Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr an Niveroù » Pennad 36

Levr an Niveroù - Pennad 36

Levr : Levr an Niveroù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36

Pennad 36



Alors s’approchèrent les chefs de famille du clan des fils de Galaad, fils de Makir, fils de Manassé, l’un des clans des fils de Joseph. Ils prirent la parole devant Moïse et devant les responsables, chefs de famille des fils d’Israël. Nb 36, 1 : Hag e tostaas pennoù tadel kerentiezhioù mibien Galaad, mab Mac’hir, mab Manase, eus kerentiezhioù mibien Jozef, evit komz dirak Moizez ha dirak ar briñsed pennoù tadel bugale Israel,

Ils dirent : « Le Seigneur a prescrit à mon seigneur de donner le pays en héritage aux fils d’Israël en le partageant par tirage au sort, et mon seigneur a reçu l’ordre du Seigneur de donner la part d’héritage de notre frère Celofehad à ses filles. Nb 36, 2 : hag e lavarjont : "D’am aotrou en devoa gourc’hemennet an Aotrou reiñ ar vro en hêrezh dre sord da vugale Israel, hag en deus va aotrou bet urzh digant an Aotrou da reiñ hêrezh Salfaad, hor breur, d’e verc’hed.

Or, si l’une d’elles épousait un membre d’une autre tribu d’Israël, sa part d’héritage serait retranchée de l’héritage de nos pères, tandis qu’elle s’ajouterait à l’héritage de la tribu dans laquelle l’épouse serait entrée ; cette part serait alors retranchée de notre héritage attribué par le tirage au sort. Nb 36, 3 : Ha pa vezint da unan eus mibien meuriadoù bugale Israel evel gwragez, e vo krennet o hêrezh diwar hêrezh hon tadoù, hag e kresko hêrezh ar meuriad a vo deuet o hini, hag hon lodenn hêrezh a vo bet krennet ;

Quand pour les fils d’Israël arrivera le jubilé, sa part d’héritage serait ajoutée à l’héritage de la tribu dans laquelle elle serait entrée, et donc cette part d’héritage serait retranchée de l’héritage de la tribu de nos pères. » Nb 36, 4 : ha pa vo Jubile gant bugale Israel, e kresko gant o hêrezh, hêrezh ar meuriad a vo deuet o hini, ha diwar hêrezh meuriad hon tadoù e vo bet tennet o hêrezh".

Alors Moïse donna l’ordre suivant aux fils d’Israël, selon la parole du Seigneur. Il dit : « Ceux de la tribu des fils de Joseph ont raison. Nb 36, 5 : Hag e kemennas Moizez da vugale Israel, war urzh an Aotrou, o lavarout : "Reizh eo pezh emañ meuriad mibien Jozef o lavarout.

Voici donc ce qu’a ordonné le Seigneur en ce qui concerne les filles de Celofehad. Il a dit : Elles pourront épouser qui bon leur semblera, à condition d’épouser quelqu’un d’un clan de la tribu de leur père. Nb 36, 6 : Sed an dra a c’hourc’hemenn an Aotrou evit merc’hed Salfaad, lavarout a ra : D’ar re a blijo dezho e timezint, met en ur gerentiezh eus meuriad o zadoù e timezint.

Ainsi les parts d’héritage des fils d’Israël ne passeront pas d’une tribu à l’autre. En effet, chacun des fils d’Israël restera attaché à l’héritage de la tribu de ses pères. Nb 36, 7 : Ha ne dremeno ket hêrezh bugale Israel a veuriad da veuriad ; pep hini ouzh hêrezh meuriad e dadoù en em stago bugale Israel.

Toute fille qui possède une part d’héritage provenant des tribus des fils d’Israël doit épouser quelqu’un d’un clan de la tribu de son père, afin que chacun des fils d’Israël possède la part d’héritage de ses pères. Nb 36, 8 : An holl verc’hed o devo bet hêrezh eus meuriadoù bugale Israel, d’un den eus kerentiezh meuriad o zadoù e timezint, ma vo heritourien bugale Israel, pep hini e hêrezh e dadoù.

Ainsi la part d’héritage ne passera pas d’une tribu à l’autre, car les tribus des fils d’Israël resteront attachées chacune à sa part d’héritage. » Nb 36, 9 : Ha ne dremeno ket un hêrezh eus ur meuriad d’ur meuriad all, met pep hini ouzh e hêrezh e vo stag meuriadoù bugale Israel".

Les filles de Celofehad firent comme le Seigneur l’avait ordonné à Moïse. Nb 36, 10 : Hervez urzh an Aotrou da Voizez e reas merc’hed Salfaad.

Mahla, Tirça, Hogla, Milka et Noa, les filles de Celofehad, épousèrent des fils de leurs oncles. Nb 36, 11 : Hag e voe Maala, Tiras, Hegla, Melka ha Noa, merc’hed Salfaad, da vibien o eontred, da wragez ;

Elles épousèrent donc des hommes des clans des fils de Manassé, fils de Joseph, et leur part d’héritage resta dans la tribu à laquelle appartenait le clan de leur père. Nb 36, 12 : e kerentiezhioù mibien Manase, mab Jozef, e timezjont, hag e voe o hêrezh da veuriad kerentiezh o zadoù.

Voilà les commandements et les ordonnances que le Seigneur prescrivit aux fils d’Israël par l’intermédiaire de Moïse, dans les steppes de Moab, au bord du Jourdain, à la hauteur de Jéricho. Nb 36, 13 : Sed aze gourc’hemennoù ha reolennoù a gemennas an Aotrou dre Voizez da vugale Israel, e maezioù Moab, e-kichen ar Yordan, e Jeriko.



💡 Titouroù ouzhpenn

🤝 Pajenn an holl gevelerion

🌐 Diwar-benn an droidigezh

Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.

Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn