Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar C’hrennlavarioù » Pennad 9

Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 9

Levr : Levr ar C’hrennlavarioù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 9



La Sagesse a bâti sa maison, elle a taillé sept colonnes. Pr 9, 1 : Ar Furnez he deus savet un ti dezhi hec’h-unan ha kizellet ar seizh kolonenn anezhañ ;

Elle a tué ses bêtes, et préparé son vin, puis a dressé la table. Pr 9, 2 : lidlazhet he deus he loened, mesket he gwin, ha kempennet he zaol-pred.

Elle a envoyé ses servantes, elle appelle sur les hauteurs de la cité : Pr 9, 3 : Kaset he deus he mitizhien da youc’hal eus lein uhelennoù-kêr :

« Vous, étourdis, passez par ici ! » À qui manque de bon sens, elle dit : Pr 9, 4 : D’an neb a zo eeun da antren amañ ! Ha lavarout a ra d’an neb a zo diskiant :

« Venez, mangez de mon pain, buvez le vin que j’ai préparé. Pr 9, 5 : Deus, debr eus va bara, hag ev eus ar gwin am eus mesket !

Quittez l’étourderie et vous vivrez, prenez le chemin de l’intelligence. » [ Pr 9, 6 : Dilez ar sotoni hag e vevi, ha kerzh eeun en hent ar skiant-vat !

Qui corrige l’insolent ne reçoit que mépris, qui reprend le méchant s’en trouve sali. Pr 9, 7 : Neb a damall ur goapaer a sach goapaerezh warnañ e-unan hag an neb a c’hourdrouz un den fall a denn war e benn kunujennoù.

Ne reprends pas l’insolent, il va te haïr ; reprends le sage, il t’aimera. Pr 9, 8 : Na zivank ket ur goapaer, da gasaat a rafe, skandal an den fur, da gaout a raio ;

Si tu donnes au sage, il devient plus sage ; si tu instruis le juste, il progresse encore.] Pr 9, 9 : kelenn an den fur ha furoc’h c’hoazh e vezo, ro kentel d’an den mat hag e veizegezh a gresko.

La sagesse commence avec la crainte du Seigneur, connaître le Dieu saint, voilà l’intelligence ! Pr 9, 10 : Mammenn ar furnez eo doujañs an Aotrou, skiant ar Sant, setu ar boellegezh.

– « Par moi, se multiplient tes jours et s’augmentent les années de ta vie. » Pr 9, 11 : Rak drezon e kresko niver da zeizioù hag astennet e vo dit bloavezhioù da vuhez.

Si tu es sage, c’est pour toi que tu es sage ; si tu fais l’insolent, toi seul en pâtiras. Pr 9, 12 : Mar-d out fur e tenni gounid eus da furnez, mar-d out ur goapaer e tougi samm da c’hoapaerezh.

Dame Folie fait du tapage ; c’est une étourdie qui ne connaît rien. Pr 9, 13 : An Itron Follentez a zo plac’h birvidik, lorberez divergont.

Assise à la porte de sa maison, elle trône sur les hauteurs de la cité Pr 9, 14 : War he c’hoazez emañ war dreuzoù dor he zi pe o tronañ war uhelennoù-kêr

pour appeler les passants qui vont droit leur chemin : Pr 9, 15 : evit gervel an dremenerien o vont rag-eeun gant o hent :

« Vous, étourdis, passez par ici ! » À qui manque de bon sens, elle dit : Pr 9, 16 : d’an neb a zo skañvbenn da zont dre amañ !

« Bien douce est l’eau qu’on a volée, savoureux, le pain pris en secret ! » Pr 9, 17 : An dourioù laeret e kuzh a zo ar re zousañ, ha bara ar mister eo an hini c’hwekañ !

Et lui ne sait pas que des Ombres sont là, que ses invités descendent au séjour des morts. Pr 9, 18 : Hag hennezh ne oar ket ez eus eno Spesoù, hag emañ dija he c’houvidi e donderioù ar Sheol !