Premier livre de Samuel - Chapitre 18
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Chapitre 18
Or dès que David eut fini de parler à Saül, Jonathan s’attacha de toute son âme à David et il l’aima comme lui-même. 1S 18, 1 : P’en devoe echu David da gomz ouzh Saoul, ene Jonatan en em stagas ouzh ene David, hag e garout a reas Jonatan evel e ene.
Ce jour-là, Saül retint David et ne lui permit pas de retourner chez son père. 1S 18, 2 : Hag e zegemer a reas Saoul en deiz-se, n’e lezas ket da ziskenn da di e dad.
Et Jonathan conclut une alliance avec David, car il l’aimait comme lui-même. 1S 18, 3 : Hag e tivizas Jonatan gant David un emglev, peogwir e garout a rae evel e ene.
Jonathan se dépouilla du manteau qu’il portait et le donna à David, ainsi que ses vêtements, et même son épée, son arc et son ceinturon. 1S 18, 4 : Hag e tiwiskas Jonatan ar vantell en devoa, d’he reiñ da Zavid, gant e harnez, e gleze, e wareg hag e c’houriz.
Dans ses expéditions, David réussissait partout où l’envoyait Saül, et Saül le mit à la tête des hommes de guerre. Il était bien vu de tout le peuple et même des serviteurs de Saül. 1S 18, 5 : Hag ez eas David, ha dre-holl ma veze kaset gant Saoul e rae berzh ; e lakaat a reas Saoul e penn ar vrezelourien, hag e voe mat se ouzh daoulagad an holl dud hag ouzh daoulagad servijerien Saoul.
Au retour de l’armée, lorsque David revint après avoir tué le Philistin, les femmes sortirent de toutes les villes d’Israël à la rencontre du roi Saül pour chanter et danser au son des tambourins, des cris de joie et des cymbales. 1S 18, 6 : Edont oc’h erruout, pa zistroe David a vezañ lazhet ar Filistiad, hag ez ae er-maez ar maouezed eus kêrioù Israel en ur ganañ ha dañsal en arbenn da Saoul, ar roue, gant taboulinoù, el levenez, ha telennoù.
Les femmes dansaient en se renvoyant ce refrain : « Saül a tué ses milliers, et David, ses dizaines de milliers. » 1S 18, 7 : Hag e tiskane ar maouezed, hag en ur c’hoarzhin e lavarent : "Saoul en deus lazhet miliadoù : Ha David dek-miliadoù !"
Saül le prit très mal et fut très irrité. Il disait : « À David on attribue les dizaines de milliers, et à moi les milliers ; il ne lui manque plus que la royauté ! » 1S 18, 8 : Hag e kounnaras Saoul, meurbet : fall e oa ar c’homzoù-se ouzh e zaoulagad, hag e lavaras : "Roet o deus da Zavid an dek-miliadoù ha din-me ar miliadoù ; prestik en devo ar rouantelezh !"
Depuis ce jour-là, Saül regardait David avec méfiance. 1S 18, 9 : Ha Saoul a sellas a-dreuz ouzh David adalek an deiz-se, ha da c’houde.
Le lendemain, un mauvais esprit envoyé par Dieu s’empara de Saül qui fut saisi de transe prophétique au milieu de la maison. David jouait de son instrument comme chaque jour, et Saül avait sa lance à la main. 1S 18, 10 : Hag antronoz e strinkas ur spered fall a-berzh Doue war Saoul hag ec’h ambrenas e-kreiz an ti, ha David a sone gant e zorn evel bemdez, hag ar goaf a oa e dorn Saoul.
Saül la lança en se disant : « Je vais clouer David au mur ! » Mais par deux fois David échappa à Saül. 1S 18, 11 : Hag e taolas Saoul e c’hoaf en ur lavarout : "Skeiñ a rin David ouzh ar speurenn !" Met diflipañ a reas David dioutañ div wech.
Saül eut peur de David. En effet, le Seigneur était avec David et s’était écarté de Saül. 1S 18, 12 : Hag en devoa aon Saoul dirak David, rak an Aotrou a oa gantañ, ha digant Saoul e oa aet kuit.
Quant à Saül, il écarta David de sa présence en le nommant officier de millier. David partait en campagne et revenait à la tête du peuple. 1S 18, 13 : E bellaat a reas Saoul dioutañ, ouzh e lakaat ofiser a viliadoù : mont ha dont a rae e penn ar bobl.
Il réussissait dans toutes ses expéditions : le Seigneur était avec lui. 1S 18, 14 : Ha David, en e holl hentoù, a rae berzh : an Aotrou a oa gantañ.
En voyant à quel point il réussissait, Saül le redouta. 1S 18, 15 : Ha pa welas Saoul e rae berzh meurbet, e voe trefuet gantañ.
Mais tous, en Israël et Juda, aimaient David, car c’était lui qui partait en campagne et revenait à leur tête. 1S 18, 16 : Hag Israel a-bezh ha Youda a gare David, rak mont ha dont a rae en o fenn.
Saül dit à David : « Voici ma fille aînée Mérab. C’est elle que je te donnerai pour femme. Seulement, sois pour moi un bon guerrier, menant les combats du Seigneur. » Saül s’était dit : « Ne portons pas la main sur lui, mais que des Philistins le fassent ! » 1S 18, 17 : Hag e lavaras Saoul da Zavid : "Setu va merc’h henañ, Merob : hounnezh a roin dit da wreg, gant ma vi evidon ur paotr kadarn d’ober brezelioù an Aotrou". Ha Saoul a lavare outañ e-unan : "Ne vo ket va dorn warnañ, met bez’ e vo warnañ dorn ar Filistiz".
