Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 18
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 18
Qui reste en marge n’en fait qu’à sa tête ; tout bon conseil l’exaspère. Pr 18, 1 : Neb a vev en e bart a heuilh e blijadur, ha brouezañ a ra enep pep ali fur.
L’insensé n’a pas envie de réfléchir, mais seulement d’étaler ses idées. Pr 18, 2 : An diskiant ne glask ket kompren met staliañ hepken e soñjoù.
Quand arrive le méchant, arrive aussi le mépris ; avec les affronts, le déshonneur. Pr 18, 3 : Gant ar fallagriezh e teu an disprizañs, ha gant ar viloni, an dismegañs.
Une eau profonde, les paroles de l’homme ! Torrent jaillissant, la source de la sagesse ! Pr 18, 4 : Dour don eo lavaroù genoù an den ; ur froud-dour o virviñ eo stivell ar furnez.
Inadmissible de réhabiliter un coupable en privant le juste de son droit ! Pr 18, 5 : N’eo ket mat kosteziñ a-du gant an den drouk evit treiñ d’ober gaou ouzh gwirioù an den reizh.
L’insensé a sur les lèvres la contestation ; sa bouche incite à en venir aux coups. Pr 18, 6 : Diweuz an den diboell a enaou ar rendael, hag e c’henoù a ro lañs d’an taolioù.
Les propos de l’insensé font sa ruine, ses lèvres lui sont un piège. Pr 18, 7 : genoù an diskiant a zo kaoz e rivin ; e vuzelloù, ur pech evit e vuhez.
Les mots du calomniateur, quel régal ! On s’en délecte jusqu’au plus profond. Pr 18, 8 : Komzoù a flastrer a zo tammoù lipous hag a ziskenn betek e foñs ar bouzelloù.
Celui qui se relâche dans son travail et celui qui le sabote sont frères ! Pr 18, 9 : An den abalamour en e labour a zo gwir vreur d’an distrujer.
Le nom du Seigneur est une tour fortifiée ; le juste y court : hors d’atteinte ! Pr 18, 10 : Un tour kreñv eo anv an Aotrou ma red dezhañ an den just da vezañ en disgwall.
La fortune du riche est sa citadelle : il y voit son rempart. Pr 18, 11 : Madoù ar pinvidig a zo e gastell-kreñv, ha d’e soñj, ez o ur voger dreist-diraez.
Avant la chute, le cœur s’exalte ; avant la gloire, il s’humilie. Pr 18, 12 : A-raok ar rivin, lorc’hentez gant kalon an den ; met kent ar c’hloar emañ an izelegezh.
Rétorquer avant d’écouter : sottise et confusion ! Pr 18, 13 : Neb a respont a-raok selaou, ar sod ma-z eo ! Dezhañ ar vezh.
Un bon moral rétablit le malade ; un moral au plus bas, qui le relèvera ? Pr 18, 14 : Spered an den a souten anezhañ pa vez klañv, met ur spered mantret, piv e adsavo ?
Un cœur intelligent veut acquérir la connaissance, l’oreille des sages la recherche. Pr 18, 15 : Ar galon speredek a bren deskadurezh, ha divskouarn ar fur a glask gouiziegezh.
Des cadeaux ouvrent les portes, ils introduisent chez les grands. Pr 18, 16 : Un donezon a zigor deoc’h an holl dorioù hag a vlegn ac’hanoc’h betek an dud uhel.
Qui plaide en premier semble avoir raison ; vienne la partie adverse, elle contestera. Pr 18, 17 : Ar prosezer kentañ emañ bepred ar gwir gantañ, met gant an eil o tont e ranker ober enklask.
Le tirage au sort met fin à la querelle, il départage même les puissants. Pr 18, 18 : Tennañ d’ar sord a ro termen d’ar rendaeloù hag a zezvarn etre an dud uhel.
Un frère offensé se ferme plus qu’une forteresse : la querelle bloque comme le verrou d’une citadelle. Pr 18, 19 : Ur breur feuket a zo gwashoc’h eget ur gêr-greñv, hag ar rendaeloù ’zo 'vel morailhoù un tour-difenn.
Chacun, du fruit de sa bouche, tire profit, du produit de ses lèvres il se rassasie. Pr 18, 20 : Eus labour ar genoù en em leugn ar stomok, ha gant frouezh e ziweuz e kav an den e walc’h.
La mort et la vie sont au pouvoir de la langue ; qui aime la parole mangera de son fruit. Pr 18, 21 : Marv ha buhez a zo e galloud an teod, neb a gar ober gantañ a zebro eus e frouezh.
Il trouve le bonheur celui qui trouve femme : c’est une bienveillance du Seigneur. Pr 18, 22 : Neb a gav ur wreg a gav an eurvad, gounezet en deus grad-vat an Aotrou.
Aux supplications du pauvre le riche répond durement. Pr 18, 23 : An den paour a gomz en ur aspediñ, hogen ar pinvidik a respont gant rustoni.
Il y a des relations qui tournent mal, mais il y a l’ami plus attaché qu’un frère. Pr 18, 24 : Mignoned a zo hag a gas d’ar rivin, ha mignoned a zo a chom stagetoc’h eget breudeur.
