Levr kentañ Samouel - Pennad 15
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 15
Samuel dit à Saül : « C’est moi que le Seigneur a envoyé pour te donner l’onction comme roi sur son peuple, sur Israël. Et maintenant, écoute la voix, écoute les paroles du Seigneur. 1S 15, 1 : Hag e lavaras Samouel da Saoul : "Va c’haset en devoa an Aotrou d’az oleviñ evel roue war va fobl Israel. Ha bremañ, selaou mouezh, komzoù an Aotrou.
Ainsi parle le Seigneur des armées : Je vais demander compte à Amalec de ce qu’il a fait à Israël en lui barrant la route, lorsqu’il montait d’Égypte. 1S 15, 2 : Evel-hen e komz Aotrou an Armeoù : Ez an da gounaat ar pezh en devoa graet Amalek da Israel, ar pezh a lakaas dezhañ war an hent pa bigne eus an Egipt.
Maintenant donc, va ! Tu frapperas Amalec ; et vous devrez vouer à l’anathème tout ce qui lui appartient. Tu ne l’épargneras pas. Tu mettras tout à mort : l’homme comme la femme, l’enfant comme le nourrisson, le bœuf comme le mouton, le chameau comme l’âne. » 1S 15, 3 : Bremañ, kae ! Hag e skoi war Amalek, hag ec’h anaouei holl bezh en deus hep kaout truez outañ, o lakaat d’ar marv gwazed, maouezed, bugale, magadenned, oc’hen, deñved, kañvaled hag ezen".
Saül convoqua le peuple et le passa en revue à Telaïm. Il y avait deux cent mille fantassins et, en plus, dix mille hommes de Juda. 1S 15, 4 : Hag e c’halvas Saoul ar bobl hag o niveras e Telem : daou c’hant mil troadeg, ha dek mil den eus Youda.
Parvenu à la ville d’Amalec, Saül se mit en embuscade dans le lit du torrent. 1S 15, 5 : Hag ez erruas Saoul betek kêr Amalek, hag e lakaas ur ged e-kichen ar froud.
Il dit aux Qénites : « Allez, écartez-vous, sortez du milieu des Amalécites, de peur que je ne vous traite comme eux, alors que vous, vous avez agi avec fidélité envers tous les fils d’Israël quand ils montaient d’Égypte. » Et les Qénites s’écartèrent du milieu d’Amalec. 1S 15, 6 : Hag e lavaras Saoul da dud Ken : "It kuit ! Diskennit a-greiz Amalek, pe e pakan ac’hanoc’h ganto ; rak graet ho poa gras da holl vugale Israel pa bignent eus an Egipt". Hag ez eas kuit Keniz eus ti Amalek.
Saül frappa Amalec depuis Havila jusqu’à l’entrée de Shour qui est en face de l’Égypte. 1S 15, 7 : Hag e skoas Saoul war Amalek adalek Hevila, pan erruer e Sour, rag-enep d’an Egipt.
Il captura vivant Agag, le roi d’Amalec, et voua à l’anathème tout le peuple qu’il passa au fil de l’épée. 1S 15, 8 : Hag e tapas Agag, roue Amalek, bev ; hag an holl dud a anaoueas gant barvenn ar c’hleze.
Mais Saül et le peuple épargnèrent Agag, ainsi que le meilleur du petit et du gros bétail, les bêtes grasses, les agneaux et tout ce qu’il y avait de bon : ils ne voulurent pas les vouer à l’anathème. Par contre, tout ce qui était sans valeur et de mauvaise qualité, c’est cela qu’ils vouèrent à l’anathème. 1S 15, 9 : Met espernet e voe, gant Saoul hag e dud, Agag hag ar pep gwellañ eus an deñved, eus ar saout, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement tra mat a oa ; ha n’oullent ket o anaoueañ ; met kement tra a oa dister ha divalav a voe anaoueet.
La parole du Seigneur fut adressée à Samuel : 1S 15, 10 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Samouel o lavarout :
« Je me repens d’avoir fait régner Saül comme roi car il s’est détourné de moi et n’a pas accompli mes paroles. » Alors Samuel fut bouleversé et cria vers le Seigneur toute la nuit. 1S 15, 11 : Keuz am eus a vezañ lakaet da ren Saoul evel roue : distroet eo diwar va lerc’h ; va c’homzoù n’en deus ket sevenet. Kounnar en devoe Samouel, hag e c’harmas etrezek an Aotrou e-pad an noz.
Samuel se leva de bon matin pour rencontrer Saül. On vint lui annoncer : « Saül est allé au village de Carmel, il s’est dressé une stèle, il a fait demi-tour et, poussant plus loin, il est descendu à Guilgal. » 1S 15, 12 : Hag e savas Samouel war-arbenn da Saoul diouzh ar beure. Hag e voe roet keloù da Samouel o lavarout : "Aet eo Saoul d’ar C’harmel ; savet en deus eno ur c’houn-trec’h, hag ez eo adtremenet hag ez eo diskennet da c’hGilgal".
