Livre de Ben Sira le Sage - Chapitre 39
Chapitre : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Chapitre 39
Il en va autrement de celui qui s’applique à la loi du Très-Haut et la médite : il cherchera à connaître la sagesse de tous les anciens et se consacrera à la lecture des prophètes. Si 39, 1 : E mod-all emañ kont gant an hini a stag e ene da brederiañ war Lezenn an Uhel-meurbet ; klask a ra furnez an holl henaourien ha gouestlañ a ra e amzer vak d’an diouganoù ;
Il retiendra l’histoire des hommes célèbres, il pénètrera dans les détours des paraboles, Si 39, 2 : Mirout a ra lavarennoù an dud vrudet hag e sell diabarzh troielloù ar parabolennoù ;
il cherchera le sens caché des proverbes, il retournera dans sa tête les énigmes des paraboles. Si 39, 3 : furchal a ra ster kuzh ar c’hrennlavarioù hag e tistro hep ehan war dalvoudegezh kuzh ar sturiennoù.
Il aura une place au service des grands, il se fera remarquer par les chefs, il voyagera dans les pays étrangers, car il a l’expérience du bien et du mal que font les hommes. Si 39, 4 : E-kreiz an dud uhel e kavo implij ha dirak ar renerien en em ziskouezo ; beajiñ a raio e broioù ar broadoù estren, rak arnodet en deus ar mad hag an droug a zo e-touez an dud.
Il s’appliquera de tout son cœur à servir dès le matin le Seigneur qui l’a créé. Il présentera sa supplication devant le Très-Haut, il ouvrira la bouche pour la prière et il suppliera pour ses péchés. Si 39, 5 : Stagañ a ra e galon da vont, a-dal tarzh an deiz, da gichen an Aotrou en deus graet anezhañ, evit aspediñ an Uhel-meurbet, digeriñ e c’henoù dirazañ d’e bediñ ha goulenn pardon evit e bec’hedoù.
Si le Seigneur souverain le veut, il sera rempli de l’esprit d’intelligence, il répandra comme une ondée ses paroles de sagesse, et dans la prière il rendra grâce au Seigneur. Si 39, 6 : Mar fell d’an Aotrou, d’an Doue meur, e vo leuniet gant ar spered a boellegezh, skuilhañ a raio komzoù a furnez, hag en e bedenn e kanmeulo an Aotrou.
Il suivra le droit chemin dans ses décisions comme dans son savoir, et il méditera sur les secrets de Dieu. Si 39, 7 : Gounid a raio reizhder ar c’huzul hag ar skiant dre brederiañ war sekredoù Doue ;
Il fera connaître l’enseignement qu’il a reçu et mettra sa fierté dans la loi de l’Alliance prescrite par le Seigneur. Si 39, 8 : lakaat a raio da splannañ kaerder e gelennadurezh en ur dennañ gloar eus Lezenn Kevredelezh an Aotrou.
Beaucoup feront l’éloge de son intelligence ; et jamais on ne l’oubliera. Son souvenir ne disparaîtra pas, son nom vivra de génération en génération. Si 39, 9 : Kalz a veulo e boellegezh ha biken ne vo ankounac’haet ; an eñvor anezhañ n’aio ket da goll hag e anv a vevo a oadvezh da oadvezh.
Les nations raconteront sa sagesse, l’assemblée proclamera ses louanges. Si 39, 10 : Ar broadoù a zezrevello e furnez, ha bodadeg ar bobl a embanno e veuleudi.
S’il prolonge sa vie, son nom passe avant mille autres, et s’il meurt, son œuvre est accomplie. Si 39, 11 : Ma chom e-pad pell e trec’ho e anv war mil anv all ha ma-z antre en e ziskuizh, e vo a-walc’h evitañ.
Je veux encore faire part de mes réflexions, car j’en suis plein comme est pleine la lune. Si 39, 12 : Fellout a ra din c’hoazh diskleriañ va emsoñjoù : Leuniet on ganto evel al loar en he c’hann.
Écoutez-moi, génération de saints : croissez comme la rose plantée au bord des eaux. Si 39, 13 : Va selaouit, bugale deol, ha kreskit, evel ar bod roz a sav war lez ur wazh-dour.
Comme le Liban, exhalez votre parfum, et fleurissez comme le lis. Élevez la voix, chantez ensemble, et bénissez le Seigneur en toutes ses œuvres. Si 39, 14 : Evel an ezañs skuilhit ho c’hwezh-vat, diglorit ho pleuñv evel al lili, dianalit ho porfum ha kanit ur c’hantik, bennigit an Aotrou evit e holl oberoù.
Rapportez à son nom la grandeur ; rendez-lui grâce par la louange, par le chant de vos lèvres et vos cithares. Et vous direz pour rendre grâce : Si 39, 15 : Uhelsavit e anv, rentit grasoù dezhañ en ur veuliñ anezhañ gant kan ho muzelloù ha son ho telennoù, hag e lavarot evit rentañ bennozh :
« Les œuvres du Seigneur sont toutes très bonnes, [et chacun de ses ordres s’accomplira en son temps. »] Si 39, 16 : Oberoù an Aotrou, na kaer ez int holl, E holl urzhioù a vez sevenet en o c’houlz. N’eus ket da lavarout : Petra eo kement-mañ, ha perak kement-se ! Rak pep tra a vo komprenet en e amzer.
