Levr kentañ Samouel - Pennad 10
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 10
Alors, Samuel prit la fiole d’huile et la répandit sur la tête de Saül ; puis il l’embrassa et lui dit : « N’est-ce pas le Seigneur qui te donne l’onction comme chef sur son héritage ? 1S 10, 1 : Hag e kemeras Samouel ur vuredad eoul, hag e skuilhas anezhi war e benn, hag e pokas dezhañ en ur lavarout : "An Aotrou Doue, gant an eoul-mañ a sakr ac’hanout evel priñs war e bobl Israel. Te eo a vo o c’houarn pobl an Aotrou hag a denno anezho diouzh daouarn o enebourien tro-war-dro. Ha sed aze ar sin a ziskouez en deus an Aotrou da olevet war e hêrezh evel rener :
Aujourd’hui, quand tu m’auras quitté, tu trouveras deux hommes près du tombeau de Rachel, sur la frontière de Benjamin, à Cilçah, et ils te diront : “Elles sont retrouvées, les ânesses que tu étais allé chercher. Mais maintenant ton père a oublié l’affaire des ânesses, il se fait du souci pour vous et se dit : Que faire pour mon fils ?” 1S 10, 2 : Pa guitai hiziv a-ziouzhin, e kavi daou zen, e-kichen bez Rahel, e tiriad Benjamin, a lavaro dit : "Kavet hon eus an azenezed e oas aet da glask. Dilezet en deus da dad afer an azenezed, met nec’het eo ganeoc’h hag e lavar : Petra a rin evit va mab ?"
De là, poussant plus loin, tu arriveras au chêne de Tabor, où viendront te trouver trois hommes montant vers Dieu à Béthel, l’un portant trois chevreaux, l’autre portant trois couronnes de pain, le troisième une outre de vin. 1S 10, 3 : Hag e kendalc’hi alese, ha pelloc’h ez errui betek Dervenn Tabor, hag en em gavo ganit tri den o pignat etrezek Doue da Vetel, unan o tougen tri menn, unan o tougen teir dorzh vara, hag unan o tougen ur c’hroc’henad gwin,
Ils te salueront et te donneront deux pains que tu recevras de leurs mains. 1S 10, 4 : hag e heto dit peoc’h en ur reiñ dit div varaenn a zegemeri eus o dorn.
Après cela, tu arriveras à Guibéa de Dieu, où il y a des postes de garde philistins. Et là, en entrant dans la ville, tu tomberas sur un groupe de prophètes qui descendent du lieu sacré, précédés de harpes, tambourins, flûtes et cithares ; ils seront en état de transe prophétique. 1S 10, 5 : Ha goude ez errui war Run Doue, hag eno o deus ar Filistiz, gedourien. En ur erruout eno e kêr, e kouezhi war ur vandenn brofeded o tiskenn eus an uhelenn, en o raok telenn, taboulin, fleüt ha lourenn, hag o tiouganañ.
Alors l’Esprit du Seigneur s’emparera de toi, tu seras saisi de transe prophétique avec eux et tu seras changé en un autre homme. 1S 10, 6 : Hag e strinko warnout Spered an Aotrou, hag e tiougani ganto, hag e vi troet en un den all.
Quand se produiront pour toi de tels signes, agis selon ce qui se présentera, car Dieu est avec toi. 1S 10, 7 : Ha setu, pa vo deuet ar sinoù-se dit, e ri ar pezh az po galloud da ober : Doue a vo ganit.
Tu descendras avant moi à Guilgal. Et moi, je descendrai te rejoindre pour offrir des holocaustes et faire des sacrifices de paix. Pendant sept jours tu attendras, jusqu’à ce que je vienne te rejoindre. Alors je te ferai savoir comment tu dois agir. » 1S 10, 8 : Diskenn a ri em raok betek Gilgal, hag e tiskennin betek ennout evit ober holokostoù ha kinnig aberzhoù a beoc’h. Seizh deiz e c’hortozi, ken na zeuin betek ennout, hag e teskin dit petra ober".
