Levr Josoua - Pennad 3
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24
Pennad 3
Josué se leva de bon matin et partit de Shittim avec tous les fils d’Israël. Ils allèrent jusqu’au bord du Jourdain. Ils y passèrent la nuit avant de traverser. Jos 3, 1 : Hag e savas Josoua abred, hag e loc’hjont eus Settim, hag ez ejont betek ar Jordan, eñ hag holl vugale Israel, ha da nozvezhiañ eno a-raok treuziñ.
Au bout de trois jours, les scribes du peuple parcoururent le camp Jos 3, 2 : Hag a-benn tri deiz e tremenas ar skribed e-barzh ar c’hamp,
pour lui donner cet ordre : « Quand vous verrez l’arche de l’Alliance du Seigneur votre Dieu et les prêtres lévites qui la portent, vous quitterez le lieu où vous êtes et vous la suivrez. Jos 3, 3 : da reiñ urzhioù d’ar bobl, o lavarout : "Pa welot Arc’h Emglev an Aotrou, ho Toue, hag ar veleien-levited ouzh he dougen, e loc’hot eus ho lec’hioù, hag ez eot war he lerc’h.
Mais gardez avec elle une distance d’environ deux mille coudées, ne l’approchez pas. Vous la suivrez pour connaître le chemin à prendre, car vous n’êtes jamais passés par ce chemin ni hier, ni avant-hier. » Jos 3, 4 : Met un hedad a vo etrezoc’h-c’hwi hag houmañ, a zaou vil ilinad bennak ; n’it ket tostoc’h dezhi, hag ec’h anavezot dre be hent mont, peogwir n’oc’h ket tremenet dre an hent-se en a-raok".
Puis Josué dit au peuple : « Sanctifiez-vous, car demain le Seigneur fera des merveilles au milieu de vous. » Jos 3, 5 : Hag e lavaras Josoua d’ar bobl : "En em santelait, rak arc’hoazh e ray an Aotrou burzhudoù en ho touez".
Et il dit aux prêtres : « Prenez l’arche d’Alliance et passez en tête du peuple. » Ils portèrent l’arche d’Alliance et avancèrent à la tête du peuple. Jos 3, 6 : Hag e komzas Josoua ouzh ar veleien o lavarout : "Dougit Arc’h an Emglev, ha treuzit a-raok ar bobl". Hag e tougjont Arc’h an Emglev, hag e kerzhjont dirak ar bobl.
Le Seigneur dit à Josué : « Aujourd’hui, je vais commencer à te grandir devant tout Israël, pour qu’il sache que je suis avec toi comme j’ai été avec Moïse. Jos 3, 7 : Hag e lavaras an Aotrou da Josoua : "Hiziv e stagin d’az prasaat ouzh daoulagad Israel a-bezh, dezho da c’houzout penaos, evel ma-z on bet gant Moizez, e vezin ganit-te.
Toi, tu donneras cet ordre aux prêtres qui portent l’arche d’Alliance : “Lorsque vous serez arrivés au bord du Jourdain, vous vous arrêterez dans le lit du fleuve.” » Jos 3, 8 : Hag e roi urzhioù d’ar veleien a zoug Arc’h an Emglev, o lavarout : "Pa viot degouezhet e-tal dourioù ar Jordan ec’h arsavot er Jordan".
Josué dit ensuite aux fils d’Israël : « Approchez, écoutez les paroles du Seigneur votre Dieu. Jos 3, 9 : Neuze e lavaras Josoua da vugale Israel : "Dedostait amañ ha selaouit komzoù an Aotrou, ho Toue".
À ceci, vous reconnaîtrez que le Dieu vivant est au milieu de vous, et qu’il vous mettra en possession du pays des Cananéens, des Hittites, des Hivvites, des Perizzites, des Guirgashites, des Amorites et des Jébuséens : Jos 3, 10 : Hag e lavaras c’hoazh : "Dre gement-mañ e ouiot emañ an Doue bev en ho touez, hag a ziberc’henno dirazoc’h Kanaaniz, Heteiz, Heveiz, Perezeiz, Gergesiz, Amoreiz ha Jebouseiz ;
voici que l’arche de l’Alliance du Seigneur de toute la terre va passer le Jourdain devant vous. Jos 3, 11 : setu Arc’h Emglev Aotrou an douar a-bezh a ya da dremen en ho raok-c’hwi er Jordan.
Et maintenant, prenez douze hommes parmi les tribus d’Israël, un homme par tribu. Jos 3, 12 : Ha bremañ, kemerit-hu daouzek den eus meuriadoù Israel, un den dre veuriad ;
Aussitôt que les prêtres qui portent l’arche du Seigneur de toute la terre auront posé la plante de leurs pieds dans les eaux du Jourdain, les eaux qui sont en amont seront coupées, et elles s’arrêteront en formant une seule masse. » Jos 3, 13 : ha kerkent ha m’o devezo ar veleien a zo o tougen Arc’h an Aotrou, Aotrou an douar a-bezh, lakaet plant o zreid e dourioù ar Jordan, dourioù ar Jordan en em ranno : an doureier a ziskenn eus krec’h en em zalc’ho evel en ur bern".
Quand le peuple leva le camp pour passer le Jourdain, les prêtres portaient l’arche d’Alliance en tête du peuple. Jos 3, 14 : Ha setu : pa zigampas ar bobl o zeltennoù evit treuziñ ar Jordan, ar veleien a zouge Arc’h an Emglev a oa er penn a-raok anezho.
Or, le Jourdain coule à pleins bords pendant toute la saison des moissons. Dès que les prêtres qui portaient l’arche furent arrivés au Jourdain, et que leurs pieds touchèrent l’eau, Jos 3, 15 : Ha pa zeujont e-kichen ar Jordan, ha pa stokas o zreid ouzh an dour - rak dic’hlannañ a ra ar Jordan war e holl ribloù e-pad amzer an eost -,
les eaux s’arrêtèrent en amont et se dressèrent comme une seule masse sur une grande distance, à partir d’Adame, ville voisine de Sartane ; et en aval, les eaux achevèrent de s’écouler vers la mer de la Araba, la mer Morte. Le peuple traversa à la hauteur de Jéricho. Jos 3, 16 : neuze e stankennas an dourioù, ar re a ziskenne eus krec’h ; sevel a rejont en ur bern war-hed ur pennad bras, adalek kêr-Adam, ur gêr ouzh kostez Sartan ; hag ar re a ziskenne da Vor ar Gompezenn, ar Mor Sall, a zalc’has da redek ken na oant aet da hesk.
Les prêtres qui portaient l’arche de l’Alliance du Seigneur restèrent immobiles, sur la terre sèche, au milieu du Jourdain. Alors tout Israël traversa à pied sec, jusqu’à ce que toute la nation eût fini de passer le Jourdain. Jos 3, 17 : Hag ar bobl a dreuzas a-dal da Jeriko. Hag e chomas a-sav ar veleien a zouge Arc’h Emglev an Aotrou war ar sec’h e-kreiz ar Jordan, hag Israel a-bezh a dreuzas war ar sec’h, ken n’he devoa echu ar bobl a-bezh da dreuziñ ar Jordan.