Samuel arriva auprès de Saül, et Saül lui dit : « Sois béni du Seigneur ! J’ai accompli la parole du Seigneur. » 1S 15, 13 : Hag ez eas Samouel da gaout Saoul. Hag e lavaras dezhañ Saoul : "Benniget out gant an Aotrou ! Peurc’hraet em eus komz an Aotrou".
Mais Samuel dit : « Quels sont ces bêlements qui frappent mes oreilles, et ces beuglements que j’entends ? » 1S 15, 14 : Hag e lavaras Samouel : "Ha petra eo trouz an deñved-mañ ouzh va divskouarn ? Ha trouz ar saout a glevan ?"
Saül répondit : « On a ramené ces animaux de chez les Amalécites : c’est que le peuple a épargné le meilleur du petit et du gros bétail en vue de le sacrifier au Seigneur ton Dieu, et ce qui restait, nous l’avons voué à l’anathème. » 1S 15, 15 : Hag e lavaras Saoul : "Diwar an Amalekiz ez int degaset ; espernet o deus an dud ar re wellañ eus an deñved hag eus ar saout evit o aberzhiñ d’an Aotrou, da Zoue ; ar rest hon eus anaoueet".
Samuel dit à Saül : « Assez ! Je vais t’apprendre ce que le Seigneur m’a dit pendant la nuit. » Saül lui dit : « Parle. » 1S 15, 16 : Hag e lavaras Samouel da Saoul : "Paouez ! Ez an da gontañ dit ar pezh en deus lavaret an Aotrou din en noz-mañ". Hag e lavaras dezhañ : "Komz !"
Alors Samuel déclara : « Toi qui reconnaissais ta petitesse, n’es-tu pas devenu le chef des tribus d’Israël, puisque le Seigneur t’a donné l’onction comme roi sur Israël ? 1S 15, 17 : Hag e lavaras Samouel : "Evidout da vezañ dister ouzh da zaoulagad da-unan, da bennrener meuriadoù Israel ez out bet olevet gant an Aotrou evel roue war Israel.
Il t’a envoyé en campagne et t’a donné cet ordre : “Va, et voue à l’anathème ces impies d’Amalécites, fais-leur la guerre jusqu’à l’extermination.” 1S 15, 18 : Hag en deus da gaset an Aotrou en hent o lavarout : Kae ! hag ec’h anaouei ar bec’herien-se, an Amalekiz, hag e ri brezel dezho, ken na vint peurzistrujet.
Pourquoi n’as-tu pas obéi à la voix du Seigneur ? Pourquoi t’es-tu jeté sur le butin. Pourquoi as-tu fait ce qui est mal aux yeux du Seigneur ? » 1S 15, 19 : Perak n’ec’h eus ket sentet ouzh mouezh an Aotrou hag ez out lammet war ar preizh, oc’h ober an droug ouzh daoulagad an Aotrou ?"
Saül répondit à Samuel : « Mais j’ai obéi à la voix du Seigneur ! Je suis allé là où il m’envoyait, j’ai ramené Agag, roi d’Amalec, et j’ai voué Amalec à l’anathème. 1S 15, 20 : Hag e lavaras Saoul da Samouel : "Sentet em eus ouzh mouezh an Aotrou ; bet on dre an hent m’en deus va c’haset an Aotrou ; degaset em eus Agag, roue Amalek, hag Amalekiz am eus anaoueet.
Dans le butin, le peuple a choisi le meilleur de ce qui était voué à l’anathème, petit et gros bétail, pour l’offrir en sacrifice au Seigneur ton Dieu, à Guilgal. » 1S 15, 21 : Met kemeret o deus an dud diwar ar preizh an deñved, ar saout gwellañ eus an anaoue evit o aberzhiñ d’an Aotrou, da Zoue, e Gilgal".
Samuel répliqua : « Le Seigneur aime-t-il les holocaustes et les sacrifices autant que l’obéissance à sa parole ? Oui, l’obéissance vaut mieux que le sacrifice, la docilité vaut mieux que la graisse des béliers. 1S 15, 22 : Hag e lavaras Samouel : "Hag-eñ eo plijet an Aotrou gant an holokostoù hag ar sakrifisoù pe gant ar sentidigezh ouzh e vouezh ? Sentidigezh a zo gwelloc’h eget sakrifis, doujañs a zo gwelloc’h eget lard ar meot.
