Premier livre des Chroniques - Chapitre 21
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29
Chapitre 21
Satan se dressa contre Israël et il incita David à dénombrer Israël. 1Ch 21, 1 : Hag en em savas Satan a-enep Israel hag ec’h atizas David da ziniveriñ Israel.
David dit à Joab et aux chefs du peuple : « Allez compter les gens d’Israël, de Bershéba à Dane, puis revenez-m’en faire connaître le chiffre. » 1Ch 21, 2 : Hag e lavaras David da Joab ha da renerien ar bobl : "Kit da ziniveriñ Israel, eus Bersabea betek Dan, ha degasit din kel, ma ouezin o niver".
Joab répondit : « Que le Seigneur fasse grandir son peuple cent fois plus ! Mon seigneur le roi, tous ne sont-ils pas les serviteurs de mon seigneur ? Pourquoi mon seigneur fait-il cette enquête ? Pourquoi Israël deviendrait-il coupable ? » 1Ch 21, 3 : Hag e lavaras Joab : "Ra lakaio an Aotrou war e bobl kement-all kant gwech ! Daoust hag, aotrou roue, n’int ket holl d’am aotrou evel servijerien ? Perak ober an enklask-se, va aotrou ? Perak e teufe da vezañ kablus Israel ?"
Mais l’ordre du roi s’imposa à Joab. Joab partit donc, il parcourut tout Israël, puis revint à Jérusalem. 1Ch 21, 4 : Met komz ar roue a drec’has war Joab, hag ez eas Joab da ergerzhout dre-holl en Israel, hag e tistroas da Jeruzalem.
Joab remit à David les chiffres du recensement du peuple : Israël, en tout, comptait onze cent mille hommes sachant tirer l’épée, et Juda quatre cent soixante-dix mille hommes sachant tirer l’épée. 1Ch 21, 5 : Hag e roas Joab ar gont eus niveradeg ar bobl da Zavid, hag e oa Israel a-bezh : unnek kant mil den o tennañ kleze, ha Youda : pevar c’hant dek mil den ha tri-ugent o tennañ kleze.
Mais parmi eux il n’avait recensé ni Lévi ni Benjamin, parce que l’ordre du roi avait paru abominable à Joab. 1Ch 21, 6 : Ha Levi ha Benjamin n’en devoa ket diniveret en o zouez, rak heugus e oa urzh ar roue da Joab.
Cette affaire déplut à Dieu, et il frappa Israël. 1Ch 21, 7 : Fall e voe ouzh daoulagad Doue an dra-se, hag e skoas war Israel.
David dit alors à Dieu : « C’est un grand péché que j’ai commis en faisant cela ! Maintenant, daigne passer sur la faute de ton serviteur, car je me suis vraiment conduit comme un insensé ! » 1Ch 21, 8 : Hag e lavaras David da Zoue : "Pec’het bras em eus oc’h ober an dra-se, ha bremañ, tremen, mar plij, war dorfed da servijer, rak diskiant-tre ez on bet."
Alors le Seigneur adressa la parole à Gad, qui était le voyant attaché à David : 1Ch 21, 9 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Gad, gweler David, o lavarout :
« Va dire à David : Ainsi parle le Seigneur : Je te propose trois choses ; choisis l’une d’entre elles, et je te l’infligerai. » 1Ch 21, 10 : Kae da gomz ouzh David ha lavar : Evel-hen e komz an Aotrou : Tri zra a ginnigan dit ; dibab unan anezho hag hen sevenin.
Gad se rendit alors chez David et lui dit : « Ainsi parle le Seigneur. Il faut que tu acceptes 1Ch 21, 11 : Hag ez eas Gad da gaout David hag e lavaras dezhañ : "Evel-hen e komz an Aotrou : dit da zegemer :
ou bien trois années de famine ; ou bien trois mois de déroute devant tes adversaires, au cours desquels tu seras atteint par l’épée de tes ennemis ; ou bien trois jours pendant lesquels l’épée du Seigneur et la peste seront dans le pays, l’ange du Seigneur ravageant tout le territoire d’Israël ! Maintenant vois ce que je dois répondre à celui qui m’a envoyé. » 1Ch 21, 12 : pe tri bloaz a naonegezh ; pe tri miz a faezhadur dirak da enebourien, ma vo kleze da eneberien ouzh da dizhout ; pe tri devezh ma vo kleze an Aotrou ha bosenn war ar vro, hag ael an Aotrou o wastañ holl diriad Israel. Ha bremañ, gwel pe tra a rentin d’an hini en deus va c’haset, evel respont".
David répondit au prophète Gad : « Je suis dans une grande angoisse… Eh bien ! que je tombe entre les mains du Seigneur, car sa compassion est immense, mais que je ne tombe pas entre les mains des hommes ! » 1Ch 21, 13 : Hag e lavaras David da C’had : "Enkrez am eus, meurbet. Ra gouezhin eta e dorn an Aotrou, rak bras eo e drugarezioù, tre ; met gant na gouezhin ket etre daouarn an den !"
Le Seigneur envoya donc la peste en Israël, et soixante-dix mille hommes d’Israël tombèrent. 1Ch 21, 14 : Hag e lakaas an Aotrou bosenn war Israel, hag e kouezhas en Israel dek mil ha tri-ugent a dud.
Puis Dieu envoya l’ange vers Jérusalem pour l’exterminer. Mais au moment d’exterminer, le Seigneur regarda, et il renonça à ce mal. Il dit à l’ange exterminateur : « Assez ! Maintenant, retire ta main ! » L’ange du Seigneur se tenait alors près de l’aire à grain d’Ornane le Jébuséen. 1Ch 21, 15 : Hag e kasas Doue un ael da Jeruzalem evit he gwastañ ; hag e-keit ha ma waste, e welas an Aotrou hag e vorc’hedas ar gwalleur, hag e lavaras d’an ael gwaster : "Trawalc’h ! bremañ dizalc’h da zorn !". Hag ael an Aotrou en em zalc’he e-kichen leur Ornan, ar Jebousiad.
Levant les yeux, David vit l’ange du Seigneur qui se tenait entre terre et ciel, l’épée dégainée à la main, tendue contre Jérusalem. Alors David et les anciens, revêtus de toile à sac, tombèrent face contre terre. 1Ch 21, 16 : Hag e savas David e zaoulagad, hag e welas ael an Aotrou en e sav etre douar ha Neñvoù, hag e gleze dic’houinet en e zorn, astennet war Jeruzalem. Hag e kouezhas David hag an Henaourien, goloet a seier, war o dremmoù.
David dit à Dieu : « N’est-ce pas moi qui ai ordonné de dénombrer le peuple ? N’est-ce pas moi qui ai péché et fait le mal ? Mais ceux-là, le troupeau, qu’ont-ils fait ? Seigneur mon Dieu, que ta main s’appesantisse donc sur moi et sur la maison de mon père, mais que ton peuple échappe au fléau ! » 1Ch 21, 17 : Hag e lavaras David da Zoue : "Ha n’eo ket me am eus lavaret diniveriñ ar bobl ? Ha me eo am eus pec’het ha graet an droug, met ar re-se, an deñved, petra o deus graet ? Aotrou, va Doue, ra vo eta da zorn warnon ha war di va zad, met war da bobl gant na vo ket a reuz !"
L’ange du Seigneur dit alors à Gad : « Que David monte et qu’il élève un autel au Seigneur sur l’aire d’Ornane le Jébuséen. » 1Ch 21, 18 : Hag ael an Aotrou a gemennas Gad da lavarout da Zavid : "Ra bigno David da sevel un aoter d’an Aotrou war leur Ornan, ar Jebousiad !"
David monta donc selon la parole que Gad lui avait dite au nom du Seigneur. 1Ch 21, 19 : Hag e pignas David, hervez lavar Gad, en devoa komzet en anv an Aotrou.
Ornane était en train de battre le blé. S’étant retourné, il avait vu l’ange et s’était caché avec ses quatre fils. 1Ch 21, 20 : Hag en em droas Ornan, hag e welas an ael ; hag e bevar mab a oa gantañ en em guzhas ; hag Ornan a oa o tornañ gwinizh.
Lorsque David se rendit auprès de lui, Ornane regarda et aperçut David ; puis il sortit de l’aire et se prosterna devant David, face contre terre. 1Ch 21, 21 : Hag ez eas David davet Ornan, hag e sellas Ornan hag e welas David, hag ez eas e-maez eus al leur, hag e stouas dirak David, dremm d’an douar.
David dit alors à Ornane : « Cède-moi l’emplacement de cette aire afin que j’y construise un autel pour le Seigneur. Cède-le-moi contre sa valeur en argent, et que le fléau s’écarte du peuple ! » 1Ch 21, 22 : Hag e lavaras David da Ornan : "Ro din tachenn al leur, hag e savin warni un aoter d’an Aotrou. Evit arc’hant a-benn-kaer he ro din, hag e paouezo ar reuz diwar ar bobl".
Ornane dit à David : « Prends-le, et que mon seigneur le roi fasse ce qui lui semble bon ! Vois : je donne les bœufs pour les holocaustes, les traîneaux à battre le grain pour le bois du feu ainsi que le blé pour l’offrande. Je donne tout. » 1Ch 21, 23 : Hag e lavaras Ornan da Zavid : "Kemer evidout, ha da raio an aotrou roue evel ma vo mat ouzh e zaoulagad ! Sell ! Reiñ a ran dit an oc’hen evit an holokostoù, ar stlejelloù evel koad hag ar gwinizh evel profadenn : an holl a roan".
Le roi David répondit à Ornane : « Non ! je veux l’acheter pour sa valeur en argent, car je n’apporterai pas au Seigneur ce qui t’appartient et je n’offrirai pas un holocauste qui ne me coûterait rien. » 1Ch 21, 24 : Hag e lavaras ar roue David da Ornan : "Nann ! Prenañ a ran evit arc’hant a-benn-kaer, rak ne zougan ket ar pezh a zo dit d’an Aotrou, hag holokostoù ne ran ket evit netra".
Pour cet emplacement, David donna à Ornane une somme de six cents pièces d’or. 1Ch 21, 25 : Hag e roas David da Ornan, evit an dachenn, shekeloù aour : ur pouez a c’hwec’h kant.
David construisit là un autel pour le Seigneur, puis il offrit des holocaustes et des sacrifices de paix. Il invoqua le Seigneur, et le Seigneur lui répondit par le feu venu du ciel sur l’autel de l’holocauste. 1Ch 21, 26 : Hag e savas eno David un aoter d’an Aotrou, hag e reas holokostoù ha peoc’h-aberzhoù ; hag e pedas an Aotrou, a respontas dezhañ dre an tan eus an Neñvoù war aoter an holokost.
Alors le Seigneur ordonna à l’ange de remettre l’épée au fourreau. 1Ch 21, 27 : Hag e lavaras an Aotrou d’an ael distreiñ e gleze en e c’houin.
À ce moment-là, David, voyant que le Seigneur lui avait répondu sur l’aire d’Ornane le Jébuséen, y offrit des sacrifices. 1Ch 21, 28 : Neuze, pa welas David en devoa respontet dezhañ an Aotrou war leur Ornan ar Jebousiad, e reas aberzhoù eno.
La Demeure du Seigneur que Moïse avait faite dans le désert et l’autel de l’holocauste se trouvaient à ce moment-là sur le lieu sacré de Gabaon. 1Ch 21, 29 : Annezlec’h an Aotrou, en devoa graet Moizez er gouelec’h, hag aoter an holokostoù a oa er mare-se war an uhellec’h a zo e Gabaon.
Mais David n’avait pu s’y présenter pour consulter Dieu, car il avait été effrayé par l’épée de l’ange du Seigneur. 1Ch 21, 30 : Met ne c’helle ket David mont dirazi evit goulennata an Aotrou, dre ma oa bet spontet gant kleze ael an Aotrou.
