Levr an Niveroù - Pennad 8
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 8
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 8, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Parle à Aaron et dis-lui : Quand tu disposeras les lampes, c’est vers le devant du chandelier que les sept lampes devront éclairer. » Nb 8, 2 : Komz ouzh Aaron ha lavar dezhañ : Pa enaoui ar gouleier, ra vo tuet ar c’hantolor a-dal, evit ma sklerijenno e seizh goulaouenn.
Ainsi fit Aaron : il disposa les lampes vers le devant du chandelier, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Nb 8, 3 : Hag e reas evel-se Aaron : tuet a-dal ar c’hantolor, ec’h enaouas ar gouleier, evel m’en devoa kemennet an Aotrou da Voizez.
Voici comment était fait le chandelier : il était forgé en or, forgé depuis la base jusqu’aux fleurs. C’est selon la vision que le Seigneur en avait donnée à Moïse, qu’on avait fait le chandelier. Nb 8, 4 : Hag evel-hen e oa graet ar c’hantolor : fetis en aour, e gef hag e vleuñv, un dolzenn hepken ; hervez ar skouerenn bet diskouezet gant an Aotrou da Voizez e oa graet ar c’hantolor.
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 8, 5 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Parmi les fils d’Israël, prends les lévites et purifie-les. Nb 8, 6 : Kemer al Levited a-douez bugale Israel, hag o glanaat a ri.
Voici ce que tu leur feras pour les purifier : Asperge-les avec l’eau qui enlève la faute ; puis ils se passeront tout le corps au rasoir, laveront leurs vêtements, et ils seront purs. Nb 8, 7 : Hag evel-hen e ri dezho evit o glanaat : strink warno dour-dibec’hiñ, hag e tremenint un aotenn war o c’horf a-bezh, hag e kannint o dilhad, hag en em c’hlanaint.
Ensuite ils prendront un taureau et son offrande de fleur de farine pétrie à l’huile, tandis que tu prendras un second taureau destiné au sacrifice pour la faute. Nb 8, 8 : Kemer a raint ur c’hole yaouank gant e brofadenn a flourenn meret en eoul, hag un eil kole yaouank a gemeri evel dibec’hadenn.
Puis tu feras approcher les lévites devant la tente de la Rencontre et tu rassembleras toute la communauté des fils d’Israël. Nb 8, 9 : Hag e ri tostaat al Levited dirak Teltenn an Emgav, hag e vodi holl gumuniezh bugale Israel.
Tu feras approcher les lévites devant le Seigneur, et les fils d’Israël leur imposeront les mains. Nb 8, 10 : Hag e tostai al Levited dirak an Aotrou, hag e harpo bugale Israel o daouarn war al Levited.
Alors, de la part des fils d’Israël, Aaron les présentera avec le geste d’élévation devant le Seigneur, et ils seront voués au service du Seigneur. Nb 8, 11 : Hag e raio Aaron, gant al Levited, ul luskadenn dirak an Aotrou a-berzh bugale Israel, hag e vezint evit ober servij an Aotrou.
Puis les lévites poseront leurs mains sur la tête des taureaux. Avec l’un, tu feras un sacrifice pour la faute, et avec l’autre un holocauste pour le Seigneur, en rite d’expiation sur les lévites. Nb 8, 12 : Hag al Levited a harpo o daouarn war benn ar c’holeed, hag e vo graet gant unan un dibec’hadenn, ha gant egile un holokost d’an Aotrou, da zic’haouiñ evit al Levited.
Tu placeras les lévites devant Aaron et ses fils, tu les présenteras avec le geste d’élévation au Seigneur. Nb 8, 13 : Hag e laki al Levited dirak Aaron ha dirak e vibien, hag e ri ganto ul luskadenn d’an Aotrou.
Parmi les fils d’Israël, tu mettras à part les lévites, et les lévites seront à moi. Nb 8, 14 : Hag e tispartii al Levited a-douez bugale Israel, hag e vo din al Levited.