La révolte est un péché comme la divination ; la rébellion est une faute comme la consultation des idoles. Parce que tu as rejeté la parole du Seigneur, lui aussi t’a rejeté : tu ne seras plus roi ! » 1S 15, 23 : Amsentidigezh a zo ken gwazh pec’hed ha sorserezh. Ha re-fiziañs a zo ur pec’hed a idolatriezh. Dre m’ac’h eus distaolet kuit komz an Aotrou Doue, an Aotrou Doue en deus da zistaolet kuit evel roue".
Saül dit à Samuel : « J’ai péché en transgressant l’ordre du Seigneur et tes paroles : c’est que j’ai eu peur du peuple et je lui ai obéi. 1S 15, 24 : Hag e lavaras Saoul da Samouel : "Pec’het em eus, treuzet em eus urzh an Aotrou ha da gomzoù. Aon am boa rak ar bobl, hag em eus selaouet ouzh o mouezh.
Maintenant, je t’en prie, enlève mon péché, reviens avec moi, que je me prosterne devant le Seigneur. » 1S 15, 25 : Met bremañ, pardon va fec’hed, distro ganin, hag ec’h azeulin an Aotrou".
Mais Samuel répondit à Saül : « Je ne reviendrai pas avec toi. Puisque tu as rejeté la parole du Seigneur, le Seigneur t’a rejeté pour que tu ne sois plus roi sur Israël. » 1S 15, 26 : Hag e lavaras Samouel da Saoul : "Ne zistroin ket ganit ; peogwir ec’h eus disprizet komz an Aotrou, da zisprizout a ray evel roue war Israel".
Comme Samuel se détournait pour partir, Saül saisit le pan de son manteau, qui fut arraché. 1S 15, 27 : Hag e troas Samouel evit mont, hag e krogas Saoul e pastell e vantell, a fregas.
Alors Samuel lui dit : « Aujourd’hui, le Seigneur t’a arraché la royauté sur Israël et il l’a donnée à ton prochain qui vaut mieux que toi. » 1S 15, 28 : Hag e lavaras dezhañ Samouel : "Fregañ a ra an Aotrou rouantelezh Israel diwarnout hiziv, hag he roet en deus d’ur c’heneil dit, a zo gwelloc’h egedout.
Pourtant, celui qui est la Splendeur d’Israël ne se dément pas ni ne se repent : n’étant pas un homme, il n’a pas à se repentir. 1S 15, 29 : Koulskoude Sked Israel n’eo ket gaouiat ha n’en devez ket a geuz ; n’eo ket evel un den hag en devez keuz".
Saül dit : « J’ai péché, mais daigne pourtant m’honorer devant les anciens de mon peuple et devant Israël. Reviens avec moi, pour que je me prosterne devant le Seigneur ton Dieu. » 1S 15, 30 : Hag e lavaras Saoul : "Pec’het em eus, met bremañ ro enor din, mar plij, dirak Kozhidi va fobl ha dirak Israel ; distro ganin, hag ec’h azeulin an Aotrou, da Zoue".
Samuel revint à la suite de Saül qui se prosterna devant le Seigneur. 1S 15, 31 : Hag e tistroas Samouel war-lerc’h Saoul, hag ec’h azeulas Saoul an Aotrou.
Samuel dit : « Amenez-moi Agag, roi d’Amalec. » Agag vint à lui, tout heureux ; il se disait : « Vraiment, l’amertume de la mort s’est écartée. » 1S 15, 32 : Hag e lavaras Samouel : "Degasit din Agag, roue Amalek". Hag e teuas davetañ Agag, laouen, hag e lavaras Agag : "Sur ! Aet eo kuit c’hwervoni ar marv !"
Mais Samuel lui dit : « De même que, par ton épée, des femmes ont été privées de leurs enfants, de même, parmi les femmes, ta mère sera privée de son enfant ! » Et Samuel exécuta Agag devant le Seigneur, à Guilgal. 1S 15, 33 : Hag e lavaras Samouel : "Evel ma-z eo bet divugaleet gwragez gant da gleze, e vo divugaleet, e-touez ar gwragez, da vamm !" Hag e tifoeltras Samouel Agag dirak an Aotrou e Gilgal.
Samuel s’en alla à Rama, et Saül remonta chez lui à Guibéa de Saül. 1S 15, 34 : Hag ez eas Samouel da Rama, ha Saoul a bignas d’e di e Gabaa-Saoul.
Samuel ne revit plus Saül jusqu’au jour de sa mort. En effet, Samuel avait pris le deuil à cause de Saül, et le Seigneur s’était repenti d’avoir fait régner Saül sur Israël. 1S 15, 35 : Ha ne zistroas ket Samouel da welout Saoul, betek devezh e varv, rak glac’haret e oa bet Samouel gant Saoul ; hag an Aotrou en devoa keuz a vezañ graet roue Saoul war Israel.
