Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 33

Levr an Niveroù - Pennad 33

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 33



Voici les étapes faites par les fils d’Israël, quand ils sortirent du pays d’Égypte en ordre militaire sous la conduite de Moïse et d’Aaron. Nb 33, 1 : Setu tennadoù bugale Israel pa guitajont bro Egipt a strolladoù, dre zorn Moizez hag Aaron.

Moïse inscrivit les points de départ de leurs étapes, selon la parole du Seigneur. Voici donc leurs étapes et leurs points de départ. Nb 33, 2 : Skrivañ a rae Moizez al lec’h-kuitaat evit pep tennad war urzh an Aotrou, ha setu amañ o zennadoù, dre lec’h-kuitaat.

Ils partirent de Ramsès le premier mois, le quinzième jour de ce premier mois. Le lendemain de la Pâque, les fils d’Israël sortirent librement sous les yeux de toute l’Égypte, Nb 33, 3 : Loc’hañ a rejont diouzh Ramses er miz kentañ, d’ar pemzekvet deiz eus ar miz kentañ : antronoz Pask e kuitaas bugale Israel, an dorn uhel, ouzh daoulagad an holl Egiptiz.

tandis que les Égyptiens enterraient tous ceux que le Seigneur avait frappés parmi eux, tous leurs premiers-nés. Le Seigneur avait fait justice de leurs dieux. Nb 33, 4 : An Egiptiz a sebelie ar re en devoa skoet an Aotrou en o zouez : an holl re gentañ ganet ; hag enep o doueoù e reas an Aotrou barnioù.

Partis de Ramsès, les fils d’Israël campèrent à Souccoth. Nb 33, 5 : Hag e loc’has bugale Israel eus Ramses, hag e kampjont e Soukot.

Partis de Souccoth, ils campèrent à Étam, aux confins du désert. Nb 33, 6 : Hag e loc’hjont eus Soukot hag e kampjont en Etam, a zo e dibenn ar gouelec’h.

Partis d’Étam, ils revinrent sur Pi-Hahiroth, en face de Baal-Cefone, et campèrent devant Migdol. Nb 33, 7 : Hag e loc’hjont eus Etam en ur dreiñ war-zu Fiharitot, a zo a-dal da Beelsefon, hag e kampjont dirak Magdol.

Partis de devant Hahiroth, ils gagnèrent le désert en traversant la mer et, après trois jours de marche dans le désert d’Étam, ils campèrent à Mara. Nb 33, 8 : Hag e loc’hjont eus Fiharitot hag e tremenjont dre greiz ar mor etrezek ar gouelec’h, hag e kerzhjont, un hent a dri devezh, e gouelec’h Etam, hag e kampjont e Mara.

Partis de Mara, ils arrivèrent à Élim où se trouvent douze sources et soixante-dix palmiers ; c’est là qu’ils campèrent. Nb 33, 9 : Hag e loc’hjont eus Mara hag ez ejont da Elim ; en Elim e oa daouzek eienenn dour ha dek ha tri-ugent palmezenn, hag e kampjont eno.

Partis d’Élim, ils campèrent près de la mer des Roseaux. Nb 33, 10 : Hag e loc’hjont eus Elim hag e kampjont e-kichen Mor ar Broenn.

Partis de la mer des Roseaux, ils campèrent dans le désert de Sine. Nb 33, 11 : Hag e loc’hjont eus Mor ar Broenn hag e kampjont e gouelec’h Sin.

Partis du désert de Sine, ils campèrent à Dofqa. Nb 33, 12 : Hag e loc’hjont eus gouelec’h Sin hag e kampjont e Dafka.

Partis de Dofqa, ils campèrent à Aloush. Nb 33, 13 : Hag e loc’hjont eus Dafka hag e kampjont en Alus.

Partis d’Aloush, ils campèrent à Refidim où le peuple n’eut pas d’eau à boire. Nb 33, 14 : Hag e loc’hjont eus Alus hag e kampjont e Refidim, ha ne oa ket eno dour evit ar bobl da evañ.

Partis de Refidim, ils campèrent dans le désert du Sinaï. Nb 33, 15 : Hag e loc’hjont eus Refidim hag e kampjont e gouelec’h Sinai.

Partis du désert du Sinaï, ils campèrent à Qibroth-ha-Taawa. Nb 33, 16 : Hag e loc’hjont eus gouelec’h Sinai hag e kampjont e Kibrottaava.

Partis de Qibroth-ha-Taawa, ils campèrent à Hacéroth. Nb 33, 17 : Hag e loc’hjont eus Kibrottaava hag e kampjont en Aserot.

