Premier livre des Chroniques - Chapitre 17
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29
Chapitre 17
Lorsque David habita dans sa maison, il dit au prophète Nathan : « Voici que j’habite dans une maison de cèdre, et l’arche de l’Alliance du Seigneur est sous un abri de toile ! » 1Ch 17, 1 : Ha setu, pa chomas David en e di, e lavaras David da Natan, ar profed : "Setu me o chom en un ti sedrez, hag Arc’h Emglev an Aotrou dindan stignoù".
Nathan répondit à David : « Tout ce que tu as l’intention de faire, fais-le, car Dieu est avec toi. » 1Ch 17, 2 : Hag e lavaras Natan da Zavid : "Kement a zo ez kalon, hen gra, rak Doue a zo ganit".
Mais, cette nuit-là, la parole de Dieu fut adressée à Nathan : 1Ch 17, 3 : Ha setu en nozvezh-se e voe komz an Aotrou gant Natan, o lavarout :
« Va dire à David, mon serviteur : Ainsi parle le Seigneur : Ce n’est pas toi qui me bâtiras une maison pour que j’y habite. 1Ch 17, 4 : Kae ! Hag e lavari da Zavid, va servijer : Evel-hen e komz an Aotrou : N’eo ket te a savo din un ti-annez.
Depuis le jour où j’ai fait monter Israël et jusqu’à ce jour, je n’ai jamais habité dans une maison ; j’allais d’une tente à une autre et d’une demeure à une autre. 1Ch 17, 5 : Rak n’on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz em eus savet Israel eus an Egipt betek hiziv ; hag ez on bet a dinell da dinell, eus un annez d’egile.
Pendant tout le temps où j’étais comme un voyageur avec tout Israël, ai-je demandé à un seul des juges que j’avais institués pasteurs de mon peuple : “Pourquoi ne m’avez-vous pas bâti une maison de cèdre ?” 1Ch 17, 6 : E-keit ha m’em eus kerzhet e-kreiz Israel a-bezh, daoust hag ur gomz am eus lavaret da unan eus barnerien Israel em boa kemennet dezho peuriñ va fobl ? Ha lavaret em eus : Perak ne savit ket din un ti-sedrez ?
Tu diras donc à mon serviteur David : Ainsi parle le Seigneur de l’univers : C’est moi qui t’ai pris au pâturage, derrière le troupeau, pour que tu sois le chef de mon peuple Israël. 1Ch 17, 7 : Ha bremañ, evel-hen e komzi ouzh va servijer David : Evel-hen e komz Aotrou an armeoù : Me am eus da gemeret eus ar peurvanoù a-dreñv an deñved evit bezañ rener war va fobl Israel.
J’ai été avec toi partout où tu es allé, j’ai abattu devant toi tous tes ennemis. Je te ferai un nom égal à celui des plus grands de la terre. 1Ch 17, 8 : Hag ez on bet ganit dre-holl 'lec’h ec’h eus kerzhet, hag em eus distrujet da holl enebourien a-zirazout, hag em eus graet dit un anv evel anv ar re vrasañ war an douar ;
Je fixerai en ce lieu mon peuple Israël, je l’y planterai, il s’y établira et ne tremblera plus, et les méchants ne viendront plus le maltraiter, comme ils l’ont fait autrefois, 1Ch 17, 9 : hag em eus lakaet ul lec’h d’am fobl Israel, hag em eus he flantet, hag emañ o chom el lec’h-se, ha ne vo ken trubuilhet, ha n’adkrogo ket mibien ar fallagriezh d’he heskinañ evel diagent.
depuis le temps où j’ai institué des juges pour conduire mon peuple Israël. J’ai humilié tous tes ennemis. Je t’annonce que le Seigneur te bâtira une maison. 1Ch 17, 10 : Hag abaoe an deizioù em eus urzhiet barnerien war va fobl Israel, hag em eus sujet da holl enebourien, em eus kemennet dit : un ti a savo dit an Aotrou.
Quand tes jours seront accomplis et que tu rejoindras tes pères, je te susciterai dans ta descendance un successeur, qui sera l’un de tes fils, et je rendrai stable sa royauté. 1Ch 17, 11 : Ha setu, pa vo peurechu da zeizioù evit mont gant da hendadoù, e savin eus da lignez, war da lerc’h, unan a vo eus da vibien, hag e startain e rouantelezh.
C’est lui qui me bâtira une maison, et je rendrai stable pour toujours son trône. 1Ch 17, 12 : Eñ eo a savo din un Ti, hag e startain e dron da viken.
Moi, je serai pour lui un père ; et lui sera pour moi un fils ; je ne lui retirerai pas ma fidélité comme je l’ai retirée à celui qui t’a précédé. 1Ch 17, 13 : Me a vo evitañ un Tad, hag eñ a vo evidon ur mab, ha va zrugarez ne zilamin ket digantañ evel m’em eus dilamet digant an hini a oa ez-raok.
Je l’établirai pour toujours dans ma maison et dans mon royaume, et son trône sera stable pour toujours. » 1Ch 17, 14 : Hag hen dalc’hin em zi hag em rouantelezh da viken, hag e dron a vo start da viken".