Or, dès que Saül eut tourné le dos en quittant Samuel, Dieu changea son cœur, et tous ces signes se produisirent le jour même. 1S 10, 9 : Kerkent ha m’en devoa troet e gein evit mont digant Samouel, e voe cheñchet gant Doue ; ur galon all a voe dezhañ. Hag e c’hoarvezas an holl sinoù en deiz-se.
À l’entrée de Guibéa, voici qu’un groupe de prophètes vint à sa rencontre. L’Esprit de Dieu s’empara de lui, et il fut saisi de transe prophétique au milieu d’eux. 1S 10, 10 : War ar Run e oant oc’h erruout, hag ur vandenn brofeded war-arbenn dezhañ, pa strinkas warnañ Spered Doue, hag e tiouganas en o zouez.
Alors tous ceux qui le connaissaient de longue date virent qu’il prophétisait avec les prophètes. Et les gens se dirent l’un à l’autre : « Qu’est-il donc arrivé au fils de Kish ? Saül aussi est-il parmi les prophètes ? » 1S 10, 11 : Hag an holl re hen anaveze diagent a welas e oa e-mesk ar brofeded o tiouganañ ; hag e lavaras an dud an eil d’egile : "Petra en deus mab Kis ? Hag-eñ emañ Saoul e-touez ar brofeded ivez ?"
Un homme de cet endroit intervint pour dire : « Et qui est leur père ? ». Voilà comment est né le proverbe : « Saül aussi est-il parmi les prophètes ? » 1S 10, 12 : Hag e respontas un den alese o lavarout : "Ha piv eo o zad ?" Setu perak eo deuet ar c’hrenn-lavar : "Hag-eñ emañ Saoul e-touez ar brofeded ivez ?"
Lorsqu’il fut sorti de sa transe prophétique, il se rendit au lieu sacré. 1S 10, 13 : Ha p’en devoe echuet da ziouganañ, ez eas d’an uhelenn.
L’oncle de Saül lui demanda, ainsi qu’à son serviteur : « Où êtes-vous allés ? » Il répondit : « À la recherche des ânesses. Mais nous n’avons rien vu et nous nous sommes rendus chez Samuel. » 1S 10, 14 : Hag e lavaras eontr Saoul dezhañ ha d’e baotr : "Pelec’h e oac’h aet ? Hag e lavaras : "Da glask an azenezed ; gwelet hon eus ne oa netra, hag ez omp aet da gaout Samouel".
L’oncle de Saül dit : « Raconte-moi donc ce que Samuel vous a dit. » 1S 10, 15 : Hag e lavaras eontr Saoul : "Kont eta deomp petra en deus lavaret deoc’h Samouel".
Saül répondit à son oncle : « Il nous a simplement annoncé que les ânesses étaient retrouvées. » Cependant, à propos de la royauté, il ne lui raconta pas ce qu’avait dit Samuel. 1S 10, 16 : Disklêriet en deus deomp e oa kavet an azenezed. Met evit afer ar rouantelezh, ne gontas ket dezhañ ar pezh en devoa lavaret Samouel.
Samuel convoqua le peuple auprès du Seigneur, à Mispa. 1S 10, 17 : Galvet en devoa Samouel ar bobl davet an Aotrou e Maspa.
Il dit aux fils d’Israël : « Ainsi parle le Seigneur, le Dieu d’Israël : C’est moi qui ai fait monter Israël d’Égypte, qui vous ai délivrés de la main des Égyptiens et de tous les royaumes qui vous opprimaient. 1S 10, 18 : Hag e lavaras da vugale Israel : "Evel-hen e komz an Aotrou, Doue Israel : Savet em eus Israel eus an Egipt, ho tennet diouzh dorn an Egiptiz ha diouzh dorn an holl rouantelezhioù a oa ouzh ho mac’homañ.
