Levr an Niveroù - Pennad 12
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 12
Parce que Moïse avait épousé une femme éthiopienne, sa sœur Miryam et son frère Aaron se mirent à le critiquer. Nb 12, 1 : Hag e komzas Miriam hag Aaron a-enep Moizez rak dimezet e oa d’ur Gushitez
Ils disaient : « Le Seigneur parle-t-il uniquement par Moïse ? Ne parle-t-il pas aussi par nous ? » Le Seigneur entendit. Nb 12, 2 : hag e lavarjont : "Daoust ha da Voizez hepken eo en deus an Aotrou komzet ? Daoust ha n’en deus ket komzet ouzhimp-ni ivez ?" An Aotrou a glevas.
– Or, Moïse était très humble, l’homme le plus humble que la terre ait porté. Nb 12, 3 : Moizez a oa un den izelek-meurbet, an hini izelekañ eus an holl dud a zo war-c’horre an douar.
Soudain, le Seigneur dit à Moïse, à Aaron et à Miryam : « Sortez tous les trois pour aller à la tente de la Rencontre. » Ils sortirent tous les trois. Nb 12, 4 : An Aotrou a lavaras souden da Voizez, da Aaron ha da Viriam : "It ho tri da Deltenn an Emgav." Hag ez ejont o-zri.
Le Seigneur descendit dans la colonne de nuée et s’arrêta à l’entrée de la Tente. Il appela Aaron et Miryam ; tous deux s’avancèrent, et il leur dit : Nb 12, 5 : Diskenn a reas an Aotrou er pilerad-koabr hag en em zalc’has ouzh dor an Deltenn. Neuze e c’halvas Aaron ha Miriam, hag e teujont o-daou war-raok.
« Écoutez bien mes paroles : Quand il y a parmi vous un prophète du Seigneur, je me fais connaître à lui dans une vision, je lui parle dans un songe. Nb 12, 6 : Selaouit ervat va c’homzoù, emezañ. Pa vez en ho touez ur profed d’an Aotrou ez eo e gweledigezh en em ziskouezan dezhañ, en un huñvre e komzan outañ.
Il n’en est pas ainsi pour mon serviteur Moïse, lui qui, dans toute ma maison, est digne de confiance : Nb 12, 7 : N’eo ket evel-se emañ kont gant va servijer Moizez ; an hini fealañ eus va holl Diegezh ez eo en em ziskouezet.
c’est de vive voix que je lui parle, dans une vision claire et non pas en énigmes ; ce qu’il regarde, c’est la forme même du Seigneur. Pourquoi avez-vous osé critiquer mon serviteur Moïse ? » Nb 12, 8 : Genou-ouzh-genou e komzan gantañ en dizolo, ha neket dre zivunadennoù, hag e wel gwir furm an Aotrou. Perak hoc’h eus bet hardizhegezh a-walc’h da gomz a-enep va servijer Moizez ?"
La colère du Seigneur s’enflamma contre eux, puis il s’en alla. Nb 12, 9 : Evel-se e savas tan kounnar an Aotrou a-enep dezho, hag ez eas kuit.
La nuée s’éloigna de la tente, et voici : Miryam était couverte d’une lèpre blanche comme de la neige. Aaron se tourna vers elle, et voici qu’elle était lépreuse. Nb 12, 10 : Ar Goabrenn en em dennas kuit a-ziwar an Deltenn. Ha setu ma oa deuet Miriam da vezañ lovr, gwenn evel an erc’h. Distreiñ a reas Aaron war-zu Miriam : deuet e oa da vezañ lovr.
Il dit alors à Moïse : « Je t’en supplie, mon seigneur, ne fais pas retomber sur nous ce péché que nous avons eu la folie de commettre. Nb 12, 11 : Neuze e lavaras Aaron da Voizez : "O ! va Aotrou, mar plij, na laka ket warnomp ar pec’hed hon eus graet dre follentez, hag ez omp kablus anezhañ.
Que Miryam ne soit pas comme l’enfant mort-né dont la chair est à demi rongée lorsqu’il sort du sein de sa mère ! » Nb 12, 12 : Arabat, me az ped, e vefe evel ur bugelig marv hag a zeu eus korf e vamm, hanter-zebret e gig".
Moïse cria vers le Seigneur : « Dieu, je t’en prie, guéris-la ! » Nb 12, 13 : Neuze e youc’has Moizez etrezek an Aotrou : "O Aotrou, emezañ, me ho ped, pareit anezhi, me ho ped !"
Mais le Seigneur dit à Moïse : « Si son père lui crachait au visage, n’aurait-elle pas honte pendant sept jours ? Qu’elle soit donc exclue du camp pendant sept jours ; après quoi, elle sera réintégrée. » Nb 12, 14 : Hag e lavaras an Aotrou da Voizez : "M’en dije he zad skopet war he dremm, daoust ha n’he dije ket bet dismeg e-pad seizh devezh ? Ra vo klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c’hamp ha goude, adkemeret".
Miryam fut donc exclue du camp pendant sept jours, et le peuple ne leva pas le camp avant qu’elle ne soit réintégrée. Nb 12, 15 : Hag e voe klozet Miriam er-maez eus ar c’hamp e-pad seizh devezh, hag ar bobl ne loc’has ket ken na voe degemeret Miriam.
Ensuite, le peuple partit d’Hacéroth et ils campèrent dans le désert de Parane. Nb 12, 16 : Ha goude e loc’has ar bobl eus Aserot. Hag e kampjont e gouelec’h Paran.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