Après quoi les lévites viendront faire le service de la tente de la Rencontre ; tu les auras purifiés, tu les auras présentés avec le geste d’élévation. Nb 8, 15 : Ha goude-se e yelo al Levited d’ober servij Teltenn an Emgav. Hag o glanaat a ri, hag e ri ganto ul luskadenn,
Oui, ils sont donnés, ils me sont donnés, parmi les fils d’Israël ; je les ai pris pour moi en échange de chaque fils aîné, de tout premier-né des fils d’Israël. Nb 8, 16 : rak roet, roet ez int din, a-douez bugale Israel e-lec’h ar breveudidi ; an holl breveudioù eus bugale Israel a gemeran evidon,
Car c’est à moi qu’appartient, chez les fils d’Israël, tout premier-né, homme ou bétail : le jour où j’ai frappé tout premier-né au pays d’Égypte, c’est pour moi-même que je les ai sanctifiés Nb 8, 17 : rak din ez eo pep mab henañ a-douez bugale Israel, den ha loen ; en deiz em eus skoet gant pep mab henañ e bro Egipt em eus o santelaet din ;
et j’ai pris les lévites en échange de tout premier-né parmi les fils d’Israël. Nb 8, 18 : hag e kemeran al Levited e plas an holl breveudidi a-douez bugale Israel ;
Je donne les lévites, ils sont donnés à Aaron et à ses fils, parmi les fils d’Israël, pour effectuer le service des fils d’Israël dans la tente de la Rencontre et pour accomplir le rite d’expiation sur les fils d’Israël. Ainsi, aucun fléau ne frappera les fils d’Israël quand ceux-ci approcheront du sanctuaire. » Nb 8, 19 : hag e lakaan al Levited, a roan da Aaron ha d’e vibien, a-douez bugale Israel evit ober servij bugale Israel e Teltenn an Emgav, da zic’haouiñ evit bugale Israel, ma na vo ket bugale Israel skoet, pa dostaio bugale Israel d’ar Santual".
Moïse, Aaron et toute la communauté des fils d’Israël firent pour les lévites tout ce que le Seigneur avait ordonné à Moïse au sujet des lévites. Ainsi firent les fils d’Israël. Nb 8, 20 : Hag e reas Moizez hag Aaron hag holl gumuniezh bugale Israel evit al Levited a-grenn evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez diwar-benn al Levited : evel-se e reas evito bugale Israel.
Les lévites se purifièrent de leurs fautes et lavèrent leurs vêtements. Aaron les présenta avec le geste d’élévation devant le Seigneur, puis il accomplit sur eux le rite d’expiation pour les purifier. Nb 8, 21 : Hag en em c’hlanaas al Levited, hag e kannjont o dilhad, hag e reas Aaron ganto ul luskadenn dirak an Aotrou, hag e tic’haouas evito Aaron evit o glanaat.
Après quoi, les lévites vinrent effectuer leur service dans la tente de la Rencontre devant Aaron et ses fils. Comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse au sujet des lévites, ainsi fut-il fait à leur égard. Nb 8, 22 : Ha goude-se e yeas al Levited d’ober o servij e Teltenn an Emgav dirak Aaron ha dirak e vibien ; evel m’en devoa kemennet an Aotrou da Voizez diwar-benn al Levited, evel-se e voe graet evito.
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 8, 23 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez, o lavarout :
« Ceci concerne les lévites : depuis l’âge de vingt-cinq ans et au-delà, chacun sera destiné au service du culte pour remplir une tâche dans la tente de la Rencontre. Nb 8, 24 : Setu evit al Levited : adalek an oad a bemp bloaz warn-ugent hag uheloc’h ez aint d’ober o servij liderezh e Teltenn an Emgav.
À cinquante ans, il se retirera du service actif, il ne servira plus. Nb 8, 25 : Hag adalek an oad a hanter-kant vloaz e kuitaint o servij liderezh, ha ne labourint ken,
Toutefois, il aidera ses frères à garder les observances dans la tente de la Rencontre. Mais il ne remplira plus de tâche cultuelle. Ainsi feras-tu pour les lévites, en ce qui concerne leurs observances. » Nb 8, 26 : nemet eilañ o breudeur e Teltenn an Emgav, oc’h ober gward, met labour all ne raint ket. Evel-se e ri eus al Levited gedourien".
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
