Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 6
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 6
Mon fils, si tu t’es porté caution pour un proche, si tu as dit « Marché conclu ! » pour un étranger, Pr 6, 1 : Va mab, m’ac’h eus en em lakaet gwarant evit un all, m’ac’h eus tonket gant da zorn evit an diavaeziad,
si tu es piégé par tes propres paroles, prisonnier de tes propres paroles, Pr 6, 2 : mar-d out ereet gant komzoù da vuzelloù,
alors, fais ceci, mon fils, pour t’en sortir, puisque te voilà entre les mains d’un autre : va, humilie-toi, insiste auprès de lui, Pr 6, 3 : gra ’ta kement-mañ, va mab : En em denn ac’hano, peogwir ez out kouezhet etre daouarn da nesañ, kae buan, en em daol ouzh e dreid ;
interdis tout sommeil à tes yeux, et tout répit à tes paupières, Pr 6, 4 : na ro kousked ebet d’az taoulagad, diskuizh ebet d’az malvennoù :
échappe-toi, comme la gazelle loin du chasseur, comme l’oiseau de la main de l’oiseleur. Pr 6, 5 : en em denn evel ur c’hazelenn diouzh ar roued, evel ul labous diouzh traped an evnetaer.
Va vers la fourmi, paresseux ! Regarde-la marcher et deviens sage : Pr 6, 6 : Kae da welout ar merien, den lezirek, sell pizh ouzh o doare ha deus da vezañ fur.
elle n’a pas de supérieur, ni surveillant ni gouverneur, Pr 6, 7 : N’o deus rener ebet, nag ensellerien, na pennroue ;
et tout l’été, elle fait ses provisions, elle amasse, à la moisson, de quoi manger. Pr 6, 8 : ha kempenn a reont boued-mir en hañv, dastum a reont o bevañs e-pad an eost.
Combien de temps vas-tu rester couché, paresseux ? Quand vas-tu émerger de ton sommeil ? Pr 6, 9 : Ha te, lochore ! Betek pegeit e chomi gourvezet, pegoulz e savi diwar da gousk ?
Un somme par-ci, une sieste par-là, s’allonger un moment, se croiser les bras, Pr 6, 10 : Ur pennadig hun, ur pennadig mored, kroaziañ ur pennadig an divrec’h da gousket,
et voilà que survient la pauvreté, comme un rôdeur, la misère, comme un garde bien armé. Pr 6, 11 : hag evel ul laer e teu ar baourentez, evel un den a vrezel, an dienez !
C’est un vaurien, un faux-jeton : il se promène, tordant sa bouche, Pr 6, 12 : Un den didalvez, un hailhevod, hennezh hag a gerzh war-raok, yudazerezh en e c’henoù,
lançant des clins d’œil, des appels du pied, donnant ses consignes avec les doigts ; Pr 6, 13 : O wilc’hañ gant e lagad, o komz gant e droad, oc’h ober sin gant e vizied.
le cœur pervers, il prépare des mauvais coups, à tout moment, il déclenche des querelles. Pr 6, 14 : N’eus nemet trubardiezh en e galon : emañ bepred oc’h ijinañ fallagriezh, o lakaat tabutoù da sevel.
Voilà pourquoi, soudain, vient sa ruine, brusquement il est brisé, et c’est sans remède. Pr 6, 15 : Setu perak e vo diskaret a greiz holl, torret en un taol-trumm ha diremed.
Il y a six choses que le Seigneur déteste, sept qu’il a en horreur : Pr 6, 16 : C’hwec’h a zo a vez kasaet gant an Aotrou, ha seizh zoken en deus rukun outo :
le regard hautain, la langue menteuse, les mains qui versent le sang innocent, Pr 6, 17 : an daoulagad balc’h, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,
le cœur occupé de projets coupables, les pieds qui s’empressent de courir au mal, Pr 6, 18 : ar galon a itik mennadoù fallakr, an treid a hast redek d’ober gwalleur,
le faux témoin qui ment comme il respire, et l’homme qui déclenche des querelles entre frères. Pr 6, 19 : an test faos o tistagañ gevier, hag an den oc’h hadañ dizunvaniezh etre vreudeur.
