Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Premier livre de Samuel » Chapitre 1

Premier livre de Samuel - Chapitre 1

Levr : Levr kentañ Samouel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Chapitre 1



IL Y AVAIT UN HOMME de la ville de Rama, dans la montagne d’Éphraïm ; il s’appelait Elcana, fils de Yéroham, fils d’Éliou, fils de Tohou, fils de Souf ; c’était un Éphratéen. 1S 1, 1 : Bez’ e oa un den eus Ramataim-Soufita, war Menez-Efraim, Elkana e anv, mab da Yeroham, mab da Elihu, mab da Souf, un Eufratiad.

Cet homme avait deux femmes. L’une s’appelait Anne, l’autre Peninna. Peninna avait des enfants, mais Anne n’en avait pas. 1S 1, 2 : Div wreg en devoa : unan anvet Anna hag eben Penenna. Bugale he devoa Penina, hogen Anna n’he devoa ket a vugale.

Chaque année, Elcana montait de sa ville au sanctuaire de Silo pour se prosterner devant le Seigneur de l’univers et lui offrir un sacrifice. C’est à Silo que résidaient, comme prêtres du Seigneur, les deux fils d’Éli, Hofni et Pinhas. 1S 1, 3 : Bep bloaz e pigne an den-se eus e gêr, evit azeuliñ, ha kinnig sakrifisoù da Aotrou an armeoù, e Silo. Eno edo daou vab da Eli ar beleg bras : Ofni ha Pineas, beleien an Aotrou.

Un jour, Elcana offrait le sacrifice ; il distribua des parts de la victime à sa femme Peninna, à tous ses fils et à toutes ses filles. 1S 1, 4 : En deiz ma kinnige Elkana ur sakrifis, e roe, evel ma boaz, pep a lod da Benenna e wreg, ha d’hec’h holl vibien ha merc’hed.

Mais à Anne, il donna une part de choix car il aimait Anne, que pourtant le Seigneur avait rendue stérile. 1S 1, 5 : Ha da Anna ne roe nemet ul lodenn daoust ma kare muioc’h anezhi, met an Aotrou n’en devoa ket roet bugale dezhi.

Sa rivale cherchait, par des paroles blessantes, à la mettre en colère parce que le Seigneur l’avait rendue stérile. 1S 1, 6 : Hag e veze hegaset gant hec’h enebourez, evit lakaat droug da sevel enni, dre m’en devoa an Aotrou Doue he rentet difrouezh.

Cela recommençait tous les ans, quand Anne montait au sanctuaire du Seigneur : Peninna cherchait à la mettre en colère. Anne pleura et ne voulut rien manger. 1S 1, 7 : Evel-se e c’hoarveze bep bloaz, ken lies gwech ha ma-z aent e pirc’hirinaj da Dempl an Aotrou Doue, hag eben a greske evel-se glac’har Anna. Met en drovezh-se, Anna en em lakaas da ouelañ hag a chomas hep debriñ.

Son mari Elcana lui dit : « Anne, pourquoi pleures-tu ? Pourquoi ne manges-tu pas ? Pourquoi ton cœur est-il triste ? Et moi, est-ce que je ne compte pas à tes yeux plus que dix fils ? » 1S 1, 8 : Hag e lavaras dezhi Elkana, he gwaz : "Anna ! perak e ouelez, ha perak ne zebrez ket, ha perak ez out fallgalonet ? Daoust ha n’on ket gwell evidout eget dek mab ?"

Anne se leva, après qu’ils eurent mangé et bu. Le prêtre Éli était assis sur son siège, à l’entrée du sanctuaire du Seigneur. 1S 1, 9 : Savet e oa Anna, goude debriñ hag evañ e Silo, hag Eli, ar beleg, a oa en e goazez war ur gador e-harz post templ an Aotrou.

Anne, pleine d’amertume, se mit à prier le Seigneur et pleura abondamment. 1S 1, 10 : Hag hi, c’hwerv hec’h ene, a bede e-kichen an Aotrou hag a ouele.

Elle fit un vœu en disant : « Seigneur de l’univers ! Si tu veux bien regarder l’humiliation de ta servante, te souvenir de moi, ne pas m’oublier, et me donner un fils, je le donnerai au Seigneur pour toute sa vie, et le rasoir ne passera pas sur sa tête. » 1S 1, 11 : Ober a rae ur gouestl hag e lavare : "Aotrou an Armeoù, ma sellez ouzh reuzeudigezh da vatezh, m’az pez soñj ac’hanon, mar n’ankounac’haez ket da vatezh ha ma roez d’az matezh ur bugel, ur paotr, e teroin anezhañ d’an Aotrou holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne savo ket war e benn".

Tandis qu’elle prolongeait sa prière devant le Seigneur, Éli observait sa bouche. 1S 1, 12 : Hag e talc’he da bediñ dirak an Aotrou, hag Eli a eveshae ouzh he genou :

Anne parlait dans son cœur : seules ses lèvres remuaient, et l’on n’entendait pas sa voix. Éli pensa qu’elle était ivre 1S 1, 13 : Anna a gomze diwar he c’halon hepken ; he muzelloù a fiñve, met he mouezh ne gleved ket. Hag e soñjas Eli e oa mezv.

et lui dit : « Combien de temps vas-tu rester ivre ? Cuve donc ton vin ! » 1S 1, 14 : Hag e lavaras Eli dezhi : "Betek peur e vi mezv ? Skarzh da win diwarnout !"