Toutes ces paroles, toute cette vision, Nathan les rapporta fidèlement à David. 1Ch 17, 15 : Hervez an holl lavarioù-se, ha hervez an holl gweledigezh-se e komzas Natan ouzh David.
Le roi David vint s’asseoir en présence du Seigneur. Il dit : « Qui suis-je donc, Seigneur Dieu, et qu’est-ce que ma maison, pour que tu m’aies conduit jusqu’ici ? 1Ch 17, 16 : Hag e teuas ar roue David da azezañ dirak an Aotrou, hag e lavaras : "Piv on, Aotrou Doue, ha petra eo va zi, dit bezañ va degaset betek amañ ?
Mais cela ne te paraît pas suffisant, à toi Dieu, et tu adresses une parole à la maison de ton serviteur pour un avenir lointain. Tu m’as considéré comme un homme de haut rang, Seigneur Dieu. 1Ch 17, 17 : Ha re nebeut e oa se ouzh da zaoulagad, o Doue ; rak komzet ec’h eus evit ti ho servijer evit pell-amzer, ha sellet ouzhin evel ouzh renk un den uhel, Aotrou Doue.
Qu’est-ce que David pourrait ajouter à la gloire que tu lui as donnée ? Toi, tu connais ton serviteur. 1Ch 17, 18 : Petra a ouzhpennfe c’hoazh David dit, evit an enor graet d’az servijer ? Rak Te, da servijer a anavezez !
Seigneur, à cause de ton serviteur, et selon ton cœur, tu as accompli toute cette grande action, pour faire connaître toutes tes grandeurs. 1Ch 17, 19 : Aotrou, abalamour d’az servijer ha hervez da galon ec’h eus graet an holl vell-draoù-se, evit reiñ da anaout an holl draoù-meur-se.
Seigneur, personne n’est comme toi, et il n’y a pas de Dieu en dehors de toi, d’après tout ce que nous avons entendu de nos oreilles. 1Ch 17, 20 : Aotrou, n’eus ket eveldout, n’eus ket a Zoue estregedout, hervez holl bezh hon eus klevet gant hon divskouarn.
Est-il sur la terre une seule nation comme ton peuple Israël ? Ce peuple, Dieu est allé le libérer pour qu’il devienne son peuple. Pour te faire un nom, par de grandes actions et des choses redoutables, tu as chassé des nations devant ton peuple, que tu as libéré d’Égypte. 1Ch 17, 21 : Ha pehini, evel da bobl Israel, eo ar vroad nemeti war an douar, ma-z eo aet Doue da zasprenañ evit bezañ e bobl, hag ober dit un Anv dre oberoù bras ha spontus en ur argas broadoù, dirak da bobl az poa dasprenet eus an Egipt ?
Tu t’es donné ton peuple Israël afin qu’il soit ton peuple à jamais, et toi, Seigneur, tu es devenu son Dieu. 1Ch 17, 22 : Hag ec’h eus lakaet da bobl Israel da vezañ da bobl da viken, ha Te, Aotrou, a zo deuet, o Doue.
Maintenant donc, Seigneur, la parole que tu as dite à ton serviteur et à sa maison, qu’elle tienne pour toujours, et agis selon ce que tu as dit ! 1Ch 17, 23 : Ha bremañ, Aotrou, an dra ac’h eus lavaret diwar-benn da servijer ha diwar-benn e di da vezo gwiriet da viken ! Ha gra evel m’ec’h eus lavaret !
Que cette parole soit tenue et que ton nom soit exalté pour toujours ! Que l’on dise : “Le Seigneur de l’univers est le Dieu d’Israël, il est Dieu pour Israël”, et que la maison de David ton serviteur subsiste en ta présence. 1Ch 17, 24 : Ra vo gwiriet, ha ra vo meurekaet da Anv da viken, o lavarout : Aotrou an armeoù a zo Doue Israel, a zo un Doue evit Israel ! Ha ti David, da servijer, da vezo divrall dirazout !
Oui, c’est toi, mon Dieu, qui as fait cette révélation à ton serviteur, à savoir lui bâtir une maison. C’est pourquoi ton serviteur se tient en prière devant toi. 1Ch 17, 25 : Rak Te, va Doue, ac’h eus roet da c’houzout d’az servijer o lavarout e savfes dezhañ un ti. Setu perak en deus kavet da servijer kalon da bediñ dirazout.
Seigneur, c’est toi qui es Dieu, et tu as fait cette magnifique promesse à ton serviteur. 1Ch 17, 26 : Ha bremañ, Aotrou, Te hag a zo Doue, ac’h eus prometet an eurvad-se d’az servijer.
Daigne bénir la maison de ton serviteur, afin qu’elle soit pour toujours en ta présence. Car toi, Seigneur, tu bénis, et la maison est bénie pour toujours ! » 1Ch 17, 27 : Ac’hanta ! Teurvez bennigañ ti da servijer, ma vezo da viken dirazout ; rak pan eo Te, Aotrou, a vennig, ez eo benniget da viken !"
