Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ Samouel » Pennad 8

Levr kentañ Samouel - Pennad 8

Levr : Levr kentañ Samouel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 8



Quand Samuel fut devenu vieux, il établit ses fils juges en Israël. 1S 8, 1 : Ha pa voe kozh Samouel, e lakaas e vibien da varnerien war Israel.

Son fils aîné s’appelait Joël, et le second, Abiya ; ils jugeaient à Bershéba. 1S 8, 2 : Hag anv e vab henañ a oa Yoel, hag anv an eil a oa Abia, hag e voent barnerien e Bersabea.

Mais ses fils ne marchèrent pas sur ses traces. Attirés par le gain, ils acceptèrent des cadeaux et firent dévier le droit. 1S 8, 3 : Met ne gerzhas ket e vibien war e roudoù ; pleget e oant war-lerc’h ar gounid hag e tegemerent donezonoù, hag e plegent ar gwir.

Tous les anciens d’Israël se réunirent et vinrent trouver Samuel à Rama. 1S 8, 4 : Hag en em vodas holl Gozhidi Israel evit dont da gaout Samouel e Rama.

Ils lui dirent : « Tu es devenu vieux, et tes fils ne marchent pas sur tes traces. Maintenant donc, établis, pour nous gouverner, un roi comme en ont toutes les nations. » 1S 8, 5 : Hag e lavarjont dezhañ : "Setu, kozh out, ha da vibien ne gerzhont ket war da roudoù ; laka deomp ur roue d’hor barn evel an holl vroadoù".

Samuel fut mécontent parce qu’ils avaient dit : « Donne-nous un roi pour nous gouverner », et il se mit à prier le Seigneur. 1S 8, 6 : Hag e voe fall an dra-mañ ouzh daoulagad Samouel, pa lavarent : "Ro deomp ur roue evit hor barn". Hag e pedas Samouel an Aotrou.

Or, le Seigneur lui répondit : « Écoute la voix du peuple en tout ce qu’ils te diront. Ce n’est pas toi qu’ils rejettent, c’est moi qu’ils rejettent : ils ne veulent pas que je règne sur eux. 1S 8, 7 : Hag e lavaras an Aotrou da Samouel : "Selaou ouzh mouezh ar bobl e kement tra a lavaront dit ; n’eo ket te a zistaolont, me eo a zistaolont, ma na vin ket roue warno.

Tout comme ils ont agi depuis le jour où je les ai fait monter d’Égypte jusqu’à aujourd’hui, m’abandonnant pour servir d’autres dieux, de même agissent-ils envers toi. 1S 8, 8 : Hervez an hevelep doare ober e reont abaoe an deiz m’o savis eus an Egipt betek hiziv : va dilezel ha servijañ doueoù all ; evel-se e reont ganit ivez.

Maintenant donc, écoute leur voix, mais avertis-les solennellement et fais-leur connaître les droits du roi qui régnera sur eux. » 1S 8, 9 : Bremañ avat, selaou ouzh o mouezh ha disklêr dezho gwir ar roue a reno warno".

Samuel rapporta toutes les paroles du Seigneur au peuple qui lui demandait un roi. 1S 8, 10 : Hag e lavaras Samouel holl gomzoù an Aotrou dirak ar bobl a c’houlenne digantañ ur roue.

Et il dit : « Tels seront les droits du roi qui va régner sur vous. Vos fils, il les prendra, il les affectera à ses chars et à ses chevaux, et ils courront devant son char. 1S 8, 11 : Lavarout a reas : "Setu pere a vo gwirioù ar roue a reno warnoc’h : ho mibien a gemero hag a lakaio gant e girri ha gant e virc’hi da redek dirak e garroñs,

Il les utilisera comme officiers de millier et comme officiers de cinquante hommes ; il les fera labourer et moissonner à son profit, fabriquer ses armes de guerre et les pièces de ses chars. 1S 8, 12 : hag o lakaat a ray da ofiserien a viliadoù ha da ofiserien a hanter-gantoù, ha da arat e aradurioù, da eostiñ e eostoù, da ober e armoù-brezel hag e harnezioù-kirri.

Vos filles, il les prendra pour la préparation de ses parfums, pour sa cuisine et pour sa boulangerie. 1S 8, 13 : Ho merc’hed a gemero evel louzaouerezed, keginerezed ha bouloñjerezed.

Les meilleurs de vos champs, de vos vignes et de vos oliveraies, il les prendra pour les donner à ses serviteurs. 1S 8, 14 : Ho parkeier, ho kwini hag hoc’h olivezegi gwellañ a gemero hag a roio d’e servijerien.

Sur vos cultures et vos vignes il prélèvera la dîme, pour la donner à ses dignitaires et à ses serviteurs. 1S 8, 15 : Diwar hoc’h edegoù ha diwar ho kwiniegoù e teogo evit reiñ d’e spazhidi ha d’e servijerien.

Les meilleurs de vos serviteurs, de vos servantes et de vos jeunes gens, ainsi que vos ânes, il les prendra et les fera travailler pour lui. 1S 8, 16 : Ho servijerien hag ho mitizhien, ho krennarded wellañ, hoc’h ezen a gemero d’ober ganto evit e labourioù.

Sur vos troupeaux, il prélèvera la dîme, et vous-mêmes deviendrez ses esclaves. 1S 8, 17 : Ho teñved a zeogo, hag e viot dezhañ e sklaved.

Ce jour-là, vous pousserez des cris à cause du roi que vous aurez choisi, mais, ce jour-là, le Seigneur ne vous répondra pas ! » 1S 8, 18 : Hag e c’harmot, en deiz-se, dirak ho roue ho po choazet warnoc’h, met ne responto ket an Aotrou deoc’h en deiz-se".

Le peuple refusa d’écouter Samuel et dit : « Non ! il nous faut un roi ! 1S 8, 19 : Hag e nac’has ar bobl sentiñ ouzh mouezh Samouel, hag e lavarjont : "Nann ! ur roue a vo warnomp !

Nous serons, nous aussi, comme toutes les nations ; notre roi nous gouvernera, il marchera à notre tête et combattra avec nous. » 1S 8, 20 : Hag e vezimp, ni ivez, evel an holl vroioù, hag hor barn a ray hor roue, hag e kerzho en hor raok en hor brezelioù".

Samuel écouta toutes les paroles du peuple et les répéta aux oreilles du Seigneur. 1S 8, 21 : Hag e selaouas Samouel holl gomzoù ar bobl, hag o lavaras ouzh divskouarn an Aotrou.

Et le Seigneur lui dit : « Écoute-les, et qu’un roi règne sur eux ! » Alors Samuel dit aux hommes d’Israël : « Allez ! chacun dans sa ville ! » 1S 8, 22 : Hag e lavaras an Aotrou da Samouel : "Selaou ouzh o mouezh ha laka ur roue da ren warno". Hag e lavaras Samouel da dud Israel : "Kit pep hini d’ar gêr".