Premier livre des Chroniques - Chapitre 14
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29
Chapitre 14
Hiram, le roi de Tyr, envoya des messagers à David, avec du bois de cèdre, des tailleurs de pierre et des charpentiers, pour lui bâtir une maison. 1Ch 14, 1 : Hag e kasas Hiram, roue Tir, kannaded da Zavid, ha koad sedrez, ha mañsonerien ha kilvizien, evit sevel dezhañ un ti.
Alors David comprit que le Seigneur l’avait établi comme roi sur Israël et qu’il avait hautement exalté sa royauté, à cause d’Israël son peuple. 1Ch 14, 2 : Hag e ouezas David en devoa e ziazezet an Aotrou da roue war Israel, rak savet uhel e oa e rouantelezh en abeg d’e bobl Israel.
À Jérusalem, David prit d’autres femmes et il engendra encore des fils et des filles. 1Ch 14, 3 : Hag e kemeras c’hoazh David gwragez e Jeruzalem, hag ec’h engehentas David c’hoazh mibien ha merc’hed.
Voici les noms des enfants qui lui sont nés à Jérusalem : Shammoua et Shobab, Nathan et Salomon, 1Ch 14, 4 : Sed amañ anvioù ar re a c’hanas dezhañ e Jeruzalem : Samua ha Sobab, Natan ha Salomon ;
Yibhar, Èlishoua, Èlpèleth, 1Ch 14, 5 : ha Jebahar, hag Elisoua, hag Elifalet ;
Nogah, Nèfeg, Yafia, 1Ch 14, 6 : ha Noga, ha Nafeg, ha Jafia ;
Èlishama, Beèlyada et Élifèleth. 1Ch 14, 7 : hag Elisama, ha Beeliada, hag Elifalet.
Les Philistins apprirent que David avait reçu l’onction comme roi sur tout Israël, et ils montèrent tous à sa recherche. Mais David l’apprit et sortit à leur rencontre. 1Ch 14, 8 : Hag e klevas ar Filistiz e oa bet olevet David da roue war Israel a-bezh, hag e pignas an holl Filistiz da glask David ; hag e klevas David, hag ez eas war-arbenn dezho.
Les Philistins arrivèrent et envahirent la vallée des Refaïtes. 1Ch 14, 9 : Hag ar Filistiz a erruas hag en em zispakas e traonienn ar Rafaiz.
Alors David consulta Dieu ; il demanda : « Dois-je monter pour attaquer les Philistins ? Les livreras-tu entre mes mains ? » Le Seigneur lui répondit : « Monte ! Et je les livrerai entre tes mains. » 1Ch 14, 10 : Hag e c’houlennatas David an Aotrou, o lavarout : "Ha mont a rin a-enep ar Filistiz ? Hag o lakaat a ri em dorn ?" Hag e lavaras dezhañ an Aotrou : "Kae ! O lakaat a ri ez torn !"
Ils montèrent à Baal-Peracim, où David les battit. Et David déclara : « C’est une brèche que Dieu a ouverte par ma main chez mes ennemis comme une brèche ouverte par les eaux. » C’est pourquoi on a donné à ce lieu le nom de Baal-Peracim (c’est-à-dire : Maître des brèches). 1Ch 14, 11 : Hag ez ejont da Vaalfarasim, hag o filañ a reas David eno, hag e lavaras David : "Freuzet en deus an Aotrou va enebourien gant va dorn, evel un difreuz gant dour". Setu perak e c’halver anv al lec’h-se Baalfarasim.
Les Philistins avaient abandonné sur place leurs dieux. Et David ordonna de les brûler par le feu. 1Ch 14, 12 : Hag o devoa o dilezet eno o doueoù, hag e lavaras David o fulluc’hañ en tan.
Une nouvelle fois, les Philistins envahirent la vallée. 1Ch 14, 13 : Hag ec’h adkrogas ar Filistiz d’en em zispakañ en draonienn.
De nouveau, David consulta Dieu. Et Dieu lui répondit : « Ne monte pas à leur poursuite. Fais un large détour : tu les aborderas devant les micocouliers. 1Ch 14, 14 : Hag e c’houlennas c’hoazh David digant Doue, hag e lavaras dezhañ Doue : "Ne bigni ket war o lerc’h, tro e-biou dezho hag ec’h errui warno a-dal d’an eflennoù.
Quand tu entendras un bruit de pas à la cime des micocouliers, alors tu sortiras pour le combat, car Dieu sort devant toi pour frapper le camp des Philistins. » 1Ch 14, 15 : Ha setu, pa glevi trouz kammedoù war benn an eflennoù, neuze ez i d’an emgann, rak mont a ray an Aotrou ez raok da skeiñ war gamp ar Filistiz".
David agit comme Dieu le lui avait ordonné, et ils frappèrent le camp des Philistins depuis Gabaon jusqu’à Guèzer. 1Ch 14, 16 : Hag e reas David evel ma kemenne dezhañ an Aotrou, hag e skoas war gamp ar Filistiz eus Gabaon betek Gazer.
La renommée de David se répandit dans tous les pays, et le Seigneur le fit redouter de toutes les nations. 1Ch 14, 17 : Hag ez eas brud David en holl vroioù, hag an Aotrou a lakaas e spont war an holl vroadoù.
