Livre de Ben Sira le Sage - Chapitre 30
Chapitre : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Chapitre 30
Qui aime son fils lui donne souvent le fouet, pour qu’il fasse, plus tard, sa joie. Si 30, 1 : Neb a gar e vab a ro diarboell skourjez dezhañ evit kaout digantañ a-benn ar fin, levenez.
Qui élève bien son fils en retirera des satisfactions ; devant ses relations, il en sera fier. Si 30, 2 : Neb a zesk mat e vab en devo gounid gantañ, hag e-kreiz tud e anaoudegezh e vo stad ennañ.
Qui instruit son fils rendra son ennemi jaloux et, devant ses amis, il aura de quoi se réjouir. Si 30, 3 : Neb a gelenn mat e vab a lakaio gwarizi en e enebour, ha dirak e vignoned e tiskouezo joa diwar e benn.
Qu’un tel père vienne à disparaître, c’est comme s’il n’était pas mort, car il laisse après lui quelqu’un qui lui ressemble. Si 30, 4 : Ma teu an tad da vervel ez eo evel pa ne vije ket marv, rak lezel a ra war e lerc’h unan hañval outañ.
Pendant sa vie, voir son fils était sa joie ; au moment de mourir, il n’aura pas de regret. Si 30, 5 : En e vev e veze laouenaet gant e wel, hag en e varv n’en deus ket a zoan ;
Il laisse quelqu’un pour le venger de ses ennemis, et rendre à ses amis leurs bienfaits. Si 30, 6 : a-enep e enebourien e lez un dialer, ha d’e vignoned ez eus unan evit rentañ dezho o madoberoù.
Qui gâte son fils devra soigner ses blessures ; il sera bouleversé à chacun de ses cris. Si 30, 7 : Moumouner e vab a lieno e c’hloazioù, ha gant pep kriadenn anezhañ e vo strafuilhet e galon.
Un cheval mal dressé devient rétif, et un fils à qui tout est permis n’en fait qu’à sa tête. Si 30, 8 : Ur marc’h desket fall a zeu da vezañ amjestr, ur bugel lezet d’ober e benn a zeu da vezañ dizoujañs.
Cajole un enfant : il te consternera ! Plaisante avec lui : il te fera pleurer ! Si 30, 9 : Koulouch da vugel, da spontañ a raio, c’hoari gantañ, da c’hlac’hariñ a raio.
Ne ris pas avec lui si tu ne veux pas souffrir avec lui : tu finirais par grincer des dents. Si 30, 10 : Na c’hoarzh ket gantañ mar ne fell ket dit gouelañ ivez gantañ, hag a benn ar fin, skrignal da zent.
Ne lui laisse pas d’indépendance durant sa jeunesse, et ne ferme pas les yeux sur ses sottises. Si 30, 11 : Na lez ket frankiz dezhañ en e yaouankiz ha na serr ket da zaoulagad war e sotonioù :
Fais-lui courber l’échine pendant sa jeunesse, donne-lui une correction tant qu’il est enfant ; sinon, il deviendra obstiné et ne t’obéira plus, il sera le chagrin de ta vie. Si 30, 12 : Lak anezhañ da blegañ e choug en e yaouankiz, ha bloñs dezhañ e gostezioù keit ha m’eo bugel, gant aon na zisentfe ouzhit, aheurtet, ha na vefes glac’haret gant se.
Éduque ton fils, forme-le, pour ne pas te heurter un jour à son insolence. Si 30, 13 : Desav mat da vab ha stumm anezhañ a zoare evit n’az po ket da c’houzañv e vank a zoujañs.
Mieux vaut un pauvre en bonne santé et de constitution robuste qu’un riche torturé par la maladie. Si 30, 14 : Gwell eo ur paour yac’h ha kreñv eget un den pinvidik gwellaet e gorf.
Santé et bonne constitution valent mieux que tout l’or du monde ; un corps vigoureux vaut mieux qu’une immense fortune. Si 30, 15 : Yec’hed ha berzh a zo gwell eget holl aour ar bed, ur c’horfadur kreñv gwell eget teñzorioù divent.
Il n’est pas de richesse préférable à la santé du corps, ni de bien-être supérieur à la joie de vivre. Si 30, 16 : N’eus pinvidigezh ebet gwell eget ar yec’hed na joa dreist da levenez ar galon.
Mieux vaut la mort qu’une vie d’amertume, et le repos éternel qu’une maladie sans fin. Si 30, 17 : Gwelloc’h eo ar marv eget ur vuhez c’hwerv, hag an diskuizh peurbadel eget ur c’hleñved dizehan.
Des plats succulents devant une bouche sans appétit sont comme les aliments déposés sur une tombe. Si 30, 18 : Boued diouzh an druilh dirak ur genoù serret, evel-se ar bevañs lakaet dirak un idolenn.
Et qu’importe à l’idole une offrande, elle qui ne mange ni ne sent rien ? Tel est celui qui a de la fortune et ne peut en profiter : Si 30, 19 : Petra 'dalvez ar brofadenn d’un idolenn na ne zebr, na ne sant : Evel-se an hini a vez klasket warnañ gant an Aotrou, an hini en deus pinvidigezhioù ha n’hell ket tennañ dudi diouto :
il l’a sous les yeux et soupire, comme un eunuque étreint une jeune fille et soupire. Tel est celui qui veut établir la justice par la violence. Si 30, 20 : Sellout a ra gant e zaoulagad hag huanadiñ, evel ur spazhad o vriata ur plac’h yaouank hag oc’h hirvoudiñ.
Ne te laisse pas aller à la tristesse, ne te tourmente pas pour tes projets. Si 30, 21 : N’en em lez ket da vont d’an dristidigezh, ha n’en em chalez ket ez ratozh :
La joie du cœur fait vivre l’homme, et la gaieté prolonge la durée de ses jours. Si 30, 22 : Levenez ar galon, setu buhez evit an den, hag ar joa, sed a zegas astenn d’e zeizioù.
Divertis-toi, réconforte ton cœur, et chasse loin de toi la tristesse ; car la tristesse en a perdu beaucoup, elle ne sert à rien. Si 30, 23 : Ro mored d’az prederioù, ro frealz d’az kalon, an dristidigezh, pella anezhi diouzhit, rak an dristidigezh he deus kaset da goll kalz a dud, ha ne c’hell degas gounid ebet.
Jalousie et colère abrègent la vie, les soucis font vieillir avant l’heure. Si 30, 24 : Gwarizi ha kounnar a verra deizioù un den, ar prederioù a zegas kozhni a-raok an oad.
Qui a le cœur joyeux a bon appétit, et ce qu’il mange lui profite. Si 30, 25 : Ur galon lark a zo digor ivez d’he boued, ha ne chom ket diseblant dirak he bevañs.
