Levr an Niveroù - Pennad 22
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31 | 32 | 33 | 34 | 35 | 36
Pennad 22
Les fils d’Israël repartirent : ils allèrent camper dans les steppes de Moab, au-delà du Jourdain, à la hauteur de Jéricho. Nb 22, 1 : Hag e loc’has bugale Israel, hag e kampjont e maezioù Moab, en tu-hont d’ar Yordan, e Jeriko.
Balaq, fils de Cippor, vit tout ce qu’Israël avait fait subir aux Amorites. Nb 22, 2 : Hag e welas Balak, mab Sipor, holl bezh en devoa graet Israel d’an Amoriz.
Moab eut grand peur d’un peuple aussi nombreux. Oui, Moab fut saisi d’effroi devant les fils d’Israël. Nb 22, 3 : Hag e spontas Moab rak ar bobl-se, dre ma oa niverus-meurbet : spouronet e voe Moab rak bugale Israel.
Alors Moab dit aux anciens de Madiane : « Maintenant, cette multitude va tout brouter aux alentours, comme un bœuf broute l’herbe des champs ! » Balaq, fils de Cippor, régnait sur Moab en ce temps-là. Nb 22, 4 : Hag e lavaras Moab da henaourien Madian : "Bremañ e peuro an engroez-mañ hon holl dro-war-droioù, evel ma peur ar saout geot ar maezioù !" Balak, mab Sipor, a oa roue Moab d’ar mare-se.
Il envoya donc des messagers à Balaam, fils de Béor, qui était à Petor au bord du Fleuve, son pays d’origine, pour l’appeler ; il lui faisait dire : « Voici un peuple qui est sorti d’Égypte, le voici répandu dans tout le pays, il s’est installé en face de moi ! Nb 22, 5 : Hag e kasas kannaded da Valaam, mab Beor, da Betor, a zo war ar Stêr, e bro mibien e bobl, evit e c’hervel, o lavarout : "Setu ur bobl, deuet eus an Egipt, hag a c’holo gorre an douar ! Emañ o chom a-geñver din.
Viens donc, je t’en prie, et maudis-moi ce peuple car il est plus puissant que moi. Peut-être alors pourrai-je le battre et le chasser du pays, car, je le sais, celui que tu bénis est béni, et celui que tu maudis est maudit. » Nb 22, 6 : Ha bremañ, deus eta ! Millig din ar bobl-se, rak kreñvoc’h eo egedon : marteze e c’hellin skeiñ warno hag o argas eus ar vro, rak, her gouzout a ran, ar pezh a vennigez a zo benniget, hag ar pezh a villigez, milliget".
Les anciens de Moab et les anciens de Madiane s’en allèrent donc, munis de cadeaux pour le devin. Ils arrivèrent chez Balaam à qui ils répétèrent les paroles de Balaq. Nb 22, 7 : Hag ez eas henaourien Moab ha henaourien Madian, gopr an divinour en o daouarn, hag ec’h errujont e ti Balaam, hag e lavarjont dezhañ komzoù Balak.
Balaam leur dit : « Passez la nuit ici, et je vous rendrai réponse suivant ce que le Seigneur m’aura dit. » Les princes de Moab restèrent donc chez Balaam. Nb 22, 8 : Hag e lavaras dezho : "Lojit amañ fenoz, hag e rentin deoc’h respont evel ma lavaro an Aotrou din". Hag e chomas priñsed Moab gant Balaam.
Dieu vint auprès de Balaam et dit : « Qui sont ces hommes chez toi ? » Nb 22, 9 : Hag e teuas Doue da gaout Balaam, hag e lavaras : "Piv eo ar wazed-se a zo ganit ?"
Balaam répondit à Dieu : « Balaq, fils de Cippor, roi de Moab, m’a envoyé dire : Nb 22, 10 : Hag e lavaras Balaam da Zoue : "Balak, mab Sipor, roue Moab, en deus kaset davedon :
Voici un peuple sorti d’Égypte, qui s’est répandu dans tout le pays. Viens donc et maudis-le pour moi ! Peut-être alors pourrai-je combattre contre lui et le chasser ! » Nb 22, 11 : Ur bobl, o tont eus an Egipt, a c’holo gorre ar vro ! Met deus ! Ha millig din anezho : marteze e c’hellin brezeliñ ganto hag o argas".
