Levr kentañ Samouel - Pennad 12
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 12
Samuel déclara à tout Israël : « Voyez comme j’ai écouté jusqu’au bout votre appel : j’ai fait régner sur vous un roi. 1S 12, 1 : Hag e lavaras Samouel da Israel a-bezh : "Selaouet em eus ouzh ho mouezh evit kement a lavarec’h din, hag em eus lakaet ur roue da ren warnoc’h.
Et maintenant, voici que le roi marche devant vous. Quant à moi, je suis devenu vieux, j’ai blanchi, et mes fils que voici sont avec vous. Moi qui ai marché devant vous depuis ma jeunesse jusqu’à ce jour, 1S 12, 2 : Bremañ avat, ar roue-se a gerzho en ho raok. Me a zo kozh, kabac’h ; va mibien a zo en ho touez, ha me am eus kerzhet en ho raok ez yaouank betek hiziv.
me voici ! Témoignez contre moi en face du Seigneur et de son messie : De qui ai-je pris le bœuf ? De qui ai-je pris l’âne ? Qui ai-je exploité ? Qui ai-je maltraité ? De la main de qui ai-je reçu un pot-de-vin pour fermer les yeux sur son cas ? – Je restituerai. » 1S 12, 3 : Setu me amañ : tamallit-me dirak an Aotrou ha dirak e olevad. Ejen piv am eus kemeret ? Azen piv am eus kemeret ? Piv am eus gaouet ? Piv am eus gwasket ? Diouzh dorn piv em eus kemeret un donezon, evit serriñ va daoulagad warnañ ? Prest on da rentañ".
Ils répondirent : « Tu ne nous as pas exploités, tu ne nous as pas maltraités et tu n’as rien pris de la main de personne. » 1S 12, 4 : Hag e lavarjont : "N’ec’h eus nag hor gaouet, nag hor gwasket, na kemeret diouzh dorn den netra".
Il leur dit : « Le Seigneur est témoin contre vous, et son messie est témoin aujourd’hui, que vous n’avez rien trouvé en ma main. » Ils dirent : « Il est témoin… » 1S 12, 5 : Hag e lavaras dezho : "Test eo an Aotrou enep deoc’h, ha test e olevad hiziv : ne gavit em dorn mann ebet !" Hag e lavarjont : "Test !"
Et Samuel dit au peuple : « Il est témoin, le Seigneur, lui qui a suscité Moïse et Aaron, et qui a fait monter vos pères du pays d’Égypte ! 1S 12, 6 : Hag e lavaras Samouel d’an dud : "An Aotrou en deus labouret gant Moizez ha gant Aaron, hag en deus savet ho hendadoù eus bro Egipt.
Et maintenant, tenez-vous prêts : que j’entre en jugement avec vous, devant le Seigneur, pour toutes les justes actions que le Seigneur a accomplies envers vous et vos pères. 1S 12, 7 : Ha bremañ, en em zalc’hit amañ, m’ho parnin dirak an Aotrou a-zivout holl vadoberoù an Aotrou, a reas evidoc’h hag evit ho tadoù.
Alors que Jacob était venu en Égypte, vos pères ont crié vers le Seigneur, et le Seigneur envoya Moïse et Aaron qui les ont fait sortir d’Égypte et les ont installés en ce lieu où nous sommes. 1S 12, 8 : Pa zeuas Jakob eus an Egipt, ha pa c’harmas ho tadoù etrezek an Aotrou, e kasas an Aotrou Moizez hag Aaron, a dennas ho tadoù diouzh an Egipt hag o diazezas el lec’h-mañ.
Mais ils ont oublié le Seigneur leur Dieu, et lui les a vendus au pouvoir de Sissera, chef de l’armée du roi de Haçor, au pouvoir des Philistins et au pouvoir du roi de Moab, qui leur ont fait la guerre. 1S 12, 9 : Met ankounac’haat a rejont an Aotrou, o Doue, o gwerzhas e dorn Sisera, penngadour lu Asor, hag e dorn ar Filistiz hag e dorn roue Moab, a rae brezel dezho.
Alors, ils ont crié vers le Seigneur : “Nous avons péché en abandonnant le Seigneur pour servir les Baals et les Astartés. Maintenant, délivre-nous de la main de nos ennemis, et nous te servirons !” 1S 12, 10 : Hag i da c’harmiñ etrezek an Aotrou en ur lavarout : "Pec’het hon eus, dilezet hon eus hon Aotrou ha servijet Baaloù hag Astarotoù. Met bremañ, tenn ac’hanomp diouzh dorn hon enebourien, ha da servijout a raimp".
Le Seigneur envoya Yeroubbaal, Baraq, Jephté et Samuel ; il vous a délivrés de la main de vos ennemis d’alentour, et vous avez pu habiter le pays en sécurité. 1S 12, 11 : Hag e kasas an Aotrou Jerobaal, Bedan, Jefta, Samouel a dennas ac’hanoc’h diouzh dorn hoc’h enebourien a-ziwar-dro, hag e chomjoc’h e surentez.
