Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 25
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 25
Voici encore des proverbes de Salomon, que transcrivirent les gens d’Ézékias, roi de Juda. Pr 25, 1 : Setu amañ c’hoazh krennlavarioù gant Salomon, bet diskrivet gant tud Ezekias, roue Youda.
La gloire de Dieu, c’est de voiler ; la gloire des rois, c’est de scruter. Pr 25, 2 : Kuzhat un dra eo klod Doue, imbourc’hiñ pep tra, klod ar rouaned.
Et le ciel en sa hauteur, et la terre en sa profondeur, et le cœur des rois, nul ne peut les scruter. Pr 25, 3 : Uhelder an neñv, donder an douar, kalon ar Rouaned, traoù disontus.
Ôte les scories de l’argent, il en sortira un vase d’orfèvre ; Pr 25, 4 : Tenn kuit eus an arc’hant ar c’hoc’hien, hag e teuio da vezañ ul lestr kaer evit an teuzer ;
ôte la corruption de l’entourage du roi, son trône s’affermira dans la justice. Pr 25, 5 : Tenn kuit ar re fallakr a-zirak ar roue, ha war ar reizhder en em startaio e dron.
Ne cherche pas à briller devant le roi, ne te mets pas à la place des grands ; Pr 25, 6 : Na rez ket da babor dirak dremm ar roue, ha n’ez ket da gemer plasoù an dud uhel,
mieux vaut que l’on te dise : « Monte ici », plutôt que d’être rabaissé devant un prince. Ce que tu as vu de tes yeux, Pr 25, 7 : Rak gwelloc’h eo e ve lavaret dit : Sav amañ ’ta ! Eget bezañ izelaet dindan sell ar priñs. Ar pezh o deus gwelet da zaoulagad
ne te presse pas d’en faire état dans un procès : sinon, comment mettre un point final aux accusations de ton adversaire ? Pr 25, 8 : N’ez ket re vuan da brosezañ diwar e benn, rak petra c’helli ober a-benn ar fin mar deu da nesañ a-benn d’az tivarc’hañ ?
Vide ta querelle avec ton adversaire, sans divulguer les confidences d’un tiers : Pr 25, 9 : Difenn da gaoz enep da nesañ, met n’a ket da ziskuliañ d’ar re all da sekredoù,
sinon, qui le saura te fera honte, et cet affront sera sans appel. Pr 25, 10 : gant aon na rafent goap ouzhit diwar o c’hlevout ha na gollfes gant se da enor da viken.
Pommes d’or incrustées d’argent, la parole dite à point nommé. Pr 25, 11 : Evel avaloù aour war arc’hant kizellet evel-se ur gomz lavaret e koulz mat.
Anneau d’or, collier d’or pur, la critique du sage pour l’oreille attentive. Pr 25, 12 : Ur walenn aour, ur c’houzougenn aour fin, evel-se ur rebech fur d’ur skouarn evezhiek.
Fraîcheur de neige un jour de moisson, tel est le messager fidèle, pour qui l’envoie, vrai réconfort pour son maître ! Pr 25, 13 : Evel freskter an erc’h e amzer an eost eo ur c’hannad feal evit an neb a gas : distanañ a ra ar soursi da galon e vestr.
Des nuages et du vent, mais point de pluie : tel est l’homme qui promet monts et merveilles ! Pr 25, 14 : Koabrennoù hag avel hep banne glav, sed an den a bromet gant fouge hep reiñ netra.
À force de patience on peut fléchir un juge : une langue délicate peut broyer un os. Pr 25, 15 : Dre forzh pasianted e c’hounezer ar barner : un teod flour a c’hell breviñ eskern.
Tu as trouvé du miel ? Manges-en à ta faim ! Si tu t’en gaves, tu le vomiras. Pr 25, 16 : Mar kavez mel, debr diouzh da c’hoant, met arabat lonkañ re, dislonkañ a rafes.
Ne va pas trop souvent chez ton voisin ! Si tu exagères, il te haïra. Pr 25, 17 : Da di da amezeg n’ez ket re alies gant aon na skuizhfe ganit ha ma kemerfe kas ouzhit.
Coup de massue, poignard, flèche acérée, le faux témoignage qui vient d’un ami ! Pr 25, 18 : Ur vataraz, ur c’hleze, ur bir lemm, an neb a zoug testeni faos enep e nesañ.
Dent qui branle, pied qui flanche, le secours d’un traître au jour mauvais. Pr 25, 19 : Un dant brein, un troad kamm, ar fiziañs en un treitour e deiz ar reuz.
C’est retirer le manteau un jour de gel, verser du vinaigre sur une plaie, que de chanter des chansons à qui va mal ! Pr 25, 20 : Tennañ ar vantell un deiz a amzer yen, skuilhañ gwinegr war ur gouli, eo kanañ sonioù d’ur galon c’hlac’haret.
Si ton ennemi a faim, donne-lui du pain à manger ; s’il a soif, donne-lui de l’eau à boire ; Pr 25, 21 : Mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec’hed, ro dezhañ da evañ :
ce sont des braises que tu places sur sa tête, et le Seigneur te le rendra. Pr 25, 22 : dastum a ri evel-se war e benn glaou entanet, Te avat, an Aotrou hen rento dit.
Le vent du nord est gros de la pluie ; parler à mots couverts fait monter la colère. Pr 25, 23 : Avel an hanternoz a c’han ar glav, hag an teod kuzhmuzer dremmoù fuloret.
Mieux vaut loger dans un coin de terrasse que partager sa maison avec une mégère. Pr 25, 24 : Gwell eo bezañ lojet e korn un doenn eget bezañ o vevañ gant ur vaouez tabuterez.
De l’eau fraîche pour une gorge sèche, les bonnes nouvelles d’un pays lointain. Pr 25, 25 : Evel dour fresk d’ur gorzailhenn disec’het, ar c’heloù mat o tont eus a bell.
Une source trouble, une fontaine polluée, le juste qui perd pied devant un méchant. Pr 25, 26 : Ur feunteun strafuilhet, ur vammenn-dour louzet, un den reizh o krenañ dirak un den fallakr.
Manger du miel tant et plus, ce n’est pas bon ; courir après la gloire, non plus. Pr 25, 27 : N’eo ket mat debriñ mel betek re na mont da grediñ komzoù lubanus.
Ville éventrée, sans rempart, l’homme qui ne maîtrise pas ses humeurs ! Pr 25, 28 : Ur gêr digor, dispennet he moger, evel-se an den n’hall ket derc’hel war e imor.