Partis de Hacéroth, ils campèrent à Ritma. Nb 33, 18 : Hag e loc’hjont eus Aseroth hag e kampjont e Retma

Partis de Ritma, ils campèrent à Rimmone-Pèrès. Nb 33, 19 : Hag e loc’hjont eus Retma hag e kampjont e Remmonfares.

Partis de Rimmone-Pèrès, ils campèrent à Libna. Nb 33, 20 : Hag e loc’hjont eus Remmonfares hag e kampjont e Lebna.

Partis de Libna, ils campèrent à Rissa. Nb 33, 21 : Hag e loc’hjont eus Lebna hag e kampjont e Resa.

Partis de Rissa, ils campèrent à Qehélata. Nb 33, 22 : Hag e loc’hjont eus Resa hag e kampjont e Keelata.

Partis de Qehélata, ils campèrent au mont Shèfer. Nb 33, 23 : Hag e loc’hjont eus Keelata hag e kampjont war venez Sefer.

Partis du mont Shèfer, ils campèrent à Harada. Nb 33, 24 : Hag e loc’hjont eus menez Sefer hag e kampjont e Arada.

Partis de Harada, ils campèrent à Maqehéloth. Nb 33, 25 : Hag e loc’hjont eus Arada hag e kampjont e Makelot.

Partis de Maqehéloth, ils campèrent à Tahath. Nb 33, 26 : Hag e loc’hjont eus Makelot hag e kampjont e Tahat.

Partis de Tahath, ils campèrent à Tèrah. Nb 33, 27 : Hag e loc’hjont eus Tahat hag e kampjont e Tare.

Partis de Tèrah, ils campèrent à Mitqa. Nb 33, 28 : Hag e loc’hjont eus Tare hag e kampjont e Metka.

Partis de Mitqa, ils campèrent à Hashmona. Nb 33, 29 : Hag e loc’hjont eus Metka hag e kampjont e Hesmona.

Partis de Hashmona, ils campèrent à Mosséroth. Nb 33, 30 : Hag e loc’hjont eus Hesmona hag e kampjont e Moserot.

Partis de Mosséroth, ils campèrent à Bené-Yaaqane. Nb 33, 31 : Hag e loc’hjont eus Moserot hag e kampjont e Beneiakan.

Partis de Bené-Yaaqane, ils campèrent à Hor-Guidgad. Nb 33, 32 : Hag e loc’hjont eus Beneiakan hag e kampjont war venez Gadgad.

Partis de Hor-Guidgad, ils campèrent à Yotbata. Nb 33, 33 : Hag e loc’hjont eus menez Gadgad hag e kampjont e Ietebata.

Partis de Yotbata, ils campèrent à Abrona. Nb 33, 34 : Hag e loc’hjont eus Ietebata hag e kampjont en Ebrona.

Partis d’Abrona, ils campèrent à Écione-Guéber. Nb 33, 35 : Hag e loc’hjont eus Ebrona hag e kampjont en Asiongaber.

Partis d’Écione-Guéber, ils campèrent dans le désert de Cine, c’est-à-dire à Cadès. Nb 33, 36 : Hag e loc’hjont eus Asiongaber hag e kampjont e gouelec’h Sin, a zo Kades.

Partis de Cadès, ils campèrent à Hor-la-Montagne, aux confins du pays d’Édom. Nb 33, 37 : Hag e loc’hjont eus Kades hag e kampjont e Hor-ar-Menez, e dibenn bro Edom.

Selon la parole du Seigneur, le prêtre Aaron monta à Hor-la-Montagne et c’est là qu’il mourut, quarante ans après la sortie des fils d’Israël du pays d’Égypte, au cinquième mois, le premier du mois. Nb 33, 38 : Hag e pignas Aaron, ar beleg, betek Hor-ar-Menez war urzh an Aotrou, hag e varvas eno er bloaz daou-ugent eus ermaeziadeg bugale Israel eus bro Egipt, er bempvet miz, d’ar c’hentañ eus ar miz.

Aaron avait cent vingt-trois ans lorsqu’il mourut à Hor-la-Montagne. Nb 33, 39 : Hag Aaron a oa un den a gant tri bloaz warn-ugent pa varvas e Hor-ar-Menez.

Un Cananéen, le roi d’Arad, apprit l’arrivée des fils d’Israël ; il habitait le Néguev, dans le pays de Canaan. Nb 33, 40 : Hag e klevas ar C’hanaaniad roue Arad, a oa o chom en Negev, e bro Ganaan, e teue bugale Israel.