Il n’y a pas à demander : « Qu’est-ce que ceci ? Pourquoi cela ? », car toute chose vient à point en son temps. À sa parole, les eaux se sont figées ; par un mot de sa bouche, il a mis les eaux en réserve. Si 39, 17 : Dirak e lavar e chom an dour a-sav evel un dolzenn, ha gant ur ger eus e c’henoù en em zigor mirlec’hioù an dour ;
À son ordre, tout s’accomplit selon son bon plaisir, et nul ne peut freiner sa force de salut. Si 39, 18 : gant e c’hourc’hemenn e vez sevenet e vennad ha n’eus den a c’hellfe enebiñ ouzh e silvidigezh.
Les œuvres de tous les mortels sont devant lui, rien ne peut rester caché à ses yeux. Si 39, 19 : Oberoù pep buhezeg a zo dirazañ. Ha n’eus ket tu d’en em guzhat diouzh e zaoulagad,
Son regard porte du début à la fin des temps ; il n’est rien qui puisse l’étonner. Si 39, 20 : E sell en em astenn a viskoazh da viken ha n’eus netra souezhus dirazañ.
Il n’y a pas à demander : « Qu’est-ce que ceci ? Pourquoi cela ? », car toute chose créée a son utilité. Si 39, 21 : Ne dleer ket lavarout : Petra eo kement-mañ, perak kement-se ? Rak pep tra a zo bet krouet evit rentañ e servij.
La bénédiction du Seigneur est comme un fleuve qui déborde, comme un torrent qui abreuve la terre. Si 39, 22 : E vennozh en deus goloet pep tra evel ur stêr vras, hag evel un dour-diluj en deus leuniet an douar,
Mais les nations auront sa colère en partage, comme au jour où il transforma une terre arrosée en désert de sel. Si 39, 23 : evel-se d’ar Baganed e ro da lod e gounnar, ha kemmet evel-se an dourioù e holen.
Ses voies sont droites pour les fidèles, et pleines d’obstacles pour les gens sans loi. Si 39, 24 : Eeun eo e hentoù evit e sent, evel ma-z int evit an dud fallakr skoselloù a streboterezh.
Dès l’origine les choses bonnes ont été créées pour les bons, et les mauvaises pour les pécheurs. Si 39, 25 : Ar madoù a zo bet krouet evit an dud vat a-dal an deroù, evel an drougoù evit ar bec’herien.
Ce qui est de première nécessité pour la vie de l’homme, c’est l’eau, le feu, le fer, le sel, la fleur de farine de froment, le lait et le miel, le sang de la grappe, l’huile et le vêtement. Si 39, 26 : Sed amañ ar pep retañ evit buhez an den : An dour, an tan, an houarn, an holen, flour ar bleud gwinizh, al laezh, ar mel, gwad ar barr-rezin, an eoul hag ar gwiskamant ;
Toutes ces choses sont pour le bien de qui est religieux, mais se changent en mal pour les pécheurs. Si 39, 27 : an holl draoù-se a zeu da vezañ ur mad evit an dud deol evel m’en em gemmont e drougoù evit ar bec’herien.
Certains vents ont été créés pour punir et, dans leur fureur, ils multiplient leurs ravages. Au temps de la destruction, ils déversent leur violence et assouvissent la fureur de Celui qui les a faits. Si 39, 28 : Avelioù ’zo a zo bet krouet evit ar c’hastiz, hag eñ en e gounnar a ro gresk d’o gwalennoù ; e amzer an distruj e strewont an drouknerzh o seveniñ fulor an hini en deus o graet.
Feu et grêle, famine et peste, tout cela a été créé pour punir. Si 39, 29 : Tan, kazarc’h, kernez ha bosenn, kement-se a zo bet krouet evit ar c’hastiz ;
Les dents des fauves, les scorpions, les vipères, l’épée vengeresse qui extermine les impies, Si 39, 30 : dent al loened ferv, ar c’hruged hag an naered, ha kleze an dial evit kastiz ar re fallakr,
se réjouissent tous d’exécuter ses commandements ; ils sont sur la terre, prêts en cas de besoin, et le moment venu, ne désobéiront pas aux ordres. Si 39, 31 : an holl a laouena da gas da benn e urzhioù ; emaint war an douar prest evit degouezh an ezhomm, ha d’ar c’houlz divizet ne zisentint ket ouzh e lavar.
Voilà pourquoi j’avais ma conviction depuis le début, j’ai réfléchi et j’ai écrit : Si 39, 32 : Gant se a-dal an derou, e oa start va menoz, prederiet em eus ha lakaet dre skrid :
« Toutes les œuvres du Seigneur sont bonnes, il pourvoit à tout besoin quand il le faut. » Si 39, 33 : Oberoù an Aotrou a zo mat an holl anezho, ha da bep ezhomm, d’ar c’houlz dleet, e respontont.
Il n’y a pas lieu de dire : « Ceci est pire que cela », car toute chose sera appréciée en son temps. Si 39, 34 : N’eus ket da lavarout : Kement-mañ a zo gwashoc’h eget kement-se, rak pep tra, en e goulz, a vo anavezet evel mat.
Et maintenant, chantez de tout votre cœur, à pleine voix, et bénissez le nom du Seigneur. Si 39, 35 : Ha bremañ, a greiz kalon hag a c’henoù, kanit ha bennigit anv an Aotrou !"
