Levr an Niveroù - Pennad 20
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 20
Le premier mois de l’année, toute la communauté des fils d’Israël arriva dans le désert de Cine. Le peuple s’établit à Cadès. C’est là que Miryam mourut et qu’elle fut enterrée. Nb 20, 1 : Hag er miz kentañ ec’h erruas holl gumuniezh bugale Israel, e Gouelec’h Sin hag a ehanas ur pennad e Kadez. Eno e varvas Miriam hag eno e voe beziet.
Comme il n’y avait pas d’eau pour la communauté, ils se rassemblèrent contre Moïse et Aaron. Nb 20, 2 : Ne oa ket a zour evit ar gumuniezh hag en em vodañ a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron.
Le peuple chercha querelle à Moïse, en disant : « Ah ! si seulement nous avions expiré, quand nos frères ont expiré devant le Seigneur ! Nb 20, 3 : Kregiñ a reas ar bobl da dabutal gant Moizez hag e lavarjont : "O salv ma vijemp bet marvet, pa varvas hor breudeur dirak an Aotrou.
Pourquoi avoir amené l’assemblée du Seigneur dans ce désert où nous allons mourir, nous et nos bêtes ? Nb 20, 4 : Perak hoc’h eus-hu degaset kumuniezh an Aotrou d’ar gouelec’h-mañ deomp da vervel ennañ, ni hag hol loened ?
Pourquoi nous avoir fait monter d’Égypte, et nous avoir amenés dans ce lieu de malheur où l’on ne peut rien semer, où il n’y a ni figuiers, ni vignes, ni grenadiers, et même pas d’eau à boire ! » Nb 20, 5 : Ha perak hoc’h eus-hu graet deomp pignat eus an Egipt, hag hon degaset d’al lec’h fall-mañ ? Ul lec’h ha n’heller hadañ netra ennañ ha na zeu ennañ na gwez-fiez, na gwiniennoù, na gwez-greunad ; n’eus ket dour zoken da evañ.
Moïse et Aaron quittèrent l’assemblée et se rendirent à l’entrée de la tente de la Rencontre. Ils tombèrent face contre terre, et la gloire du Seigneur leur apparut. Nb 20, 6 : Moizez hag Aaron a guitaas ar gumuniezh evit mont da Deltenn an Emgav. En em deurel a rejont war o genou, ha gloar an Aotrou en em ziskouezas dezho.
Le Seigneur parla à Moïse. Il dit : Nb 20, 7 : An Aotrou a gomzas ouzh Moizez hag a lavaras :
« Prends ton bâton de chef et, avec ton frère Aaron, rassemble la communauté. Puis, sous leurs yeux, vous parlerez au rocher, et il donnera son eau. Pour eux tu feras jaillir l’eau du rocher, et tu feras boire la communauté et ses bêtes. » Nb 20, 8 : Tap ar vazh ha dastum ar gumuniezh, te ha da vreur Aaron ha dirazo holl, komz ouzh ar roc’hell, hag e roio dour dit. Tennañ a reot evidoc’h dour eus ar roc’hell, hag e roi da evañ d’ar gumuniezh a-bezh ha d’o loened.
Comme il en avait reçu l’ordre, Moïse prit le bâton qui était placé devant le Seigneur. Nb 20, 9 : Moizez a dapas eta ar vazh a oa dirak an Aotrou, evel m’en devoa gourc’hemennet dezhañ.
Moïse et Aaron réunirent l’assemblée en face du rocher, et Moïse leur dit : « Écoutez donc, rebelles. Est-ce que nous pouvons faire jaillir de l’eau pour vous de ce rocher ? » Nb 20, 10 : Neuze Moizez hag Aaron a vodas ar gumuniezh dirak ar roc’hell hag a lavaras dezho : "Selaouit ’ta ! Tabuterien ! Daoust hag e c’hellomp tennañ dour eus ar roc’hell evidoc’h ?"
Moïse leva la main et, de son bâton, il frappa le rocher par deux fois : l’eau jaillit en abondance, et la communauté put boire et abreuver ses bêtes. Nb 20, 11 : Moizez a savas e zorn hag a skoas war ar roc’hell gant e vazh, div wech, hag e teuas dour fonnus anezhi. Ar gumuniezh a evas hag o loened ivez.
Le Seigneur dit alors à Moïse et à son frère Aaron : « Puisque vous n’avez pas eu assez de foi pour manifester ma sainteté devant les fils d’Israël, vous ne ferez pas entrer cette assemblée dans le pays que je lui donne. » Nb 20, 12 : Met an Aotrou a lavaras da Voizez ha da Aaron : "Dre n’hoc’h eus ket kredet e oan gouest da ziskouez va santelezh dirak daoulagad bugale Israel, ac’hanta ! Ne gasot ket ar gumuniezh-mañ d’ar vro am eus prometet reiñ dezho".
Ce sont les eaux de Mériba (c’est-à-dire : les eaux du Défi) où les fils d’Israël ont défié le Seigneur, et où le Seigneur a manifesté parmi eux sa sainteté. Nb 20, 13 : Ar re-se eo dourioù Meriba e-lec’h ma c’hrozmolas bugale Israel a-enep an Aotrou hag e-lec’h ma lakaas E santelezh da barañ drezo.
