Levr kentañ Samouel - Pennad 27
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 27
David se dit en lui-même : « C’est sûr, un jour ou l’autre, je périrai par la main de Saül. Mieux vaut donc pour moi m’échapper définitivement dans le pays des Philistins. Saül renoncera désormais à me chercher dans tout le territoire d’Israël ; ainsi j’échapperai à sa main ! » 1S 27, 1 : Hag e lavaras David en e galon : "Bremañ e vin falc’het un deiz bennak dre zorn Saoul. Evidon, ar gwellañ eo tec’hout da vro ar Filistiz, hag e tic’hoantaio diouzhin Saoul, n’am c’hlasko ken war holl diriad Israel, hag e vin saveteet eus e zorn".
David se mit en route avec les six cents hommes qui l’accompagnaient et passa chez Akish, fils de Maok, roi de Gath. 1S 27, 2 : Hag e savas David, hag e tremenas, eñ hag ar c’hwec’h kant den a oa gantañ, davet Ac’hish, mab Maoc’h, roue Gat.
David s’installa auprès d’Akish, à Gath, lui et ses hommes, chacun avec sa famille. David y était avec ses deux femmes : Ahinoam de Yizréel et Abigaïl de Carmel – la femme de Nabal. 1S 27, 3 : Hag e chomas David gant Ac’hish, e Gat, eñ hag e dud, pep hini en e di : David gant e ziv wreg, Ac’hinoam an Izreeliadez, hag Abigail, gwreg Nabal, eus Karmel.
On avertit Saül que David s’était enfui à Gath, et Saül cessa de le chercher. 1S 27, 4 : Hag e voe roet ar c’heloù da Saoul e oa tec’het David betek Gat, ha ne gendalc’has ket d’e glask.
David dit à Akish : « Si j’ai trouvé grâce à tes yeux, qu’on me donne un lieu où je puisse habiter, dans une ville à l’écart. Pourquoi ton serviteur habiterait-il auprès de toi, dans la ville royale ? » 1S 27, 5 : Hag e lavaras David da Ac’hish : "Ma kavan gras ouzh da zaoulagad, ra vezo roet din ul lec’h, e-barzh unan eus kêrioù ar maezioù, ma ’n em dennin eno ; perak e chomfe da servijer e kêr ar roue ganit ?"
Aussitôt, Akish lui donna Ciqlag. C’est pourquoi Ciqlag a appartenu aux rois de Juda, jusqu’à ce jour. 1S 27, 6 : Hag e roas Ac’hish Siklag dezhañ, en deiz-se. Setu perak ez eo Siklag da rouaned Youda betek hiziv.
La durée du séjour de David en territoire philistin fut d’un an et quatre mois. 1S 27, 7 : Hag e voe niver an deizioù ma chomas David e maezioù ar Filistiz, ur bloaz ha pevar miz.
David entreprit, avec ses hommes, des incursions chez les Gueshourites, les Guirzites et les Amalécites, ces peuplades qui, depuis toujours, occupent le territoire jusqu’à l’entrée de Shour et jusqu’au pays d’Égypte. 1S 27, 8 : Hag ez eas David hag e soudarded da argadiñ enep Gesouriz, Gerziz hag Amalekiz hag a oa o chom er vro, a-wechall, war-du Sour ha betek bro an Egipt.
David dévastait le pays, ne laissant en vie ni homme ni femme, s’emparant du petit et du gros bétail, des ânes, des chameaux, ainsi que des vêtements. Puis, à son retour, il se rendait chez Akish. 1S 27, 9 : Hag e pile David ar vro, ha ne leze den bev, paotr na plac’h, hag e tape deñved, saout, ezen, kañvaled ha dilhad ; hag e tistroe da gaout Ac’hish.
Quand Akish demandait : « Où avez-vous fait une incursion aujourd’hui ? », David répondait : « Contre le Néguev de Juda » ou « Contre le Néguev des Yerahmëélites » ou « Dans le Néguev des Qénites ». 1S 27, 10 : Hag e lavare Ac’hish : "Pelec’h eo bet an argad hiziv ?" Hag e lavare David : "Enep Negev Youda, enep Negev Ierameeliz hag enep Negev Keniz".
David ne laissait ramener vivant à Gath ni homme ni femme. Il se disait : « Ils pourraient parler contre nous et dire : “Voilà ce que David a fait”. » Telle fut sa manière d’agir tout le temps qu’il séjourna dans le pays philistin. 1S 27, 11 : Ne zegase David na paotr na plac’h e buhez betek Gat ; lavarout a rae outañ e-unan : "Gant aon na gontfent diwarnomp o lavarout : Evel-hen en deus graet David". Ar c’hiz-se en devoe en holl amzer ma chomas e maezioù ar Filistiz.
Akish faisait confiance à David. Il se disait : « David s’est rendu vraiment trop odieux à son peuple Israël : il restera mon serviteur à jamais. » 1S 27, 12 : Hag en devoa fiziañs Ac’hish e David ; lavarout a rae : "En em c’hraet en deus argarzhus d’e bobl, da Israel : bez’ e vo evidon ur servijer da viken".
