Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre de Ben Sira le Sage » Chapitre 11

Livre de Ben Sira le Sage - Chapitre 11

Levr : Levr Furnez Ben Sirac'h
Chapitre : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |

Chapitre 11



La sagesse de l’humble lui tient la tête haute, et le fait asseoir au milieu des grands. Si 11, 1 : Furnez an den izel a ro uhelded d’e benn hag hen lak d’azezañ e kreiz ar re vras.

Ne fais pas l’éloge d’un homme parce qu’il est beau, et ne repousse personne à cause de son apparence. Si 11, 2 : Na veul ket un den evit e gened, ha n’az pez doñjer ouzh den en abeg d’e vin.

L’abeille est un des plus petits êtres qui volent, mais ce qu’elle produit est d’une douceur exquise. Si 11, 3 : Bihan e-touez an nijerien eo ar gwenan met e penn an dousterioù emañ frouezh o labour.

Ne mets pas ta fierté dans le vêtement que tu portes, et ne t’exalte pas au jour de ta gloire. Car les œuvres du Seigneur sont étonnantes, et son action, cachée aux hommes. Si 11, 4 : Na fouge ket gant an dilhad a wiskez, hag en deiz da c’hloar n’en em uhela ket : Rak an Aotrou hepken eo burzhudus e oberoù, ha kuzhet ouzh an dud eo e labour.

Beaucoup de souverains ont été déposés, et un inconnu a porté le diadème, Si 11, 5 : Kalz a dud flastret a zo aet d’azezañ war an tron, hennezh en deus douget ar gurunenn na soñjed ket ennañ ;

Bien des princes ont subi les derniers outrages, et des gens illustres ont été livrés aux mains d’autrui. Si 11, 6 : tud galloudus e-leizh o deus anavezet brasañ dismegañsoù, ha tud glorius a zo bet lakaet etre daouarn ar re all.

Ne blâme pas avant de t’être informé, réfléchis d’abord, et tu pourras critiquer. Si 11, 7 : A-raok ober enklask, na damall ket ; en em soñj da gentañ ha goude-se e tamalli.

Ne réponds pas avant d’avoir écouté, et n’interromps pas celui qui parle. Si 11, 8 : A-raok bezañ selaouet, na respont ket ; hag e-kreiz e gaoz n’a ket da droc’hañ d’un all.

Ne t’enflamme pas dans une affaire qui ne te regarde pas, ne prends pas parti dans une querelle de pécheurs. Si 11, 9 : N’a ket war an dael en un afer n’out ket karget anezhi, ha n’a ket d’azezañ da varn gant pec’herien.

Mon fils, ne te lance pas dans beaucoup d’entreprises : si tu les multiplies, tu ne t’en tireras pas sans dommage. Même en courant, tu n’aboutiras à rien et tu ne pourras pas t’en sortir par la fuite. Si 11, 10 : Bugel, arabat dit plediñ gant re a draoù, ma klaskez ober re, ne vi ket hep rebech, ma redez war o lerc’h, ne dapi ket anezho, ha n’helli ket diflipañ dre dec’hout.

Un tel se dépense, se donne du mal, s’active, et n’en est que plus dépourvu. Si 11, 11 : Hennezh en em skuizh, a boagn, a hast, a zo c’hoazh muioc’h dibourvez a se.

Tel autre est faible, il a besoin de soutien, il manque de moyens et ne surabonde que de misère. Mais les yeux du Seigneur l’ont regardé avec bienveillance, pour le relever de son abaissement Si 11, 12 : Hemañ a zo gwan, ezhomm a skoazell dezhañ, hep nerzh hag e barr ar baourentez, met daoulagad an Aotrou a sell outañ evit e vad, hag a adsav anezhañ eus e izelder :

et redresser sa tête, à l’étonnement de tous. Si 11, 13 : Reiñ a ra uhelder d’e benn ha kalz ouzh e welout ’zo estlammet.

Bonheur et malheur, vie et mort, richesse et pauvreté viennent du Seigneur. Si 11, 14 : Ar mad hag an droug, ar vuhez hag ar marv, paourentez ha pinvidigezh a zeu digant an Aotrou.

Sagesse, science et connaissance de la Loi viennent du Seigneur, amour et pratique des bonnes œuvres viennent de lui. Si 11, 15 : Ar furnez, ar skiantegezh, hag anaoude-gezh al Lezenn a zeu digant an Aotrou ar garantez hag hent an oberoù mat a zeu digant an Aotrou.

L’égarement et les ténèbres ont été créés pour les pécheurs, ceux qui se targuent de leur malice vieillissent avec elle. Si 11, 16 : Diheñcherezh ha teñvalijenn ’zo bet krouet evit ar bec’herien ; ar re en em blij en droug e kosha an droug ganto.

