a oa manet hepken diwar holl armead ar Sav-Heol ; rak lazhet e oa bet c’hwec’h-ugent mil gwaz barrek da stourm.

Gédéon monta par la route des nomades, à l’est de Nobah et de Yogboha, et il battit l’armée, alors qu’elle se croyait en sécurité. Jg 8, 11 : Pignat a reas Gedeon dre hent ar re a oa o annez e teltennoù, diouzh tu ar Sav-Heol da Noba ha da Iegbaa, hag e faezhas ar c’hamp-se a oa dienkrez.

Zéba et Salmounna s’enfuirent, mais Gédéon les poursuivit, s’empara des deux rois de Madiane et sema la panique dans toute l’armée. Jg 8, 12 : Hag e tec’has Zebea ha Salmana ; hag e redas war o lerc’h, hag e tapas daou roue Madian, Zebea ha Salmana, hag e faezhas o holl armead.

Gédéon, fils de Joas, revint du combat par la montée de Hèrès. Jg 8, 13 : Distreiñ a reas Gedeon, mab Joas, eus an emgann dre grec’hienn Hares.

Il arrêta un jeune homme de Souccoth, et il l’interrogea. Celui-ci écrivit pour lui les noms des chefs et des anciens de Souccoth : soixante-dix-sept hommes. Jg 8, 14 : Pakañ a reas ur paotr yaouank eus Soukot ; ober a reas goulennoù outañ hag e lakaas anezhañ da skrivañ dezhañ anvioù ar pennoù bras hag ar Gozhidi eus Soukot, anezho seitek den ha tri-ugent.

Gédéon se rendit alors auprès des gens de Souccoth et il leur dit : « Voici Zéba et Salmounna, à propos desquels vous m’aviez mis au défi, en me disant : “Tiens-tu déjà en ton pouvoir Zéba et Salmounna, pour que nous donnions du pain à tes hommes épuisés ?” » Jg 8, 15 : Hag ez eas da gaout tud Soukot, hag e lavaras : "Setu amañ, emezañ, Zebea ha Salmana, hoc’h eus va dismegañset abalamour dezho, o lavarout : hag eñ emañ dorn Zebea ha Salmana ez torn evit ma rofemp-ni bara d’az tud skuizh ?"

Il prit les anciens de la ville et, avec des épines et des chardons du désert, il donna une leçon aux hommes de Souccoth. Jg 8, 16 : Kregiñ a reas er Gozhidi eus kêr ha goude bezañ serret spern er gouelec’h, ha drez, hag e kastizas ganto tud Soukot.

Il renversa aussi la tour de Penouël et tua les habitants de la ville. Jg 8, 17 : Diskar a reas ivez tour Penouel ha lazhañ tud kêr.

Puis il dit à Zéba et à Salmounna : « Comment étaient les hommes que vous avez tués au Tabor ? » Ils répondirent : « Ils étaient comme toi. Ils avaient chacun l’air d’un fils de roi. » Jg 8, 18 : Lavarout a reas da Zebea ha da Salmana : "Penaos e oa doare ar baotred hoc’h eus muntret war an Tabor ?" Hag i da respont : "Heñvel ouzhit e oant, pep hini anezho a oa warnañ stumm mab ur roue".

Il leur dit : « C’étaient mes frères, les fils de ma mère ! Par la vie du Seigneur, si vous les aviez laissé vivre, je ne vous tuerais pas. » Jg 8, 19 : Va breudeur e oant, emezañ, bugale va mamm. Bev eo an Aotrou ! M’ho pije lezet o buhez ganto, n’em bije ket ho lazhet.

Puis il dit à Yéter, son fils aîné : « Lève-toi et tue-les ! » Mais le garçon ne tira pas son épée : il n’osait pas, car il était encore jeune. Jg 8, 20 : Hag e lavaras da Jetro e vab henañ : "Sav, lazh anezho". Hogen ar paotr yaouank ne zic’houinas ket e gleze dre m’en devoa aon, rak ur c’hrennad e oa anezhañ 'vit c’hoazh.

Zéba et Salmounna dirent alors : « Lève-toi toi-même et frappe-nous, car la bravoure, c’est l’homme. » Alors Gédéon se leva et tua Zéba et Salmounna, et il prit les amulettes en forme de croissants de lune qui étaient au cou de leurs chameaux. Jg 8, 21 : Lavarout a reas Zebea ha Salmana : "Sav-te, hag en em daol warnomp, rak diouzh an den e vez e nerzh". Ha Gedeon ha sevel ha lazhañ Zebea ha Salmana. Goude-se e kemeras ar c’hinkladurioù a oa ouzh gouzoug o c’hañvaled.

Les gens d’Israël dirent à Gédéon : « Sois notre maître, toi, puis ton fils, puis ton petit-fils, car tu nous as sauvés de la main de Madiane. » Jg 8, 22 : Lavarout a reas tud Israel da C’hedeon : "Ren warnomp, te ha da vab, ha mab da vab, rak hon tennet ec’h eus eus a-dre daouarn Madian".

