Livre de Ben Sira le Sage - Chapitre 28
Chapitre : 0 | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36 | 37 | 38 | 39 | 40 | 41 | 42 | 43 | 44 | 45 | 46 | 47 | 48 | 49 | 50 | 51 |
Chapitre 28
Celui qui se venge éprouvera la vengeance du Seigneur ; celui-ci tiendra un compte rigoureux de ses péchés. Si 28, 1 : An dialer a c’houzañvo dial an Aotrou, Eñ a zalc’h ur gont rik eus e holl bec’hedoù.
Pardonne à ton prochain le tort qu’il t’a fait ; alors, à ta prière, tes péchés seront remis. Si 28, 2 : Distaol e vankoù d’az nesañ, ha neuze pa bedi e vo diverket dit da bec’hedoù.
Si un homme nourrit de la colère contre un autre homme, comment peut-il demander à Dieu la guérison ? Si 28, 3 : Un den o virout kounnar enep un all, penaos e c’hellfe goulenn digant an Aotrou e bare ?
S’il n’a pas de pitié pour un homme, son semblable, comment peut-il supplier pour ses péchés à lui ? Si 28, 4 : Ouzh un den all, hag eñ e bar, n’en deus ket trugarez hag e pedfe evit e bec’hedoù-eñ ?
Lui qui est un pauvre mortel, il garde rancune ; qui donc lui pardonnera ses péchés ? Si 28, 5 : Eñ hag a zo kig a vir droukrañs, piv a bardono dezhañ e vankoù ?
Pense à ton sort final et renonce à toute haine, pense à ton déclin et à ta mort, et demeure fidèle aux commandements, ne garde pas de rancune envers le prochain, pense à l’Alliance du Très-Haut et sois indulgent pour qui ne sait pas. Si 28, 6 : Az pez soñj eus ar fin ha paouez a gasaat, az pez soñj eus ar breinadur hag eus ar marv ha neuze mir ar gourc’hemennoù ha na zalc’h ket droukrañs ouzh da nesañ, soñj e kevredelezh an Uhel-meurbet ha neuze tremen a-us d’ur mank a-enep dit.
Reste à l’écart des querelles, et tu pécheras moins, car un homme emporté attise les querelles. Si 28, 8 : Chom pell diouzh ar rendaeloù hag en em ziwalli diouzh ar pec’hed rak an den kounnarek a lak an tabut da flammañ.
Le pécheur sème le trouble entre les amis et jette la division parmi ceux qui vivent en paix. Si 28, 9 : Ar pec’her a lak strafuilh e-touez mignoned, hag a had disrann e-mesk ar re a vev er peoc’h.
Le feu brûle pour autant qu’on l’alimente, une querelle s’échauffe pour autant qu’on s’entête. La fureur d’un homme est à la mesure de sa force, et il gonfle sa colère en proportion de sa richesse. Si 28, 10 : Diouzh ar boued roet d’an tan e flamm ha diouzh an aheurterezh e kresk an tabut ; hervez braster e nerzh e vez fulor an den, hag hervez e binvidigezh e lez e gounnar da sevel.
Une dispute soudaine allume un feu, une querelle subite fait couler le sang. Si 28, 11 : Ur rendael trumm a enaou an tan, un tabut o tommañ prim a lak ar gwad da skuilhañ.
Souffle sur une braise, elle s’enflamme, crache dessus, elle s’éteint ; l’un comme l’autre vient de ta bouche. Si 28, 12 : C’hwezh war ur flammijenn hag e flammo, skop warni hag e varvo ; an eil hag egile a zo e galloud da c’henoù.
Maudits soient le diffamateur et la langue fourbe : ils ont perdu bien des gens qui vivaient en paix. Si 28, 13 : Mallozh d’ar flastrer ha d’an teod doubl, rak kaset o deus da goll kalz tud a veve er peoc’h.
La langue calomniatrice en a fait tomber beaucoup et les a chassés de nation en nation ; elle a détruit des villes fortes et renversé la maison de gens puissants. Si 28, 14 : An teod tridoubl en deus lakaet e brall kalz a dud hag en deus o dasstrewet a vroad da vroad ; distrujet en deus kêrioù kreñv ha diskaret tiez tud uhel.
La langue calomniatrice a fait répudier des femmes courageuses, les privant du fruit de leurs travaux. Si 28, 15 : An teod tridoubl en deus lakaet da argas gwragez kalonek en ur dennañ diouto frouezh o labourioù ;
Celui qui l’écoute ne trouvera jamais de repos et ne pourra pas habiter en paix. Si 28, 16 : neb a daol evezh outañ ne gavo ken an diskuizh, n’hello ket mui bezañ o chom er peoc’h ;
Un coup de fouet laisse une meurtrissure, un coup donné par la langue brise les os. Si 28, 17 : rak un taol skourjez a lez ur bloñsadur, met un teodad a vrev an eskern ;
Beaucoup sont tombés sous le tranchant de l’épée, combien plus sont tombés victimes de la langue ! Si 28, 18 : kalz a zo kouezhet dindan dremm ar c’hleze, met nebeutoc’h eget ar re bet lazhet gant an teod.
Heureux qui est à l’abri de ses atteintes, qui n’a pas été exposé à sa fureur, ni soumis à son joug, ni lié par ses chaînes. Si 28, 19 : Evurus an hini ’zo goudoret dioutañ ha n’eo ket tremenet a-dreuz d’e fulor ; ha n’en deus ket douget e yev, ha n’eo ket bet dalc’het gant e chadennoù.
Car son joug est un joug de fer et ses chaînes sont des chaînes de bronze. Si 28, 20 : Rak e yev a zo ur yev houarn, hag e chadennoù, chadennoù arem.
La mort qu’elle inflige est une mort terrible, mieux vaut encore le séjour d’en-bas. Si 28, 21 : Marv garv eo ar marv a ro, ha gwell egetañ eo an Hades.
Mais elle n’a pas d’emprise sur les gens religieux, et sa flamme ne les brûlera pas. Si 28, 22 : N’en devo ket a grog war an dud deol, hag en e flamm ne vint ket dêvet.
Ceux qui abandonnent le Seigneur tomberont en son pouvoir : elle les consumera sans s’éteindre ; elle s’élancera sur eux comme un lion, comme une panthère, elle les déchirera. Si 28, 23 : Ar re avat a zilez an Aotrou a gouezho ennañ ; dêviñ a raio enno ha ne vo ket lazhet ; laosket e vo warno evel ul leon, o gwallgas a raio evel ur banterenn.
Vois : tu entoures ton domaine d’une haie d’épines, tu mets sous clé ton argent et ton or, Si 28, 24 : Gwel, kelc’h gant spern da zomani, serr mat da arc’hant ha da aour ;
eh bien, pèse aussi tes mots sur une balance et mets à ta bouche porte et verrou. Si 28, 25 : evit da gomzoù, gra gant balañsoù ha pouez, ouzh da c’henoù lak un nor ha morailhoù.
Prends garde que la langue ne te fasse trébucher, tu tomberais devant celui qui te guette. Si 28, 26 : Diwall da vankout drezañ, gant aon da gouezhañ dirak an hini ’zo o c’hedal.