Anne répondit : « Non, mon seigneur, je ne suis qu’une femme affligée, je n’ai bu ni vin ni boisson forte ; j’épanche mon âme devant le Seigneur. 1S 1, 15 : Hag e respontas Anna o lavarout : "Nann, va aotrou, ur vaouez nec’het he spered on-me, met na gwin na boeson n’am eus evet. Skuilh a ran va ene dirak an Aotrou.

Ne prends pas ta servante pour une vaurienne : c’est l’excès de mon chagrin et de mon dépit qui m’a fait prier aussi longtemps. » 1S 1, 16 : Arabat dit lakaat da vatezh keñver-ouzh-keñver gant ur plac’h a netra : dre ’m eus kalz a breder hag a zoan em eus komzet betek-hen".

Éli lui répondit : « Va en paix, et que le Dieu d’Israël t’accorde ce que tu lui as demandé. » 1S 1, 17 : Hag e respontas Eli o lavarout : "Kae e peoc’h ! Ha Doue Israel da roio dit ar mennad a c’houlennez digantañ".

Anne dit alors : « Que ta servante trouve grâce devant toi ! » Elle s’en alla, elle se mit à manger, et son visage n’était plus le même. 1S 1, 18 : Hag hi da lavarout : "Kavet he deus da vatezh gras ouzh da zaoulagad". Hag ez eas ar vaouez gant hec’h hent, hag e tebras, hag an hevelep dremm n’he devoa ken.

Le lendemain, Elcana et les siens se levèrent de bon matin. Après s’être prosternés devant le Seigneur, ils s’en retournèrent chez eux, à Rama. Elcana s’unit à Anne sa femme, et le Seigneur se souvint d’elle. 1S 1, 19 : Ha savet abred, e stoujont dirak an Aotrou. Ha war o c’hiz ez ejont d’ar gêr da Rama. Hag ec’h anavezas Elkana Anna, e wreg ; hag an Aotrou en devoe soñj anezhi.

Anne conçut et, le temps venu, elle enfanta un fils ; elle lui donna le nom de Samuel (c’est-à-dire : Dieu exauce) car, disait-elle : « Je l’ai demandé au Seigneur. » 1S 1, 20 : Ha deuet an amzer, e koñsevas Anna hag e c’hanas ur mab, hag e roas dezhañ an anv a Samouel, "rak, emezi, digant an Aotrou em boa hen goulennet".

Elcana, son mari, monta au sanctuaire avec toute sa famille pour offrir au Seigneur le sacrifice annuel et s’acquitter du vœu pour la naissance de l’enfant. 1S 1, 21 : Hag e pignas an den, Elkana, gant e holl diegezh, da ginnig d’an Aotrou e sakrifis-bloaz hag e ouestl.

Mais Anne n’y monta pas. Elle dit à son mari : « Quand l’enfant sera sevré, je l’emmènerai : il sera présenté au Seigneur, et il restera là pour toujours. » 1S 1, 22 : Met Anna ne bignas ket : lavarout a reas d’he gwaz : "Pa vo dizonet ar paotr, e tegasin anezhañ, hag en em ziskouezo dirak an Aotrou hag e chomo eno bepred".

Son mari Elcana lui répondit : « Fais ce qui est bon à tes yeux ; reste ici jusqu’à ce que tu l’aies sevré. Toutefois, que le Seigneur réalise sa parole ! » La femme resta donc et allaita son fils jusqu’à ce qu’elle l’eût sevré. 1S 1, 23 : Hag e lavaras dezhi Elkana, he gwaz : "Gra ar pezh a vo ar gwellañ ouzh da zaoulagad ; chom ken n’az po e zizonet. Hogen, ra seveno an Aotrou da gomzoù !" Hag e chomas ar vaouez da vagañ he mab ken na voe dizonet.

Lorsque Samuel fut sevré, Anne, sa mère, le conduisit à la Maison du Seigneur, à Silo ; l’enfant était encore tout jeune. Anne avait pris avec elle un taureau de trois ans, un sac de farine et une outre de vin. 1S 1, 24 : Hag e reas dezhañ pignat ganti, pa voe dizonet, gant ur c’hole tri bloaz, un efa bleud hag ur c’hroc’henad gwin. Hag e gas a reas da Di an Aotrou, e Silo, hag ar paotrig a oa yaouank.

On offrit le taureau en sacrifice, et on amena l’enfant au prêtre Éli. 1S 1, 25 : Hag e voe lidlazhet ar c’hole, ha degaset ar paotrig davet Eli.

Anne lui dit alors : « Écoute-moi, mon seigneur, je t’en prie ! Aussi vrai que tu es vivant, je suis cette femme qui se tenait ici près de toi pour prier le Seigneur. 1S 1, 26 : Hag hi da lavarout : "Mar plij, aotrou ! Bevet da ene, aotrou ! Me eo ar vaouez en em zalc’he en da gichen amañ hag a bede an Aotrou.

C’est pour obtenir cet enfant que je priais, et le Seigneur me l’a donné en réponse à ma demande. 1S 1, 27 : Evit ar paotrig-mañ e peden, hag en deus roet an Aotrou din ar pezh a c’houlennen digantañ.

À mon tour je le donne au Seigneur pour qu’il en dispose. Il demeurera à la disposition du Seigneur tous les jours de sa vie. » Alors ils se prosternèrent devant le Seigneur. 1S 1, 28 : Ha me d’am zro, a brest anezhañ d’an Aotrou Doue, ha prestet eo d’an Aotrou Doue evit e vuhez penn-da-benn". Hag int da azeuliñ eno, dirak an Aotrou.