Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 28
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 28
Le coupable s’enfuit quand nul ne le poursuit, les innocents ont l’assurance des lions. Pr 28, 1 : An den fall a dec’h kuit goude na vefe den o redek war e lerc’h, met an den reizh a zo ken dispont hag ul leon.
Quand le pays se révolte, les chefs sont légion ; vienne un homme de bon sens et d’expérience, l’ordre règne. Pr 28, 2 : Gant meur a rener, bro e-kreiz dirollerezh ; gant unan fur ha poellek e chom divrall an urzh.
Un homme pauvre qui exploite les faibles, c’est le déluge : plus rien à manger ! Pr 28, 3 : Un den paour o vac’homañ tud reuzeudik a zo kement ha dour-beuz, oberour a gernez.
Ceux qui rejettent la loi font l’éloge du méchant, ceux qui observent la loi leur font la guerre. Pr 28, 4 : Neb a zilez al lezenn a dro da veuliñ an den fall, neb a vir al lezenn a gemer kounnar outañ.
La racaille ne comprend rien au droit ; qui cherche le Seigneur comprendra tout ! Pr 28, 5 : An dud troet gant ar fall ne gomprenont ket ar reizhder, ar re a glask an Aotrou a intent pep tra.
Mieux vaut un pauvre à la conduite intègre qu’un homme tortueux et louvoyant, même riche ! Pr 28, 6 : Gwell eo ur paour o vevañ en onestiz eget un den o vont gant hentoù kamm, hag eñ pinvidik.
Qui garde la loi est un fils intelligent ; qui s’encanaille fait la honte de son père. Pr 28, 7 : Mirer ar gelennadurezh a zo mab skiantek, darempreder an dud diroll ’zo mezh e dad.
Qui accroît son bien par usure et intérêts amasse pour qui aura pitié des faibles. Pr 28, 8 : Neb a gresk e vadoù diwar uzulierezh o dastum evit unan brokus ouzh ar beorien.
Qui fait la sourde oreille à la loi, sa prière n’inspirera que dégoût. Pr 28, 9 : Neb a stouv e skouarn ne glevo ket ar gentel, e bedennoù zoken a zo un euzhusted.
Qui égare les gens honnêtes sur la voie du mal tombera lui-même dans son piège ; les gens intègres hériteront le bonheur. Pr 28, 10 : Neb a ziroud an dud reizh e hent an droug a gouezho e-unan er foz toullet gantañ. An dud vat a berc’henno an eurvad.
Il se prend pour un sage, l’homme riche, mais un faible, perspicace, le démasque ! Pr 28, 11 : Ar pinvidig a lavar bezañ fur met ar paour skiantek a zivaskl anezhañ.
Le triomphe des justes, on le fête avec éclat ; que surgissent des méchants : plus personne ! Pr 28, 12 : Pa ra berzh an dud reizh ez eus levenez vras, pa ’n em sav ar re fall en em guzh pep unan.
Qui cache ses fautes ne réussira pas ; qui les avoue et s’en détourne obtiendra miséricorde. Pr 28, 13 : An neb a guzh e bec’hedoù ne raio ket berzh, met an neb o anzav evit o disteurel a gavo trugarez.
Heureux l’homme qui reste vulnérable ! Qui endurcit son cœur tombera dans le malheur ! Pr 28, 14 : Evurus an den a vir bepred ennañ an doujañs ouzh Doue, met an hini a galeta e galon a gouezho en drougeur.
Un lion qui rugit, un ours qui charge, ainsi le criminel qui domine un peuple faible ! Pr 28, 15 : Ul leon o yudal, un arz war yun, sed ar gouarner fall o ren war dudoù paour.
Moins le prince est malin, plus il est rapace ! Qui renonce à ses intérêts verra de longs jours. Pr 28, 16 : Rener diboell, mac’homer bras. Neb a gasa gounid dizonest a hira deizioù e vuhez.
Un homme traqué par le sang qu’il a versé fuira jusqu’à la tombe : n’allez pas le retenir ! Pr 28, 17 : Un den sammet gant gwad e nesañ betek toull ar bez a dec’ho : lezit-eñ da vont !
Qui marche droit sera sauvé ; qui louvoie entre deux routes sur l’une des deux tombera ! Pr 28, 18 : Neb a gerzh er reizhder a gav silvidigezh, pleustrer an hentoù kamm a gouezho en douflez.
Qui travaille sa terre aura du pain à satiété ; qui poursuit des chimères aura de la misère à satiété ! Pr 28, 19 : Labourer e zouar en devo e walc’h a vara, ar c’hlasker sorc’hennoù, e walc’h a zienez.
Un homme de confiance est comblé de bénédictions. Courir après la fortune n’a rien d’innocent. Pr 28, 20 : An den leal en devo e walc’h a vennozhioù, an neb a hast pinvidikaat ne chomo ket digastiz.
Être partial dans un jugement n’est jamais bon ; pour une bouchée de pain, un homme s’en rend coupable. Pr 28, 21 : Tra fallakr eo barn diouzh doare an dud, met evit ur genaouad bara e reer ar mestaol.
L’envieux louche sur la fortune sans voir que l’indigence s’abat sur lui ! Pr 28, 22 : An den gwarizius a hast pinvidikaat hep gouzout emañ an dienez war-nes plaouiañ warnañ.
On finit par aimer l’homme qui ose critiquer bien plus que l’homme à la langue mielleuse ! Pr 28, 23 : Addreser e nesañ a gavo gras vat a-benn ar fin muioc’h eget paotr e deod flour.
Qui met son père et sa mère sur la paille en disant : « Ce n’est pas ma faute ! » n’est rien d’autre qu’un brigand. Pr 28, 24 : An neb a laer e dad hag e vamm ’n ur lavarout : N’eo ket ur pec’hed ! A zo kenseurt d’ar forbanned.
Qui donne libre cours à ses envies provoque des querelles, qui se fie au Seigneur sera comblé ! Pr 28, 25 : An den gwarizius a lak tabut da sevel, met an neb en em fiz en Aotrou a raio berzh.
Ne se fier qu’à soi-même, c’est folie ! Seul le chemin de la sagesse permet d’en réchapper. Pr 28, 26 : An neb en em fiz en e skiant vat a zo den diskiant, neb a gerzh er furnez a vo salvet.
Qui donne au pauvre ne manquera de rien ; qui détourne les yeux sera chargé de malédictions. Pr 28, 27 : Evit an neb a ro d’ar paour, n’eus ket a gernez, met an hini a serr e zaoulagad a vo sammet a vallozhioù.
Quand surgissent les méchants, on se cache ; quand ils périssent, nombreux sont les justes ! Pr 28, 28 : Pa ’n em sav ar re fall en em guzh pep unan, pa-z eont da get e kresk niver an dud reizh.
