Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Premier livre de Samuel » Chapitre 24

Premier livre de Samuel - Chapitre 24

Levr : Levr kentañ Samouel
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Chapitre 24



De là, David monta aux refuges d’Enn-Guèdi où il s’établit. 1S 24, 1 : Hag e pignas David alese, hag e chomas e kreñvlec’hioù En-Gadi.

Or, quand Saül revint de la poursuite des Philistins, on l’en informa : « Voici que David est au désert d’Enn-Guèdi. » 1S 24, 2 : Met pa zistroas Saoul a-ziwar-lerc’h ar Filistiz, e voe roet keloù dezhañ o lavarout : "Emañ David e gouelec’h En-Gadi".

Saül prit trois mille hommes, choisis dans tout Israël, et partit à la recherche de David et de ses gens en face du Rocher des Bouquetins. 1S 24, 3 : Hag e kemeras Saoul tri mil den eus an dibab a-douez holl dud Israel, hag ez eas da glask David hag e soudarded a-grap reier ar c’hragvouc’hed.

Il arriva aux parcs à moutons qui sont en bordure de la route ; il y a là une grotte, où Saül entra pour se soulager. Or, David et ses hommes se trouvaient au fond de la grotte. 1S 24, 4 : Ha pa erruas gant klozioù an deñved, e-kichen an hent, e-lec’h ma oa ur vougev e-lec’h ma-z antreas Saoul evit e ezhommoù naturel. Ha David hag e baotred a oa azezet e goueled ar vougev kuzhet eno.

Les hommes de David lui dirent : « Voici le jour dont le Seigneur t’a dit : “Je livrerai ton ennemi entre tes mains, tu en feras ce que tu voudras.” » David vint couper furtivement le pan du manteau de Saül. 1S 24, 5 : Hag e lavaras soudarded David dezhañ : "Setu an deiz ma lavar an Aotrou dit : lakaat a ran da enebour etre da zaouarn, evel m’en devoa lavaret, gra outañ evel ma plijo dit". Hag e savas David hag e troc’has pastell mantell Saoul dre guzh.

Alors le cœur lui battit d’avoir coupé le pan du manteau de Saül. 1S 24, 6 : Ha goude-se e skoe kalon David, dre m’en devoa troc’het pastell mantell Saoul.

Il dit à ses hommes : « Que le Seigneur me préserve de faire une chose pareille à mon maître, qui a reçu l’onction du Seigneur : porter la main sur lui, qui est le messie du Seigneur. » 1S 24, 7 : Hag e lavaras d’e soudarded : "Arabat din, dre an Aotrou, ober an dra-se d’am aotrou, da olevad an Aotrou, kas va dorn warnañ, rak olevad an Aotrou ez eo".

Par ses paroles, David retint ses hommes. Il leur interdit de se jeter sur Saül. Alors Saül quitta la grotte et continua sa route. 1S 24, 8 : Herzel a reas David e soudarded gant ar c’homzoù-se, n’o lezas ket da lammat war Saoul ; ha Saoul a savas eus ar c’hev, hag ez eas gant e hent.

David se leva, sortit de la grotte, et lui cria : « Mon seigneur le roi ! » Saül regarda derrière lui. David s’inclina jusqu’à terre et se prosterna, 1S 24, 9 : Hag e savas David goude, hag ez eas er-maez eus ar c’hev, hag e huchas war-lerc’h Saoul o lavarout : "Va Mestr ha va Roue !" Saoul a reas ur sell war e lerc’h ha David a blegas betek an douar hag a stouas dirazañ.

puis il lui cria : « Pourquoi écoutes-tu les gens qui te disent : “David te veut du mal” ? 1S 24, 10 : Hag e lavaras David da Saoul : "Perak e selaouez ouzh komzoù tud hag a lavar : Emañ David o klask droug ouzhit ?

Aujourd’hui même, tes yeux ont vu comment le Seigneur t’avait livré entre mes mains dans la grotte ; pourtant, j’ai refusé de te tuer, je t’ai épargné et j’ai dit : “Je ne porterai pas la main sur mon seigneur le roi qui a reçu l’onction du Seigneur.” 1S 24, 11 : Setu, hiziv o deus gwelet da zaoulagad penaos en devoa da lakaet an Aotrou, hiziv, etre va daouarn er vougev hag e lavared din da lazhañ, met da espernet em eus en ur lavarout : Na gasin ket va dorn war va aotrou, rak olevad an Aotrou eo.