Garde les préceptes de ton père, mon fils, ne rejette pas l’enseignement de ta mère ; Pr 6, 20 : Va mab, mir kemennadur da dad, na zistaol ket kelennadurezh da vamm :
tiens-les toujours fixés à ton cœur, attache-les à ton cou : Pr 6, 21 : dalc’h anezho bepred liammet ouzh da galon, diwall anezho ouzh da gerc’henn.
dans tes démarches, ils te guideront, dans ton sommeil, ils te garderont, à ton réveil, ils te tiendront compagnie. Pr 6, 22 : Da vleniañ a raint pa vi o kerzhout, da ziwall a raint pa vi o kousket, ha ganit e tivizint pa zihuni.
Car ces préceptes sont une lampe, l’enseignement, une lumière : instruction et discipline sont un chemin de vie. Pr 6, 23 : Rak ul lamp eo ar gourc’hemenn, ur sklêrijenn eo al lezenn, un hent a vuhez eo rebech ar reizhadurezh,
Ainsi, tu seras gardé de la femme mauvaise, des propos enjôleurs de l’étrangère ; Pr 6, 24 : evit da ziwall diouzh ar vaouez fallakr, diouzh teod lubanus an estrenez.
ne convoite pas sa beauté dans ton cœur, ne succombe pas à ses œillades ! Pr 6, 25 : Na c’hoanta ket he c’hened ez kalon, n’en em lez ket da vezañ paket gant he malvennoù,
À la prostituée, il suffit de gagner son pain ; la femme mariée, elle, pourchasse celui qui l’enrichira. Pr 6, 26 : Rak evit un orgedenn e vezer rentet d’un tamm bara, hag ar wreg avoultr a dap en he c’hrog ur vuhez prizius.
Peut-on mettre du feu dans sa poche sans brûler ses vêtements ? Pr 6, 27 : Daoust hag e c’heller kuzhat tan er grubuilh hep ma ve devet an dilhad ?
Peut-on marcher sur des charbons ardents sans se griller les pieds ? Pr 6, 28 : Daoust hag e c’heller kerzhout war glaou bev hep ma ve losket an treid ?
De même, courir après la femme de son prochain : nul n’y touchera sans en être puni. Pr 6, 29 : Evel-se evit an hini a red da gaout gwreg e nesañ ; ne chomo ket digastiz an neb a stok outi.
Point de mépris pour un voleur si c’est la faim qui l’a poussé ; Pr 6, 30 : Ne zisprizer ket un den o laerezh evit kargañ e gof p’en devez naon,
mais s’il est pris, il doit payer sept fois plus : tous les biens de sa maison ! Pr 6, 31 : ha koulskoude, mar bez paket, e restaolo seizh kement-all, e raio kement a zo en e di.
L’adultère, lui, est un écervelé, il fait d’une femme le bourreau de sa vie. Pr 6, 32 : Met an den oc’h avoultriñ a zo dibourvez a skiant, fellout a ra dezhañ en em goll pa ra an dra-se :
Il recevra coups et affronts, son déshonneur ne s’effacera pas Pr 6, 33 : ne zastumo nemet gloazioù ha dismegañs, hag e vezhegezh ne vo ket diverket diwarnañ :
car un mari jaloux devient fou de rage, il est sans pitié au jour de la vengeance : Pr 6, 34 : rak ar warizi a lak an ozhac’h da fuloriñ, ha didruez e vo en deiz an dial ;
nul dédommagement ne l’apaisera ; de multiples cadeaux ne le fléchiront pas. Pr 6, 35 : ne raio van ouzh priz-daspren ebet, ne blego dirak netra, ha pa ginnigfes dezhañ roadoù war roadoù.
