Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 11
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 11
Le Seigneur a horreur des balances truquées, le poids exact lui plaît. Pr 11, 1 : Ar balañsoù faos, un euzhusted 'vit an Aotrou ! Met ur blijadur evitañ eo ar pouez just.
Que vienne l’arrogance, viendra le mépris ! La sagesse est avec les humbles. Pr 11, 2 : War-lerc’h ar rogentez e teuio an dispriz ; gant an dud izelek 'mañ ar furnez.
L’intégrité des honnêtes gens les guidera, la perfidie des fourbes les mènera à la ruine. Pr 11, 3 : Onestiz an dud reizh a vlegn mat anezho, met gwidre ar re fall o reno d’ar rivin.
La fortune n’est d’aucune utilité au jour de la colère, c’est la justice qui délivre de la mort. Pr 11, 4 : Didalvoud eo ar binvidigezh evit deiz ar gounnar, met ar reizhder a denn an den eus ar marv.
La justice des gens intègres leur trace un droit chemin, et le méchant succombe à sa propre méchanceté. Pr 11, 5 : Reizhder an den just a zo un hent kompez evit e gammedoù, met an den fall a gouezh e toull-trap e fallagriezh.
La justice des honnêtes gens les rendra libres, les fourbes restent prisonniers de leur convoitise. Pr 11, 6 : Reizhder an dud onest a salv anezho ; met paket e vez an dud disleal en o zroioù.
À la mort du méchant, son espoir périt : c’est peine perdue de compter sur les richesses ! Pr 11, 7 : Pa varn an den fall e varv e esper ; goanag ar re zrouk a dro da netra.
Un juste est tiré de l’angoisse, un méchant y tombe à sa place. Pr 11, 8 : Eus an enkrez e vez tennet an den reizh tra ma kouezh e-barzh, en e lec’h, an den fall.
Par sa langue l’impie détruit son voisin : les justes le savent et se tirent d’affaire. Pr 11, 9 : Gant e gomzoù, an den fall a zo rivin ar re all ; met dre o skiant vat e vez salvet an dud reizh.
Le succès des justes réjouit la cité, la perte des méchants fait exploser sa joie ! Pr 11, 10 : Gant eurvad an dud reizh ’zo levenez e Kêr, ha gant emgoll ar re fall, youc’hadegoù a joa.
La bénédiction due aux hommes droits grandit la cité, la bouche des méchants l’anéantit. Pr 11, 11 : Pa ra berzh an dud reizh emañ Kêr o sevel, met distrujet e vez gant genoù ar re fall.
Qui se moque du voisin est un écervelé ; l’homme intelligent se tait. Pr 11, 12 : Diskiant eo an neb a zispriz e nesañ, rak an den poellek a oar tevel.
Qui colporte des cancans trahira le secret, l’homme de confiance n’en soufflera mot. Pr 11, 13 : Ur beg bras o redek, un diskulier sekredoù ; met ar galon feal a guzh an aferioù.
Sans l’art de gouverner, un peuple tombe : un conseil élargi le sauvera. Pr 11, 14 : Pa n’eus ken a renerien eo diskar ar bobl, met gant kalz a dud a guzul mat, he silvidigezh.
Qui cautionne un inconnu s’attire des ennuis ; refuser toute caution, c’est plus sûr ! Pr 11, 15 : An neb a ya da gred evit un all en devez bec’h, met e surentez emañ an neb a gasa tonkañ.
Une femme charmante reçoit des hommages, l’homme énergique capte la richesse. Pr 11, 16 : D’ar vaouez hegarat an enorioù, evel d’an den oberiant ar binvidigezh.
Un homme bon se fait du bien à lui-même, un homme dur se rend malheureux. Pr 11, 17 : An den madelezhus a ra vad ivez dezhañ e-unan, tra ma vez an den kriz bourev e gorf.
Le salaire du méchant n’est qu’illusion ; à qui sème la justice, la récompense est assurée. Pr 11, 18 : An den fallakr a ra labour tromplus, Met hader ar justis en devo eost asur.
Oui, la justice mène à la vie ; qui poursuit le mal va vers la mort ! Pr 11, 19 : Derc’hel gant ar reizhder a gas d’ar vuhez, redek war-lerc’h an droug, d’ar marv.
Le Seigneur a horreur des esprits retors ; les gens à la conduite intègre lui plaisent. Pr 11, 20 : Ar c’halonoù korvigellus, un euzhusted 'vit an Aotrou, met e c’hrad-vat a zo evit an dud reizh en o hentoù.
Promis, juré, le malfaiteur ne restera pas impuni, mais la race des justes sera sauve ! Pr 11, 21 : A dra sur, ne chomo ket an den fall digastiz, met lignez ar re vat a vo salvet.
Comme l’anneau d’or au groin d’un pourceau, une jolie femme dépourvue de tact ! Pr 11, 22 : Evel ur walenn-aour e fri ur porc’hell, evel-se eo koantiz ur plac’h diboell.
Les justes n’ont qu’un désir : le bien ! Pour les méchants, rien d’autre à espérer que la colère ! Pr 11, 23 : C’hoant ar re vat eo ar mad hepmuiken, met ar pezh a glask ar re zrouk eo an drouknerzh.
Tel est prodigue et s’enrichit encore ; tel autre, économe à l’excès, n’y gagne que misère ! Pr 11, 24 : Goude reiñ largentezus hennezh a ya war binvidikaat, hag hemañ oc’h espern dreist-muzul ne ra nemet paouraat.
Une personne généreuse deviendra prospère ; qui donne à boire sera lui-même désaltéré. Pr 11, 25 : Ar galon vrokus he devez ivez he gwalc’h : neb a ro dour a vo douraet.
Le peuple maudit celui qui accapare le blé, il bénit celui qui le met sur le marché. Pr 11, 26 : Mallozh ar bobl war an den a vir pizh e ed, met bennozh ar bobl war gwerzher e c’hreun.
Qui poursuit le bien cherche aussi à plaire ; tendre au mal, c’est en faire les frais. Pr 11, 27 : Neb a glask ar mad a dizho ar c’hrad-vat ; neb a glask an droug e kouezh hemañ war e choug.
Qui se fie à sa richesse tombera ; comme un arbre verdoyant, le juste fleurira. Pr 11, 28 : An neb a fiz en e binvidigezh a gouezho, met an dud reizh, evel glasvez, a gresko.
Qui perturbe sa maison héritera le vent, et le sot sera l’esclave de l’homme au cœur sage ! Pr 11, 29 : Strafuilher e di, un dastumer-avel ; An den foll a vez sklav ar fur.
Le fruit du juste devient arbre de vie : le sage entraîne les autres à sa suite. Pr 11, 30 : Frouezh ar reizhder eo gwezenn ar vuhez, met a-raok koulz 'vez diskrapet ar re fallakr.
Si le juste reçoit rétribution sur cette terre, combien plus le méchant et le pécheur ! Pr 11, 31 : Mar resev an den reizh e bae war an douar, Na pegement muioc’h an den fallakr hag ar pec’her.