Regarde, père, regarde donc : voici dans ma main le pan de ton manteau. Puisque j’ai pu le couper, et que pourtant je ne t’ai pas tué, reconnais qu’il n’y a en moi ni méchanceté ni révolte. Je n’ai pas commis de faute contre toi, alors que toi, tu traques ma vie pour me l’enlever. 1S 24, 12 : Ya, va zad, sell ! Sell pastell da vantell em dorn : troc’het em eus pastell da vantell hep da lazhañ. Anzav, en ur welout se, n’eus em dorn na droug na torfed, n’em eus ket pec’het enep dit, hag e stignez pechoù d’am buhez evit he lemel diganin.

C’est le Seigneur qui sera juge entre toi et moi, c’est le Seigneur qui me vengera de toi, mais ma main ne te touchera pas ! 1S 24, 13 : Ra varno an Aotrou etrezon-me ha te ! R’am veñjo an Aotrou diouzhit ! Met va dorn ne stoko ket warnout.

Comme dit le vieux proverbe : “Des méchants sort la méchanceté.” C’est pourquoi ma main ne te touchera pas. 1S 24, 14 : Evel ma lavar ar sturienn gozh : 'Eus ar re fallakr e teu fallagriezh'. Va dorn ne stoko ket warnout.

Après qui donc le roi d’Israël s’est-il mis en campagne ? Après qui cours-tu donc ? Après un chien crevé, après une puce ? 1S 24, 15 : War-lerc’h piv ez eo aet roue Israel ? War-lerc’h piv emaout o redek ? war-lerc’h ur c’hi marv ? War-lerc’h ur c’hwenenn ?

Que le Seigneur soit notre arbitre, qu’il juge entre toi et moi, qu’il examine et défende ma cause, et qu’il me rende justice, en me délivrant de ta main ! » 1S 24, 16 : Ra vo an Aotrou tredeog ha barner etrezon-me ha te ! Hag e welo hag e tifenno va c’haoz hag am zenno eus da zorn !"

Lorsque David eut fini de parler, Saül s’écria : « Est-ce bien ta voix que j’entends, mon fils David ? » Et Saül se mit à crier et à pleurer. 1S 24, 17 : Ha p’en devoe echuet David da lavarout ar c’homzoù-se da Saoul, e lavaras Saoul : "Ha da vouezh eo, va mab David ?" Hag e savas Saoul e vouezh en ur zifronkañ.

Puis il dit à David : « Toi, tu es juste, et plus que moi : car toi, tu m’as fait du bien, et moi, je t’ai fait du mal. 1S 24, 18 : Hag e lavaras da Zavid : "Reishoc’h ez out egedon : rentet ec’h eus din ar mad ha me a rente dit an droug.

Aujourd’hui tu as montré toute ta bonté envers moi : le Seigneur m’avait livré entre tes mains, et tu ne m’as pas tué ! 1S 24, 19 : Disklêriet ec’h eus hiziv penaos e rez gant madelezh em c’heñver : serret e oan bet gant an Aotrou etre da zaouarn ha n’ec’h eus ket va lazhet !

Quand un homme surprend son ennemi, va-t-il le laisser partir tranquillement ? Que le Seigneur te récompense pour le bien que tu m’as fait aujourd’hui. 1S 24, 20 : Pa gav un den e enebour, daoust hag e gas a ra war hent an eurvad ? An Aotrou da rento dit eurvad, abalamour da hiziv, evit ar pezh ec’h eus graet evidon !

Je sais maintenant que tu régneras certainement, et que la royauté d’Israël tiendra bon en ta main. 1S 24, 21 : Bremañ ec’h ouzon e reni hag e vo divrall rouantelezh Israel etre da zaouarn.

Alors, jure-moi par le Seigneur que tu ne supprimeras pas ma descendance après moi, que tu ne feras pas disparaître mon nom de la maison de mon père. » 1S 24, 22 : Ha bremañ, tou din, dre an Aotrou, ne raski ket va gouenn war va lerc’h, ne zistruji ket va anv eus Ti va zad".

David le jura à Saül. Puis Saül rentra chez lui, tandis que David et ses hommes remontaient à leur refuge. 1S 24, 23 : Hag e touas David da Saoul. Hag ez eas Saoul d’ar gêr. Ha David, gant e soudarded, a bignas d’ar c’hreñvlec’h.