Livre de Ben Sira le Sage - Chapitre 13
Chapitre : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Chapitre 13
Qui touche à du goudron se salit, qui fréquente un orgueilleux lui devient semblable. Si 13, 1 : An neb a stok ouzh ar peg en em saotro, hag an neb a hent an den lorc’hus en em heñvelaio outañ.
Ne te charge pas d’un fardeau trop pesant, ne t’associe pas à plus fort ou plus riche que toi. Comment au pot de terre associer le pot de fer ? Au premier choc, celui-là se brise. Si 13, 2 : Na laka ket warnout ur bec’h pounner, n’en em stag ket ouzh unan kreñvoc’h ha pinvidikoc’h egedout, penaos ar pod-pri a vefe kumpagnun ar pod-houarn ? Hemañ a skoio ouzh egile hag e vo torret hennezh.
Le riche commet une injustice, et c’est lui qui se fâche ! Le pauvre subit l’injustice, et il doit encore demander pardon. Si 13, 3 : Ar pinvidig a ra direizhderioù hag a gemer droug gant-se, ar paour a c’houzañv anezho, hag eñ eo an hini a zasped.
Tant que tu lui es utile, le riche se sert de toi ; mais quand tu seras dans le besoin, il te laissera tomber. Si 13, 4 : Ma-z out talvoudus evitañ e sacho warnout, Mar deuez da vankout, e tilezo ac’hanout ;
Si tu as quelque bien, il vivra avec toi, pour te dépouiller sans remords. Si 13, 5 : ma-z eus dit peadra e vevo ganit, da zibourc’hañ a raio hep en em skuizhañ e-unan.
A-t-il besoin de toi ? Il t’abuse, il te fait bon visage et te laisse espérer. Il t’adresse des compliments et dit : « De quoi as-tu besoin ? » Si 13, 6 : Hag eñ en deus ezhomm ac’hanout, da douellañ a raio, mousc’hoarzhin ouzhit, reiñ dit esper ; komz a raio gant douster ouzhit en ur lavarout : Eus petra ac’h eus ezhomm ?
Il te rend confus par ses festins, jusqu’à ce qu’il t’ait mis sur la paille deux ou trois fois, et pour finir il se moquera de toi ; s’il te voit par la suite, il passe son chemin. Après quoi, il te regardera de haut, te laissera tomber et hochera la tête à ton sujet. Si 13, 7 : Da lakaat a raio mezhek gant e festoù betek da gas da hesk div wech, teir gwech, hag a-benn ar fin e raio goap ouzhit ; ha goude-se p’az kwelo e lezo ac’hanout da gouezhañ hag e vrallo e benn dirazout.
Fais attention : ne te laisse pas abuser ni humilier par ta naïveté. Si 13, 8 : Taol evezh gant aon da vezañ touellet ha da vezañ mezhekaet en abeg d’az follentez.
Si un grand t’invite, dérobe-toi : il t’invitera de plus belle. Si 13, 9 : Pa vezez pedet gant un den bras, chom pell a-walc’h, da bediñ a raio muioc’h a se.
Ne t’impose pas, de peur d’être repoussé, ne te tiens pas trop loin, de peur d’être oublié. Si 13, 10 : Na zeu ket d’en em ginnig gant aon da vezañ dizarbennet, met n’en em zalc’h ket re bell, gant aon da vezañ ankounac’haet.
Ne t’avise pas de lui parler d’égal à égal, ne te fie pas à son bavardage, car par ce flot de paroles il te met à l’épreuve : il te scrute, même quand il te sourit. Si 13, 11 : Na gred ket komz outañ evel ouzh par, ha n’en em fiz ket en e gaoz fonnus, rak gant e gomzoù hir e tempto ac’hanout ha gant neuz a vadelezh e klasko da amprouiñ ;
Il divulguera impitoyablement tes propos et ne t’épargnera ni les coups ni les chaînes. Si 13, 12 : rak eñ didruez ra viro soñj eus da gomzoù, ne esperno dit nag an taolioù nag ar chadennoù.