Le Seigneur maintient ses dons à ceux qui sont religieux ; sa bienveillance, à jamais, les conduit. Si 11, 17 : Donezon an Aotrou a chom tra an dud reizh, E c’hrad vat a ro dezho berzh da viken.

Tel s’enrichit à force d’être économe et regardant, mais voici ce qu’il y gagne : Si 11, 18 : Hemañ a binvidika dre forzh teurel pled hag espern ha sed amañ e lod a c’hounid,

quand il dit : « Enfin le repos ! Maintenant je vais jouir de mes biens », il ignore combien de temps cela va durer : il devra laisser ses biens à d’autres et mourra. Si 11, 19 : lavarout : kavet em eus an diskuizh ha bremañ ez an da zebriñ eus va madoù ! Hogen n’oar ket petra c’hoarvezo e lezo pep tra d’ar re all.

Reste attaché à ton métier, sois assidu, continue ton ouvrage jusqu’à la vieillesse. Si 11, 20 : Bez start ez kevredelezh gant Doue, ro dezhi da vuhez ha kosha el labour-se.

Ne sois pas admiratif devant les œuvres du pécheur, fais confiance au Seigneur et persévère dans ta besogne. Car il est facile au Seigneur d’enrichir le pauvre à l’improviste, en un instant. Si 11, 21 : Na vez ket estonet gant oberennoù ar pec’her, az pez feiz en Aotrou ha dalc’h ez labour ; rak tra aes da zaoulagad an Aotrou a zo pinvidikaat en un taol-trumm, an den didra.

La récompense de qui est religieux, c’est la bénédiction du Seigneur : en peu de temps, il fait fleurir cette bénédiction. Si 11, 22 : Bennozh Doue a zo gopr an den deol, en ur momed buan e lak e vennozh da vleuniañ.

Ne dis pas : « De quoi pourrais-je avoir besoin ? Quels biens puis-je avoir encore ? » Si 11, 23 : Na lavar ket : "Eus petra em eus ezhomm, ha peseurt madoù 'c’hellan c’hoazh esperout ?

Ne dis pas non plus : « J’ai tout ce qu’il me faut. Quel mal pourrait encore m’atteindre ? » Si 11, 24 : Na lavar ket : "Ar pezh am eus ezhomm am eus, ha peseurt droug c’hellfe degouezhout ganin bremañ ?

Au jour du bonheur, on oublie le malheur ; au jour du malheur, on oublie le bonheur. Si 11, 25 : E deiz an eurvad e vez ankounac’haet ar gwalleur, hag e deiz ar gwalleur ne vez ket soñj ken eus an eurvad ;

Mais au jour de la mort, il est facile, pour le Seigneur, de rendre à l’homme selon sa conduite. Si 11, 26 : rak tra aes eo d’an Aotrou, da zeiz ar fin, rentañ da bep unan hervez e hentoù ;

La peine d’un moment fait oublier le bien-être, et les œuvres d’un homme se révèlent à ses derniers instants. Si 11, 27 : un eurvezh a zrougeur a ra ankounac’haat an dudi ha gant termen an den ez eo m’en em ziskuilh e oberoù ;

Avant sa mort, ne déclare personne heureux, car c’est au terme de sa vie que l’on connaît un homme. Si 11, 28 : a-raok e fin, na ra evurus eus den ebet rak gant e ziwezh ez eo e vez anavezet un den.

N’introduis pas n’importe qui dans ta maison, car un escroc a plus d’un tour dans son sac. Si 11, 29 : Na laka ket n’eus forzh piv da antren ez ti, rak niverus eo gwidreoù an den ganas.

Comme la perdrix qui sert d’appât dans une cage, tel est le cœur de l’orgueilleux : comme un espion, il guette et attend ta chute. Si 11, 30 : Evel ur glujar-grampinell er gaoued e klask an den lorc’hus da hoalañ, hag evel ur spier e c’hed da gouezhidigezh :

Pour tendre un piège, il tourne le bien en mal ; il jette le discrédit sur ce qui est estimable. Si 11, 31 : O treiñ ar mad en droug e stegn pechoù, ha war an traoù purañ e lez un intradur.

Une étincelle allume un grand brasier : le pécheur à l’affût va jusqu’au meurtre. Si 11, 32 : Un elienenn a laka un tantad da flammañ, hag ar pec’her a stegn pechoù lazhus.

Prends garde au malveillant, car il prépare un mauvais coup : il peut te discréditer à jamais. Si 11, 33 : Diwall diouzh an den fall rak itrikañ a ra an droug, gant aon na verkfe warnout ur saotradur peurbad.

Si tu introduis chez toi l’étranger, il y jettera le trouble et te rendra étranger aux gens de ta maison. Si 11, 34 : Degemer un estren ez ti, da sachañ a ray en trubuilh hag e lakaio tud da di da dreiñ a-enep dit.