Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ Samouel » Pennad 26

Levr kentañ Samouel - Pennad 26

Levr : Levr kentañ Samouel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 26



Les gens de Zif vinrent trouver Saül à Guibéa pour lui dire : « Est-ce que David ne se cache pas sur la colline de Hakila, en face de la steppe ? » 1S 26, 1 : Hag ez erruas Zifiz da gaout Saoul e Gabaa en ur lavarout : "Daoust ha n’emañ ket David o kuzhat war run Hac’hila, e kreisteiz an dezerzh ?"

Saül se mit en route, il descendit vers le désert de Zif avec trois mille hommes, l’élite d’Israël, pour y traquer David. 1S 26, 2 : Hag e savas Saoul, hag e tiskennas da ouelec’h Zif, ha gantañ tri mil den eus an dibab, eus Israel, evit klask David e gouelec’h Zif.

Saül campa sur la colline de Hakila qui est en face de la steppe, au bord de la route. David, qui se tenait dans le désert, s’aperçut que Saül le poursuivait jusqu’au désert. 1S 26, 3 : Hag e kampas Saoul war run Hac’hila, a zo ouzh kreisteiz an dezerzh, e-kichen ar Jordan, ha David, hag a oa o chom er gouelec’h, a verzas e teue Saoul warnañ d’ar gouelec’h.

Il envoya des espions et fut certain de l’arrivée de Saül. 1S 26, 4 : Hag e kasas David spierien, hag e ouezas e oa deuet Saoul evit gwir.

David se mit en route et parvint à l’endroit où campait Saül. Il vit l’endroit où étaient couchés Saül et Abner, fils de Ner, le chef de son armée. Saül était couché au milieu du camp, et la troupe campait autour de lui. 1S 26, 5 : Hag e savas David, hag ez eas betek al lec’h ma kampe Saoul. Hag e welas David pelec’h e kouske Saoul hag Abner, mab Ner, penngadour e lu. Saoul a gouske er c’hreiz, hag ar soudarded a gampe en-dro dezhañ.

David prit la parole et dit à Ahimélek le Hittite ainsi qu’à Abishaï, fils de Cerouya, le frère de Joab : « Qui veut descendre avec moi au camp, jusqu’à Saül ? » Abishaï répondit : « Moi, je descendrai avec toi. » 1S 26, 6 : Hag e komzas David o lavarout da Ac’himelek, an Hitiad, ha da Abisai, mab Sarvia, breur Joab, evel-hen : "Piv a ziskenno ganin betek Saoul d’ar c’hamp ?" Hag e lavaras Abisai : "Me a ziskenno ganit".

David et Abishaï arrivèrent de nuit, près de la troupe. Or, Saül était couché, endormi, au milieu du camp, sa lance plantée en terre près de sa tête ; Abner et ses hommes étaient couchés autour de lui. 1S 26, 7 : Hag ez erruas David hag Abisai betek ar soudarded, e-kerzh an noz ; edo Saoul gourvezet, o kousket er c’hreiz, e c’hoaf sanket en douar e-kichen e benn, hag Abner gant ar soudarded gourvezet en-dro dezhañ.

Alors Abishaï dit à David : « Aujourd’hui Dieu a livré ton ennemi entre tes mains. Laisse-moi donc le clouer à terre avec sa propre lance, d’un seul coup, et je n’aurai pas à m’y reprendre à deux fois. » 1S 26, 8 : Hag e lavaras Abisai da Zavid : "Serret en deus Doue, hiziv, da enebour ez torn ; va lez da skeiñ warnañ gant ar goaf d’an douar, en un taol, kuit da adskeiñ !"

Mais David dit à Abishaï : « Ne le tue pas ! Qui pourrait demeurer impuni après avoir porté la main sur celui qui a reçu l’onction du Seigneur ? » 1S 26, 9 : Hag e lavaras David da Abisai : "N’e zistruj ket ! Piv a gasfe e zorn war olevad an Aotrou, hep bezañ kastizet ?"

Puis David ajouta : « Par la vie du Seigneur ! C’est le Seigneur seul qui le frappera, soit que son jour arrive et qu’il meure, soit qu’il descende au combat et qu’il y périsse. 1S 26, 10 : Hag e lavaras David : "Bevet an Aotrou ! an Aotrou eo a skoio gantañ, pe e zevezh a zeuio, hag e varvo, pe d’ar brezel e tiskenno hag e vo falc’het !

Que le Seigneur me préserve de porter la main sur lui, le messie du Seigneur ! Et maintenant, prends donc la lance qui est près de sa tête avec la gourde d’eau, et allons-nous en. » 1S 26, 11 : Nann ! dre an Aotrou ! Ne gasin ket va dorn war olevad an Aotrou ! Met evit bremañ, kemer ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar podad dour, ha deomp kuit !"

David prit la lance et la gourde d’eau qui étaient près de la tête de Saül, et ils s’en allèrent. Personne ne vit rien, personne ne le sut, personne ne s’éveilla : ils dormaient tous, car le Seigneur avait fait tomber sur eux un sommeil mystérieux. 1S 26, 12 : Hag e kemeras David ar goaf hag ar podad dour a oa e-kichen penn Saoul, hag int kuit. Den n’o gwelas, den ne ouezas, den ne zihunas, holl e kouskent ur c’housk pounner a oa kouezhet warno a-berzh an Aotrou.