Mais Dieu dit à Balaam : « Tu n’iras pas avec eux ! Tu ne maudiras pas ce peuple, car il est béni ! » Nb 22, 12 : Hag e lavaras Doue da Valaam : "Ned i ket ganto, ne vallozhi ket ar bobl-se, rak benniget eo".
Balaam se leva de bon matin et dit aux princes de Balaq : « Retournez dans votre pays, car le Seigneur a refusé de me laisser partir avec vous. » Nb 22, 13 : Hag e savas Balaam da veure, hag e lavaras da briñsed Balak : "Kit d’ho pro ! Nac’hañ a ra an Aotrou va lezel da vont ganeoc’h".
Les princes de Moab se levèrent, retournèrent chez Balaq et lui dirent : « Balaam n’a pas voulu venir avec nous ! » Nb 22, 14 : Hag e savas priñsed Moab, hag ez ejont da gaout Balak, hag e lavarjont : "Nac’het en deus Balaam dont ganeomp".
Mais Balaq envoya encore d’autres princes, plus nombreux et plus importants que les premiers. Nb 22, 15 : Hag ec’h adkasas Balak priñsed niverusoc’h hag enorusoc’h eget ar re gentañ.
Ils allèrent donc auprès de Balaam et lui dirent : « Ainsi parle Balaq, fils de Cippor : Ne refuse pas, je t’en prie, de venir chez moi. Nb 22, 16 : Hag erruet e ti Balaam, e lavarjont dezhañ : "Evel-hen e komz Balak, mab Sipor : Na zinac’h ket dont d’am c’haout,
Je te comblerai de beaucoup d’honneurs, et tout ce que tu me diras, je le ferai. Viens donc et maudis-moi ce peuple ! » Nb 22, 17 : rak enoret e vi ganin, meurbet, ha kement tra a lavari din a rin. Deus eta ! Millig din ar bobl-se !"
Balaam répondit aux serviteurs de Balaq : « Même si Balaq me donnait plein sa maison d’argent et d’or, je ne pourrais transgresser la parole du Seigneur mon Dieu en aucune chose, petite ou grande. Nb 22, 18 : Hag e respontas Balaam, o lavarout da servijerien Balak : "Nag e rofe din Balak leun e di a arc’hant hag a aour, n’hellan ket treuziñ urzh an Aotrou, va Doue, e tra ebet, bihan pe bras.
Maintenant, je vous en prie, restez ici cette nuit, vous aussi, car je sais que le Seigneur va encore me parler. » Nb 22, 19 : Ha bremañ, chomit amañ, c’hwi ivez, fenoz, hag e ouezin ma komzo a-nevez an Aotrou ouzhin".
Dieu vint auprès de Balaam pendant la nuit et lui dit : « Puisque ces hommes sont venus t’appeler, lève-toi, pars avec eux. Seulement, ce que je te dirai, c’est cela que tu feras. » Nb 22, 20 : Hag e teuas Doue davet Balaam da noz, hag e lavaras dezhañ : "Ma-z eo evit da c’hervel e teu an dud-se, sav ! Kae ganto, met ar pezh a lavarin dit a ri !"
Balaam se leva de bon matin, sella son ânesse et partit avec les princes de Moab. Nb 22, 21 : Hag e savas Balaam da veure, hag e sternas e azenez, hag ez eas gant priñsed Moab.
Mais, comme il partait, la colère de Dieu s’enflamma et l’ange du Seigneur se posta sur le chemin en adversaire, tandis qu’il s’en allait, monté sur son ânesse et accompagné de ses deux serviteurs. Nb 22, 22 : Hag ec’h entanas kounnar Doue, pa oa o vont, hag en em zalc’has Ael an Aotrou war an hent, da enebiñ outañ. Edo a-c’haoliad war e azenez ; e zaou servijer a oa gantañ.
L’ânesse vit l’ange du Seigneur posté sur le chemin, son épée dégainée à la main ; elle quitta le chemin et prit par les champs. Balaam frappa l’ânesse pour la ramener sur le chemin. Nb 22, 23 : Hag e welas an azenez Ael an Aotrou en e sav war an hent, e gleze dic’houinet en e zorn, hag e tistroas an azenez eus an hent hag ez eas er park, hag e skoas Balaam gant an azenez evit ober dezhi distreiñ war an hent.
