Levr an Niveroù - Pennad 30
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 30
Moïse rapporta aux fils d’Israël tout ce que le Seigneur lui avait ordonné. Nb 30, 1 : Hag e komzas Moizez ouzh bugale Israel a-grenn evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Puis il parla aux chefs de tribu des fils d’Israël. Il dit : « Voici ce que le Seigneur a ordonné : Nb 30, 2 : Hag e komzas Moizez ouzh pennoù meuriadoù bugale Israel, o lavarout : "Setu an dra a c’hourc’hemenn an Aotrou :
L’homme qui fait un vœu au Seigneur, ou prend par serment un engagement qui l’oblige lui-même, ne reniera pas sa parole ; il agira en tout selon ce qu’il a dit. Nb 30, 3 : Un den a ra ur gouestl d’an Aotrou, pe a ra ul le en ur ober ul liamm war e ene, ne freuzo ket e bromesa : a-grenn evel m’en deus disklêriet e c’henou e raio.
Quand une femme, jeune encore et vivant chez son père, fait un vœu au Seigneur et prend un engagement, Nb 30, 4 : Ur vaouez a ra ur gouestl d’an Aotrou, a ra ul liamm, e ti he zad en he yaouankiz,
si son père apprend l’existence de ce vœu et de cet engagement par lequel elle s’oblige elle-même, et que cependant il ne lui dise rien, alors tous ses vœux restent valides et tout engagement qui l’oblige elle-même reste valide. Nb 30, 5 : ma klev he zad he gouestl hag al liamm he deus graet war hec’h ene, hag e tav he zad dirazi, e talvezo hec’h holl ouestloù ; an holl liammoù he deus graet war hec’h ene a dalvezo.
Mais si son père, le jour même où il apprend cela, fait opposition, alors tous ses vœux et l’engagement qui l’oblige elle-même ne sont plus valides ; le Seigneur lui pardonnera puisque son père a fait opposition. Nb 30, 6 : Met ma-z eo dislavaret gant he zad en deiz ma klev, hec’h holl ouestloù, al liammoù he deus graet war hec’h ene, ne dalvezint ket. An Aotrou a bardono dezhi, peogwir ez eo bet dislavaret gant he zad.
Si elle appartient à un homme par le mariage et si elle est liée par des vœux qu’elle s’est imposés ou qu’elle a tenu des propos inconsidérés qui l’obligent elle-même, Nb 30, 7 : Ma teu da vezañ dimezet hag he deus graet gouestloù, m’o deus disklêriet he muzelloù un dra hag a liamm hec’h ene,
et que son mari apprenne cela, si, le jour même où il l’apprend, il ne lui dit rien, alors ses vœux restent valides et l’engagement qui l’oblige elle-même reste valide. Nb 30, 8 : ha ma klev he gwaz hag en deiz ma klev e tav dirazi, e talvezo he gouestloù, hag al liammoù he devoa graet war hec’h ene a dalvezo.
Mais si, le jour même où son mari l’apprend, il fait opposition, alors il annule le vœu qu’elle s’est imposée et les propos inconsidérés qui l’obligent elle-même ; le Seigneur pardonnera à la femme. Nb 30, 9 : Met en deiz ma klev he gwaz, ha ma-z eo dislavaret gantañ, e freuzo he gouestl he devoa graet warni hag o devoa disklêriet he muzelloù un dra a liamme hec’h ene. An Aotrou a bardono dezhi.
Le vœu d’une veuve ou d’une femme répudiée, tout engagement qui l’oblige elle-même, reste valide pour elle. Nb 30, 10 : Gouestl un intañvez, pe ur wreg distaolet, kement liamm he devo war hec’h ene a dalvezo dezhi.
Si c’est dans la maison de son mari qu’une femme fait un vœu ou prend par serment un engagement qui l’oblige elle-même, Nb 30, 11 : Ma-z eo e ti he gwaz he deus gouestlet, graet ul liamm war hec’h ene gant ul le,
et que son mari apprenne cela, ne lui dise rien et ne fasse pas opposition, tous ses vœux restent valides et tout engagement qui l’oblige elle-même reste valide. Nb 30, 12 : m’en devoa klevet he gwaz ha tavet dirazi hep he dislavarout, e talvezo hec’h holl ouestloù hag an holl liammoù he devoa liammet war hec’h ene : talvezout a raint ;
Mais si son mari les annule le jour même où il l’apprend, rien de ce qui a passé ses lèvres en ce qui concerne ses vœux et ce qui l’oblige elle-même ne sera valide : son mari les a annulés, et le Seigneur pardonnera à la femme. Nb 30, 13 : met m’en devoa o freuzet he gwaz en deiz m’en devoa klevet, kement tra a oa deuet eus he muzelloù, d’en em ouestlañ, da liammañ hec’h ene, ne dalvezint ket, he gwaz en devo o freuzet, hag an Aotrou a bardono dezhi.
Tout vœu et tout engagement par serment à faire pénitence sera validé par le mari, ou annulé par lui. Nb 30, 14 : Pep gouestl, pep le ouzh he liammañ da c’hlac’hariñ hec’h ene, ez eo d’he gwaz d’o lakaat da dalvezout, d’he gwaz d’o freuzañ.
Si, d’un jour à l’autre, son mari ne lui a rien dit, il rend valides tous ses vœux et tous les engagements qu’elle s’est imposés ; il les rend valides puisqu’il ne lui a rien dit le jour même où il l’a appris. Nb 30, 15 : Ma tav dirazi he gwaz a zeiz da zeiz, e ro talvoudegezh d’hec’h holl ouestloù, d’an holl liammoù a zo warni : ober a ra talvezout ar re-mañ ma tav dirazi en deiz ma klev.
Mais s’il tarde à les annuler après l’avoir appris, c’est lui qui portera le poids de sa faute à elle. » Nb 30, 16 : Ma freuz eñ anezho goude m’en devoa klevet, eñ eo a zougo he fec’hed".
Voilà donc les décrets que le Seigneur a prescrits à Moïse, concernant les relations entre un mari et sa femme, entre un père et sa fille, quand, jeune encore, elle vit chez son père. Nb 30, 17 : Sed ar reolennoù gourc’hemennet gant an Aotrou da Voizez, etre ur gwaz hag e wreg, etre un tad hag e verc’h en he yaouankiz, e ti he zad.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
