Levr kentañ Samouel - Pennad 30
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 30
Lorsque David et ses hommes arrivèrent à Ciqlag le troisième jour, des Amalécites venaient de faire une incursion dans le Néguev et à Ciqlag. Ils avaient dévasté Ciqlag et l’avaient incendiée. 1S 30, 1 : Pa zegouezhas David hag e soudarded e Siklag d’an trede deiz, o devoa an Amalekiz argadennet en Negev hag enep Siklag ; skoet o devoa war Siklag hag he devet en tan,
Ils avaient réduit en captivité les femmes qui s’y trouvaient, sans tuer personne, ni petit ni grand, et les avaient tous emmenés, en continuant leur chemin. 1S 30, 2 : ha graet prizonidi ar maouezed hag an dud a oa enni, bihan ha bras. N’o devoa lakaet den ebet d’ar marv, met o c’haset en ur vont gant o hent.
David et ses hommes arrivèrent donc à la ville ; ils virent qu’elle était incendiée, et que leurs femmes, leurs fils et leurs filles étaient emmenés en captivité. 1S 30, 3 : Hag ez erruas David hag e soudarded e kêr, hag e oa tangwallet, hag ar maouezed, gant o mibien hag o merc’hed, a oa bet graet prizonidi.
Alors, David et les gens qui étaient avec lui poussèrent des cris et pleurèrent jusqu’à n’avoir plus la force de pleurer. 1S 30, 4 : Hag e savas David hag an dud a oa gantañ o mouezh da zifronkañ, betek ma n’o devoe ken a nerzh da ouelañ.
Les deux femmes de David avaient été emmenées captives : Ahinoam de Yizréel, et Abigaïl, femme de Nabal de Carmel. 1S 30, 5 : Div wreg David a oa bet tapet : Ac’hinoam eus Izreel, hag Abigail, bet gwreg Nabal, eus Karmel.
David fut dans une grande angoisse car les gens parlaient de le lapider, tous étant remplis d’amertume à cause de leurs fils et de leurs filles. Mais David reprit courage par le Seigneur son Dieu. 1S 30, 6 : Hag en devoa anken David meurbet, rak komz a rae an dud d’e veinata, ken c’hwerv ma oa ene an holl dud-se, pep hini evit e vibien pe e verc’hed. Met kennerzhet e voe David gant an Aotrou, e Zoue.
David dit au prêtre Abiatar, fils d’Ahimélek : « Apporte-moi donc l’éphod. » Abiatar apporta l’éphod à David. 1S 30, 7 : Hag e lavaras David da Abiatar, ar beleg, mab Ac’himelek : "Degas din an efod !" Hag e tegasas Abiatar an efod da Zavid.
David interrogea le Seigneur : « Si je poursuis cette bande de pillards, pourrai-je les atteindre ? » Et il lui dit : « Poursuis ! Sûrement, tu atteindras ! Sûrement, tu délivreras ! » 1S 30, 8 : Hag e c’houlennatas David an Aotrou o lavarout : "Redek a rin war-lerc’h ar vandenn-se ? Hag he zapout a rin ?" Hag e lavaras dezhañ : "Red war o lerc’h ! O zizhout hag o saveteiñ a ri".
David partit, ainsi que les six cents hommes qui étaient avec lui, et ils arrivèrent au torrent de Besor. Les autres étaient restés à Ciqlag. 1S 30, 9 : Hag ez eas David hag ar c’hwec’h kant den a oa gantañ, hag ez errujont betek froud Besor ; ar stlejerien a chomas eno,
David continua la poursuite avec quatre cents hommes, tandis que deux cents restaient sur place, étant trop fatigués pour traverser le torrent de Besor. 1S 30, 10 : hag e kendalc’has David gant pevar c’hant den. Chomet e oa daou c’hant den, re faezh evit treuziñ froud Besor.
On trouva dans la campagne un Égyptien. On l’amena auprès de David. Puis on lui donna du pain qu’il mangea, et on lui fit boire de l’eau. 1S 30, 11 : Kavet e voe un den egiptat war ar maez, hag e zegas a rejont da Zavid, hag e voe roet dezhañ bara, hag e tebras hag ec’h evas dour.
On lui donna encore du gâteau de figues et deux gâteaux de raisins secs. Après avoir mangé, il retrouva ses esprits. En effet, il n’avait rien mangé ni bu depuis trois jours et trois nuits. 1S 30, 12 : Hag e voe roet dezhañ un troc’had kouign-fiez ha daou a rezin sec’h, hag e tebras hag ez addeuas e spered dezhañ ; n’en devoa ket debret boued nag evet dour tri deiz ha teir noz a oa.
David lui demanda : « À qui appartiens-tu et d’où es-tu ? » Il répondit : « Je suis un jeune Égyptien, esclave d’un Amalécite. Mon maître m’a abandonné il y a trois jours, parce que j’étais malade. 1S 30, 13 : Hag e lavaras dezhañ David : "Da biv out-te, hag a belec’h e teuez ?" Hag e lavaras : "Ur paotr egiptat ez on, servijer un den amalekat, va dilezet en deus va mestr, dre ma oan klañv, hiziv ’zo tri deiz.
C’est nous qui avons fait une incursion au Néguev des Kerétiens, contre le Néguev de Juda et contre celui de Caleb, et nous avons incendié Ciqlag. » 1S 30, 14 : Argadennet hon eus e Negev Kretiz, hini Youda, ha Negev Kaleb ; ha Siklag hon eus tangwallet".
David lui dit : « Veux-tu me conduire jusqu’à cette bande ? » Il répondit : « Jure-moi par Dieu que tu ne me feras pas mourir et ne me livreras pas entre les mains de mon maître. Alors je te conduirai jusqu’à cette bande. » 1S 30, 15 : Hag e lavaras dezhañ David : "Ha diskenn a ri ganeomp betek ar vandenn-se ?" Hag e lavaras : "Tou din, dre Zoue, n’am lakai ket d’ar marv, n’am serri ket e dorn va mestr, hag e tiskennin ganit betek ar vandenn-se".
Il le conduisit donc. Voici que les Amalécites étaient éparpillés sur toute l’étendue du pays, mangeant, buvant, faisant la fête avec l’énorme butin qu’ils avaient pris au pays des Philistins et au pays de Juda. 1S 30, 16 : Hag e tiskennas gantañ ; ha setu ma oant a-stlabez war-c’horre ar vro, o tebriñ hag oc’h evañ hag o festal gant an holl breizh bras o devoa kemeret eus bro ar Filistiz hag eus bro Youda.
David les combattit depuis l’aube jusqu’au soir du lendemain. Aucun d’eux n’en réchappa, sinon quatre cents jeunes gens qui s’enfuirent à dos de chameau. 1S 30, 17 : Hag e skoas warno David, adalek tarzh-an-deiz betek an abardaez antronoz ; ne ziflipas diouto den ebet nemet pevar c’hant paotr a valee war gañvaled, hag a dec’has.
David délivra tous ceux qu’Amalec avait pris ; il délivra ainsi ses deux femmes. 1S 30, 18 : Hag e saveteas David kement tra en devoa kemeret Amalek ; hag e ziv wreg a saveteas David.
Il ne manqua personne, ni petit ni grand, aucun fils ni aucune fille, ni la moindre chose du butin, de tout ce qui leur avait été pris. David ramena le tout. 1S 30, 19 : Ne zioueras hini ebet dezho, na bihan na bras, na mab na merc’h, na preizh : kement tra a oa bet kemeret dezho, an holl a voe derenet gant David.
David prit tout le petit et le gros bétail. Ceux qui précédaient ce troupeau pour le conduire disaient : « Voilà le butin de David ! » 1S 30, 20 : Hag e kemeras David an holl zeñved hag ar saout. Ar re a gase en a-raok an tropell-mañ a lavare : "Setu preizh David".
David arriva près des deux cents hommes, trop fatigués pour le suivre et qui étaient restés au torrent de Besor. Ils se portèrent à la rencontre de David et de sa troupe. David s’avança avec sa troupe et les salua. 1S 30, 21 : Hag ez erruas David gant an daou c’hant den a oa bet re faezh evit mont war-lerc’h David, hag a oa bet lezet e-kichen froud Besor. Hag e teujont war-arbenn da Zavid ha d’an dud a oa gantañ ; hag e tostaas David ouzh an dud-se en ur hetiñ dezho ar peoc’h.
Mais parmi les hommes qui avaient accompagné David, ce furent tous les méchants et les vauriens qui prirent la parole et dirent : « Puisqu’ils ne sont pas venus avec nous, on ne leur donnera rien du butin que nous avons récupéré, si ce n’est à chacun sa femme et ses enfants. Qu’ils les emmènent et qu’ils s’en aillent ! » 1S 30, 22 : Hag e respontas an holl baotred fall, an dud-a-netra a-douez ar soudarded o devoa kerzhet gant David, o lavarout : "Peogwir n’o deus ket kerzhet ganeomp, ne vo ket roet dezho eus ar preizh hon eus saveteet, nemet da bep hini e wreg hag e vugale, da gas ganto ha da vont kuit !"
Mais David déclara : « Non, vous ne ferez pas cela, mes frères, avec ce que le Seigneur nous a donné. Il nous a gardés, il a livré entre nos mains la bande qui nous avait attaqués. 1S 30, 23 : Hag e lavaras David : "Na reot ket evel-se, va breudeur, gant ar pezh en deus roet an Aotrou deomp ; hon diwallet en deus, ha lakaet ar vandenn a oa deuet warnomp etre hon daouarn.
Qui pourrait vous écouter sur ce point ? En effet, comme est la part de celui qui descend au combat, ainsi est la part de celui qui reste aux bagages : ils partageront entre eux. » 1S 30, 24 : Piv a selaoufe ouzhoc’h evit an dra-se ? Lod an hini a ziskenn d’an emgann a zo evel lod an hini a chom war-dro an traoù ; a-gevret e lodennont".
À partir de ce jour, David en fit pour Israël une règle, un droit, qui vaut encore aujourd’hui. 1S 30, 25 : Hag e voe, adalek an deiz-mañ, ha war-lerc’h, lakaet se da reolenn ha da gustum evit Israel, betek hiziv.
Arrivé à Ciqlag, David envoya des parts de butin aux anciens de Juda, ses proches, avec ce message : « Pour vous, comme en bénédiction, voici une part du butin pris sur les ennemis du Seigneur. » 1S 30, 26 : Hag ez erruas David e Siklag, hag e kasas preizh da Gozhidi Youda, e geneiled, en ur lavarout : "Setu evidoc’h un donezon eus ar preizh diwar enebourien an Aotrou".
Il en envoya aussi à ceux de Béthel, à ceux de Ramoth-du-Néguev, à ceux de Yattir, 1S 30, 27 : Da re Vetel, da re Ramatnageb, ha da re Ieter,
à ceux d’Aroër, à ceux de Sifemoth, à ceux d’Eshtemoa, 1S 30, 28 : da re Aroer, da re Sefamot ha da re Estemo,
à ceux de Rakal, à ceux des villes des Yerahmëélites, à ceux des villes des Qénites, 1S 30, 29 : da re Garmel, da re kêrioù Ierameeliz ha da re kêrioù Ken,
à ceux de Horma, à ceux de Bor-Ashane, à ceux d’Atak, 1S 30, 30 : da re Horma, da re Borasan ha da re Atac’h,
à ceux d’Hébron et de tous les lieux où David et ses hommes étaient passés. 1S 30, 31 : da re Hebron, ha da re an holl lec’hioù m’en devoa kerzhet drezo David gant e soudarded.