De Cadès, Moïse envoya des messagers au roi d’Édom pour lui dire : « Ainsi parle ton frère Israël. Tu sais toutes les difficultés que nous avons rencontrées. Nb 20, 14 : Hag e kasas Moizez kannaded eus Kades da roue Edom : "Evel-hen e komz da vreur Israel : Te a oar an holl reuz am eus bet ;
Nos pères sont descendus en Égypte et nous y avons habité longtemps. Puis les Égyptiens nous ont maltraités, nous et nos pères. Nb 20, 15 : diskennet e oa hon tadoù d’an Egipt, hag ez omp chomet en Egipt deizioù e-leizh, hag o deus graet droug deomp Egiptiz, ha d’hon tadoù,
Alors nous avons crié vers le Seigneur, et il a entendu notre voix : il a envoyé un ange et nous a fait sortir d’Égypte. Nous voici donc à Cadès, ville à la frontière de ton territoire. Nb 20, 16 : hag hon eus garmet etrezek an Aotrou, hag en deus klevet hor mouezh, ha kaset un Ael, a dennas ac’hanomp eus an Egipt, ha setu m’emaomp e Kades, kêr e dibenn da diriad.
Laisse-nous, je te prie, traverser ton pays ! Nous ne passerons ni dans les champs ni dans les vignes ; nous ne boirons pas l’eau des puits ; nous irons par la voie Royale sans dévier ni à droite ni à gauche jusqu’à ce que nous ayons traversé ton territoire. » Nb 20, 17 : Lez-ni da dremen ez pro, ne dremenimp na dre ur park na dre ur winienn ; n’evimp ket dour eus ur puñs ; dre hent ar roue ez aimp hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz, ken n’hon devo tremenet da diriad".
Mais Édom répondit : « Tu ne passeras pas chez moi, sinon je sortirai à ta rencontre avec l’épée ! » Nb 20, 18 : Hag e lavaras Edom dezhañ : "Ne dremeni ket du-mañ, anez da se ez in a-ziarbenn dit gant ar c’hleze !"
Les fils d’Israël lui dirent : « Nous monterons par la route et si, moi et mes troupeaux, nous buvons de ton eau, je te la paierai. Après tout, ce n’est pas une affaire de me laisser passer à pied. » Nb 20, 19 : Hag e lavaras dezhañ bugale Israel : "Dre ar chaoser e kerzhimp, ha ma evomp eus da zour, ni pe hon tropell, e roin ar priz : n’eo ket ur gwall dra, war droad e tremenimp".
Mais Édom dit : « Non ! Tu ne passeras pas ! » Puis il sortit à la rencontre d’Israël avec une masse de gens et en grande force. Nb 20, 20 : Hag e lavaras : "Ne dremeni ket !" hag ez eas Edom a-ziarbenn dezhañ gant ur boblad niverus hag un dorn kreñv.
Ainsi Édom refusa-t-il à Israël la permission de traverser son territoire, et Israël prit une autre direction. Nb 20, 21 : Hag e nac’has Edom aotren Israel da dremen dre e diriad, hag e tistroas Israel dioutañ.
Les fils d’Israël – toute la communauté – partirent de Cadès et arrivèrent à Hor-la-Montagne. Nb 20, 22 : Ha loc’het eus Kades ez eas bugale Israel, an holl gumuniezh, da Hor-ar-Menez.
Le Seigneur s’adressa à Moïse et Aaron à Hor-la-Montagne, sur la frontière du pays d’Édom, et il dit : Nb 20, 23 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag ouzh Aaron e Hor-ar-Menez, war harzoù bro Edom, o lavarout :
« Aaron va être réuni aux siens ; en effet, il n’entrera pas dans le pays que je donne aux fils d’Israël, puisque vous avez été rebelles à ma parole aux eaux de Mériba. Nb 20, 24 : Dastumet e vo Aaron gant e dud ; ned aio ket d’ar vro a roin da vugale Israel, dre ’n abeg m’hoc’h eus disentet ouzh va urzh e doureier Meriba.
Toi, Moïse, prends avec toi Aaron et son fils Éléazar, et fais-les monter à Hor-la-Montagne. Nb 20, 25 : Kemer Aaron hag Eleazar, e vab, ha gra dezho pignat da Hor-ar-Menez.
Enlève à Aaron ses vêtements, tu en vêtiras son fils Éléazar. C’est là qu’Aaron sera réuni aux siens, qu’il mourra. » Nb 20, 26 : Diwisk Aaron eus e zilhad hag o gwisk da Eleazar e vab, hag Aaron a vo dastumet hag a varvo eno".
Moïse fit comme le Seigneur l’avait ordonné : ils montèrent à Hor-la-Montagne aux yeux de toute la communauté. Nb 20, 27 : Hag e reas Moizez evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou, hag e pignjont da Hor-ar-Menez, dirak an holl gumuniezh.
Moïse enleva ses vêtements à Aaron et en vêtit son fils Éléazar. Aaron mourut là, au sommet de la montagne. Puis Moïse, accompagné d’Éléazar, descendit de la montagne. Nb 20, 28 : Hag e tiwiskas Moizez Aaron eus e zilhad, hag o gwiskas da Eleazar e vab, hag e varvas Aaron eno, war benn ar menez, hag e tiskennas Moizez hag Eleazar eus ar menez.
Toute la communauté constata qu’Aaron avait expiré, et toute la maison d’Israël le pleura pendant trente jours. Nb 20, 29 : Hag e welas an holl gumuniezh e oa marvet Aaron, hag e oueljont Aaron tregont devezh, holl di Israel.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
