Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar Varnerien » Pennad 5

Levr ar Varnerien - Pennad 5

Levr : Levr ar Varnerien
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Pennad 5



Ce jour-là, Débora et Baraq, fils d’Abinoam, dirent et chantèrent : Jg 5, 1 : En deiz-se e kanas Debora ha Barak, mab Aiboam, o lavarout :

« Alors qu’en Israël, on laisse flotter les chevelures, alors qu’un peuple s’offre librement, bénissez le Seigneur ! Jg 5, 2 : Benniget an Aotrou, rak ar renerien o deus en em lakaet e penn Israel hag ar bobl a zo aet a-youl vat d’an emgann.

Rois, écoutez ! Prêtez l’oreille, souverains ! C’est moi, c’est moi qui vais chanter pour le Seigneur, moi qui vais jouer pour le Seigneur, Dieu d’Israël ! Jg 5, 3 : Selaouit, o rouaned, priñsed, digorit ho skouarn, Me eo, me eo a gano en enor d’an Aotrou. Kanañ a rin ur ganenn d’an Aotrou, roue Israel.

Seigneur, quand tu sortis de Séïr, quand tu partis de la campagne d’Édom, la terre trembla, les cieux mêmes fondirent, et les nuées fondirent en eaux, Jg 5, 4 : Aotrou, pa zeujont er-maez eus Seir, pa-z ejout war-raok a-dreuz parkeier Edom, e krenas an douar, e teuzas an Neñvoù o-unan hag ar c’hoabr a voe troet e dour.

les montagnes furent ébranlées devant la face du Seigneur, celui du Sinaï, devant la face du Seigneur, Dieu d’Israël. Jg 5, 5 : A-dal d’an Aotrou e horjellas ar menezioù, ar Sinai zoken, dirak an Aotrou, Doue Israel.

Aux jours de Shamgar, fils d’Anath, aux jours de Yaël, ne passaient plus les caravanes ; ceux qui marchaient par les sentiers prenaient des voies tortueuses. Jg 5, 6 : En amzer Samgar, mab Amat, en amzer Jael, ne oa den o vale war an hentoù. Hag ar veajourien a dremene dre wenodennoù distro.

Les guides manquaient, ils manquaient en Israël, jusqu’à ce que je me lève, moi, Débora, jusqu’à ce que je me lève, mère en Israël ! Jg 5, 7 : Dinerzh e oa ar renerien en Israel, dinerzh. ken m’on bet savet em sav, me Debora, ken m’on bet savet em sav, 'vel ur vamm, e-touez Israel.

On adoptait des dieux nouveaux, alors, la guerre était aux portes. À peine voyait-on une lance, un bouclier, pour quarante mille hommes en Israël. Jg 5, 8 : Dibabet e veze doueoù nevez ha raktal edo ar brezel ouzh toull an nor ha ne weled skoed ebet na goaf ebet gant daou ugent mil a dud e Israel.

Le cœur va aux chefs d’Israël, à ceux du peuple qui s’offrent librement. Bénissez le Seigneur ! Jg 5, 9 : Va c’halon da renerien Israel ha d’ar re eus ar bobl a zo prest da stourm : Bennigit an Aotrou !

Vous qui montez des ânesses blanches, vous qui siégez sur des tapis, et vous qui marchez sur la route, parlez ! Jg 5, 10 : C’hwi hag a bign war azenezed gwenn hag a ya en ho koazez war ballennoù, C’hwi ivez hag a vale dre an hentoù, kanit !

Dans les propos échangés auprès des abreuvoirs, là, on raconte les justes actions du Seigneur, la justice de sa force en Israël. Alors, le peuple du Seigneur est descendu aux portes. Jg 5, 11 : Ra gano ar waregerien e-tal ar feunteunioù da veuliñ madoberoù an Aotrou e lealded er brezelioù, e Israel. Neuze e tiskennas pobl Doue ouzh he dorioù.

Éveille-toi, éveille-toi, Débora ! Éveille-toi, éveille-toi, lance ton chant ! Lève-toi, Baraq, emmène tes captifs, ô fils d’Abinoam ! Jg 5, 12 : Dihun ! Dihun ! Debora ! Dihun ! dihun ! Lavar ur c’han ! Sav, Barak ! Degas da brizonidi, mab Abinoam !

Que le reste du peuple l’emporte sur les puissants, que pour moi le Seigneur l’emporte sur les héros ! Jg 5, 13 : Aze en deus roet an trec’h da restad tudjentil ar bobl, an Aotrou en deus roet an trec’h din gant an dud kadarn !

Ceux qui viennent d’Éphraïm sont en Amalec ; derrière toi, Benjamin est avec tes troupes ; de Makir sont descendus des chefs, et de Zabulon ceux qui portent le bâton de commandement. Jg 5, 14 : Diouzh Efraim eo deut tud Amalek, war da lerc’h, o Benjamin. Deuet int d’en em lakaat e-touez da soudarded, diouzh Makir eo deuet ar renerien, diouzh Zabulon, blenierien o tougen ur vazh-veli.

Les princes en Issakar sont avec Débora, Issakar est fidèle à Baraq : dans la vallée, il s’est élancé sur ses pas. Dans les clans de Roubène, grandes intentions du cœur ! Jg 5, 15 : Gant Debora emañ priñsed Isac’har, hag Isac’har a ra evel Barak, en draonienn ez eo bet kaset war e seulioù e-tal strolladoù Ruben, bras e voe preder ar c’halonoù.

Pourquoi es-tu resté assis entre deux parcs, à écouter le son des flûtes auprès des troupeaux ? Dans les clans de Roubène, grandes hésitations du cœur ! Jg 5, 16 : Perak ez out manet e-kreiz ar peurvanoù da selaou sutadeg ar vesaerien ? E-tal gwazhioù dour Ruben, bras e voe mennadoù ar c’halonoù.