Mais quand vous avez vu Nahash, roi des fils d’Ammone, venir vous attaquer, vous m’avez dit : “Non, c’est un roi qui doit régner sur nous” – alors que votre roi, c’est le Seigneur votre Dieu. 1S 12, 12 : Ha pa weljoc’h e oa Nahash, roue Bugale Amon, o tont warnoc’h, ho poa lavaret din : ''Nann ! Met ur roue a reno warnomp'', goude ma-z eo an Aotrou, ho Toue, ho roue.
Et maintenant, voici le roi que vous avez choisi, celui que vous avez demandé, et voici que le Seigneur vous l’a donné. 1S 12, 13 : Ha bremañ, setu ar roue hoc’h eus dibabet, goulennet ! Lakaet en deus an Aotrou ur roue warnoc’h.
Puissiez-vous craindre le Seigneur, le servir, écouter sa voix, sans vous révolter contre les ordres du Seigneur et, vous-mêmes avec le roi qui règne sur vous, puissiez-vous suivre le Seigneur votre Dieu ! 1S 12, 14 : Gant ma toujot an Aotrou, ouzh e servijout, o sentiñ ouzh e vouezh ha nann o tisentiñ ouzh urzhioù an Aotrou, met o vezañ, c’hwi hag ar roue a ren warnoc’h, war-lerc’h an Aotrou, ho Toue !
Mais si vous n’écoutez pas la voix du Seigneur, si vous vous révoltez contre les ordres du Seigneur, la main du Seigneur sera contre vous, comme elle fut contre vos pères. 1S 12, 15 : Met ma ne selaouit ket mouezh an Aotrou, ma tisentit ouzh urzhioù an Aotrou, e vo dorn an Aotrou warnoc’h evel war ho tadoù.
Maintenant donc, tenez-vous prêts et voyez cette grande chose que le Seigneur va accomplir sous vos yeux. 1S 12, 16 : Bremañ c’hoazh, en em zalc’hit amañ, hag e welot an dra veur ez a an Aotrou d’ober dirak ho taoulagad.
N’est-ce pas aujourd’hui la moisson des blés ? Je vais invoquer le Seigneur, et il fera tonner et pleuvoir. Comprenez donc et voyez à quel point vous avez mal agi aux yeux du Seigneur en demandant pour vous-mêmes un roi. » 1S 12, 17 : Hag-eñ n’eo ket eost ar gwinizh hiziv ? Ez an da bediñ an Aotrou, hag e roio kurun ha glav, hag e vo anat deoc’h, o welout se, pebezh fallagriezh vras hoc’h eus graet ouzh daoulagad an Aotrou, o c’houlenn evidoc’h ur roue !"
Samuel invoqua le Seigneur, et le Seigneur fit tonner et pleuvoir ce jour-là. Tout le peuple éprouva une grande crainte à l’égard du Seigneur et de Samuel. 1S 12, 18 : Hag e pedas Samouel an Aotrou, hag e roas an Aotrou kurun ha glav en deiz-se.
Tout le peuple dit à Samuel : « Prie le Seigneur ton Dieu en faveur de tes serviteurs, afin que nous ne mourions pas. Oui, nous avons ajouté à tous nos péchés ce mal de demander pour nous un roi. » 1S 12, 19 : Hag o devoe aon an holl dud, meurbet, rak an Aotrou ha rak Samouel. Hag e lavaras an holl dud da Samouel : "Ped an Aotrou, da Zoue evit da servijerien, ma na varvimp ket ! Adlakaet hon eus war hon holl bec’hedoù, ar fallagriezh, o c’houlenn evidomp ur roue".
Samuel répondit au peuple : « Ne craignez pas ! Certes, vous avez fait tout ce mal. Mais cessez de vous écarter du Seigneur ; servez-le de tout votre cœur. 1S 12, 20 : Hag e lavaras Samouel d’an dud : "Bezit dizaon : graet hoc’h eus an holl droug-mañ, met na guitait ket a-ziwar-lerc’h an Aotrou.
Ne vous écartez pas du Seigneur : ce serait suivre les idoles de néant qui ne servent à rien et ne délivrent pas, car elles ne sont que néant. 1S 12, 21 : Servijit an Aotrou a holl galon, kuit da ziankañ war-lerc’h netraoù ha na servijont ket ha na savetaont ket, rak didalvez ez int.
Le Seigneur, lui, ne rejettera pas son peuple, à cause de son grand nom ; en effet, il a voulu faire de vous son peuple. 1S 12, 22 : Ne zilezo ket an Aotrou e Bobl, en abeg d’e anv bras, peogwir e fellas d’an Aotrou ober ganeoc’h e Bobl.
Et moi-même, quelle horreur pour moi si je péchais contre le Seigneur, si je cessais de prier en votre faveur ! Je vous enseignerai le chemin du bien et de la droiture. 1S 12, 23 : Evidon-me, pell diouzhin a bec’hiñ e-keñver an Aotrou en ur baouez da bediñ evidoc’h ! Desket em eus deoc’h an hent mat hag eeun.
Seulement, vous, craignez le Seigneur et servez-le en vérité, de tout votre cœur : voyez ce qu’il a fait de grand parmi vous. Mais si vous persistez à faire le mal, vous et votre roi, vous périrez. » 1S 12, 24 : Doujit an Aotrou ha servijit anezhañ ez-leal a holl galon. Gwelit na pegen bras en deus graet en ho keñver ! Ma rit an droug, c’hwi pe ho roue, ez eot da get !"
