Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar C’hrennlavarioù » Pennad 7

Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 7

Levr : Levr ar C’hrennlavarioù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 7



Mon fils, garde mes paroles, conserve précieusement mes préceptes ; Pr 7, 1 : Va mab, mir va c’homzoù, ha dalc’h ganit va gourc’hemennoù,

garde mes préceptes et tu vivras, garde mon enseignement comme la prunelle de tes yeux ; Pr 7, 2 : sent ouzh va reoliadurioù hag e vevi, mir va c’helennadurezh evel mab al lagad :

attache-les à tes doigts, inscris-les sur la tablette de ton cœur. Pr 7, 3 : Stag anezho ouzh da vizied, engrav anezho war daolenn da galon,

Dis à la sagesse : « Tu es ma sœur ! » ; à l’intelligence, donne le nom de « familière ». Pr 7, 4 : lavar d’ar Furnez : Va c’hoar out-te ! Hag anv ar boellegezh : Va mignonez !

Alors tu seras gardé de la femme d’un autre, de l’étrangère aux propos enjôleurs. Pr 7, 5 : Ma tiwallint ac’hanout diouzh ar vaouez estren, diouzh an diavaeziadez flour he c’homzoù.

Comme j’étais à la fenêtre, chez moi, je regardais à travers la claire-voie ; Pr 7, 6 : Dre doull prenestr he zi he deus sellet a-dreuz ar glouedenn,

je vis quelques étourdis et, parmi ces garçons, je remarquai un jeune écervelé : Pr 7, 7 : hag e-touez ar skañbenneien he deus taolet pled ouzh un denig yaouank dibourvez a skiant.

il passait par la venelle, près d’un recoin, il filait vers une maison, Pr 7, 8 : Edo o tremen dre ar straed e-kichen ti ar plac’h-se evit distreiñ d’ar gêr :

le soir venu, à la tombée du jour, s’enfonçant dans les ténèbres de la nuit. Pr 7, 9 : ar serr-noz e oa, diskar an deiz, an eur ma teu teñvalijenn an noz ;

Et voici qu’une femme s’en va vers lui avec des allures de prostituée aux aguets ; Pr 7, 10 : ha setu ma tosta outañ ar vaouez, gwisket e-giz un oriadez, paket en ur ouel :

elle trépigne, provocante, incapable de rester à la maison ; Pr 7, 11 : birvilh a zo enni, dirollet eo, he zreid ne badont ket er gêr ;

un pas dans la ruelle, deux pas sur la place, elle guette à tous les coins de rue. Pr 7, 12 : bremañ war ar straed, ha bremañ war ar blasenn, e pep korn emañ o c’hedal…

Elle l’attrape et l’embrasse et, d’un air effronté, lui déclare : Pr 7, 13 : En em deurel a ra warnañ, pokat dezhañ, ha divergont he neuz e lavar dezhañ :

« Je dois offrir un sacrifice de paix, et aujourd’hui, je viens accomplir mon vœu ; Pr 7, 14 : dleout a raen kinnig sakrifisoù a beoc’h, hag hiziv am eus akuitet va gouestloù.

aussi, je suis sortie pour te rencontrer, je cherchais à te voir et je t’ai trouvé ! Pr 7, 15 : Setu perak on aet er-maez en arbenn dit evit da glask, ha da gavet em eus.

J’ai paré mon lit de couvertures, d’un tissu d’Égypte multicolore ; Pr 7, 16 : Aozet em eus va gwele gant pallennoù ha ledet warnañ lien fin eus Egipt ;

et sur ma couche, j’ai répandu la myrrhe, l’aloès et le cinnamome. Pr 7, 17 : skuilhet em eus mir war va gwele, Aloes ha kinamom.

Viens ! Que l’amour nous enivre jusqu’au matin, prenons du plaisir à nous aimer ! Pr 7, 18 : Deus, en em vezvomp a garantez betek ar beure, en em roomp da c’hwekter ar blijadurezh ;

Tu sais, mon mari n’est pas chez lui, il est en voyage au loin ; Pr 7, 19 : rak va ozhac’h n’emañ ket er gêr, aet eo kuit evit ur veaj da bell

il a emporté l’argent de la bourse, il ne rentrera qu’à la pleine lune. » Pr 7, 20 : en ur gemer gantañ yalc’h an arc’hant : ne zistroio nemet d’al loargann !

Avec tout son talent, elle le séduit et, de ses lèvres enjôleuses, elle l’entraîne. Pr 7, 21 : War-bouez hec’h ampartiz e teu a-benn d’e zistreiñ, e sachañ a ra dre lubanerez he muzelloù

Soudain le voilà qui la suit, comme le bœuf qu’on mène à l’abattoir, comme l’insensé qui gambade avant d’être châtié, Pr 7, 22 : en e strafuilh ez a war he lerc’h, evel un ejen a gaser d’al lazhti, evel ar c’harv en em strink er rouedoù

jusqu’à ce qu’une flèche lui ait crevé le foie. Ainsi l’oiseau se jette dans le filet, sans savoir qu’il y va de sa vie. Pr 7, 23 : betek d’ur bir dont da doullañ e avu ; evel al labous en em daol el lasoù hep gouzout ez eus kaoz eno eus e vuhez.

Et maintenant, fils, écoute-moi, fais attention à mes propos : Pr 7, 24 : Ha bremañ, va mab, va selaou, taol evezh ouzh komzoù va genoù :

ne laisse pas ton cœur se détourner vers ses chemins, ne t’égare pas sur ses sentiers, Pr 7, 25 : Arabat d’az kalon mont d’en em goll en he hentoù n’en em ziank ket en he gwenodennoù.

car nombreux sont ceux qu’elle a blessés à mort, innombrables, tous ceux qu’elle a tués. Pr 7, 26 : Rak niverus eo ar re he deus gloazet d’ar marv, tud kreñv e oant ar re-se, holl int bet lazhet ganti :

Sa maison, c’est le chemin du séjour des morts, la descente aux enfers. Pr 7, 27 : he zi a zo hent ar Sheol, diskenn a ra da gambroù an Ankoù.