Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar C’hrennlavarioù » Pennad 4

Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 4

Levr : Levr ar C’hrennlavarioù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 4



Fils, écoutez les leçons d’un père, soyez attentifs et vous connaîtrez l’intelligence. Pr 4, 1 : Selaouit, va mibien, kelennadurezh un tad, ha taolit evezh evit deskiñ ar boellegezh :

Oui, c’est une valeur sûre que je vous transmets, ne négligez pas mon enseignement ! Pr 4, 2 : rak kentelioù yac’h eo ar re a roan deoc’h, na zilezit ket va c’helennadurezh.

Moi aussi, j’ai été un fils pour mon père, enfant chéri, unique aux yeux de ma mère. Pr 4, 3 : Ur mab on bet me ivez evit va zad, ur bugel tener ha karet e-kichen va mamm ;

Voilà comment il m’instruisait : « Que ton cœur reçoive mes paroles, garde mes préceptes et tu vivras ; Pr 4, 4 : va c’henteliañ a rae er stumm-mañ : da galon da gompreno va lavaroù, mir va gourc’hemennoù hag e vevi ;

acquiers la sagesse, acquiers l’intelligence, n’oublie pas, ne te détourne pas de ce que dit ma bouche ; Pr 4, 5 : gounez ar furnez, gounez ar skiantegezh, n’ankounac’ha ket, n’en em zistro ket diouzh alioù va genoù.

la sagesse, ne l’abandonne pas, elle te gardera, aime-la, elle veillera sur toi. » Pr 4, 6 : Na zilez ket anezhi, hag hi az tiwallo, kar anezhi hag hi az kwarezo.

Ainsi commence la sagesse : elle s’acquiert ! Cède tout ce que tu as pour acquérir l’intelligence. Pr 4, 7 : Penn-kentañ ar furnez : Pren ar furnez, pren ar skiantegezh gant da holl beadra ;

Ouvre-lui la voie, elle t’élèvera ; si tu l’embrasses, elle fera ta gloire. Pr 4, 8 : en em stag outi hag hi az uhelaio, hi a vezo da c’hloar pa-z po he briataet ;

Elle posera sur ta tête un diadème de grâce, elle te couronnera de splendeur. Pr 4, 9 : lakaat a raio war da benn un daledenn a c’hras grataat a raio dit ur gurunenn a c’hloar.

Écoute, mon fils, accueille mes paroles, les années de ta vie en seront augmentées. Pr 4, 10 : Selaou, va mab, degemer va c’homzoù, ha bloavezhioù da vuhez a vezo kresket o niver.

Je te conduis par un chemin de sagesse, je te fais cheminer par des sentiers de droiture. Pr 4, 11 : Hent ar vuhez a gentelian dit-te, dre wenodennoù ar reizhder az lakan da vale.

Nulle entrave à ta marche : si tu cours, tu ne trébucheras pas. Pr 4, 12 : Mar kerzhez enno, ne vo ket da gammedoù war an enk, mar redez enno, ne streboti ket.

Tiens-toi à la discipline, ne te relâche pas, veille sur elle : elle est ta vie. Pr 4, 13 : Dalc’h d’ar gelennadurezh, na ziskrog ket diouti, mir anezhi, rak hi a zo da vuhez.

Sur la route des méchants, ne t’engage pas ; ne t’avance pas sur le chemin des malfaiteurs : Pr 4, 14 : Diwall da vont e arroudenn ar re zrouk, na gerzh ket en hent an dud fallakr.

évite-le, n’y passe pas, détourne-toi de lui, passe au-delà ! Pr 4, 15 : Pell dioutañ, n’a ket da vont gantañ, en em zistro dioutañ, tremen hebiou.

Car ils ne dorment pas qu’ils n’aient commis le mal ; le sommeil les fuit tant qu’ils n’ont fait chuter personne. Pr 4, 16 : Rak ne c’hellont ket kousket hep bezañ graet an droug, an hun a dec’h diouto mar n’o deus ket taolet unan bennak d’an traoñ.

C’est de méchanceté qu’ils se nourrissent ; d’un vin de violence ils s’abreuvent. Pr 4, 17 : Ar fallentez eo ar bara a zebront, an daerijenn, ar gwin a evont.

La route des justes est lumière d’aurore, sa clarté s’accroît jusqu’au grand jour. Pr 4, 18 : Hogen hent ar re reizh a zo evel ar gouloù-deiz a ya e sked war gresk betek ar sklêrijenn splann ;

Le chemin des méchants, c’est la ténèbre : ils trébuchent sans savoir sur quoi. Pr 4, 19 : hent ar re fall a zo evel teñvalijenn, ne welont ket ar pezh o lakaio da strebotiñ.

Mon fils, sois attentif à mes paroles, prête l’oreille à mes propos ; Pr 4, 20 : Va mab, bez evezhiek ouzh va c’homzoù, digor da skouarn da glevout va lavaroù ;

ne les perds pas de vue, garde-les au profond de ton cœur : Pr 4, 21 : gra na bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir anezho e kreiz da galon ;

pour qui les trouve, ils sont la vie, la guérison de son être de chair. Pr 4, 22 : rak buhez ez int evit ar re a gav anezho, yec’hed evit o c’horf.

Par-dessus tout, veille sur ton cœur, c’est de lui que jaillit la vie. Pr 4, 23 : Diwall da galon gant pep evezh rak diouti e tarzh mammennoù ar vuhez.

Éloigne de ta bouche les propos retors, écarte la perfidie de tes lèvres. Pr 4, 24 : Kas pell diouzh da c’henoù ar c’homzoù gwidilus, ha dizarbenn an drubardiezh diouzh da ziweuz,

Sache regarder en face, dirige tes yeux droit devant toi ! Pr 4, 25 : ra sello da zaoulagad war-eeun, da sell da vo troet reizh dirazout.

Aplanis la piste sous tes pieds : tous tes chemins seront sûrs. Pr 4, 26 : Taol evezh ouzh an hent a lakaez da dreid ennañ, ra vo eeun bepred da gammedoù.

Ne dévie ni à droite ni à gauche ; du mal, écarte ton pied ! Pr 4, 27 : Na ziroud nag a-zehou nag a-gleiz, ha distro da dreid diouzh an droug.