Partis de Hor-la-Montagne, ils campèrent à Salmona. Nb 33, 41 : Hag e loc’hjont eus Hor-ar-Menez hag e kampjont e Salmona.

Partis de Salmona, ils campèrent à Pounone. Nb 33, 42 : Hag e loc’hjont eus Salmona hag e kampjont e Pounon.

Partis de Pounone, ils campèrent à Oboth. Nb 33, 43 : Hag e loc’hjont eus Pounon hag e kampjont en Obot.

Partis d’Oboth, ils campèrent aux Ruines-des-Abarim, à la frontière de Moab. Nb 33, 44 : Hag e loc’hjont eus Obot hag e kampjont e Ieabarim, war harzoù Moab.

Partis des Ruines, ils campèrent à Dibone-Gad. Nb 33, 45 : Hag e loc’hjont eus Ieabarim hag e kampjont e Dibongad.

Partis de Dibone-Gad, ils campèrent à Almone-Diblataïma. Nb 33, 46 : Hag e loc’hjont eus Dibongad hag e kampjont en Elmondeblataim.

Partis d’Almone-Diblataïma, ils campèrent dans les monts Abarim, en face de Nébo. Nb 33, 47 : Hag e loc’hjont eus Elmondeblataim hag e kampjont war venezioù an Abarim, dirak Nabo.

Partis des monts Abarim, ils campèrent dans les steppes de Moab, au bord du Jourdain, à la hauteur de Jéricho. Nb 33, 48 : Hag e loc’hjont eus menezioù an Abarim hag e kampjont e maezioù Moab, e-kichen ar Yordan, e Jeriko.

Ils campèrent au bord du Jourdain depuis Beth-Yeshimoth jusqu’à Abel-Shittim, dans les steppes de Moab. Nb 33, 49 : Hag e kampjont e-kichen ar Yordan, adalek Betiesimot betek Abelsettim, e maezioù Moab.

Le Seigneur parla à Moïse dans les steppes de Moab, au bord du Jourdain, à la hauteur de Jéricho. Il dit : Nb 33, 50 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez e maezioù Moab, e-kichen ar Yordan, e Jeriko, o lavarout :

« Parle aux fils d’Israël. Tu leur diras : Quand vous passerez le Jourdain, en direction du pays de Canaan, Nb 33, 51 : Komz ouzh bugale Israel ha lavar dezho : Pa ho po tremenet ar Yordan war-zu bro Ganaan,

dépossédez tous les habitants de ce pays en les chassant devant vous et détruisez toutes leurs idoles. Vous détruirez toutes leurs statues en métal fondu et vous ferez disparaître tous leurs lieux sacrés. Nb 33, 52 : ha diberc’hennet holl annezidi ar vro a-zirazoc’h, e tistrujot o holl skeudennoù, o holl zelwennoù teuzet a zistrujot, o holl uhellec’hioù a zismantrot.

Prenez possession du pays et habitez-le, car c’est à vous que j’ai donné ce pays pour que vous le possédiez. Nb 33, 53 : Hag e perc’hennot ar vro en ur chom enni, rak deoc’h e roan ar vro d’he ferc’hennañ.

Vous vous partagerez le pays par tirage au sort selon vos clans : aux plus nombreux vous attribuerez une part d’héritage plus grande, aux moins nombreux, une plus petite ; chacun recevra ce qui lui sera dévolu par le sort. Vous partagerez selon vos tribus patriarcales. Nb 33, 54 : Hag ho hêrezh ho po eus ar vro dre sord da bep kerentiezh : d’ar re niverusañ, ar vrasañ hêrezh, d’ar re a zo nebeutoc’h, nebeutoc’h a hêrezh. El lec’h ma teuio da bep hini ar sord, e vo dezhañ ; dre rummad tadel ho po hêrezh.

Si vous ne dépossédez pas les habitants du pays en les chassant devant vous, ceux d’entre eux que vous y laisserez deviendront comme des épines dans vos yeux, des aiguillons dans vos flancs : ils vous opprimeront dans le pays que vous habiterez. Nb 33, 55 : Ha ma ne ziberc’hennit ket annezidi ar vro a-zirazoc’h, e vo ar re ho pezo lezet spern en ho taoulagad ha drez en ho kostezioù, ha ho kwaskañ a raint er vro ma viot o chom enni.

Et c’est vous que je traiterai comme j’avais pensé les traiter ! » Nb 33, 56 : Hag evel em boa divizet ober dezho e rin deoc’h !"



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn