Levr an Niveroù - Pennad 11
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 11
Or le peuple se répandit en plaintes qui arrivèrent aux oreilles du Seigneur ; cela lui déplut. Quand il entendit, sa colère s’enflamma ; le feu du Seigneur s’alluma contre eux et dévora une extrémité du camp. Nb 11, 1 : Hag ar bobl a glemme vil e divskouarn an Aotrou, hag e klevas an Aotrou, hag ec’h entanas e gounnar ; hag e tangwallas anezho tan an Aotrou, hag edo o teviñ e penn ar c’hamp.
Alors le peuple cria vers Moïse. Moïse intercéda auprès du Seigneur, et le feu s’apaisa. Nb 11, 2 : Hag e c’harmas ar bobl etrezek Moizez, hag e pedas Moizez an Aotrou, hag e vougas an tan.
On appela ce lieu Tabeéra (c’est-à-dire : Incendie) car le feu du Seigneur s’y était allumé contre eux. Nb 11, 3 : Hag e voe galvet anv al lec’h-mañ 'Tabera', dre m’en devoa o zangwallet tan an Aotrou.
Il y avait un ramassis de gens qui était mêlé au peuple ; ceux-ci furent saisis de convoitise. Même les fils d’Israël se remirent à pleurer : « Ah ! qui donc nous donnera de la viande à manger ? Nb 11, 4 : Hailhoned a oa en o mesk hag en em roas d’o c’hoantegezhioù, hag en em adlakaas da c’harmiñ bugale Israel en ur lavarout : "Piv a roio deomp kig da zebriñ ?
Nous nous rappelons encore le poisson que nous mangions pour rien en Égypte, et les concombres, les melons, les poireaux, les oignons et l’ail ! Nb 11, 5 : Soñj hon eus eus ar pesked a zebremp en Egipt evit netra, eus ar c’hokombrez, ar meloñs, ar pour, an ognon hag ar c’hignen.
Maintenant notre gorge est desséchée ; nous ne voyons jamais rien que de la manne ! » Nb 11, 6 : Ha bremañ emaomp o tisec’hañ. n’eus netra nemet Manna dirazomp !"
La manne était comme des grains de coriandre, elle ressemblait à de l’ambre jaune. Nb 11, 7 : Heñvel e oa ar Manna ouzh had koriandrez, hag e liv evel liv ar rousin-gom.
Le peuple se dispersait pour la recueillir ; puis on la broyait sous la meule, ou on l’écrasait au pilon ; enfin on la cuisait dans la marmite et on en faisait des galettes. Elle avait le goût d’une friandise à l’huile. Nb 11, 8 : Ar bobl en em skigne a bep tu evit hen dastum. Neuze e valent anezhañ gant mein-milin, pe her frikent e laouiri ; e boazhañ a raent en ur pod evit ober gwestell plat gantañ. Blaz ur wastellenn-eoul a oa warnañ.
Lorsque, pendant la nuit, la rosée descendait sur le camp, la manne descendait sur elle. Nb 11, 9 : Pa gouezhe ar glizh war ar c’hamp, en noz, eo e kouezhe ivez ar Manna.
Moïse entendit pleurer le peuple, groupé par clans, chacun à l’entrée de sa tente. Le Seigneur s’enflamma d’une grande colère. Cela déplut à Moïse, Nb 11, 10 : Moizez a glevas ar bobl o leñvañ, e pep tiegezh, pep hini ouzh toull-dor e deltenn. Neuze e savas droug spontus en Aotrou Doue, hag e voe glac’haret Moizez gant se.
et il dit au Seigneur : « Pourquoi traiter si mal ton serviteur ? Pourquoi n’ai-je pas trouvé grâce à tes yeux que tu m’aies imposé le fardeau de tout ce peuple ? Nb 11, 11 : Hag e lavaras d’an Aotrou : "Perak e rit poan d’ho servijer ? Perak n’am eus ket kavet gras dirak ho taoulagad, p’ac’h eus lakaet warnon ar garg eus an holl bobl-se ?
Est-ce moi qui ai conçu tout ce peuple, est-ce moi qui l’ai enfanté, pour que tu me dises : “Comme on porte un nourrisson, porte ce peuple dans tes bras jusqu’au pays que j’ai juré de donner à tes pères” ? Nb 11, 12 : Daoust hag ez eo me am eus koñsevet ar bobl-se. Hag-eñ eo me am eus o ganet pa lavarit din : Doug anezho war boull da galon, evel ma toug ur vagerez ur bugelig ouzh ar vronn, betek ar vro hoc’h eus prometet dre ledoued d’o zadoù ?
Où puis-je trouver de la viande pour en donner à tout ce peuple, quand ils viennent pleurer près de moi en disant : “Donne-nous de la viande à manger” ? Nb 11, 13 : Hag a-belec’h am bo-me kig da reiñ d’an holl bobl-se, p’emaint tro-war-dro din war va buhez gant o leñvan ha gant o "Ro kig deomp da zebriñ !"
Je ne puis, à moi seul, porter tout ce peuple : c’est trop lourd pour moi. Nb 11, 14 : Ne c’hellan ket dougen me va-unan ar bobl-se, rak re bonner ez int evidon.
Si c’est ainsi que tu me traites, tue-moi donc ; oui, tue-moi, si j’ai trouvé grâce à tes yeux. Que je ne voie pas mon malheur ! » Nb 11, 15 : Ha ma-z eo evel-se e rit ouzhin-me, va lazhit neuze kentoc’h ! O ! Ma kavfen gras dirak ho taoulagad da vihanañ, e doare ma ne welfen mui ar pezh a ra trubuilh din."
Le Seigneur dit alors à Moïse : « Rassemble-moi soixante-dix hommes parmi les anciens d’Israël, connus par toi comme des anciens et des scribes du peuple. Tu les amèneras à la tente de la Rencontre, où ils se présenteront avec toi. Nb 11, 16 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Dastum din dek den ha tri-ugent eus henaourien Israel, ma ouzout ez int henaourien ar bobl hag he skribed, hag o degasi da Deltenn an Emgav, hag en em zalc’hint eno ganit.
Là, je descendrai pour te parler, et je prendrai une part de l’esprit qui est sur toi pour le mettre sur eux. Ainsi ils porteront avec toi le fardeau de ce peuple, et tu ne seras plus seul à le porter. Nb 11, 17 : Hag e tiskennin da gomz ouzhit eno, hag e lamin eus ar spered a zo warnout da lakaat warno, hag e tougint ganit samm ar bobl, na zougi ken da-unan.
Au peuple, tu diras : Sanctifiez-vous pour demain ! Et vous mangerez de la viande, car les oreilles du Seigneur ont entendu vos pleurs quand vous disiez : “Qui nous donnera de la viande à manger ? Comme nous étions bien en Égypte !” Eh bien ! Le Seigneur vous donnera de la viande, et vous en mangerez ! Nb 11, 18 : Ha d’ar bobl e lavari : En em santelait a-benn arc’hoazh, hag e tebrot kig, peogwir e c’harmit e divskouarn an Aotrou en ur lavarout : Piv a roio deomp kig da zebriñ ? Gwell e oa deomp en Egipt ! Hag e roio an Aotrou deoc’h kig da zebriñ.
Vous n’en mangerez pas seulement un jour, deux jours, cinq jours, dix jours, vingt jours, Nb 11, 19 : N’eo ket un devezh hepken e tebrot, na daou, na pemp, na dek, nag ugent devezh,
mais tout un mois, jusqu’à ce qu’elle vous sorte par le nez, et que vous en ayez la nausée. Tout cela parce que vous avez rejeté le Seigneur qui est au milieu de vous et que vous avez pleuré devant lui en disant : “Pourquoi donc sommes-nous sortis d’Égypte ?” » Nb 11, 20 : met betek ur mizvezh ! Ken na zeuio er-maez eus ho fri ha ma po heug outañ, peogwir e tisprizit an Aotrou a zo en ho touez hag e c’harmit dirazañ en ur lavarout : Perak ’ta en deus hon tennet eus an Egipt ?"
Moïse répliqua : « Le peuple au milieu duquel je suis compte 600 000 hommes à pied, et toi, tu dis : “Je leur donnerai de la viande, et ils mangeront pendant tout un mois !” Nb 11, 21 : Hag e lavaras Moizez : "Emaon e kreiz c’hwec’h kant mil troadeg a dud, ha te a lavar : Kig a roin dezho, hag e tebrint ur mizvezh !
Égorgera-t-on pour eux du petit et du gros bétail ? Et cela leur suffirait-il ? Tous les poissons de la mer, si on pouvait les ramasser pour eux, cela leur suffirait-il ? » Nb 11, 22 : Deñved ha saout a vo kavet da aberzhiñ evito ? Holl besked ar mor a vo pesketaet evito ha kavet evito ?"
Et le Seigneur dit à Moïse : « La main du Seigneur serait-elle trop courte ? Maintenant tu vas voir si ma parole se réalise pour toi, oui ou non ! » Nb 11, 23 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "Hag-eñ ez eo re verr dorn an Aotrou ? Bremaik e weli hag-eñ e c’hoarvezo va lavar, pe get !"
Moïse sortit pour transmettre au peuple les paroles du Seigneur. Puis il réunit soixante-dix hommes parmi les anciens du peuple et les plaça autour de la Tente. Nb 11, 24 : Hag ez eas er-maez Moizez, hag e lavaras d’ar bobl komzoù an Aotrou, hag e tastumas dek den ha tri-ugent, eus henaourien ar bobl hag o lakaas en-dro d’an Deltenn.