David passa sur l’autre versant de la montagne et s’arrêta sur le sommet, au loin, à bonne distance. 1S 26, 13 : Hag e tremenas David en tu all ; hag en e sav, war lein ar menez, a-bell ha kalz a blas etrezo,

Alors David cria en direction de la troupe et d’Abner, fils de Ner : « Ne vas-tu pas répondre, Abner ? » Celui-ci répondit : « Qui es-tu, toi qui appelles le roi ? » 1S 26, 14 : e huchas David d’ar soudarded ha da Abner, mab Ner, o lavarout : "Ne responti ket, Abner ?" Hag e respontas Abner o lavarout : "Piv out, te hag a huch war ar roue ?"

David dit à Abner : « N’es-tu pas un homme, toi qui es sans égal en Israël ? Alors pourquoi n’as-tu pas veillé sur le roi, ton maître ? Quelqu’un du peuple est venu pour tuer le roi, ton maître. 1S 26, 15 : Hag e lavaras David da Abner : "Daoust ha ne oas ket ur gwaz ? Piv a oa eveldout en Israel ? Perak ne ziwallez ket da aotrou, ar roue ? Aet ’zo bet unan eus ar bobl evit distrujañ ar roue, da aotrou !

Ce n’est pas bien, ce que tu as fait là. Par la vie du Seigneur, vous méritez la mort pour n’avoir pas veillé sur votre maître, le messie du Seigneur. Maintenant, regarde où sont la lance du roi et la gourde d’eau qui étaient près de sa tête. » 1S 26, 16 : N’eo ket brav an dra-se ac’h eus graet ! Bevet an Aotrou ! Mibien an Ankoù ez oc’h, pa ne ziwallit ket hoc’h aotrou, bet olevet gant an Aotrou ! Ha bremañ, sell pelec’h emañ goaf ar roue hag ar podad dour a oa ouzh e benn !"

Saül reconnut la voix de David et dit : « Est-ce bien ta voix, mon fils David ? » David répondit : « C’est ma voix, mon seigneur le roi. » 1S 26, 17 : Hag ec’h anavezas Saoul mouezh David, hag e lavaras : "Ha da vouezh eo, va mab David ?" Hag e lavaras David : "Va mouezh eo, aotrou roue !"

Et il continua : « Pourquoi mon seigneur poursuit-il son serviteur ? Qu’ai-je donc fait et quel mal ai-je commis ? 1S 26, 18 : Hag e lavaras : "Perak emañ va aotrou o redek war-lerc’h e servijer ? Petra am eus graet ? Petra a zo em dorn, a fall ?

Que mon seigneur le roi daigne écouter maintenant les paroles de son serviteur. Si c’est le Seigneur qui t’a excité contre moi, qu’il soit apaisé par l’agréable odeur d’une offrande ! Mais si ce sont des êtres humains, maudits soient-ils devant le Seigneur ! Aujourd’hui ils m’ont expulsé, dépossédé de l’héritage du Seigneur, en disant : “Va servir d’autres dieux !” 1S 26, 19 : Bremañ eta, ra selaouo an aotrou roue komzoù e servijer : ma-z eo an Aotrou en deus da iset enep din, ra zegemero ur brofadenn ! Met mar d-eo tud, ra vezint milliget dirak an Aotrou, rak va argas a reont hiziv, evit va distagañ diouzh hêrezh an Aotrou, en ur lavarout : Kae da servijañ doueoù all !

Et maintenant, que mon sang ne soit pas répandu sur la terre, loin de la face du Seigneur. En effet, le roi d’Israël s’est mis en campagne pour chercher une simple puce, comme on chasse la perdrix dans les montagnes. » 1S 26, 20 : Met bremañ, gant na gouezho ket va gwad d’an douar, pell diouzh dremm an Aotrou ! Aet eo roue Israel da glask ur c’hwenenn evel ma chaseer ar glujar war ar menezioù !"

Saül dit : « J’ai péché. Reviens, mon fils David ! Je ne te ferai plus de mal, puisque ma vie a été aujourd’hui si précieuse à tes yeux. Oui, j’ai agi comme un fou et je me suis lourdement trompé. » 1S 26, 21 : Hag e lavaras Saoul : "Pec’het em eus ! Distro, va mab David, ne vin ken drouk ouzhit, peogwir ez eo bet ker va buhez ouzh da zaoulagad hiziv. Bet on diskiant, dianket kalz-meurbet".

David répondit : « Voici la lance du roi. Qu’un jeune garçon traverse et vienne la prendre ! 1S 26, 22 : Ha David o sevel e vouezh a lavaras da Saoul : "Setu goaf ar roue, ra zeuio unan bennak eus da dud yaouank d’e gerc’hat.

Le Seigneur rendra à chacun selon sa justice et sa fidélité. Aujourd’hui, le Seigneur t’avait livré entre mes mains, mais je n’ai pas voulu porter la main sur le messie du Seigneur. 1S 26, 23 : Hag an Aotrou da rento da bep hini hervez e reizhded hag e fealded ! Da lakaet en devoa an Aotrou hiziv etre va daouarn ha n’eus ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an Aotrou.

Et de même que ta vie aujourd’hui a eu beaucoup de valeur à mes yeux, de même ma vie en aura beaucoup aux yeux du Seigneur, qui me délivrera de toute angoisse. » 1S 26, 24 : Hag evel m’eo bet bras da vuhez ouzh va daoulagad, ken bras ra vezo va buhez ouzh daoulagad an Aotrou, ma vin saveteet gantañ diouzh pep enkrez".

Saül dit à David : « Béni sois-tu, mon fils David ! Oui, quoi que tu entreprennes, tu réussiras. » Puis David reprit son chemin, et Saül retourna chez lui. 1S 26, 25 : Hag e lavaras Saoul da Zavid : "Benniget out-te, va mab David ! Ya, ez oberoù e ri berzh !" Hag ez eas David gant e hent, ha Saoul a zistroas d’ar gêr.