David dit à Saül : « Qui suis-je, quel est mon lignage, quel est le clan de mon père en Israël, pour que je devienne le gendre du roi ? » 1S 18, 18 : Hag e lavaras David da Saoul : "Piv on-me, ha petra eo va buhez ha tiegezh va zad en Israel, din da vezañ mab-kaer ar roue ?"
Mais au moment de donner à David Mérab, fille de Saül, on la donna pour femme à Adriël de Mehola. 1S 18, 19 : Met pa voe ar mare da reiñ Merob, merc’h Saoul, da Zavid, e voe roet da Ariel, eus Mehola, da wreg.
Or Mikal, fille de Saül, aimait David. Saül en fut informé, et cela lui parut une bonne chose. 1S 18, 20 : Hag e karas Mic’hol, merc’h Saoul, David, hag e voe kontet se da Saoul, hag e voe reizh an dra ouzh e zaoulagad.
Il se disait : « Je la lui donnerai, elle sera pour lui un piège, et la main des Philistins sera contre lui. » Saül déclara donc à David une deuxième fois : « Aujourd’hui, tu deviendras mon gendre. » 1S 18, 21 : Hag e lavare Saoul : "Reiñ a rin houmañ dezhañ, ma vo evitañ ur pech, hag e vo warnañ dorn ar Filistiz". Hag e lavaras Saoul da Zavid : "Dre eben e vi mab-kaer din hiziv".
Saül donna cet ordre à ses serviteurs : « Parlez à David en secret. Dites-lui : Voici que tu plais au roi, et tous ses serviteurs t’aiment. Deviens donc le gendre du roi ! » 1S 18, 22 : Hag e c’hourc’hemennas Saoul d’e servijerien : "Komzit ouzh David e kuzh, o lavarout : Plijout a rez d’ar roue, hag e holl servijerien az kar : bremañ eta, bez mab-kaer d’ar roue !"
Les serviteurs de Saül redirent ces paroles à l’oreille de David qui déclara : « Est-ce peu de chose, à vos yeux, de devenir le gendre du roi ? Or, moi, je suis quelqu’un de pauvre et de peu d’importance. » 1S 18, 23 : Hag e lavaras servijerien Saoul ouzh divskouarn David ar c’homzoù-se ; hag e lavaras David : "Hag-eñ ez eo aezet, ouzh ho taoulagad, bezañ mab-kaer d’ar roue ? Me a zo un den paour ha dister".
Les serviteurs de Saül lui rapportèrent ces paroles en disant : « Voilà comment David a parlé. » 1S 18, 24 : Hag e kontas se servijerien Saoul dezhañ o lavarout : "Kement-mañ en deus lavaret David".
Alors Saül reprit : « Vous direz ceci à David : Pour sa fille, le roi ne veut pas d’autre paiement que cent prépuces de Philistins, afin de tirer vengeance de ses ennemis. » Saül comptait ainsi faire tomber David aux mains des Philistins. 1S 18, 25 : Hag e lavaras Saoul : "Evel-hen e komzot ouzh David : Ne c’hoanta ar roue evel argouroù nemet kant amdroc’had Filistiz evit en em veñjiñ eus enebourien ar roue". Ha Saoul a soñje lakaat da gouezhañ David e dorn ar Filistiz.
Les serviteurs rapportèrent ces paroles à David, et la chose lui parut bonne pour devenir le gendre du roi. Le délai n’était pas encore accompli 1S 18, 26 : Hag e kontas e servijerien an traoù-mañ da Zavid. Hag e voe reizh an dra ouzh daoulagad David, evit bezañ mab-kaer d’ar roue. Ha ne oa ket peurdremenet an deizioù,
que David se mettait en route, lui et ses hommes, et qu’il abattait deux cents Philistins. David rapporta leurs prépuces, il les remit tous au roi, afin de pouvoir devenir le gendre du roi. Alors Saül lui donna pour femme sa fille Mikal. 1S 18, 27 : ma voe savet David hag aet gant e dud da lazhañ d’ar Filistiz daou c’hant den. Hag en devoa degaset David o amdroc’hadoù, a beurgontas d’ar roue, evit bezañ mab-kaer d’ar roue. Hag e roas dezhañ Saoul Mic’hol, e verc’h, da wreg.
Voyant et comprenant que le Seigneur était avec David et que Mikal, sa propre fille, l’aimait, 1S 18, 28 : Gwelet en devoa Saoul, gouezet en devoa e oa an Aotrou gant David ; ha Mic’hol, merc’h Saoul, a garas anezhañ.
Saül eut encore plus peur de David et il éprouva contre lui une hostilité de tous les jours. 1S 18, 29 : Muioc’h a se en devoe Saoul aon rak David c’hoazh, hag e voe Saoul enebour da Zavid dalc’hmat.
Les princes des Philistins repartirent en campagne. Mais, à chacune de leurs campagnes, David remportait plus de succès que tous les serviteurs de Saül. Son nom devint très célèbre. 1S 18, 30 : Argadiñ a rae ofiserien ar Filistiz, hag a-feur ma-z argadent, e rae berzh David, muioc’h eget servijerien Saoul, hag e voe prizet meurbet e anv.