Gédéon répondit : « Moi, je ne serai pas votre maître, pas plus que mon fils. C’est le Seigneur qui sera votre maître. » Jg 8, 23 : Ha Gedeon da respont : "Ne renin ket warnoc’h ha va mab ne reno ket warnoc’h ; an Aotrou an Hini eo a reno warnoc’h".

Gédéon ajouta : « Je veux vous faire une requête : Que chacun de vous me donne un anneau de son butin. » Les ennemis avaient en effet des anneaux d’or, car c’étaient des Ismaélites. Jg 8, 24 : Un dra am eus da c’houlenn ouzhoc’h, eme C’hedeon. Roit din pep hini ac’hanoc’h ar gwalinier aour hoc’h eus bet d’ho lodenn-breizh. Rak gwalinier aour o devoa an Ismaeliz.

« Nous les donnerons volontiers », répondirent-ils. Ils étendirent un manteau, et chacun y jeta un anneau de son butin. Jg 8, 25 : Respont a rejont : "O reiñ a raimp dit a galon vat". Hag int da astenn ur vantell, d’an holl da deurel warni ar gwalinier-aour bet ganto evel lod eus ar breizhadeg.

Le poids des anneaux d’or qu’il avait demandés s’éleva à celui de mille sept cents pièces d’or, sans compter les amulettes, les pendants d’oreille, les vêtements de pourpre que portaient les rois de Madiane et les colliers qui étaient au cou de leurs chameaux. Jg 8, 26 : Ar gwalinier-aour, goulennet gant Gedeon, a oa o fouez mil seizh kant sikl-aour, hep kontañ ar c’hreskennoù, ar bizeier-divskouarn, hag an dilhad limestra a oa gant rouaned Madian, hag hep kontañ ivez ar gwakolioù a oa en-dro da c’houzoug o c’hañvaled.

Gédéon en fit un objet de culte, un éphod, qu’il installa dans sa ville, à Ofra. Tout Israël vint s’y prostituer, et cet éphod devint un piège pour Gédéon et pour sa maison. Jg 8, 27 : Gant an aour-se, Gedeon a fardas un efod, hag e lakaas anezhañ en e gêr, e Ofra. Mont a reas di holl dud Israel d’en em saotrañ evel gisti, dirak an efod-se, hag ur pej e voe evit Gedeon hag e diegezh.

Madiane fut soumis par les fils d’Israël et ne releva plus la tête. Ainsi, au temps de Gédéon, le pays fut en repos pendant quarante ans. Jg 8, 28 : Evel-se e voe izelaet Madian dirak bugale Israel ha ne adsavas ket e benn ken ; hag e peoc’h e voe ar vro e-pad daou-ugent vloaz, e deizioù Gedeon.

Yeroubbaal – c’est-à-dire Gédéon –, fils de Joas, alla résider dans sa maison. Jg 8, 29 : Distreiñ a reas Jerobaal, mab Joas, d’ar gêr hag e chomas eno.

Il eut soixante-dix fils, issus de lui, car il avait beaucoup de femmes. Jg 8, 30 : Bez en devoe Gedeon dek mab ha tri-ugent ganet gantañ, rak meur a bried en devoa.

Sa concubine, qui habitait Sichem, lui enfanta, elle aussi, un fils, qu’il nomma Abimélek. Jg 8, 31 : E serc’h hag a oa o chom e Sikem a c’hanas dezhañ ivez ur mab hag a voe anvet Abimelek.

Gédéon, fils de Joas, mourut après une heureuse vieillesse et il fut enseveli dans le tombeau de Joas, son père, à Ofra d’Abiézer. Jg 8, 32 : Mervel a reas Gedeon, mab Joas, en ur gozhni vat, ha sebeliet e voe e bez Joas e dad, e Efra Abiezer.

Après la mort de Gédéon, les fils d’Israël recommencèrent à se prostituer aux Baals et ils adoptèrent pour Dieu Baal-Berith. Jg 8, 33 : Goude marv Gedeon, bugale Israel a c’hastaouas adarre ouzh ar baaled hag a gemeras Baal-Berit da zoue.

Ils ne se souvinrent plus du Seigneur, leur Dieu, qui les avait délivrés de la main de tous leurs ennemis d’alentour, Jg 8, 34 : Evel-se bugale Israel a ankounac’haas an Aotrou, o Doue, an Hini en devoa o diframmet eus a-dre daouarn o holl enebourien a ziwar-dro.

et ils ne firent preuve d’aucune fidélité envers la maison de Yeroubbaal-Gédéon, après tout le bien qu’il avait fait à Israël. Jg 8, 35 : Ha ne ziskouezjont tamm anaoudegezh ebet e keñver tiegezh Jerobaal-Gedeon, goude an holl vad en devoa graet da Israel.