Alors, l’ange du Seigneur se plaça dans un chemin creux qui passait dans les vignes, entre deux murets. Nb 22, 24 : Hag en em zalc’has Ael an Aotrou en ur wenodenn er winieg, gant ur c’harzh ac’halen hag ur c’harzh ac’halese.
L’ânesse vit l’ange du Seigneur et se serra contre le mur, serrant ainsi le pied de Balaam contre le mur, et Balaam se remit à la frapper. Nb 22, 25 : Hag e welas an azenez Ael an Aotrou, hag en em harpas ouzh ar vogerig en ur waskañ troad Balaam ouzh ar vogerig, hag hemañ da skeiñ ganti a nevez.
L’ange du Seigneur les dépassa encore une fois et se plaça dans un passage étroit où il n’était possible de dévier ni à droite ni à gauche. Nb 22, 26 : Hag Ael an Aotrou da tremen c’hoazh, ha da ’n em zerc’hel en ul lec’h enk, ma ne oa hent ebet da dreiñ a-zehou nag a-gleiz.
L’ânesse vit l’ange du Seigneur et se coucha sous Balaam qui s’enflamma de colère et la frappa de sa cravache. Nb 22, 27 : Hag e welas an azenez Ael an Aotrou, hag e c’hourvezas dindan Balaam, hag ec’h entanas kounnar Balaam, a skoas war an azenez gant ur vazh.
Alors le Seigneur ouvrit la bouche de l’ânesse qui dit à Balaam : « Que t’ai-je fait pour que tu me frappes par trois fois ? » Nb 22, 28 : Hag e tigoras an Aotrou genou an azenez, a lavaras da Valaam : "Petra am eus graet dit, m’ec’h eus skoet ganin teir gwech ?"
Et Balaam dit à l’ânesse : « C’est que tu t’es moquée de moi ! Ah ! si j’avais à la main une épée, à l’instant je te tuerais ! » Nb 22, 29 : Hag e lavaras Balaam d’an azenez : "Pa rez goap ac’hanon ! Ma vefe bet ur c’hleze em dorn, em befe da lazhet".
Et l’ânesse dit à Balaam : « Ne suis-je pas ton ânesse, celle que depuis toujours tu ne cesses de monter ? Ai-je l’habitude d’agir ainsi à ton égard ? » Et lui répondit : « Non ! » Nb 22, 30 : Hag e lavaras an azenez da Valaam : "Daoust ha n’on ket da azenez, a varc’hekaez warnon abaoe ma-z out betek hiziv ? Ha boas on d’ober dit evel-se ?" Hag e lavaras : "Nann !"
Alors le Seigneur dessilla les yeux de Balaam qui vit l’ange du Seigneur posté sur le chemin, son épée dégainée à la main. Balaam s’inclina et se prosterna sur son front. Nb 22, 31 : Hag e tivouchas an Aotrou daoulagad Balaam, a welas Ael an Aotrou en e sav war an hent, e gleze dic’houinet en e zorn. Hag e soublas, hag e stouas war e fri.
L’ange du Seigneur lui dit : « Pourquoi as-tu frappé ton ânesse par trois fois ? Tu le vois, je suis venu moi-même en adversaire car, à mon gré, ce voyage était précipité. Nb 22, 32 : Hag e lavaras dezhañ Ael an Aotrou : "Perak ec’h eus skoet gant da azenez teir gwech ? Deuet on evel eneber, rak diheñchañ a rez, d’am meno.
L’ânesse m’a vu, elle, et, par trois fois, elle s’est détournée de moi. Si elle ne s’était pas détournée de moi, c’est toi qu’à l’instant j’aurais tué. Mais elle, je l’aurais laissé vivre. » Nb 22, 33 : Hag he deus va gwelet an azenez, hag ez eo distroet diouzhin teir gwech. Ma n’he dije ket distroet a-zirazon, eo te am bije lazhet, hag hi am bije lezet bev".