Galaad est resté au-delà du Jourdain. Et Dane, pourquoi demeure-t-il sur des vaisseaux ? Asher est resté assis au bord des mers, il est resté dans ses ports. Jg 5, 17 : Galaad a zo manet er gêr, en tu all d’ar Jordan, ha Dan, perak eo chomet war e listri-mor ? Didrouz eo chomet Aser, war ribl ar mor, ha chomet eo en e borzhioù-mor.

Zabulon, le peuple qui méprise sa vie à en mourir, de même Nephtali, sur les hauteurs du pays ! Jg 5, 18 : Zabulon avat a sav ur bobl dare da vont a benn-hent d’ar marv ; koulz ha Neftali war an uhelgompezennoù.

Survinrent les rois, ils ont combattu, les rois de Canaan ont combattu, à Taanak, près des eaux de Meguiddo. Mais d’argent, ils n’en ont pas gagné. Jg 5, 19 : Degouezhet eo ar rouaned, krog int gant an emgann, neuze eo kroget rouaned Kanaan gant an emgann e Tanag, war ribl ar ster Megiddo. N’o deus kaset ganto arc’hant-preizh ebet.

Du haut des cieux, les étoiles ont combattu ; depuis leurs sentiers, elles ont combattu Sissera. Jg 5, 20 : Diouzh an Neñvoù o deus brezelet ar stered, diouzh o gwenodennoù, o deus brezelet ouzh Sisara.

Le torrent de Qishone les a balayés, le torrent d’autrefois, le torrent de Qishone. Avance hardiment, ô mon âme ! Jg 5, 21 : O c’horfoù a zo aet gant froud ar C’hison, gant froud an amzer-gozh, froud ar C’hison. O va ene, kerzh a-raok, nerzhus !

Alors les sabots des chevaux ont martelé le sol. Ils galopent, ses coursiers, ils galopent ! Jg 5, 22 : Neuze e voe klevet tourni karnoù ar c’hezeg dre galoupadeg herrus-dall o brezelourien.

Maudissez Méroz, dit l’ange du Seigneur ! Maudissez, maudissez ses habitants : ils ne sont pas venus au secours du Seigneur, au secours du Seigneur, contre les héros. Jg 5, 23 : Milligit Meroz, eme Ael an Aotrou, milligit, milligit hec’h annezidi ! Dre ma n’int ket deut da skoazellañ an Aotrou, da skoazellañ an Aotrou, a-gevret gant an dud kalonek.

Bénie soit parmi les femmes Yaël, la femme de Hèber, le Qénite ; parmi les femmes qui vivent sous la tente, bénie soit-elle ! Jg 5, 24 : Benniget ra vezo dreist an holl wragez, Jael, gwreg Heber, ar C’heniad. Dreist an holl verc’hed hag a zo o chom dindan an teltennoù, ra vezo meulet

Il demandait de l’eau, elle donna du lait ; dans la coupe d’honneur, elle offrit de la crème ; Jg 5, 25 : Dour a c’houlenne, laezh a roas, en hanaf a enor e roas dienn dezhañ.

elle étendit sa main vers un piquet, et sa droite vers un marteau de travailleurs. Elle martela Sissera et lui broya la tête, elle frappa et lui perça la tempe. Jg 5, 26 : He dorn a gasas d’ar piked ha gant he dorn dehou e krogas e morzhol ar micherour, skeiñ a reas gant Sisara hag e faoutas dezhañ e benn, frikañ ha toullañ a reas e ividig dezhañ,

À ses pieds, il s’écroule, il tombe, il gît ; à ses pieds, il s’écroule, il tombe. Là, il s’écroule, il tombe, anéanti ! Jg 5, 27 : Ouzh he zreid, flaket, kouezhet. emañ en e c’hourvez ; ouzh he zreid ez eo flaket, ez eo kouezhet ; e-lec’h ma-z eo flaket, eno ez eo kouezhet en e boull, divuhez.

Par la fenêtre, elle jette un regard, la mère de Sissera, elle se lamente, à travers la claire-voie : “Pourquoi son char tarde-t-il à venir ? Pourquoi la marche de ses chars est-elle si lente ?” Jg 5, 28 : Dre ar prenestr, a-dreñv ar gael, e sell, e hirvoud mamm Sisera : "Perak e tale e garr-brezel da zont ? Perak ez eo ken gorrek galoupadeg e garrigennoù ?"

Les plus sages de ses dames lui répondent, et elle se redit à elle-même : Jg 5, 29 : Hag ar re furañ eus gwragez he c’hoskor da respont. Hag hi hec’h-unan a respont outi hec’h-unan :

“Sans doute se partagent-ils le butin qu’ils ont trouvé ? Une captive, deux captives par guerrier, des étoffes de couleur comme butin pour Sissera, comme butin, des étoffes de couleur brodées, pour son cou, une étoffe de couleur rebrodée !” Jg 5, 30 : Daoust ha n’o deus ket graet preizhadeg ? Daoust ha n’emaint ket o lodenniñ etrezo ? Ur plac’h, div blac’h da bep soudard. Dilhad-liv evit Sisara, evel preizh, dilhad-liv, brodet ! Unan, daou wiskamant brodet e liv, daou wiskamant e liv, brodet en e gerc’henn !

Que périssent ainsi tous tes ennemis, Seigneur, mais que tes amis soient comme le soleil quand il s’élance dans sa force ! » Et le pays fut en repos pendant quarante ans. Jg 5, 31 : Evel-se ez a da goll da holl enebourien, Aotrou ! Hag ar re az kar a zo evel an heol, pa sav en e splannder !" E-pad daou-ugent vloaz e voe ar vro e peoc’h.