Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr kentañ Samouel » Pennad 28

Levr kentañ Samouel - Pennad 28

Levr : Levr kentañ Samouel
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 28



En ces jours-là, les Philistins rassemblèrent leurs armées et entrèrent en campagne pour combattre Israël. Akish dit à David : « Tu sais sûrement que tu vas partir avec moi à la guerre, toi et tes hommes. » 1S 28, 1 : D’ar mare-se e vodas Filistiz o c’hampoù en ul lu, evit ober brezel da Israel ; hag e lavaras Ac’hish da Zavid : "Gouzout a ouzout e teuez ganin d’ar c’hamp, te ha da soudarded".

David répondit à Akish : « Certes, tu sais, toi-même, ce que fera ton serviteur ! » Et Akish lui dit : « Eh bien, je te prends pour toujours comme garde du corps ! » 1S 28, 2 : Hag e lavaras David da Ac’hish : "Gouzout a rez eta ar pezh a ray da servijer". Hag e lavaras Ac’hish da Zavid : "Ya, diwaller va fenn az lakaan evit bepred".

Samuel était mort, tout Israël l’avait pleuré et l’avait enseveli dans sa ville, à Rama. Or Saül avait écarté du pays les nécromanciens et les devins. 1S 28, 3 : Ha Samouel a oa marvet hag en devoa graet kañv dezhañ Israel a-bezh hag e veziet e Rama, e gêr. Ha Saoul en devoa skarzhet an igromañserien hag an divinourien diouzh ar vro.

Les Philistins se rassemblèrent et vinrent camper à Shounem. Saül rassembla tout Israël. Ils campèrent à Gelboé. 1S 28, 4 : Hag en em vodas ar Filistiz, hag e teujont da gampañ e Sounam. Hag e vodas Saoul Israel a-bezh, hag e kampjont e Gelboe.

Quand Saül vit le camp des Philistins, il fut effrayé ; son cœur se mit à battre violemment. 1S 28, 5 : Hag e welas Saoul kamp ar Filistiz, hag en devoa aon, hag e krenas e galon, meurbet.

Saül interrogea le Seigneur, mais le Seigneur ne lui répondit ni par les songes, ni par les sorts, ni par les prophètes. 1S 28, 6 : Hag e c’houlennatas Saoul an Aotrou, ha ne respontas dezhañ an Aotrou na dre huñvreoù na dre an 'Ourim', na dre an diouganerien.

Alors Saül dit à ses serviteurs : « Cherchez-moi une femme experte en nécromancie ; j’irai chez elle pour la consulter. » Ses serviteurs lui dirent : « Il y a une nécromancienne à Enn-Dor. » 1S 28, 7 : Hag e lavaras Saoul d’e servijerien : "Klaskit din ur vaouez, mestrez war an igromañsoù ma-z in daveti d’he goulennata". Hag e lavaras e servijerien dezhañ : "Bez’ ez eus ur vaouez igromañserez en En-Dor".

Saül se déguisa, mit d’autres vêtements et partit, accompagné de deux hommes. Ils arrivèrent, de nuit, chez la femme. Saül lui dit : « Interroge pour moi l’esprit des morts et fais monter pour moi celui que je te dirai. » 1S 28, 8 : Hag en em zic’hizas Saoul en ur wiskañ dilhad all, hag ez eas, eñ ha daou zen gantañ, hag ez errujont e ti ar vaouez, da noz, hag e lavaras : "Sav din, mar plij, gant da igromañsoù, sav din an hini a lavarin dit".

La femme lui répondit : « Allons ! Tu sais toi-même ce que Saül a fait : il a supprimé du pays la nécromancie et la divination. Et toi, pourquoi veux-tu me tendre un piège qui me fera mourir ? » 1S 28, 9 : Hag e lavaras ar vaouez dezhañ : "Gouzout a rez ar pezh en deus graet Saoul : rasket en deus an igromañserien hag an divinourien diouzh ar vro ; perak e lakaez ur pech d’am buhez d’ober din mervel ?"

Mais Saül lui fit ce serment : « Par la vie du Seigneur, tu ne cours aucun risque dans cette affaire. » 1S 28, 10 : Hag e touas dezhi Saoul dre an Aotrou o lavarout : "Bevet an Aotrou ! N’az po pec’hed ebet gant an dra-se !"

La femme lui dit : « Qui ferai-je monter pour toi du séjour des morts ? » Il répondit : « Fais monter pour moi Samuel. » 1S 28, 11 : Hag e lavaras ar vaouez : "Piv a savin dit ?" Hag e lavaras : "Samouel ! Sav-eñ din !"

La femme vit Samuel et poussa un grand cri. Elle dit à Saül : « Pourquoi m’as-tu trompée ? Tu es Saül ! » 1S 28, 12 : Ha pa welas ar vaouez Samouel, e huchas a vouezh uhel, hag e komzas ar vaouez ouzh Saoul o lavarout : "Perak ec’h eus va zouellet ? te eo Saoul !"

Le roi lui dit : « Ne crains pas. Mais que vois-tu ? » La femme dit à Saül : « Je vois comme un dieu montant de la terre. » 1S 28, 13 : Hag e lavaras dezhi ar roue : "Bez dizaon ! petra a welez ?" Hag e lavaras ar vaouez da Saoul : "Un anaon a welan o pignat eus an douar".