Fais attention et prends bien garde, car tu frôles ta propre ruine. Si 13, 13 : Taol pled ha diwall da vat, rak bale a rez en arvar da gouezhañ.
Si tu entends cela, reste vigilant dans ton sommeil, aime le Seigneur ta vie durant et invoque-le pour ton salut. Si 13, 14 : Pa glevez kement-se ez kousked, dihun ; e-pad da holl vuhez, kar an Aotrou, ha ped anezhañ evit da silvidigezh.
Tout animal aime son semblable et tout homme, son pareil. Si 13, 15 : Pep buhezeg a gar e bar ha pep den, e nesañ.
Toute chair s’unit selon son espèce, et l’homme s’attache à son semblable. Si 13, 16 : Pep loen bev en em bar hervez e ouenn, hag an den en em stag ouzh an hini a zo heñvel outañ.
Quoi de commun entre le loup et l’agneau, entre qui est pécheur et qui est religieux ? Si 13, 17 : Penaos ar bleiz a vefe mignon an oan ? Evel-se ar pec’her e-keñver an den deol.
Quelle paix possible entre l’hyène et le chien ? Quelle paix entre le riche et le pauvre ? Si 13, 18 : Peseurt peoc’h a c’hellfe bezañ etre bleiz-broc’h ha ki ? Ha peseurt peoc’h etre pinvidig ha paour ?
L’âne sauvage du désert est la proie des lions, comme le pauvre est la pâture des riches. Si 13, 19 : Onagred ar gouelec’h a zo danvez-chase al leoned, evel-se ar beorien a zo ur preizh evit ar binvidien.
L’orgueilleux déteste l’humiliation, comme le riche déteste le pauvre. Si 13, 20 : Un euzhadenn evit an den lorc’hus, an izelded, evel-se un euzhadenn evit ar pinvidig eo ar paour.
Que chancelle un riche, il est soutenu par ses amis ; que tombe un pauvre, il est repoussé par les siens. Si 13, 21 : Ar pinvidig, pa vrañsell, a vez harpet gant e vignoned, an den izel avat, pa gouezh, e vignoned a argas anezhañ.
Quand le riche fait un faux pas, il trouve beaucoup d’appuis ; s’il dit des sottises, on lui donne raison. Mais quand un petit trébuche, on lui fait des reproches ; même s’il a des choses sensées à dire, on ne lui en donne pas l’occasion. Si 13, 22 : Ar pinvidig, pa ziroud, kalz a zeuy d’e skoazellañ, ma lavar sotonioù, e vo didamallet ; ar paour, ma tiroud, e vo rebechet se dezhañ, ma komz gant skiantegezh, ne zalc’her ket kont anezhañ.
Quand le riche prend la parole, tous font silence et portent son discours aux nues. Si le pauvre veut s’exprimer, on demande : « Qui est-ce ? » et s’il bute sur un mot, on l’enfonce. Si 13, 23 : Pa gomz ur pinvidig e tav an holl, ha savet e vez e gaoz betek an oabl : Pa gomz ar paour, e lavarer : Piv eo ? Ha ma teu da strebotiñ, e tistroader anezhañ.
La richesse est bonne tant qu’elle est sans péché ; la pauvreté est un mal, au dire de l’impie. Si 13, 24 : Mat eo ar binvidigezh pa-z eo dibec’h, ha fall eo ar baourentez da lavarezh an den fallakr.
Le cœur de l’homme modèle son visage soit en bien, soit en mal. Si 13, 25 : Kalon an den a gemm e zremm pe e mat pe e fall.
À cœur content, joyeux visage ; mais pour forger des proverbes, on s’épuise à réfléchir ! Si 13, 26 : Sin ur galon en he reizh, un dremm laouen, hogen dizoleiñ sturiennoù a c’houlenn emsoñj poanius.