Balaam dit à l’ange du Seigneur : « J’ai péché. Je ne savais pas que tu étais là, posté devant moi sur le chemin. Mais, maintenant, si c’est mal à tes yeux, je vais m’en retourner. » Nb 22, 34 : Hag e lavaras Balaam da Ael an Aotrou : "Pec’het em eus, met n’ouien ket en em zalc’hes a-ziarbenn din war an hent, ha bremañ, ma-z eo bet displijus dit, e tistroin d’ar gêr".
Mais l’ange du Seigneur dit à Balaam : « Pars avec ces hommes ! Mais tu diras seulement ce que je te dirai de dire ! » Balaam partit donc avec les princes de Balaq. Nb 22, 35 : Hag e lavaras Ael an Aotrou da Valaam : "Kae gant ar wazed-se, ha ne lavari nemet ar c’homzoù a lavarin dit". Hag ez eas Balaam gant priñsed Balak.
Balaq apprit que Balaam arrivait et il sortit à sa rencontre. Il alla à Ar-Moab sur la frontière tracée par l’Arnon, à la limite de son territoire. Nb 22, 36 : Hag e klevas Balak e teue Balaam, hag ez eas war-arbenn dezhañ en ur gêr eus Moab, war ribl an Arnon, betek dibenn an harzoù.
Balaq dit à Balaam : « Ne t’avais-je pas envoyé assez de monde pour t’appeler ? Pourquoi n’es-tu pas venu chez moi ? Vraiment, ne serais-je pas capable de te combler d’honneurs ? » Nb 22, 37 : Hag e lavaras Balak da Valaam : "Daoust ha n’em boa ket kaset kannaded davedout evit da c’hervel ? Perak ne oas ket deuet davedon ? Daoust hag e gwirionez n’hallen ket da enoriñ ?"
Et Balaam dit à Balaq : « Me voici arrivé chez toi. Mais maintenant, vais-je dire n’importe quoi ? La parole que Dieu mettra dans ma bouche, c’est elle que je proclamerai. » Nb 22, 38 : Hag e lavaras Balaam da Valak : "Deuet on ; ha bremañ, ha gallout a rin lavarout ur ger ? Ar gomz a lakaio Doue em genou a lavarin".
Balaam accompagna Balaq et ils allèrent à Qiryath-Houçoth. Nb 22, 39 : Hag ez eas Balaam gant Balak, hag ec’h errujont e Kariatusot.
Balaq offrit en sacrifice du gros et du petit bétail, et en remit des parts à Balaam et aux princes qui étaient avec lui. Nb 22, 40 : Hag e sakrifisas Balak ejened ha deñved, hag e kasas lod da Valaam ha d’ar briñsed a oa gantañ.
Le lendemain matin, Balaq emmena Balaam et le fit monter à Bamoth-Baal d’où il pouvait voir une partie du peuple. Nb 22, 41 : Ha da veure e kemeras Balak Balaam, hag e reas dezhañ pignat betek Bamot-Baol, ma weled alese ul lodenn eus ar bobl.
💡 Titouroù ouzhpenn
🌐 Diwar-benn an droidigezh
Troidigezh Levr an Niveroù kinniget deoc'h gant Bibl.bzh a zo diazezet war labour an Tour-Tan bet moullet e pemp levrenn adalek 1981, gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien. Un droidigezh ez eo, ger-ha-ger eus ar vammenn hebraek anvet Masorah, a sav da dri c'hantved goude Hor Salver. Job Lec’hvien e dibenn e vuhez (adalek 2012 betek 2014) en deus adwelet an holl destennoù evit digreskiñ ar strizhder a oa gant an hebraeg troet ger-ha-ger hag evit gwellaat anezho evit al liderezh. Embannet ez eus bet ur stumm klok deus ar Bibl gant an droidigezh-mañ gant an embannadurioù Penkermin e 2018. Adlennet ha divanket eo bet an droidigezh-orin gant Kristenien ar Vro evit Bibl.bzh e 2025.
Troidigezh ar Bibl kinniget gant Bibl.bzh a zo disoc'h ul labour hir kaset da benn e-pad dekvloaziadoù gant beleien a bep seurt (gwelet ar bajenn Aozerien ar Bibl e brezhoneg evit goût hiroc'h), adlennet gant laiked ar Bodad labour « Ar Bibl Santel » ha peurlipet c'hoazh evit Bibl.bzh gant Kristenion ar Vro.