Mais vous, aujourd’hui, vous avez rejeté votre Dieu, lui qui vous a sauvés de tous vos malheurs et de toutes vos angoisses, et vous lui avez dit : “C’est un roi que tu établiras sur nous ! Et maintenant, présentez-vous devant le Seigneur par tribus et par clans. » 1S 10, 19 : Hag hiziv e tisprizit ho Toue en deus ho salvet eus an holl reuzioù hag enkrezioù, o lavarout dezhañ : "Ur roue a lakai warnomp. Ac’hanta ! En em zalc’hit dirak an Aotrou dre veuriad ha dre viliadoù".
Samuel fit approcher toutes les tribus d’Israël, et la tribu de Benjamin fut désignée par le sort. 1S 10, 20 : Hag e reas tostaat Samouel holl veuriadoù Israel, hag e voe tapet meuriad Benjamin.
Il fit approcher la tribu de Benjamin par familles, et la famille de Matri fut désignée. Puis Saül fils de Kish fut désigné. On le chercha, mais sans le trouver. 1S 10, 21 : Hag e reas tostaat meuriad Benjamin dre gerentiezh, hag e voe tapet kerentiezh Matri, hag e voe tapet Saoul, mab Kis hag e voe klasket, ha ne voe ket kavet.
On interrogea encore le Seigneur : « Y a-t-il encore quelqu’un qui soit venu ici ? » Et le Seigneur dit : « Voici qu’il est caché parmi les bagages ! » 1S 10, 22 : Hag e voe goulennataet c’hoazh an Aotrou : "Ha deuet ’zo amañ c’hoazh un den ?" Hag e lavaras an Aotrou : "En em guzhat a ra e-mesk ar pakadoù".
On courut le tirer de là, et il se présenta au milieu du peuple ; il dépassait tout le monde de plus d’une tête. 1S 10, 23 : Hag e redjont d’e gerc’hat alese, hag hemañ, en e sav e-kreiz ar bobl, a oa uheloc’h eget an holl dud : adalek e skoaz e oa uheloc’h.
Samuel dit à tout le peuple : « Avez-vous vu celui que le Seigneur a choisi ? Il n’a pas son pareil dans tout le peuple. » Et tout le peuple fit une ovation, en criant : « Vive le roi ! » 1S 10, 24 : Hag e lavaras Samouel d’an holl dud : "Gwelout a rit an hini en deus dibabet an Aotrou ? N’eus ket eveltañ e-touez ar bobl a-bezh !" Hag e teredas an holl dud, hag e lavarjont : "Bevet ar roue !"
Samuel exposa au peuple le droit de la royauté ; il l’écrivit dans un livre qu’il déposa devant le Seigneur. Puis Samuel renvoya tout le peuple, chacun chez soi. 1S 10, 25 : Hag e lavaras Samouel d’an dud gwirioù ar rouantelezh, hag o skrivas e-barzh ul levr, a lakaas dirak an Aotrou. Hag e kasas Samouel an holl dud, pep hini d’ar gêr.
Saül aussi s’en alla chez lui, à Guibéa. Les hommes de valeur, dont Dieu avait touché le cœur, partirent avec lui. 1S 10, 26 : Ha Saoul a yeas d’ar gêr, e Gabaa, hag ez eas gantañ ar re gadarn en devoa gounezet Doue o c’halon.
Quant aux vauriens, ils dirent : « Comment celui-là nous sauverait-il ? » Ils le méprisèrent et ne lui apportèrent pas d’offrandes. Mais Saül fit comme s’il n’avait rien entendu. 1S 10, 27 : Met tud a netra a lavaras : "Penaos hor savetaio hemañ ?" Hag o devoe tispriz outañ ha ne gasjont ket dezhañ a brofoù. Eñ avat a oa dilavar.