Saül demanda : « Quelle est son apparence ? » Elle répondit : « Celui qui monte est un vieillard ; il est enveloppé d’un manteau. » Saül comprit alors que c’était Samuel. Il s’inclina, face contre terre, et se prosterna. 1S 28, 14 : Hag e lavaras dezhi : "Petore stumm en deus ?" Hag e lavaras hi : "Un den kozh a bign, paket en ur vantell". Hag e ouezas Saoul eo Samouel e oa, hag e taoublegas, e zremm d’an douar, hag e stouas.

Samuel dit à Saül : « Pourquoi as-tu troublé mon repos en me faisant monter ? » Saül dit : « Je suis dans une grande angoisse. Les Philistins me font la guerre, et Dieu s’est écarté de moi. Il ne me répond plus, ni par l’intermédiaire des prophètes, ni par les songes. Aussi t’ai-je appelé pour que tu m’indiques ce que je dois faire. » 1S 28, 15 : Hag e lavaras Samouel da Saoul : "Perak va zrubuilhañ, ouzh va sevel ?" Hag e lavaras Saoul : "Anken am eus, meurbet ; ar Filistiz a ra brezel ouzhin, ha Doue en deus va c’huitaet, ne respont ket din ken, dre ar brofeded na dre huñvreoù ; hag em eus da c’halvet evit reiñ din da c’houzout petra ober".

Samuel dit : « Et pourquoi m’interroges-tu, alors que le Seigneur s’est écarté de toi et qu’il est devenu ton adversaire ? 1S 28, 16 : Hag e lavaras Samouel : "Perak va goulennata, ma-z eo an Aotrou kuitaet diouzhit, ha mar d-emañ a-enep dit ?

Le Seigneur a fait comme il l’avait dit par mon intermédiaire : le Seigneur t’a arraché la royauté et l’a donnée à David, à ton prochain. 1S 28, 17 : Graet en deus an Aotrou evidout ar pezh en devoa lavaret drezon, ha diframmañ a ra an Aotrou ar rouantelezh eus da zorn, evit he reiñ d’ur c’heneil dit, da Zavid.

Puisque tu n’as pas obéi à la voix du Seigneur et que tu n’as pas traité Amalec selon l’ardeur de sa colère, eh bien, le Seigneur te traite aujourd’hui de cette manière. 1S 28, 18 : N’ec’h eus ket sentet ouzh mouezh an Aotrou. N’ec’h eus ket sevenet gwrez e gounnar war Amalek : alese an dra-mañ a ra dit an Aotrou hiziv :

Et avec toi le Seigneur livrera aussi Israël aux mains des Philistins. Demain, toi et tes fils, vous me rejoindrez. Même l’armée d’Israël, le Seigneur la livrera aux mains des Philistins. » 1S 28, 19 : lakaat a ra an Aotrou Israel, ha te da heul, etre daouarn ar Filistiz ; warc’hoazh, te ha da vibien a vo ganin, ha kamp Israel a vo lakaet gant an Aotrou e dorn ar Filistiz".

Aussitôt, Saül s’effondra par terre, de toute sa hauteur, tant les paroles de Samuel l’avaient effrayé. Il était aussi sans force, n’ayant rien mangé de toute la journée ni de toute la nuit. 1S 28, 20 : Hag afo Saoul a gouezhas war e hed d’an douar, aon dezhañ meurbet rak komzoù Samouel, hag ouzhpenn, dinerzh dre ma n’en devoa ket debret boued e-pad an deiz nag e-pad an noz.

La femme s’approcha de Saül et vit qu’il était tout bouleversé. Elle lui dit : « Tu le vois, ta servante t’a obéi : j’ai risqué ma vie et j’ai obéi aux ordres que tu m’as donnés. 1S 28, 21 : Hag e teuas ar vaouez davet Saoul, aon dezhi ken e krene meurbet, hag e lavaras dezhañ : "Sentet he deus da servijerez ouzh da vouezh ; lakaet em eus va buhez en arvar ha sentet ouzh ar c’homzoù a lavares din.

Mais maintenant, daigne écouter, toi aussi, la voix de ta servante : laisse-moi te servir un morceau de pain et mange ! Tu retrouveras des forces et tu pourras aller ton chemin. » 1S 28, 22 : Met bremañ, selaou eta, te ivez, ouzh mouezh da servijerez : lakaat a ran dirazout un tamm bara : debr, hag az po nerzh da vont gant an hent".

Il refusa et dit : « Je ne mangerai pas. » Mais ses serviteurs insistèrent, ainsi que la femme. Alors, il leur obéit, se leva de terre et s’assit sur le divan. 1S 28, 23 : Met n’houlle ket, hag e lavaras : "Ne zebrin ket !" Met pouezañ a reas warnañ e servijerien hag ar vaouez, hag e sentas ouzh o mouezh, hag e savas eus an douar, hag e koazezas war ar gwele.

La femme avait chez elle un veau à l’engrais. Elle se hâta de l’abattre. Ensuite, elle prit de la farine, la pétrit et fit cuire des pains sans levain. 1S 28, 24 : Bez' he devoa ar vaouez ul leue lart er c’hraou ; difraeañ a reas d’e lazhañ, hag e kemeras bleud, hen meras hag e poazhas bara dic’hoell.

Elle apporta le tout devant Saül et ses serviteurs. Ils mangèrent. Puis, s’étant levés, ils repartirent au cours de cette même nuit. 1S 28, 25 : Hag e kinnigas se da Saoul ha d’e servijerien. Hag e tebrjont, hag e savjont, hag ez ejont kuit en noz-se.