Le Seigneur descendit dans la nuée pour parler avec Moïse. Il prit une part de l’esprit qui reposait sur celui-ci, et le mit sur les soixante-dix anciens. Dès que l’esprit reposa sur eux, ils se mirent à prophétiser, mais cela ne dura pas. Nb 11, 25 : Diskenn a reas an Aotrou er goabrenn da gomz ouzh Moizez. Kemerout a reas lod eus ar spered a oa war hemañ hag hel lakaas war an dek henaour ha tri-ugent eus ar bobl. Adal ma voe diskennet ar Spered warno, ec’h en em lakjont da ziouganañ, met kement-se ne badas ket.
Or, deux hommes étaient restés dans le camp ; l’un s’appelait Eldad, et l’autre Médad. L’esprit reposa sur eux ; eux aussi avaient été choisis, mais ils ne s’étaient pas rendus à la Tente, et c’est dans le camp qu’ils se mirent à prophétiser. Nb 11, 26 : Hogen daou a oa chomet er c’hamp ; unan anezho a oa anvet Eldad hag egile Medad. Hag ar Spered a ziskennas warno ; bez’ e oant eus ar re a oa bet galvet o anv, met ne oant ket aet da Deltenn en Emgav ; hag ez eo er c’hamp end-eeun en em lakjont da ziouganañ.
Un jeune homme courut annoncer à Moïse : « Eldad et Médad prophétisent dans le camp ! » Nb 11, 27 : Ur paotr yaouank a redas da gas ar c’heloù da Voizez : "Eldad ha Medad, emezañ, a zo o tiouganañ er c’hamp !"
Josué, fils de Noun, auxiliaire de Moïse depuis sa jeunesse, prit la parole : « Moïse, mon maître, arrête-les ! » Nb 11, 28 : Raktal, Josoua, mab Noun, servijer Moizez abaoe e yaouankiz, en em lakaas da gomz : "Moizez, va mestr, emezañ, harz outo d’hen ober !"
Mais Moïse lui dit : « Serais-tu jaloux pour moi ? Ah ! Si le Seigneur pouvait faire de tout son peuple un peuple de prophètes ! Si le Seigneur pouvait mettre son esprit sur eux ! » Nb 11, 29 : Met Moizez a respontas dezhañ : "Daoust ha gwarizius e vefes-te evidon ? O ! Plijet gant an Aotrou lakaat e Spered warno, evit ober gant e bobl a-bezh ur bobl a brofeded !"
Puis Moïse se retira dans le camp et, avec lui, les anciens d’Israël. Nb 11, 30 : Hag en em serras Moizez er c’hamp gant henaourien Israel.
Envoyé par le Seigneur, le vent se leva ; depuis la mer, il amena des cailles, il les rabattit sur le camp et tout autour du camp sur une largeur d’une journée de marche à peu près ; elles couvraient la surface du sol sur deux coudées d’épaisseur environ. Nb 11, 31 : Hag un avel a savas a-berzh an Aotrou, a zinijas koailhed eus ar mor hag o dilaoskas war ar c’hamp, war-dro hent un devezh ac’halen hag alese tro-war-dro dezhañ, war-dro daou ilinad war-c’horre an douar.
Le peuple resta debout tout ce jour-là, toute la nuit et toute la journée du lendemain ; ils ramassèrent les cailles. Celui qui en eut le moins en ramassa dix grandes mesures. Ils prirent beaucoup de temps pour les étaler tout autour du camp. Nb 11, 32 : Hag e voe war-sav ar bobl, e-pad an deiz hag e-pad an noz, hag e-pad an deiz war-lerc’h, o tastum koailhed : d’an nebeutañ e tastument dek homer, hag o ledent evito tro-dro d’ar c’hamp.
La viande était encore entre leurs dents, ils n’avaient pas fini de la mâcher que déjà la colère du Seigneur s’enflammait contre le peuple et qu’il frappait le peuple ; il le frappa d’un très grand coup. Nb 11, 33 : Ar c’hig a oa c’hoazh etre o dent, ne oa ket c’hoazh chaoket, ma oa kounnar an Aotrou entanet enep ar bobl, hag e skoas an Aotrou war ar bobl un taol bras-meurbet.
On appela donc ce lieu Qibroth-ha-Taawa (c’est-à-dire : Tombeaux-de-la-convoitise) car c’est là qu’on enterra la foule de ceux qui avaient été pris de convoitise. Nb 11, 34 : Hag e voe galvet anv al lec’h-se ‘Kibrottaava', rak eno e oa bet beziet ur boblad a dud c’hoantegezhus.
De Qibroth-ha-Taawa, le peuple partit pour Hacéroth, et il resta à Hacéroth. Nb 11, 35 : Eus Kibrottaava e loc’has ar bobl da Aserot ; hag e voent en Aserot.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
