Levr an Niveroù - Pennad 2
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 2
Le Seigneur parla à Moïse et Aaron. Il dit : Nb 2, 1 : Hag e komzas an Aotrou ouzh Moizez hag ouzh Aaron, o lavarout :
« Les fils d’Israël camperont chacun sous son étendard, sous les enseignes de leurs familles, ils camperont tout autour de la tente de la Rencontre. Nb 2, 2 : Pep hini e-kichen e vanniel, gant arouezioù o zi tadel, e kampo bugale Israel : nepell, tro-war-dro da Deltenn an Emgav e kampint.
Camperont à l’est, à l’orient, par formations de combat, ceux qui appartiennent à l’étendard du camp de Juda. Le chef des fils de Juda est Nahshone, fils d’Amminadab ; Nb 2, 3 : Kampañ a raio ouzh ar Reter, ouzh ar Sav-heol, banniel kamp Youda, dre strollad, gant priñs mibien Youda, Naason, mab Aminadab,
selon le recensement, son armée est de 74 600 hommes. Nb 2, 4 : gant e lu bet niveret pevarzek mil ha tri-ugent ha c’hwec’h kant.
Campera près de lui la tribu d’Issakar. Le chef des fils d’Issakar est Netanél, fils de Souar ; Nb 2, 5 : Hag e kampo en o c’hichen meuriad Isac’har, gant priñs mibien Isac’har, Natanael, mab Souar,
selon le recensement, son armée est de 54 400 hommes. Nb 2, 6 : gant e lu bet niveret pevar mil ha hanter-kant ha pevar c’hant,
Campera aussi la tribu de Zabulon. Le chef des fils de Zabulon est Éliab, fils de Hélone ; Nb 2, 7 : meuriad Zaboulon, gant priñs mibien Zaboulon, Eliab, mab Helon,
selon le recensement, son armée est de 57 400 hommes. Nb 2, 8 : gant e lu bet niveret seizh mil ha hanter-kant ha pevar c’hant.
Total des recensés du camp de Juda : 186 400 hommes, groupés par formations de combat. Ils lèveront le camp en premier. Nb 2, 9 : An holl re niveret eus kamp Youda : kant c’hwec’h ha pevar-ugent mil ha pevar c’hant, dre strollad, da gentañ a loc’ho.
Au sud, l’étendard du camp de Roubène, les hommes étant par formations de combat. Le chef des fils de Roubène est Éliçour, fils de Shedéour ; Nb 2, 10 : Banniel kamp Ruben a vo er c’hreisteiz, dre strollad, gant priñs mibien Ruben, Elisour, mab Sedeour,
selon le recensement, son armée est de 46 500 hommes. Nb 2, 11 : gant e lu bet niveret c’hwec’h mil ha daou-ugent ha pemp kant.
Campera près de lui la tribu de Siméon. Le chef des fils de Siméon est Sheloumiel, fils de Sourishaddaï ; Nb 2, 12 : Hag e kampo en o c’hichen meuriad Simeon, gant priñs mibien Simeon, Salamiel, mab Sourisadai,
selon le recensement, son armée est de 59 300 hommes. Nb 2, 13 : gant e lu bet niveret nav mil ha hanter-kant ha tri c’hant.
Campera aussi la tribu de Gad. Le chef des fils de Gad est Élyasaf, fils de Réouël ; Nb 2, 14 : Ha meuriad Gad, gant priñs mibien Gad, Eliasaf, mab Rahouel,
selon le recensement, son armée est de 45 650 hommes. Nb 2, 15 : gant e lu bet niveret pemp mil ha daou-ugent c’hwec’h kant ha hanter-kant.
Total des recensés du camp de Roubène : 151 450 hommes, groupés par formations de combat. Ils lèveront le camp les deuxièmes. Nb 2, 16 : An holl re niveret eus kamp Ruben : kant unan ha hanter-kant mil ha pevar c’hant hanter, dre strollad, d’an eil a loc’ho.
Alors partira la tente de la Rencontre, le camp des lévites étant au milieu des autres camps. Dans l’ordre où ils auront campé, ils lèveront le camp, chacun à leur tour, par étendards. Nb 2, 17 : Hag e loc’ho Teltenn an Emgav, kamp al Levited er c’hreiz eus ar c’hampoù. Evel ma kampint e loc’hint, pep hini e-kichen o bannieloù.
À l’ouest, l’étendard du camp d’Éphraïm, les hommes étant par formations de combat. Le chef des fils d’Éphraïm est Élishama, fils d’Ammihoud ; Nb 2, 18 : Banniel kamp Efraim, dre strollad, e tu ar Mor, gant priñs mibien Efraim, Elisama, mab Amihoud,
selon le recensement, son armée est de 40 500 hommes. Nb 2, 19 : gant e lu bet niveret daou-ugent mil ha pemp kant.
Campera près de lui la tribu de Manassé. Le chef des fils de Manassé est Gamliel, fils de Pedahçour ; Nb 2, 20 : Hag en o c’hichen meuriad Manase, gant priñs mibien Manase, Gamaliel, mab Pedasour,
selon le recensement, son armée est de 32 200 hommes. Nb 2, 21 : gant e lu bet niveret daou vil ha tregont ha daou c’hant ;
Campera aussi la tribu de Benjamin. Le chef des fils de Benjamin est Abidane, fils de Guidoni ; Nb 2, 22 : ha meuriad Benjamin, gant priñs mibien Benjamin, Abidan mab Gedeon,
selon le recensement, son armée est de 35 400 hommes. Nb 2, 23 : gant e lu bet niveret pemp mil ha tregont ha pevar c’hant.
Total des recensés du camp d’Éphraïm : 108 100 hommes, groupés par formations de combat. Ils lèveront le camp les troisièmes. Nb 2, 24 : An holl re niveret eus kamp Efraim, kant eizh mil ha pevar c’hant, dre strollad, d’an trede a loc’ho.
Au nord, l’étendard du camp de Dane, les hommes étant par formations de combat. Le chef des fils de Dane est Ahiézer, fils d’Ammishaddaï ; Nb 2, 25 : Banniel kamp Dan, ouzh ar Sterenn, dre strollad, gant priñs mibien Dan, Ahiezer, mab Ammisaddai,
selon le recensement, son armée est de 62 700 hommes. Nb 2, 26 : gant e lu bet niveret daou vil ha tri-ugent ha seizh kant.
Campera près de lui la tribu d’Asher. Le chef des fils d’Asher est Paguiël, fils d’Okrane ; Nb 2, 27 : Hag e kampo en o c’hichen meuriad Aser, gant priñs mibien Aser, Pagiel, mab Oc’hran,
selon le recensement, son armée est de 41 500 hommes. Nb 2, 28 : gant e lu bet niveret unan ha daou-ugent mil ha pemp kant ;
Campera aussi la tribu de Nephtali. Le chef des fils de Nephtali est Ahira, fils d’Einane ; Nb 2, 29 : ha meuriad Neftali, gant priñs mibien Neftali, Ahira, mab Enan,
selon le recensement, son armée est de 53 400 hommes. Nb 2, 30 : gant e lu bet niveret tri mil ha hanter-kant ha pevar c’hant.
Total des recensés du camp de Dane : 157 600 hommes. Ils lèveront le camp en dernier, par étendards. » Nb 2, 31 : An holl re niveret eus kamp Dan, kant seizh ha hanter-kant mil ha c’hwec’h kant, d’an diwezhañ a loc’ho, gant o bannieloù.
Tels étaient les recensés des fils d’Israël, par familles. Total des recensés des camps par formations de combat : 603 550 hommes. Nb 2, 32 : Sed aze ar re niveret eus bugale Israel, dre di tadel : holl re gontet, ar c’hampoù, dre strollad, c’hwec’h kant tri mil ha c’hwec’h kant hanter.
Mais les lévites ne furent pas recensés parmi les fils d’Israël, comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Nb 2, 33 : Al Levited ne voent ket niveret e-touez bugale Israel, evel m’en devoa gourc’hemennet an Aotrou da Voizez.
Les fils d’Israël firent tout ce que le Seigneur avait ordonné à Moïse : c’est ainsi qu’ils campaient par étendards et levaient le camp, par clans, par familles. Nb 2, 34 : Hag e reas bugale Israel a-grenn evel m’en devoa an Aotrou gourc’hemennet da Voizez : kampañ a rejont gant o bannieloù, ha loc’hañ, pep hini gant e gerentiezh, hervez e di tadel.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
