Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Premier livre des Chroniques » Chapitre 18

Premier livre des Chroniques - Chapitre 18

Levr : Levr kentañ an Danevelloù
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29

Chapitre 18



Après cela, David battit les Philistins et les soumit. Il prit de la main des Philistins Gath et ses dépendances. 1Ch 18, 1 : Ha setu goude-se e faezhas David ar Filistiz hag o sujas hag e tapas Gat hag he c’hêriadennoù diouzh dorn ar Filistiz.

Puis il battit les gens de Moab qui furent asservis à David et payèrent tribut. 1Ch 18, 2 : Hag e faezhas Moab, hag e voe Moabiz servijerien David, hag e tougent truaj.

David battit Hadadèzer, roi de Soba, à Hamath, alors qu’il allait établir son pouvoir sur l’Euphrate. 1Ch 18, 3 : Hag e faezhas David Adadezer, roue Soba, war-du Emat, pa oa o vont da lakaat e zorn war ar stêr Eufrates.

David lui prit mille chars, sept mille cavaliers et vingt mille fantassins. Il fit couper les jarrets de tous les attelages et n’en laissa qu’une centaine. 1Ch 18, 4 : Hag e tapas David digantañ mil karr ha seizh mil marc’heg hag ugent mil troadeg ; hag e vuturnias David an holl sterniadoù, ha ne viras anezho nemet kant.

Les Araméens de Damas vinrent au secours de Hadadèzer, roi de Soba, mais David battit vingt-deux mille hommes parmi les Araméens. 1Ch 18, 5 : Hag e teuas Aramiz Damask da skoazellañ Adadezer, roue Soba, hag e faezhas David, a-douez an Aramiz, daou vil den warn-ugent.

David établit des postes de garde chez les Araméens de Damas. Aram fut asservi à David et paya tribut. En tout lieu où allait David, le Seigneur lui donnait la victoire. 1Ch 18, 6 : Hag e lakaas David gwardoù war Aramiz e Damask, hag e voe Aramiz evit David sujidi o tougen truaj. Hag e roe trec’h an Aotrou da Zavid e kement lec’h ma-z ae.

David prit les carquois en or appartenant aux serviteurs de Hadadèzer et les emporta à Jérusalem. 1Ch 18, 7 : Hag e tapas David ar skoedoù aour a oa gant servijerien Adadezer hag o degasas da Jeruzalem.

À Tibhath et à Koun, villes de Hadadèzer, David prit du bronze en grande quantité ; Salomon en fit la Mer de bronze, les colonnes et les objets de bronze. 1Ch 18, 8 : Hag eus Tebah hag eus Koun, kêrioù Adadezer, e tapas David arem e-leizh-meurbet : gantañ e reas Salomon ar mor arem, hag ar pileroù hag al listri arem.

Lorsque Tôou, roi de Hamath, apprit que David avait battu toute l’armée de Hadadèzer, roi de Soba, 1Ch 18, 9 : Hag e klevas Tou, roue Emat, en devoa faezhet David holl armead Adadezer, roue Soba.

il envoya son fils Hadoram auprès du roi David, pour le saluer et le féliciter d’avoir fait la guerre à Hadadèzer et de l’avoir battu – en effet, Hadadèzer était constamment en guerre avec Tôou. Hadoram apporta toutes sortes d’objets en or, en argent et en bronze. 1Ch 18, 10 : Hag e kasas Adoram, e vab, davet ar roue David, da hetañ dezhañ peoc’h ha d’e vennigañ, dre m’en devoa graet brezel da Adadezer hag e faezhet, rak un den a rae brezel ouzh Tou e oa Adadezer ; kas a rae a bep seurt listri aour hag arc’hant hag arem.

Le roi David consacra ces objets au Seigneur, en plus de l’argent et de l’or qu’il avait enlevés à toutes les nations : Édom, Moab, les fils d’Ammone, les Philistins et Amalec. 1Ch 18, 11 : An traoù-se ivez, o c’hensakriñ a reas ar roue David d’an Aotrou, gant an arc’hant hag an aour en devoa degaset eus an holl vroadoù, eus Edom hag eus Moab, hag eus mibien Amon, hag eus ar Filistiz, hag eus Amalek.

Abishaï, fils de Cerouya, battit les gens d’Édom dans la vallée du Sel, au nombre de dix-huit mille. 1Ch 18, 12 : Hag Abisai, mab Sarvia, a faezhas Edomiz e traonienn an Holen : triwec’h mil.

Il établit des postes de garde en Édom, et tous les gens d’Édom furent asservis à David. En tout lieu où allait David, le Seigneur lui donnait la victoire. 1Ch 18, 13 : Hag e lakaas en Edom gwarded, hag e voe holl Edomiz sujidi da Zavid. Hag e roe trec’h an Aotrou da Zavid e kement lec’h ma-z ae.

David régna sur tout Israël, faisant droit et justice à tout son peuple. 1Ch 18, 14 : Hag e renas David war Israel a-bezh, hag e sevenas ar gwir hag ar reizhder e-keñver e holl bobl.

Joab, fils de Cerouya, commandait l’armée ; Josaphat, fils d’Ahiloud, était archiviste ; 1Ch 18, 15 : Ha Joab, mab Sarvia, a oa e penn an arme ; ha Josafat, mab Ahiloud, a oa diellour ;

Sadoc, fils d’Ahitoub, et Abimèlek, fils d’Abiatar, étaient prêtres ; Shawsha était secrétaire ; 1Ch 18, 16 : ha Sadok, mab Ac’hitob, hag Abimelek, mab Abiatar : beleien ; ha Sousa, skrib ;

Benaya, fils de Joad, commandait les Kerétiens et les Pelétiens. Les fils de David étaient les premiers aux côtés du roi. 1Ch 18, 17 : ha Banaias, mab Joiada, a oa e penn ar Gretiz hag ar Beletiz ; ha mibien David : ar re gentañ e-tal ar roue.